27 mars 2017

Keit ha ma vo esperañs.

Al laikelez? Ar burkini? Da Louisa Battoy n'emañ ket an dalc'h aze. Al labour, ar yec'hed hag ar surentez, setu ar pezh a vefe gortozet gant an dud degemeret ganti e burevioù Casse ta routine, ur gevredigezh o liammañ hag o skoazellañ annezidi karterioù norzh an Naoned, pelloc'hpellañ diouzh ar bolitikerien hag an aozadurioù–Stad.



Dervenn ar Saozon (le Chêne des Anglais), ur c'harter e norzh an Naoned. Savadurioù egiz ar bloavezhioù 60, tourioù uhel louet, aliv gant an dristigezh. Louisa, 45 bloaz dezhi, zo e–touez ar mammoù a oa bet lañset ganto, pell zo, ur gevredigezh ranngêr. E 2009 e voe adaozet he mont endro. An anv choazet neuze a ziskouez splann o youl da chom hep magañ soñjoù du rak an tonkadur: Casse ta routine.

Emañ Louisa Battoy en he burev, en ur c'hannlec'h kozh. Un ostizez karadek eo. War ar riblennstraed pe e diabazh an ti e vez komzet, e vez c'hoarzhet... evel war blasenn ur gêr vihan elec'h ma anavez an holl dud an eil egile. Ober anv eus an dilennadegoù eno zo evel komz eus ur bed pellpell avat.
«Dav eo gouzout diouzh ar politikerezh evit votiñ. Amañ e kred lod emañ Chirac war ar renk c'hoazh!» eme un den yaouank. «36 bloaz on, tri bugel am eus. Blenier UBER on, ha n'em eus ket votet gwech ebet» eme ur paotr bras, o sellout dibaouez ouzh e boellgomzer, kuit da c'hwitañ war ur gefridi. «Komzerien toull eo ar bolitikerien. En o bed dezho ounan e lezomp anezho. Awalc'h hon eus d'ober evit lakaat ar pod da virviñ!». Hag e amezeg, etro tregont vloaz, da ouzhpennañ: «Hollande n'en deus graet tra evidomp. Gant unan all e vije bet memes mod... Arc'hant zo evit mont da vrezelekaat da vroioù elec'h ma n'omp ket gortozet, hag ekeitse e chomompni diwelus. Abalamour da betra mont da votiñ, neuze?». Unan all a ya pelloc'h: «ret eo votiñ, sur, n'haller ket ober fae war se. Met heuget e vez an dud, dre forzh votiñ evit danvez dilennidi ha ne reont ket anv eus ar c'harterioù. Ne zegasint tra ebet deomp!»

Adreñv d'he burev bihan emañ Louisa o selaou ar bec'h. «Ma ne voter ket e tremeno ar FN!» emezi e–kreiz ar gaozeadenn. Ha hi da zisplegañ deomp he labour: «hep spi, ne voter ket. Amañ emaonme evit degas esperañs en–dro». Adal dezhi ez eus azezet un den yaouank, ganet en ur familh tud ar veaj: n'en deus urzhiataer ebet, ha diwar se chomlec'h niverel ebet. Rekis eo koulskoude evit ma vefe enrollet gant ar velestradurezh ar vikroembregerezh nevezsavet gantañ. Ha Louisa da ziskoulmañ an afer o krouiñ ur voest posteloù dezhañ, evit ma resevo ar skridoù ret en e boellgomzer.
«An aozadurioù zo azasaet lod eus o folitikerezhioù ouzh ar c'harterioù, ha lod eus o budjed zo postet enno. Met n'eus tamm respont ebet eus an annezidi. Kollet o holl fiziañs ganto» eme Louisa. «Aon o dez da vezañ barnet gant an implijidi, re ar Pol Implij, an ofisoù LBF, ar skoaziadoù tiegezh... Ebiou d'an darempredoù e klaskont tremen, met rak se tremenont ebiou d'o gwirioù...». Hervez ATD Quart Mont e vefe arboellet 11 miliard a euroioù gant ar Stad, diwargoust skorioù tiegezh, lojeiz, emren, pe RSA... ha n'int ket goulennet. Muioc'h avras eget ar miliard a euroioù a ya gant ar re o touellañ ar skoaziadoù tiegezh.

