25 juin 2018

Roll ar pennadoù-skrid.

Klikit amañ evit lenn roll an holl bennadoùskrid dastumet el lec'hienn (+ deiziadoù / danvezioù).

18 juin 2018

Tresadennoù.

Ar pellgomzerioù, Macron, ar velldroad, ar glifozat, an armoù, ar skolioù...
Setu amañ un dastumadeg tresadennoù a bep seurt, embannet e kazetennoù pe er rouedad en nevezamzer!

Klikit da sellout outo:
• Pajenn 1 / trawalc'h gant ar fobal; glav a rafe; kemmesket
• Pajenn 2 / gwirioù ha labour; raktres ha budjed; saverez sokial
• Pajenn 3 / glifozat; tiezdebriñ; pellgomzerioù
• Pajenn 4 / dañjerus eo; istorioù


4 juin 2018

Na zilezomp ket ar merc'hed yaouank!

Kunujennet ar merc'hed yaouank er c'hentelioù, touellet dre ar rouedadoù sokial, drouktunet dre ar pellgomzerioù, harellet er privezioù, gourdrouzet er c'hlasoù, argadet er porzhioù... Sebezus eo an aergelc'h el liseoù hag er skolajoù hervez un enklask gant ar gelaouenn l'Express. Ha dibourvez ar plac'hed: aliesmat e chom mut evel ur pesk an dud gour, dreistholl er skolioù chik a vez gwelloc'h ganto mougañ ar reuz ha diwall o brud. Abalamour da betra chom hep ober?



«Laisse tomber les filles, laisse tomber les filles... Un jour c'est toi qui pleureras». Pemp bloaz ha hanterkant zo e oa kanet an ton yeye gant France Gall, taolenn zu ur sal glas adreñv dezhi. N'haller ket mirout da gavout ur ster all dezhi hiziv, ur ster drol.

Ha dilezet eo bet ar merc'hed yaouank? Er pennadskrid ganeomp e lenner e vez harellet revel c'hoazh an dimezelled er privezioù, el lise Galieni e Tolosa, daoust d'un dijikod (biskoazh!) bezañ staliet en o mont ebarzh, ha d'ar gerkuzh bezañ anavezet gant ar plac'hed hepken. Ouzhpenn se e chomont pevarhapevar pe pemphapemp bepred, kuit da vezañ hegaset gant lakepoded. Int a glask bezañ mestr en tiskol, asur ma'z int ne vint ket kastizet. Hervez ar c'helenner matematikoù Mathieu Pieron eo «ar merc'hed lakaet en arvar ar c'hentañ seblant eus breskter an ensavadur. En hol lise, evel e re all, e tiskouez he deus daoulinet ar Republik».

Ha dilezet eo bet ar merc'hed yaouank? Akord eo Hajar ha Shanley, skoliataet e lise Camille Pissaro e Pontoise. Aet skuizh ar merc'hed gant ar gourdrouzioù, ar c'hunujennoù, an argadoù fizikel zoken, gwelet pe gouzañvet hogos bemdez ganto digant ar baotred... Klasket o deus emellout o c'hamaladezed. Berzh zo bet graet: 300 lisead ha liseadez zo en em dolpet dirak ar skol, da ziskouez e oant arru skuizh pe gengred. Brud zo bet graet ivez, rak kalzik mediaoù a oa deuet ivez. Bremañ e karfe an div blac'h bezañ klevet gant ar re goshañ.

Ha dilezet eo bet ar merc'hed yaouank? Tri bloaz zo, en ur skolaj chik e Paris, e oa bet kastizet pemp paotr – ha skarzhet daou anezho zoken – evit bezañ touchet meur a wech kamaladezed dezho eus ar 6vet klas, dindan levezon an X trash gwelet ganto er rouedad. «Ar baotred a sell ouzh borno (sic) epad an ehanoù» a lavaras ur plac'hig d'he zud, da gelaouiñ anezho. E 2016 e oa bet perzh 9.600 minor e aferioù gwallañ ha harellañ revel (+7% e–skoaz 2014).

Ha dilezet eo bet ar merc'hed yaouank? Amañ–ahont ez eus diorroet un islamouriezh yaouank–flamm a garfe rediañ he reolioù e lod porzhioù–skol. En ul levr gant Bernard Ravet, bet e penn ur skolaj e ranngêrioù norzh Massilia, eo skrivet n'azez ket ar baotred e–kichen ar plac'hed ken. Lod plac'hed a chom hep mont d'ar c'hentelioù sport. «Ouzhpenn se e kav d'ar baotredse eo normal bezañ perzh e desevel o ''c'hoarezed'', dimeziñ d'ur plac'h yaouank glan... hep asantiñ ober memes aberzh».

Rak ar grennarded sellout abretoc'habretañ ouzh ar porno, rak an harellañ er rouedadoù sokial, rak paotred vihan pe menivigoded hag a glask abafiñ... Liesseurt eo an abegoù, unan o disoc'hoù. Re a verc'hed a vez gwallgaset bemdez e Bro–C'hall, e 2018, el liseoù, er skolajoù, er skolioù–kentañ, er skolioù–mamm zoken. Peadra zo da gaout nec'hamant goude bezañ lennet an testenioù dastumet e metoù a bep seurt gant hor c'hazetennerez. Piv a ra forzh, d'ur mare ma tro–distro #metoo war ar poellgomzerioù? Aet eo an emgann veur diwar hor soñj, hini ar rummad dazont a zo o kreskiñ hiziv. Ledanoc'h eo tachenn an emgann–se eget hini ar wregelouriezh. Ar gwashañ a c'hoarvezo ma lezomp ul lodenn eus hor yaouankiz disleberiñ un dra diazez d'hor c'hevredigezh – ar c'hevatalderetre paotred ha merc'hed. Anavezet eo an ton ganeomp. Laisse tomber les filles... Un jour c'est toi qui pleureras.

© ROSENCHER Anne, «Violences sexistes, n'abandonnons pas les filles», l'Express, d'ar 6 a viz Mae 2018.



—— GERIAOUEG ——
ABAFIÑ (intimider)
AN ABERZH (le sacrifice)
ARGADIÑ (agresser)
DESEVEL (éduquer)
DIBOURVEZ (démuni)
DISLEBERIÑ (dénaturer, avilir)
DROUKTUNAÑ (faire du chantage)
EMELLOUT (se mêler)
EN ARVAR (en danger)
AN ENSAVADUR (l'institution)
AR GERKUZH (le mot de passe)
GLAN (pur, chaste)
GOURDROUZ (menacer)
GWREGELOURIEZH*, AR WREGELOURIEZH (le féminisme)
HARELLAÑ (harceler)
KENGRED (solidaire)
KEVATALDER = INGALDED*
AL LEVEZON* (l'influence)
MENI (mini)
AR METOÙ (le milieu, l'environnement)
MOUGAÑ (étouffer)
REVEL (sexuel)
SEBEZUS (stupéfiant)
TOUELLAÑ = TROMPLAÑ