30 mai 2016

Diskoulmoù evit distankañ.

E 1994 e voe peurachuet henttro Naoned. Daou vloavezh warnugent o doa padet al labourioù evit terañ an 42 gilometr ha sevel an 23 dor. Araok pell e krogo labourioù evit e neveziñ, hag aesaat an tremen war an dro.




An neb o vleniañ warnañ a oar mat e vez dav kaout pasianted, eus ar c'hreisteiz d'an hanternoz diouzh ar mintin hag eus an norzh d'ar su diouzh an abardaez... En ur ober dek vloaz en deus kresket kalz an tremen (+12% evit ar c'hirri–tan, +10% evit ar c'hirri–samm) … hag ar stankadoù! Lod hentoù a dremen warno muioc'h eget 100.000 karbed bemdez, er c'hornôg hag en hanternoz dreist–holl. Ganto eo aet war vrasaat ar saotradur hag ar gwallzarvoudoù ivez.

Poblañs ar veurgêr a gresko a vloaz da vloaz, a ouzer a–walc'h. Diorren an treuzdougen ne vo ket a–walc'h evit kempouezañ an emdroadur–se. Niverusoc'h–niverusañ e vo ar c'hirri, neuze: +22% war an hent–tro a–benn 2035, hervez studioù zo. Anat eo n'hallo ket lec'hioù zo ''lonkañ'' kement–se a otoioù: ar biz, ar mervent hag ar pontoù.

Intrudu a oa bet kemeret dija: bevenniñ an tizh e lec'hioù zo, ouzhpennañ ur forzh e Chevire. Chanterioù all a grogo dizale. A–hed an hañv e vo kreñvaet pont ar Beaujoire. E miz Gwengolo e vo adaozet dor ar Chapel, evit ma ne vo ket beuzet an hent ken gant stêr Gesvres – dre seizh gwech e oa c'hoarvezet e 2013–2014. En diskaramzer e vo staliet gouleier mont e–barzh e dor Anjev, evel ma oa bet graet kostez Sant–Ervlan ur wech bennak. E dibenn ar bloaz e vo labourioù bras etre dor Orvez ha hini Roazhon. A bep tu e vo ouzhpennet un trede forzh a vez graet «kroazigell» anezhi. A–hervez e vo aesoc'h an tremen ganti. Dor Reudied a ranko bezañ adaozet ivez, a–raok ma vo digoret ar MLB nevez.

Evit mont pelloc'h ganti ez eus bet roet lañs d'un enklask foran gant ar Stad hag ar strollegezhioù lec'hel. Pep hini a c'hall reiñ e soñj diwar–benn «poentoù meur e–keñver an adaozañ» evit an ugent vloaz a zeu. E–touez ar chanterioù all a c'hallfe bezañboulc'het deiz–pe–zeiz emañ dor Gesvres, rak un hent ur forzh hepken zo a bep tu, war–du gourhent Paris pe war–du dor Roazhon. Gallout a rafe Chevire ha Bellevue dont da vezañ pontoù c'hwec'h forzh.

Dilennidi ar rannvro, avat, a gav dezho e vefe efedusoc'h sevel ur pont nevez, etre Naoned ha Sant–Nazer. Hervez Bruno Retailleau e vefe «an doare nemetañ evit ma ne vo ket stanket an hent–tro ken». Evit ar bez–prezidant eo «rekis evit hon diorren ekonomikel hag evit an aerborzh nevez. Deomp–ni eo da brederiañ war hir dermen». N'emañ ket a–du an departamant koulskoude. Dezhañ e vefe «didalvoud»: re uhel ar c'houst, re vihan an tremen. Sevel krenn a ra an ekologourien ivez a–enep ar mennozh, abalamour d'ar paludoù war ribl al Liger bezañ gwarezet.


== GERIAOUEG ==
BEZAÑ ANAT (être évident)
BEVENNIÑ (limiter)
BOULC'HAÑ (entamer)
AR FORZH* (la voie routière)
KEMER INTRUDU (prendre des initiatives)
KARBED, AR C'HARBED (le véhicule)
KRENN (net, complètement)
KROAZIGELL* AR G— (l'entrecroisement)
MLB = MARC'HAD A LAZ BROADEL (MIN)
AN NEB = AN HINI
REKIS (indispensable)
AR STANKADOÙ (les bouchons de circ°)
AR STROLLEGEZH* (la collectivité)
TERAÑ = KOULTRONIÑ (goudronner)
AN TREMEN (le traffic)
WAR AN DRO (par la même occasion)

9 mai 2016

God save the queen.

90 vloaz eo Elesbed II. Homañ eo ar rouanez he deus bevet ha renet ar pellañ e Breizh-Veur. Dindan he beli he deus anavezet he bro e-leizh a gemmoù, rak kentañ ren ar mare post-modern eo he hini. P'o deze bec'h he sujidi d'en em gustum ouzh ar cheñchamantoù-se e vezent dinec'het gant arouez ar Rouanez. Hervez David Cameron eo bet-hi evel «ur roc'h evit ar vro, ar Commonwealth, hag ar bed meur a wech».