Kouskous bras, troioùbale evit ar familhoù, abadennoù liesseurt... Gant Casse ta routine ez eus aozet ur bern emgavioù evit krouiñ liammoù, etre ar mammoù dreistholl. «Int eo ar marc'hoùdu, adrugarez dezho e c'hallomp tizhout ar re yaouank».
Louisa a gred dezhi mont war dachennoù kizidik zoken: skolioù an eil chañs, kaozeal gant ginekologourien, pe c'hoazh emgavioù etre un alvokad ha mammoù. «N'o deus alc'hwez ebet evit kompren pezh a c'hoarvez gant o bugale. Ne intentont na ster na pouez geriaoueg ar polis hag ar justis. Soñjit 'ta pegen skoet e vezont p'en em gav poliserien duhont, da herzel ur bugel dezho, hep gouzout dare petra a c'hall c'hoarvezout ganto da c'houde».

Nec'het eo Louisa gant re yaouank n'int ket skoliataet ken. «Evito eo re ziwezhat. Ur c'hwitadenn ispriziet zo anezhi. Pa ne weler tamm dazont ebet, ur wech gant e 15 vloaz, n'eus harz ebet ken». Se zo kaoz ez a e darempred gant skolajoù koulz ha gant ajañsoù interim. «Ne c'hwitan war ginnig–labour ebet. Ma c'hall talvezout d'un den yaouank ha ne oar ket ken petra eo an amzer, ar rikted. Ha m'eo dilabour e vreur hag e dad ouzhpenn se...»
Amañ eo serr ti ar re yaouank hag ar sal e–lec'h m'en en gavent diouzh an abardaez. Ral eo ar prantadoù taerder avat. «Emañ ar gaoter o virviñ koulskoude!» a gav da Louisa. En diskaramzer o deus ranket ar bolised dont, goude ma oa bet devet un toullad kirritan. «Pa vez polised e–leizh, o filmañ tout an dud, e vez degemeret evel ur rustoni. N'hall bezañ kaozeadenn ebet. Ur fazi eo bezañ lemet ar polis tost d'an dud».
Louisa zo gwelloc'h ganti ober diouzh pep hini, selaou pep hini. «Ar c'hwitadenn gentañ oc'h en em gavout er bed diavaez eo ar staj ret en trede klas. Kalz skolajidi a ra tro wenn».

Simpl eo ar pezh a garfe goulenn digant kentañ prezidant ar Republik: «Labour, yec'hed, surentez, sed ar pezh ret a–raok pep tra. An dud amañ a gav dezho e vez graet goap anezho gant kaozeadennoù diwar-benn al laikelez, dougen ar seizenn pe ar burkini, hag an takadoù glas eharz ar savadurioù memes. Se n'eo ket o buhez pemdez eo

© PITOIS Cyrille, Le quartier de Louisa n'attend plus rien de la politique,
OuestFrance, d'ar Meurzh 14 a viz C'hwevrer 2017.


—— GERIAOUEG ——
AN AOZADUR (l'institution)
ARBOELLAÑ (économiser)
AZASAAT OUZH (adapter à)
EBIOU DA (à côté de [mouvement])
GOUZOUT DIOUZH (s'y connaître en)
AN HARZ (la limite, la frontière)
HEUGAÑ (dégoûter)
INTENT KOMPREN
ISPRIZAÑ (sous-estimer)
KARADEK (aimable, affectueux)
KIZIDIK (sensible)
KUIT DA (afin de ne pas)
LEMEL (supprimer)
OBER FAE WAR (mépriser, dédaigner)
AR RANNGÊR = AR C'HARTER
REKIS (indispensable)
AR RIKTED* (la ponctualité)
AR RUSTONI* (la brutalité)
AR SEIZENN* (le foulard)
AR SKOR AR SKOAZIAD
AN TONKADUR (la fatalité)
TOUELLAÑ = TROMPLAÑ

20 mars 2017

Speredegezh artifisiel: daou benn he deus pep bazh.

