19 juin 2017

Ar bed goude Daech.

Ar gwalldaol c'hoarvezet e Manchester, gant un "soudard" eus ar Stad Islamek, a lakaio ar StadoùUnanet hag o c'hevredidi da dagañ buanoc'h, moarvat, ar c'hreñvlec'hioù diwezhañ eus ar strollad sponterien e Mossoul (Iraq) hag e Raqqa (Siria). Ouzhpenn se e c'hallfe bezañ digoret kaozioù diwarbenn ar strategiezh eno: penaos kompezañ an traoù en div vro pa vo achu gant Daech?
 
Daleet eo bet emgann Raqqa abaoe mizioù, rak etre daou emañ ar bolitikerien amerikan. Daoust ha fiziañ a c'haller er strollad kurd YPG? Da Durkia eoeñ ur strollad sponterien. Koulskoude emañ ar Gurded hag o c'hevredidi sunnit tostkenañ ouzh Raqqa, o c'hortoz gouzout petra a vo divizet gant an Amerikaned ober ganto.
 
Ekeitse en deus gallet Daech aozañ taolioù feulster, itriket e Raqqa. N'eus ket pell e lavare din pennoùbras amerikan e oa raktreset pemp taol sponterezh gant ar Stad Islamek. E Europa emañ an holl lec'hioù buket ganto. Se zo kaoz e c'houlenn ar gevredidi europat kas al labour da benn e Raqqa an abretañ ar gwellañ.
 
Ar pezh spontus degouezhet e Manchester a zegas da soñj deomp pegen diaes eo plegañ gant taolioù fall Daech, ha pegen ker e talvez deomp chom da dermal egizse. Wargil ez a ar Stad Islamek, ha tost distrujet eo ar galifelezh war an dachenn. Unan difetis a chom en e sav avat, egiz ur rouedad liammet ganti an holl re a garfe veñjiñ diskar ar strollad, evel Salman Abedi, sponter Manchester.
 
Buan e tle seziz Raqqa mont warraok bremañ. Ne raio ket melestradurezh Trump diwar alioù Turkia. Skoazellet e vo YPG ganti. Bez' e vo ar Gurded kalonenn un emglev ledan a vez graet Bagadoù Demokratel Siria anezhañ. Bloaz zo e oa bet gweladennet ganin ur c'hamp eus o Bagadoù Arbennik, e Norzh Siria: testeni a c'hallanme int stourmerien ampart ha youlek.
 
Diseblant e selaouas melestradurezh Trump ar pezh kinniget gant Turkia: lakaat warsav ur bagad all skoazellet gant Ankara. D'ar Pentagon ne vije ket bet hennezh gwall efedus war an dachenn vrezel. Ar choaz nemetañ a oa fiziañ en ur c'henarme heñchet gant ar Gurded pe kas miliadoù a soudarded amerikan d'ober al labour.
 
An dibab kentañ a savas an Ti Gwenn adu gantañ sizhunvezhioù zo. Evit dinec'hiñ Ankara e voe gwarantet e vefe mestroniet bezañs ar soudarded kurd hag e vefe perzh ar bagadoù sunnit nevez e merañ ar surentez e Raqqa hag e Deiz alZour.
 
Memes tra e Mossoul: fin an emgann n'emañ ket pell. Hervez lod ne chomfe nemet 6% eus ar gêr da dapout, da lavarout eo ar gêr gozh er c'hornôg da stêr Tigr. Enni e vefe trapet 600 soudard.
 
Ur wech achu gant emgann Raqqa ha Mossoul e vo dav dirouestlañ un neudenn all: adsevel ar rannvroioù sunnit e Siria hag e Iraq, gant ur gwir c'houarnamant hag ur gwir surentez, evit ma n'aio ket war wel strolladoù estremour anevez. Gouzout mat a ra ar servijoù amerikan eo ret soñjal en "deiz goude". Met abaoe tri bloaz n'eus bet raktreset nemeur a draoù. Un intrudu mallus e tle bezañ koulskoude, d'ar Stadoù Unanet ha d'ar stadoù kevreet ganto, evel Jordania, Ejipt, Arabia Saoudat hag an Emirelezhioù Arab Unanet.
 
N'eus ket pell, hervez Servijoù Sekred zo, e vefe en em gavet dre guzh pennoùbras sunnit ag Iraq, hag int da glask en em glevout diwarbenn dazont o bro. Met evit ar mare en deus bet an intruduse efedoù kontrol: dizemglev zo aet war–wel, ha neket ur stategiezh fraezh ha sklaer evit unaniñ ar Sunnited asambles an eil re gant ar re all.
 
E Iraq koulz hag e Siria eo ar Gurded ar gartenn ''joker''. Ounan e renont Rojava, un tiriad etnek dezho e Siria. Awenet e c'hallfe Sunnited Siria bezañ gant kementse, o klask sevel gouarnamantoù start o diazezoù er c'hornioùbro dieubet ganto. Eus an tu all eo bet kelaouet Washington gant Kurded Iraq emaint e soñj da aozañ ur refereñdom diwarbenn dizalc'h Kurdia, marteze kerkent hag e miz Gwengolo.
 
