22 janvier 2018

Kalon vat d'ho poued!

Hir eo bet ar stourm, kreñv pouez al lobbyoù. En diwezh eo bet lakaet warsav Nutriscore gant ar Stad c'hall, ur sistem renkadur ofisiel azivout kalite ar boued. Dre al livioù skritellet ouzh ar pakadoù e c'haller gouzout pegen mat eo ar boued. Emodse e vefe aesoc'h da Yann–brener ha da Gatell–prenerez choaz boued yac'h. Siwazh! N'eo ket ret ar skritellañ, abalamour da embregerezhioù bras evel Mars, Nestle pe CocaCola. Ouzhpenn se e klask ar rese ober gant ur benveg all krouet ganto.

Memes tra a oa c'hoarvezet kentoc'h gant ramzed ar butun, pe c'hoazh re an esañs. Ne fell ket dezho e vefe cheñchet ur mont endro hag a reont o mad anezhañ. Efedoù war ar yec'hed en deus hini greanterezhioù ar magañ: re a galorioù, a sukr, a holen hag a zanvezioù druz a gaver er boued a–vremañ. Re zister eo ar c'halite bouedus ivez. Evit plediñ gant an drase ez eus bet kavet ur benveg aes ober gantañ: ur sistem livioù an hini eo, eus al liv gwer d'al liv ruz, skritellet ouzh ar pakadoù evit ma vefe gouezet pegen mat eo ar produioù. Adu gant ar skeulse emañ ar braz eus ar skiantourien.

Kreñv eo an enebiezh avat, pe e vefe ouzh Unaniezh Europa pe ouzh Ministrerezh gall ar Yec'hed. Hervez an AMG Corporate Europe Observatory e vefe bet dispignet e Brussel hogos ur miliard a euroioù gant ar greanterezh gounezvouedel evit mougañ ar raktres, dre lobbyañ. Hag efedus eo bet: divizet he deus Unaniezh Europa nompas mont pelloc'h ganti. E BroC'hall he deus klemmet an ANIA (Kevredigezh Vroadel Greanterezhioù ar Magañ) dreistholl: dezhi e vefe «taolet re ar bec'h» warno gant ar skritelligoù, ha tagañ a rafent glad gall ar c'heginañ zoken! Dav eo gouzout eo ar boued treuzfurmet a vefe peget skritelligoù ruz outañ e gwirionez...

A bep seurt traoù zo c'hoarvezet abaoe. Gant kazetennerien Cash Investigations e oa bet diskouezet penaos e oa bet kinniget gant lod kannaded enkemmadoù hañvalmik ouzh ar re kaset dezho gant an ANIA. Abalamour da ministrerezh al labour–douar eo bet daleet an intrudu. Goulennet en doa ar ministr Stephane ar Foll e vefe amprouet skeulioù all, savet gant ar greanterezhioù o–unan. Abenn ar fin eo aet an tu kreñv gant ministrerezh ar yec'hed, hag he fenn Marisol Touraine, e miz Meurzh 2017, met tri bloavezh a oa bet kollet emodse.

D'an 31 a viz Here e oa bet krouet Nutriscore, ur sistem dibar da VroC'hall. Ofisiel eo, met n'eo ket ret implijout anezhañ. Lod merkoù a ra avat: Auchan, Intermarché, Danone, Fleury Michon... Met kevredigezhioù evel UFC Que Choisir a c'houlenn mont pelloc'h: int a garfe e vefe retgroñs ober gantañ. Rak embregerezhioù zo a glask kas Nutriscore d'ar strad, o reiñ lañs d'ur sistem all ha ne vefe ket ken strizh e varn. Gant Carrefour ez eus bet savet unan, hag un nebeud embregerezhioù liesvroadel zo bet krouet ganto un eil, Nutri Couleurs e anv. En o zouez emañ Coca Cola, Nestle, Mars, PepsiCo pe Unilever.

Elec'h reiñ un notenn e vefe roet pemp, dre rummad: kalorioù, sukr, holen, danvezioù druz, trenkennoù druz peurvec'h. Diaesoc'h e vo da Yannbratik lenn ar skritelligoù eta. Seul ziaesoc'h ma vo kinniget an titouroù dre «damm», neket dre 100g evel ma ra Nutriscore. Amsklaer eo ar sistemse, ha n'eus ket fellet d'an embregerezhioù brasse lavarout pegen uhel e tle ar feurioù bezañ evit tremen eus an eil liv d'egile.

Hervez skiantourien e vefe gwispid Twix, da skouer, ruz o skritellig Nutriscore met orañjez hini Nutri Couleurs. Dezho e vefe douget Nutri Couleurs gant an embregerezhioù liesvroadel fardet ganto ar produioù izeloc'h o c'halite magañ: «100% eus ar produioù gant Mars zo orañjez pe ruz, 86% eus re Vondelez, 55% eus re Nestle, 54% eus re CocaCola, 52% eus re Unilever, ha 46% eus re BepsiCo».


© PETITJEAN Olivier, Sel, sucre, matières grasses: comment les géants de la malbouffe ont entravé un étiquetage utile aux consommateurs,
Basta!, d'an 2 a viz Genver 2018.