Petra eo ar speredegezh artifisiel? Meziantoù eo, krouet evit sikour an dud, ober evelto pe vont pelloc'h egeto zoken. Ganto ez eus berniet ur mor a ditouroù - ar big data - hag a c'hallont dielfennañ prim gant ur galloud jediñ bras–divent. Ouzhpenn en em ober ouzh an dud hag ouzh darvoudoù a bep seurt e oar ar meziantoù avremañ deskiñ ounan, diwar o fazioù: skiantprenañ o deus eta.


Abaoe an Henamzer e oa kaoz eus speredegezhioù ar seurt, met abaoe hanterkant vloaz hepken eur krog da labourat warno, diwar ar stlennegezh, ar matematikoù hag an nervskiantoù. Darn imbourc'herien a grede neuze e c'hallje bezañ graet ur mekanik par e speredegezh da hini Mabden en ur ober ur rummad. Gortoz pell, gortoz gwell: nevez zo hepken eo bet ledanaet tachenn ar speredegezh artifisiel, ur wech gwellaet ar mekanikoù hag ar barregezhioù jediñ, hag ur wech dastumet eleizh a ditouroù er rouedad gant embregerezhioù bras, evel Facebook ha Google. Int o deus postet ur bern arc'hant evit lakaat ar skiantoù da vont warraok, o kenlabourat gant startoùup. Egizse e vez kinniget mignoned deoc'h er rouedadoù sokial, e vez kavet an hentad buanañ gant ho poellgomzer... Met estreget en internet e reer ganto c'hoazh: er c'heginoù, er c'hirritan, er bankoù, er greanterezhioù...

Evit poent n'eo ket ar «SA» evit spered Mabden. Ar skiant a ra diouer d'ar mekanikoù: n'int ket evit kompren, n'o deus tamm koustiañs ebet. Pell emeur diouzh al levrioù hag ar filmoù skiantfaltazi, neuze, o tiskouez un «dreistsperedegezh» hollc'halloudus ha nec'hus anezhi: urzhiataerioù o kontrolliñ egorlistri, robotoù o klask lazhañ an dud... Koulskoude e vefe peadra da vagañ nec'hamant hervez lod. Daoust d'ar speredegezh da vezañ pleustrek e c'hallfe kas labourioù zo da get ac'hann d'un toullad bloavezhioù. Seul efedusoc'h ar mekanikoù, seul vihanoc'h marc'had al labour?

D'ar surjian Laurent Alexandre, barrek war an teknologiezhioù nevez, e vo distrujet ur bern labourioù gant ar speredegezh artifisiel, darn uhel o ferzh. Ar radiologourien, da skouer, a c'hallfe bezañ erlec'hiet mekanikoù outo a–benn 2030, abalamour d'ar speredegezh artifisiel da vezañ fiziadusoc'h a–vras egeto. «En dazont e vo dilabour pe skoazellet an holl dud n'hallint ket klokaat ar speredegezh artifisiel. Ne vo ket 99% anezho; 100% ne lâran ket. N'ho po tamm labour ebet ma n'ouzoc'h ket kenlabourat gant ar SA».

Nec'hus–bras eo ar pezh embannet gantañ. Ha difred en em gavor a–raok pell? Meur a studiadenn zo bet graet war an tem–se, ha dishañval–mat eo an disoc'h anezho. Imbourc'herien Oxford, da skouer, o deus diouganet ez afe 47% eus al labourioù amerikan da get, hogos an hanter, abalamour d'an emgefren. E Bro–C'hall, avat, e kav d'ar C'huzul Heñchañ evit al Labour e vo e–tro 10% eus al labourerien a yelo o micher da get. E gwirionez e vefe cheñchet al labour hag ar c'hefridioù kentoc'h, ha krouet labourioù all ivez. «A–viskoazh ez eus bet krouet labour gant an araokadennoù teknologel, gant al lusk niverelaat diwezhañ zoken. Splann en diskouez an holl studiadennoù embannet er bloavezhioù tremenet» eme Marie–Claire Carrière–Gée, prezidantez ar C'huzul.