Evit poent e veze graet ''mare Elesbed'' eus ren Elesbed Iañ, etre 1558 ha 1603. «Fiziañs, astenn ha beli eo gerioù-stur mare Elesbed I», eme Chris Rojek, kelenner sokiologiezh e Skol-Veur City. «Er c'hontrol da hini Elesbed II a stager outañ an diskar, an douetañs hag al lodennañ. N'eo ket Bro-Saoz ur Stad vras er bed ken. Plijout a rafe dezhi goût pehini eo he dazont e Europa, petra eo hec'h identelezh. N'eo ket ur c'houlz lorc'hus, pell alese».

Da vare Elesbed II eo «distroet an impalaeriezh d'ar gêr», hervez Florence Sutcliffe-Braithwaite, kelennerez istor e Skol-veur College Londrez. Pa'z eas da rouanez e oa krog an emdroadur-se, abalamour d'an Eil Brezel Bed. Divi e oa Europa da c'houde an emgannoù, ha war vreskaat ez ae he beli war ar bed. Evel hini impalaeriezh Breizh-Veur: e 1947 e voe digabestr India, e 1948 e voe dilezet Palestina. En ur ober pemzek vloaz e koll an impalaeriezh-se hogos he holl drevadennoù.

Daoust da se e chome kreñv levezon sevenadurel ar vro. «Er bloavezhioù 1960 e talveze sevenadur Breizh-Veur kement ha sevenadur ar bed», hervez Chris Rojek. «Faltaziusañ koulz hon istor 'oa, gant ar Rolling Stones, ar Beatles, al livour David Hockney... Ar braz anezho 'oa bugale ar stad-warediat. Er bloavezhioù 1980 'oa bet diskaret ar stad-se, tamm-ha-tamm, gant ar virourez Margaret Thatcher. Buanoc'h-buanañ eo aet an diskar. Hiziv n'eus ket ken a dud veur, n'eus ket ken a harozed, a c'haller magañ lorc'h a-drugarez dezho. Ouzhpenn se ez eus daou ved distag-krenn bremañ: Londrez, ar gêr-benn, hag ar rest eus ar vro. Stankoc'h eo Londrez e-keñver ar sevenadur, galloudusoc'h, liesseurtoc'h» eme Chris Rojek.

Gant Elesbed II eo bet heuliet a-dost an emdroadur sokial ha sevenadurel. «Evit sellout ouzh he lid kurunenniñ ez eus bet prenet skinwelerioù gant milionoù a diegezhioù» eme Florence Sutcliffe-Braithwaite. «Deroù ar beveziñ a-vern eo, gant ar sinema, ar c'hirri-tan, ar c'hannerezed...».

En ur ober 60 vloaz ez eus bet cheñchamantoù bras, evel an dilabour o kreskiñ. Goulennoù o dez tud Breizh-Veur e-keñver ar bed, en o c'heñver ivez. «Da get ez a mojennoù al leton glas ha kempenn, an tasoù te ouzh taol gant gwispid, an tavarnioù lec'hioù-emgav... Met daoust hag-eñ 'oa bet anezho e-maez ar romantoù?» a c'houlenn Chris Rojek. «Diwar se eo bet ganet ar vojenn vrasañ: ar ''breizhveuradelezh'', ur gevredigezh gwenn ha kristen anezhi. Disoñjet o deus an dud e oa Bro-Saoz ur c'hroashent e-lec'h m'eo en em gavet Saozon, Angled, Normaned, Azianed, Yuzevien... a-viskoazh».


12 ● Anavezet he deus Elesbed II 12 Ministr Kentañ e Breizh-Veur.

21 ● D'an 21 a viz Ebrel 1926 eo bet ganet.

26 ● 26 vloaz e oa Elesbed pa'z eas da rouanez.

42 ● 42 wech he deus graet tro ar bed abaoe m'eo rouanez, da lavarout eo 1,66 milion a gilometroù.

64 ● Abaoe 64 bloaz eo rouanez. Araoki e oa ar rouanez Viktoria he doa renet ar pellañ, e-pad 63 bloaz.

69 ● Abaoe 69 bloaz eo dimezet gant Filip. 94 vloaz eo hemañ. Bez' o deus 4 bugel, 8 bugel-bihan ha 5 gourvugel.

129 ● Gweladennet ez eus bet 129 bro ganti.

25.000 ● Evit gouel he deiz-ha-bloaz e oa bet lakaet 25.000 bilhed e gwerzh. Peurwerzhet int bet dindan teir eurvezh.

175.000 ● Kefridi ar rouanez eo: kas pellskridoù d'ar re o lidañ o 100vet deiz-ha-bloaz. 175.000 pellskrid ar seurt he deus kaset Elesbed abaoe 1952.


–– GERIAOUEG ––
AN ASTENN (l'expansion)
AN DISKAR (le déclin)
DIVI ≈ SKUIZH
AR BEVEZIÑ (la consommation)
HOGOS = KAZI
KEMM, AR C'HEMM = AR CHEÑCHAMANT
AL LETON (le gazon, la pelouse)
AL LODENNAÑ (la division)
AR MIROUR (le conservateur)
AR PELLSKRID (le télégramme)
PEURWERZHAÑ (écouler)
AR STAD*–WAREDIAT (l'État–providence)
AR SUJED (le sujet)
TREVADENN*, AN D─ (la colonie)