Anaoudekbras eo an pennoùbras amerikan ouzh Kurded Iraq a zo kevredidi a c'haller fiziañ enno abaoe ar bloavezhioù 1990. Met ur skoilh eo ar votadegse: an Amerikaned a vefe gwelloc'h ganto e vefe daleet, da nebeutañ goude an dilennadegoù proviñs (raktreset e Iraq e miz Gwengolo).
 
Adaozet e tle Iraq ha Siria bezañ, evit ma vint renet gwelloc'h, evit ma vo kevreadel aozadur an div stad, peadra da lezel ar minorelezhioù da alanañ eno. Aze emañ an alc'hwez: an amzer goude Daech a zle bezañ un hent evit mont warraok, ha neket evit kendelc'her gant an doareoù strizh o krignat an div vro. 

© IGNATIUS David, How the world can prepare for the ''day after'' the Islamic State, The Washington Post, d'ar 25 a viz Mae 2017.




—— GERIAOUEG ——
BUKAÑ (cibler, viser)
DIFETIS (abstrait)
DIROUESTLAÑ (démêler)
AN DIZALC'H (l'indépendance) → DALC'H
AN INTRUDU (l'initiative)
ITRIKAÑ (imaginer, intriguer)
KEVREADEL (fédéral)
KEVREDAD, AR C'HEVREDAD (l'allié)
KOMPEZAÑ (aplanir; régler un problème)
KRIGNAT (ronger)
AR SEZIZ (le siège)
AR SKOILH (l'obstacle; le problème)
TERMAL = BEZAÑ ETRE DAOU
AN TIRIAD (le territoire)

12 juin 2017

Aour an traezh-aour.

E miz Kerzu eo bet sinet ar gevrat: epad daouzek vloaz e vo meret traezhenn ar Baol, 5,4km a hirder dezhi, gant Veolia. An tikêr ne felle ket dezhañ ober war he zro ken. Adaozañ al lec'hioù mont e–barzh, naetaat an traezh, merañ ar stalioù: re bounner ar bec'h, emezañ. Gant ar Stad eo bet choazet neuze gant piv e vefe meret an holl gefridioù–se. Ne oa aet nemet Veolia war ar renk, un embregerezh brudet betek–en e bed an dour hag al lastez. En emglev savet gant prefeti al Liger–Atlantel ez eus goulennet groñs digant Veolia lakaat al «Lezenn Traezh» da vezañ doujet; a–hend–all ne vo ket digollet den ebet e mod ebet ganti pa c'hoarvezo freuz ha reuz, da–heul ur gorventenn, da skouer, evel e 2014. Petra zo skrivet en tamm testenn–se? Eus un tu n'hall ket bezañ ac'hubet muioc'h eget 20% eus un draezhenn naturel; eus an tu all e rank bezañ posupl montañ–divontañ an holl genwerzhioù staliet warni.

M'eo nec'het–bras ar genwerzhourien n'eo rak al lezenn; rak doareoù Veolia ne lavaran ket. Hag abaoe ma ouzont muioc'h diwar–benn ar feurmoù ez eus aet lod anezho e gouez. En holl e vefe dastumet 400.000€ gant Veolia er bloavezh kentañ, met goude pevar bloaz e kreskfe ar sammad betek 805.000€! «N'hall ket bezañ! Amañ n'emeur ket e Sant–Tropez, memes tra!» eme Herve Meheust. Abaoe 17 vloaz emañ Calmos Cafe war e anv, ha drouk zo ennañ. Er bloaz–mañ en doa kempennet e di–evañ dija, 200.000€ o doa koustet al labourioù dezhañ, met n'eo ket a–walc'h da Veolia. Ar genwerzhourien a vo ret dezho distrujañ ar pezh n'hall ket bezañ divontet. Da lod all ez eus bet goulennet brasaat an ti, adaozañ anezhañ, pe ledanaat al leurenn. Evel–just e vefe trawalc'h da gas ar stal da stalig, hag ar stalig da netra: «ne oar den da belec'h ez eer ganti. Ne fell ket din koll pep tra». Se zo kaoz eo Herve ezel eus An draezhenn, kalon ar Baol, ur gevredigezh bodet ganti marc'hadourien, annezidi ha hañvourien. Ne fell ket dezho ma vo disleberet «bravañ traezhenn Europa» e krabanoù Veolia, ha goulenn a reont ma cheñcho an ti–kêr e vennozh: «n'hall ket dilezel e draezhenn evel ma ra».

Bep bloaz e vefe dispignet 8,5 milion a euroioù war traezh ar Baol. 50 den hepken a labour eno ahed ar bloaz, met 500 ekao a vez epad an hañv.

© diwar Tourisme. La privatisation de la plage de la Baule inquiète, Ouest-France, d'ar 1añ a viz Eost 2016.




—— GERIAOUEG ——
AC'HUBIÑ (occuper)
AR BEC'H (le fardeau)
DIGOLL (dédommager)
DISLEBERIÑ (enlaidir)
AN EKAO (le travailleur saisonnier [Gwenrann])
AN HAÑVOUR (l'estivant)
KEFRIDI, AR C'HEFRIDI (la mission)
KEVRAT*, AR GEVRAT (le contrat)
KORVENTENN*, AR G (la tempête)
MERAÑ (gérer)
MONT E GOUEZ (devenir fou)