Diouzh lavar ar C'huzul emañ labourioù zo en arvar memes tra, labourioù dorn dreist–holl: tud ar c'hempenn, legumajerien, micherourien, kefierien, pellwerzherien... Er Stadoù-Unanet ez eus en en gavet dilabour tud a renk etre ivez, en ospitalioù hag er mediaoù. Kement–se a laka lod da lavarout e vefe pozitivel ar cheñchamantoù teknologel, ouzh hor disammañ diouzh kefridioù start. Setu savboent Benoît Hamon, da skouer, danvez prezidant: «Me a garfe dinec'hiñ ar re o lavarout n'haller ket mont a–enep d'ar mekanikoù. Din–me e vefe un dro dreist–dispar da zieubiñ an dud diouzh al labour».


—— GERIAOUEG ——
AC'HANN DA (d'ici à)
BEZAÑ EVIT (être à la hauteur de)

DIELFENNAÑ (analyser)
DIFRED = DILABOUR
DIOUGANIÑ (prédire)
DISAMMAÑ (soulager)
AN EMGEFREN (l'automatisation)
ERLEC'HIAÑ OUZH (remplacer)
FIZIADUS (fiable)
ESTREGET (il n'y a pas que; plus que)
EUR ≈ EMEUR (on est)
HOGOS = KAZIMANT
HOLLC'HALLOUDUS (tout puissant)
AN IMBOURC'HER (le chercheur / scientifique)
JEDIÑ (calculer)
KEFRIDI*, AR GEFRIDI (la tâche; la mission)
KLOKAAT (compléter)
AL LUSK (le mouvement)
AR MEZIANT (le logiciel)
OBER DIOUER DA (manquer)
PAR DA (équivalent à)
AR STLENNEGEZH* (l'informatique)

13 mars 2017

Sant Valentin, me ho ped.

Goude bezañ studiet ar c'houbladoù dre ar munud en deus divizet ar sokiologour breizhat JeanClaude Kaufmann labourat war ouel Valentin. Ul levr emañ paotr Lambal o paouez embann diwarbenn istorioù ha doareoù fest an amourouzien. Ur wech ouzhpenn eo interesus ha souezhus e studiadenn.



Kozhdouar eo gouel Valentin. En ho levr ganeoc'h eo skrivet e vefe o tont eus al Lupercales, gouelioù dibrenn ar Romaned?
JC KAUFMANN: Abenn ar fin eo red an amzer, gant cheñchamantoù egiz en ur romant polis. Bez' e oa al Lupercales emesk gouelioù amourous miz C'hwevrer, d'ar mare ma krog an devezhioù da hiraat; mare ar C'horaiz hag ar yun ivez. Neuze e oa gwasket ar gevredigezh en he fezh gant an Iliz, gant ur vuhegezh astroll: difennoù, redioù, ekeñver ar revelezh dreistholl. Start e veze d'ar re yaouank. Diwar atiz an Iliz eo aet gouel Valentin war wel, evit stourm ouzh c'hoarioù amourous miz C'hwevrer. En diwezh int bet graet en desped dezhi: evit komz anezho e raed anv a Valentin...

