7 octobre 2013

Talm-skol: "ar chaokerien n'emañ ket ar gwir ganto dre ret!''

Sindikadoù kelennerien, dilennidi an tu dehoù, maered a VroC'hall… Bemdez e vez jeu abalamour da adreizh an talmskol, da lavarout eo daskoulzañ ar c'hentelioù war pevar devezh hanter gant obererezhioù nevez endro d'ar skol. Ar FCPE (Fédération des Conseils de Parents d'Élèves) he deus skoazellet an adreizh abaoe ar penn kentañ anezhañ. Adu emañ c'hoazh hag adarre, e anv hevoud ar vugale. Pennadkaoz gant Paul Raoult, kadoriad ar FCPE.




En distroskolmañ e vez klevet kalz tud oc'h ober bil: skuishaet e vefe ar vugale gant adreizh an talm–skol...
Me a gred din e vez roet ar gaoz d'ar gwashañ chaokerien, evel boaz. Met ar rese n'emañ ket ar gwir ganto dre ret! Abaoe un nebeud deizioù ez eus tud evit pellgomz deomp, laouenbras gant an adreizh: «tremenet mat an traoù, laouen eo ma bugel». Abaoe 2008 e oa goulennet groñs ar c'hemmse gant ar FCPE. Laouen omp ez eo bet graet. Eveljust ez eus kemmouigoù da zegas, evit ma c'hallfe an holl kavout o c'hont. Met ur mennozh mat an hini eo. N'eo ket stag nag ouzh an tu kleiz nag ouzh an tu dehoù. Sevel a ra adu gant mad ar vugale, ur vad ha n'eus ket par dezhi. Skañvaet eo o devezhiadoù labour, abouez bras eo, arabat en disoñjal!

Tud zo a lavar e vefe skuizh-marv o bugale: petra eo ho soñjdeoc'h?
Marteze o deus ur spered gad? Bep bloaz e vez gwelet bugale skuizhdivi hag a vez diaes dezho padout betek KalaGoañv. Goude ehanoù eizh sizhunvezh e vez diaes adkregiñ ganti: skuizhuskenañ eo. Gouzout a reer ivez n'eo ket aes an diskaramzer, emazasaat a rank ober ar c'hennevidoù.

Bez' ez eus bugale a rank sevel d'ar Merc'her vintin memes tra. Skuishoc'h e vezont, keta?
Studiadennoù zo bet kaset, gant bugale o labourat pevar devezh ha reoù o labourat pevar devezh hanter. Petra a lavaront? An eil re a vez aesoc'h dezho bezañ aketus o tonttre er skolaj. N'eo ket diaes lakaat bugale da sevel d'ar memes eur bemdez – araok 2008 e veze graet egizse. Un tamm reolenn a vuhez da gaout eo. Anat, mont d'ar skol d'ar Merc'her vintin adarre a c'houlenn azasadur digant ar vugale. Met spletus e vo dezho.

 Hag an obererezhioù troskolel nevez? Ne vezontint ket skuizhus?
Gwir eo, er c'hêrioù bras ez eus graet fazioù, a gav din. Klask a reer aozañ abadennoù, diskouezadegoù, dilec'hiadennoù... Er penn kentañ e oa bet goulennet e vefe an amzer endro d'ar skol ur prantad sioul anezhañ, evit dudiañ, evit cheñch soñjoù... Hag abalamour da betra n'hallfed ket enoeiñ? Yac'h eo kavout hir e amzer, komz gant mignoned ivez, hag huñvreal... Setu perak e savomp adu gant ar fed e vefe graet obererezhioù aes da lakaat er pleustr ha marc'hadmat, da skouer al lazkanañ, al lenn, ar c'hoarioùstroll... Gwelloc'h eo eget ur barrad redek warlerc'h obererezhioù sevenadurel. Troet e vez an tachadoù dilañset gant seurt abadennoù, ha gwell a se.

Ne soñj ket deoc'h e vije bet gwelloc'h berraat an ehanoù?
Mat eo deomp ez afe pelloc'h an adreizh o skañvaat an devezhiadoùskol – pemp eur dre zeiz er skolioù kentañ, ha ne vefe ket pemp eurvezh hanter evel hiziv – hag o verraat an ehanoù. Diboell eo e pad an ehanoùhañv eizh sizhunvezh. C'hwec'h sizhunvezh a vefe peadra awalc'h.

© diwar Rythmes scolaires: ''les râleurs n'ont pas forcément raison!
gant GONZAGUE Arnaud, le Nouvel Observateur, d'ar 4 a viz Here 2013.

GERIAOUEG
AKETUS (attentif)
AN ADREIZH* (la réforme)
AN AZASADUR (l'adaptation)
AR BARRAD REDEK (la course frénétique)
AR CHAOKER (le grognon)
DAZSKOULZAÑ (étaler dans le temps)
DILAÑSET (défavorisé)
AN EHANOÙ = AR VAKAÑSOÙ
EMAZASAAT (s'adapter)
ENOEIÑ = KAVOUT HIR E AMZER
AN HEVOUD (le bien-être)
KEMM, AR C'HEMM = AR CHEÑCHAMANT
KENNEVID, AR C'HENNEVID (le métabolisme)
PAR DA (équivalent à)
AN TALMSKOL (le rythme scolaire)

16 septembre 2013

Ha dañjerus eo al linenn-houarn Naoned / Saint-Gilles?

