26 janvier 2015

Gwazi bourounet, gwazi boureviet?

Gant ar produer avu druz–mañ e veze pourchaset lipousañ taolioù BroC'hall. Klemm a oa bet lakaet outañ gant L214, ur gevredigezh o tifenn al loened, en abeg da «taolioù kriz» ha «gwallgaserezh» aenep al loened. Un «devenadenn rageeun» eo, da lârout eo n'eus bet kaset enklask ebet gant ar boliserien: ar varnerien a vo dav dezho ober o soñj diwar an dielloù roet dezho gant an daou du.

E miz Du 2013 e oa bet embannet enlinenn ur video gant L214. Enni e veze gwelet gwazi bourounet e tiezfeurm renet gant Ernest Soulard. Lod anezho a seblante bezañ bac'het e kaouedoù lous–brein, hep gallout fiñval ezel. E PoatevUhel, e parrez L'Oie, eo diazezet Ernest Soulard, un embregerezh 300 implijiad ha 80 desaver dezhi. Abalamour d'an aferse ez eus savet gwall vrud diwar he c'houst. Kollet he deus pratikoù zo, en o zouez Joël Robuchon, ar pennkeginer milanavezet.

Diriaou e oa krog ar prosez e lezvarn Sablesd'Olonne. Displeget eo bet gant ar gevredigezh L214 e oa bet fiziet enni ur film troet dre guzh er salioùbourouniñ. Hervezi eo «gwirion» ar video, hep mar na marteze. Gwelet ez eus logoioù Soulard ouzh dorioù ar savadur ha war dilhad ar vicherourien. Graet eo bet ar video gant un implijiad aotreet da vont tre e seurt salioù. Klemm zo bet savet peogwir e vefe «poentbras lakaat ar gaoz war ar mod da zesevel gwazi, dreistholl pezh bevet gant al loenedse 'blam d'ar bourouniñ».

Alvokad ar produer, avat, en deus diskuliet an doare ma oa bet savet ar video, gant talennoù ledan ha tost. «Un touell frammet mat eo, tra ken. N'eus ket an disterañ moaien da brouiñ eo bet filmet ar skeudennoù adost e ti Soulard» emezañ. «Eno eo graet pep tra e stern al lezenn, dreistkontrollet e vez pep tra. Ermaez e vez an houidi 90% eus o amzer.»

Gant an embregerezh Ernest Soulard ez eus bet lakaet klemm ivez, goude ma oa bet skingaset ar video, en abeg da «forzhidigezh en ti». Renet ez eus un enklask er Roche–sur–Yon ivez, evit «gwastadurioù youlek». Lod izili eus L214 a vefe bet toullet mogerioù zo ganto, evit ma vefe aesoc'h dezho filmañ.

© diwar LAURENT Sybille, Un producteur de foie gras jugé pour "actes de cruauté" sur ses oies,
Metronews, d'an 22 a viz Genver 2015.

E miz Here e oa bet kemmet al lezenn da vat: al loened a oa aet da «voudoù buhez enno emskiant», ha ne oa ket «madoù heloc'h» ken. Gant ar gevredigezh 30 milion a vignoned e oa bet roet lañs d'ur sinadeg, savet al lezenn nevez diwarni.

———— GERIAOUEG ————
AVU DRUZ (du foie gras)
AR BOUD (l'être)
BOUROUNIÑ (gaver)
AN DEVENADENN* (la citation [juridique])
DISKULIAÑ (dénoncer)
EMSKIANT (conscient de soi)
AR FORZHIDIGEZH* (la violation d'un lieu)
GWALLGAS (maltraiter)
AR GWASTADUR (la dégradation)
GWIRION (authentique)
MADOÙ HELOC'H (biens meubles)
POURCHAS (fournir)
TALENN*, AN DALENN (le plan [cinéma])
AN TOUELL (le leurre, l'illusion)

5 janvier 2015

Aet Chancel d'an Anaon, aet ar sevenadur da get?

Dimeurzh e oa bet douaret Jacques Chancel. D'an 23 a viz Kerzu e oa aet hennezh d'an Anaon, d'an oad a 86 vloaz. Brudetmat e oa paotr e vlev gwenn abalamour d'an abadennoù bet kaset gantañ er skingomz hag er skinwel, en o zouez le Grand Échiquier. Peadra da lakaat ar gaoz war plas ar sevenadur en tele avremañ. En deiz all e oa bet dispaket o soñj gant pevar c'hazetenner: sed amañdindan o savboent.
 

«Ar skinwel avremañ n'eo ket ar memes ha hini gwechall. Dishañval eo an traoù, met abadennoù afeson zo c'hoazh. Eus ar c'hentañ eo al labour kaset da benn gant Arte, o tiskouez e c'haller bezañ interesus en ur ober anv eus sevenadur. Ul labour par da hini Chancel a vez graet ganti, a gav din, ha gant ar chadenn barlamantel ivez. Pezh a vank eo abadennoù digustum, dibar, o vodañ tud a bep seurt war o leurenn, medreist–holl o tolpañ an holl sellerien a–dal o skramm. Pelec'h emañ an dalc'h en deiz a hiziv? Nebeud a abadennoù sevenadurel a vez produet gant TF1, ha diwezhat–mezh e vezont skingaset ganti. Re wir, n'eo ket kefridi ar chadenn; hogen asantet e oa bet ganti ober strivoù pa oa bet roet lañs dezhi gant Bouygues.»

• «Ur vezh eo skingas an abadenn e–koun Jacques Chancel e–kreiz an noz, ha neket diouzh an abardaez. Ne zlefe ket ar servij publik en em lakaat dindan gwask, dindan beli an aodimat. Abalamour da betra e klask–eñ desachañ kement a arvesterien hag ar chadennoù prevez? N'eo ket sañset ober ar memes labour hag int tamm ebet. Diskouez hentoù nevez a rank ar chadennoù publik, kavout doareoù all da labourat war o micher. Me a soñj din ez eus re anezho: gwelloc'h e vefe mirout nebeutoc'h a chadennoù, met gant muioc'h a beadra, dezho da ginnig abadennoù dedennusoc'h.»

• «Penaos sevel abadennoù kulturel eus an dibab hag a blijo d'an holl? Diaesat kudenn da ziskoulmañ! Cheñchet eo an tele a–grenn, gant ar replay. Muioc'h–mui a chadennoù a vez. Ar c'heleier memes zo nebeud a dud o sellout outo. Forzh penaos, diaes eo keñveriañ ar mareoù an eil ouzh egile. Techet eo an dud da vagañ droug–hirnezh, ha bepred e vo tud o randoniñ: ''gwelloc'h–gozh 'oa gwelloc'h''. Kozh kaozioù, me 'lâr deoc'h: gwechall diouzh gwechall, hiziv diouzh hiziv!»

• «Kalz muioc'h a sotonioù a vez gwelet bremañ eget da vare Chancel, gwir–Bater eo kement. Met muioc'h a abadennoù mat–kenañ a vez ivez. Din e ra ar chadennoù foran abadennoù a–live gant o c'harg. Pezh a ra diouer ez eo un abadenn veur, e–giz re Pivot ha Bernard Rapp.»


———— GERIAOUEG ————
AGRENN PENNDABENN
EUS AN DIBAB (de premier choix)
AN DIOUER (le manque)
AN DROUGHIRNEZH (la nostalgie)
EKOUN (à la mémoire de)
KEFRIDI*, AR GEFRIDI (la tâche, la mission)
AR PEADRA (les moyens)
RANDONIÑ (radoter)
TOLPAÑ = BODAÑ