E miz C'hwevrer eo lidet Meurlarjez ivez. En deizioù–se e veze «ar gaoter o virviñ», emezit–c'hwi. Mougañ ar gouel dirollet–se a glaskas an Iliz ober?
JC KAUFMANNYa, da Veurlarjez eo cheñchet penn d'ar vazh, pep tra zo eilpennet: ar re baour a vez gwisket evel pinvideien, ar baotred a vez dilhad merc'hed ganto... Ouzhpenn se e oa festoù amourous, evel al Luppercales. E Roma e kantree paotred hanternoazh er straedoù, o skourjezañ kof ar merc'hed: gouel ar frouezhusted e oa abenn ar fin. Seurt doareoù ne oa ket ar gristenien evit o gouzañv. Er Vvet kantved e klaskas ar Pab Jelaz Iañ aozañ gouelioù all er memes mare dres, hag ober kontrol dezhi: ar Chandelour, diwar ar ger chandelles, goulaouennoùkoar. Graet kazeg gantañ! Neuze e tivizas krouiñ ur gouel en derc'hent, d'ar 14. Hag en deiz–se e oa aet Valentin da Anaon. E–giz–se en em gavas ar paourkaezh Valentin e–kreiz ar jeu.

Diouzh ho peus kavet e vije meur a Sant Valentin?
JC KAUFMANNYa, eizh da nebeutañ. Unan zo meulet aenep d'an drougsant, unan all aenep da gleñvedoù ar gwini... Met an hini meurañ ne oa ket paeron an amourouzien. Tamm–ha–tamm e voe skrivet ur vojenn diwar e benn. Lizheroù karantez en dije kaset da verc'h e vac'her, da skouer, skrivet war tammoù paper a–stumm gant ur galon.

Petra a oa gouel an arzhed?
JC KAUFMANNEr c'hevredigezhioù henañ e oa an arzhed rouaned al loened. Da c'houde e voe al leoned, abalamour dezho da vezañ digustum. Un arouez kreñv e oa an arzhed. Erotek e oa: an dud a grede dezho e c'halle en em barañ gant maouezed zoken, ha difennet e veze ouzh ar merc'hed tostaat ouzh al loened–se. Da zeiz gouel an arzhed e veze paotred kroc'henarzh ganto war o chouk, hag e klaskent skrapañ merc'hed o doa kredet pourmen er ruioù en deizse. Rust e oa ar gouel da–gentañ–penn, met dre Valentin eo bet cheñchet tammhatamm.

Petra a oa ar Valentin?
JC KAUFMANNAr galantin a oa da gentañ, un den o hoalañ, o lakaat da c'hoarzhin. Ouzhpenn se eo hardizh ha kalonek ar valentin.

Hag er Grennamzer?
JC KAUFMANNOuzhpenn ar festoù amourous diwar ar maez ha diwar ar bobl a oa. Karantez seven (amour courtois) an hini a oa ivez d'ar c'houlzse, ur garantez c'hlan: kousket e gwele ar plac'h hep touchañ anezhi e mod ebet, da skouer. Ar garantez seven a oa o tont eus lezioù an aotrouien, pergen eus gevred Bro–C'hall. Eno e ranke an den mougañ e c'hoantegezh. Ur garantez skrijus e oa ivez, ur garantez dic'hallus. Ne oa ket anv a Valentin avat. Gant Othon de Grandson e voe kanet gouel Valentin da–gentañ, er XIVvet kantved, o c'houlenn ali ha sikour digant ar sant en e varzhonegoù trist. Pouezusbras eo an drase, rak lennet e voe gant barzhed saoz a reas memes tra en o bro en un doare skañv. Int eo a reas berzh–bras. Embannet e veze levrioù da zeskiñ skrivañ lizheroù karantez dageñver gouel Valentin, gant un embannadur dre vicher zoken! Ha diwezhatoc'h e krogas an dud da skrivañ kartennoù–post.

Er XVIIvet kantved e enebas Sant Frañsez a Sal ouzh ar gouel?
JC KAUFMANNYa, klask a reas brudañ douster ha santimantoù an darempredoù etre priedoù. Bez' e oa lotirioù amourous d'ar c'houlzse. Koubladoù a veze tennet d'ar sort, pe choazet gant re yaouank all. Hervez al lec'h hag ar mare e c'halle bezañ roet ur bouch, pe muioc'h... Ur vezh ruz e oa d'an Iliz, ha d'ar familhoù a felle dezho choaz pried o c'hrouadur. Sant Frañsez a bigne en e gadorbrezeg evit sarmoniñ a–enep da ouel Valentin