—— GERIAOUEG ——
AMPROUIÑ (expérimenter)
AMSKLAER (obscur)
AOZADUR EMAEZ GOUARNAMANT (ONG)
AZIVOUT = EKEÑVER
BARN*, AR VARN (le jugement)
BOUEDUS (nutritionnel)
DRUZ (gras)
AN ENKEMMAD (l'amendement)
AR FEUR (le taux)
GOUNEZVOUEDEL = AGROBOUEDEL
AR GREANTEREZH (l'industrie)
AN INTRUDU (l'initiative)
PLEDIÑ GANT (s'occuper de)
AR PRATIK (le client)
AR RAMZ (le géant)
AR SKEUL* (l'échelle)
TEULER BEC'H (stigmatiser)
TRENKENN*, AN DRENKENN (l'acide)

15 janvier 2018

Seizh miliard a boellgomzerioù, ha ni.

«Smartphone», «poellgomzerioù»: pellgomzerioù ''speredek'', e brezhoneg flour. E BroC'hall o deus 73% eus ar re aus 12 vloaz unan. Abaoe ma'z eus anezho, e 2007, ez eus bet gwerzhet 7 miliard a boellgomzerioù. Kement hag a dud war an tamm douar patatezmañ. Un arouez eo deuet da vezañ ar mekanikoùse, hini an araokadennoù niverel bedel graet abaoe dek vloaz: pellgomzer, urzhiataer, GPS, luc'hskeudennerez int war un dro.
Ha gwelet e oa bet dija kement a dud oc'h ober ken buan gant un teknologiezh nevez? En ul levr gant an Amerikan Thomas L. Friedman eo kontet penaos e oa c'hoarvezet an nivereladurse, war–lerc'h un heuliad araokadennoù teknologel. Bep daou vloaz e vefe daougmentet galloud an urzhiataerioù: «lezenn Moore» an hini eo. M'o dije troet an traoù ken fonnus evit ar c'hirritan ''Buoc'hig–Doue'', gant Volkswagen, «ez ajent da 180.000 km d'an eur, bevezet ganto ul litrad bep 800.000km»!
An aezamantoù degaset ganto eo an eil abeg. Pep lec'h, bepred, diouzhtu... e c'haller gouzout an amzer, lenn disoc'hoù dilennadegoù, kavout luc'hskeudennoù eus ar bidoc'hig, prenañ ur bilhed tren, sellout ouzh e gontoù bank... Aesoc'h ar vuhez gant an arvidinkoùse: respont a reont d'hor goulennoù, brudañ a reont hon taolioù imor mat pe fall...
Servijoù dibar a c'hallont rentañ, abalamour dezho da vezañ efedus. E kampoù repuidi, e tiriadoù drastet, e vez degaset boued, louzeier hag... ar WIFI gant an aozadurioù emaez gouarnamant! Emodse e chom ar repuidi liammet gant o c'herent strewet amañahont. Dezho n'eo ket dister tamm ebet.
Buanbuan eo c'hoarvezet pep tra avat. Daou c'houlenn zo diwar se, dibar int ivez. Afet lezenn: pep tra a oar hor poellgomzerioù diwar hor penn. Met petra a ouzompni anezho hag eus ar roadennoù diwar hor penn dastumet ganto? Nebeut a dra. Treuzkaset eo an titouroùse. Ganto e c'hall ramzed an niverel (Google, Apple, Facebook...) gwellaat ar servijoù kinniget deomp; hogen diwargoust gwirioù an dud. E miz Mae e vo lakaet da dalvezout e BroC'hall al lezenn europat nevez diwarbenn gwarez ar roadennoù. Un tamm kempenn a vo graet e–giz–se d'an diouer a lezenn, o lakaat redioù war chouk an embregerezhioù.
Speredel ha sokial eo an eil goulenn. Peseurt efedoù o do an teknologiezhioù niverel war hon emzalc'hioù? Difennet e vo d'ar skolidi ha d'ar skolajidi ober ganto adalek miz Gwengolo 2018, he deus divizet an Deskadurezh Stad. Arabat skeiñ ebiou d'an dud deuet kennebeut. Sellit pegen sot eo Donald Trump gant Twitter, oc'h embann bidennoù. Sellomp ouzhomp honunan: piv n'eo ket bet souezhet oc'h en em gavout saouzanet gant e skramm, diseblant ha bouzar ouzh an dud trodro, el labour pe er familh?
Setu benvegoù hag a zo sañset hol liammañ an eil ouzh egile, hol lakaat da gompren gwelloc'h ar bed. Awechoù hol lakaont d'en em serriñ ennomp. Labour zo c'hoazh evit ar bsikologourien hag ar bsikiatrourien.
Buanaet eo bet an emdroadur niverel gant an teknologiezhioù skiantel. Poent eo d'an teknologiezhioù sokial skoulmañ ganto, evit hor sikour da c'houzout ober ganto ha d'ober hor mad anezho.

© BOISSONNAT Philippe, Sept milliards de smartphones et nous, Ouest-France, d'ar 6 a viz Genver 2018.



—— GERIAOUEG ——
AN ARDIVINK = AR MEKANIK
AN AROUEZ (le symbole)
BEVEZIÑ (consommer)
BIDENN*, AR VIDENN (la blague, l'histoire)
AR BIDOC'HIG (le petit dernier)
DIBAR (unique, inédit [di/par])
DAOUGEMENTIÑ (doubler)
AN DIOUER A (le manque de)
DRASTET (ravagé)
AN EMDROADUR (l'évolution)
AN EMZALC'H (le comportement)
LAKAAT DA DALVEZOUT (mettre en vigueur)
AR GWAREZ (la protection)
AN NIVERELADUR (la numérisation)
SAOUZANAÑ (saisir, hypnotiser)
AR RAMZ (le géant)
REPUAD (le réfugié)
AR ROADENN (la donnée)
AR SKRAMM (l'écran)
STREWIÑ (éparpiller; disséminer)