12 juin 2017

Aour an traezh-aour.

E miz Kerzu eo bet sinet ar gevrat: epad daouzek vloaz e vo meret traezhenn ar Baol, 5,4km a hirder dezhi, gant Veolia. An tikêr ne felle ket dezhañ ober war he zro ken. Adaozañ al lec'hioù mont e–barzh, naetaat an traezh, merañ ar stalioù: re bounner ar bec'h, emezañ. Gant ar Stad eo bet choazet neuze gant piv e vefe meret an holl gefridioù–se. Ne oa aet nemet Veolia war ar renk, un embregerezh brudet betek–en e bed an dour hag al lastez. En emglev savet gant prefeti al Liger–Atlantel ez eus goulennet groñs digant Veolia lakaat al «Lezenn Traezh» da vezañ doujet; a–hend–all ne vo ket digollet den ebet e mod ebet ganti pa c'hoarvezo freuz ha reuz, da–heul ur gorventenn, da skouer, evel e 2014. Petra zo skrivet en tamm testenn–se? Eus un tu n'hall ket bezañ ac'hubet muioc'h eget 20% eus un draezhenn naturel; eus an tu all e rank bezañ posupl montañ–divontañ an holl genwerzhioù staliet warni.

M'eo nec'het–bras ar genwerzhourien n'eo rak al lezenn; rak doareoù Veolia ne lavaran ket. Hag abaoe ma ouzont muioc'h diwar–benn ar feurmoù ez eus aet lod anezho e gouez. En holl e vefe dastumet 400.000€ gant Veolia er bloavezh kentañ, met goude pevar bloaz e kreskfe ar sammad betek 805.000€! «N'hall ket bezañ! Amañ n'emeur ket e Sant–Tropez, memes tra!» eme Herve Meheust. Abaoe 17 vloaz emañ Calmos Cafe war e anv, ha drouk zo ennañ. Er bloaz–mañ en doa kempennet e di–evañ dija, 200.000€ o doa koustet al labourioù dezhañ, met n'eo ket a–walc'h da Veolia. Ar genwerzhourien a vo ret dezho distrujañ ar pezh n'hall ket bezañ divontet. Da lod all ez eus bet goulennet brasaat an ti, adaozañ anezhañ, pe ledanaat al leurenn. Evel–just e vefe trawalc'h da gas ar stal da stalig, hag ar stalig da netra: «ne oar den da belec'h ez eer ganti. Ne fell ket din koll pep tra». Se zo kaoz eo Herve ezel eus An draezhenn, kalon ar Baol, ur gevredigezh bodet ganti marc'hadourien, annezidi ha hañvourien. Ne fell ket dezho ma vo disleberet «bravañ traezhenn Europa» e krabanoù Veolia, ha goulenn a reont ma cheñcho an ti–kêr e vennozh: «n'hall ket dilezel e draezhenn evel ma ra».

Bep bloaz e vefe dispignet 8,5 milion a euroioù war traezh ar Baol. 50 den hepken a labour eno ahed ar bloaz, met 500 ekao a vez epad an hañv.

© diwar Tourisme. La privatisation de la plage de la Baule inquiète, Ouest-France, d'ar 1añ a viz Eost 2016.




—— GERIAOUEG ——
AC'HUBIÑ (occuper)
AR BEC'H (le fardeau)
DIGOLL (dédommager)
DISLEBERIÑ (enlaidir)
AN EKAO (le travailleur saisonnier [Gwenrann])
AN HAÑVOUR (l'estivant)
KEFRIDI, AR C'HEFRIDI (la mission)
KEVRAT*, AR GEVRAT (le contrat)
KORVENTENN*, AR G (la tempête)
MERAÑ (gérer)
MONT E GOUEZ (devenir fou)

Aucun commentaire:

Publier un commentaire