Frailhet e vefe kazi 80 sklisenn – ar plakennoù-houarn o stagañ roudennoù an hent-houarn an eil ouzh eben – a-hed al linenn-houarn Naoned / Saint-Gilles-Croix-de-Vie. Kaset ez eus bet ul lizher da ministr an treuzdougen gant ar CFDT. Diskuliañ a ra ar sindikad stad an tremen o lakaat en arvar an trenioù koulz hag ar veajourien.




Nec'het eo ar CFDT
Bemdez e tremen ur pemzek tren bennak dre an hent-houarn-se, un tennad tri-ugent kilometr bennak anezhañ. Aliesoc'h-aliesañ e c'hoarvez kudennoù danvezel ganti; dre chañs n'eus bet gwallzarvoud ebet evit poent. Trawalc'h eo memes tra evit ma huchfe ar sindikad. Hervez Christian Guilloteau, eilsekretour CFDT paotred-an-tren, «galvet eo bet ar renerezh ganeomp c'hoazh, evit teuler sklêrijenn war an niverus a sklisennoù o terriñ bep sizhun pe dost. Erlec'hiet e vezont, met gant an alies ma c'hoarvez e kouezh bec'h warnomp.». D'an 9 a viz Gwengolo en doa gallet ar sindikad en em gavout gant renerezh danadeiladoù SNCF, e Pariz. «Lavaret eo bet deomp e vefe krog ur c'hevarouezerezh evit lakaat war wel pelec'h ha penaos kas labourioù.»

Talfaset al labour?
Koulskoude, sklaer evel lagad an naer eo an diagnostik, ha ret-groñs eo kemer diarbennoù fonnus: «kozh-Noe eo al linenn, uzet betek an neudenn e-keñver an tremen», eme Christian Guilloteau. Ha ma n'eo ket anavezet gantañ c'hoazh an diarbennoù a vo kinniget, krediñ a ra dezhañ «e vo izelaet an tizh, eus 90km/eur da 60km/eur war an tennad Santez-Pezhenn / Sant-Jil. Ur bloaz zo e oa bet graet etre Santez-Pezhenn ha Pornizh, evit ma vije gwarantet ar surentez.»
Forzh penaos, «talfasadur a vez graet, diwar skañv, ha n'eo ket trawalc'h, anat. Aze emañ an dalc'h: un nebeud bloavezhioù zo ez eus bet dibabet gant ar SNCF lakaat ar pouez war al linennoù TTB, diwar goust al linennoù bihanoc'h.»

Ur steuñv nevesadur e 2014
Diouzh e du e tegas ar SNCF da soñj ez eus bet kemmet 4500 treuzell abaoe miz Genver 2013 ha adc'hraet eo bet an tennad etre Naoned ha Santez-Pezhenn e 2009. Ha dreist-holl, «ur gourc'hemenn groñs» eo ar surentez. «Gwir eo, Naoned / Sant-Jil zo ul linenn skuizh anezhi. Bep miz e kaser strolladoù evit prizañ an tennadoù breskañ hag o c'hempenn a reer pa vez ret» eme Zavier Rhoné, rener rannvroel RFF. «Gwelloc'h e vefe deomp chom hep anavezout seurt darvoudoù», a anzav-eñ. «Met al labourioù berr-dermen a vez graet da c'hortoz ur bras a steuñv nevesadur, Steuñv arc'hantaouiñ ha nevesadur ar rouedad». Hennezh a vo paeet gant ar rannvro, ar c'huzul-meur ha RFF. N'eo ket klok ar yalc'had c'hoazh (war-dro 109 milion a euroioù). Diouzh reizh e krogo al labourioù e miz Gwengolo 2014.

Ar surentez, ur redi
Hag en arvar emeur e tegouezhfe ur gwallzarvoud houarn, evel hini Bretigny, daou viz zo, pa oa aet seizh beajour da Anaon? Eno e oa bet dastumet 40 direizhder goude ar gwallzarvoud. «N'omp ket diemskiant tamm ebet. N'eo lakaet ar surentez en arvar gwezh ebet» eme Zavier Rhoné. A-du e sav Christian Guilloteau gantañ: «dishañval-krenn eo stad an traoù diouzh hini Bretigny. Etre Naoned ha Sant-Jil emañ kalz tostoc'h ar sklisennoù an eil ouzh eben. N'eo ket ur pezh afer ma frailh unan anezho; hogen n'eo ket reizh kennebeut.» Goulenn a ra ar sindikad e vefe fiziet muioc'h a arc'hant ha kaset muioc'h a dud war an dachenn.

© diwar Près de 80 anomalies sur les rails de la ligne Nantes-Saint-Gilles,
LAURENT Sybille, Metronews, d'an 11 a viz Gwengolo 2013.

GERIAOUEG
ARC'HANTAOUIÑ (investir)
AN DANADEILAD (l'infrastructure)
DANVEZEL (matériel)
AN DIARBENN (l'initiative)
DIEMSKIANT (inconscient)
AN DIREIZHDER (l'anomalie)
DISKULIAÑ (dénoncer)
ERLEC'HIAÑ (remplacer)
FRAILHAÑ (fissurer)
KEAVAROUEZEREZH, AR C'HEVAROUEZEREZH (l'expertise)
KEMMAÑ = CHEÑCH
KLOK (complet)
REIZH (normal)
AR ROUDENN* (le rail)
AR SKLISENN* (l'éclisse)
AR STEUÑV (le plan)
AN TALFADASUR (le rafistolage)
AN TENNAD (le tronçon)
TTB = TREN TIZH BUAN (TGV)
TREUZELL*, AN DREUZELL (la traverse)
AR YALC'HAD (le financement)