Hag ar gouel avremañ? Eus ar StadoùUnanet e vefe deuet?
JC KAUFMANNYa, er bloavezhioù 1840, diwar ur gartennbost o tont eus BroSaoz. Eno e oa diouer a festoù ar seurt. Neuze e veze lidet traoù hep tamm santimant ebet, pa veze digoret ul linennhouarn nevez, da skouer. Se zo kaoz e reas berzhbras ar gouel diouzhtu, ur voem! Atizet e voe gant ar c'henwerzh: tiezembann, tiezpaper... En em c'houlenn a raent penaos diorren ar gouel hag ar business war an dro: perak ne vefe ket kaset ur gartenn d'o skolaerien gant ar vugale, da skouer? Rak se eo dishañvalmik ar gouel e Afrika, etre al lodenn c'hallek o lidañ ar garantez etre priedoù hepken, hag al lodenn saoznek o kas kartennoùpost da vignoned tost ivez.
E BroC'hall e voe adlañset gant ar soudarded amerikan goude ar brezel. Un doare da verc'heta ar Gallezed, anat deoc'h: «petra? n'anavezit ket gouel ar garantez? biskoazh!». Evel e Amerika e klaskas lod kenwerzhourien c'hall – bokedourien, ostalerioù – ober godell diwar ar gouel, en aner. Kontrollet strizh e veze ar yaouankizoù d'ar marese. Berzh a reas gouel Valentin pa voe tizhet ar c'houbladoù, e fin ar bloavezhioù 1950 ha penn kentañ ar bloavezhioù 1960. Dezho e oa un doare da ziskouez ar romantelezh a ra diouer dezho e–pad ar bloaz. Da baotred zo e oa ur seurt rattrapage bihan ivez... Met o vukañ ouzh ar c'houbladoù eo bet droukziforc'het an dud dizimez: raser les murs a reont da zeiz gouel Valentin. Met cheñchet en deus ar gouel a–hed ar wech dija, piv 'oar penaos e troio an traoù?

Rebechoù eleizh a vez graet ouzh gouel Valentin e Bro–C'hall...
JC KAUFMANNA–dra–sur e c'hall bezañ rebechet doareoù zo eus gouel Valentin. Ar pezh a glever ar muiañ eo: «ur gouel kenwerzhel an hini eo», «ganinme n'eo ket lidet ar garantez dre urzh», «droch eo ar gouel–se». Met pa'z eer pelloc'h ganti e weler ne vez ket lidet ar garantez a–hed ar bloaz gant ar re a lavar en ober, paotred d'al liesañ. Daoust da se e kendalc'h gouel Valentin da vont war ziorren er bed a–bezh, peogwir o dez an dud c'hoant–bras da ezteuler o santimantoù, er broioù ma n'eur ket libr d'e lidañ dreist–holl.

© diwar an abadenn la Danse des Valentins, la Danse des Mots, RFI, d'ar 14 a viz C'hwevrer 2017.


—— GERIAOUEG ——
EN ANER (en vain, pour rien)
AN AOTROUIEN (les seigneurs)
AN ATIZ (l'incitation)
AR BAC'HER (le geôlier) → TOULLBAC'H
AR BOUCH = AR POK
BUHEGEZH*, AR VUHEGEZH (les mœurs)
BUKAÑ OUZH (viser, cibler)
AR C'HOANTEGEZH* (l'envie, le désir)
AN DERC'HENT (la veille)
DIBRENN (licencieux, sans retenue) → PRENNAÑ
AN DIOUER A (le manque de)
DRES (exactement, précisément)
AN DROUGSANT (l'épilepsie)
DROUKZIFORC'HIÑ (discriminer)
EN EM BARAÑ (s'accoupler) → PAR
EUR (on est)
HOALAÑ (charmer)
KANTREN, KANTRE- (errer)
KORAIZ, AR C'HORAIZ (le Carême)
AL LEZ* (la cour)
MEULIÑ (louer)
OBER GODELL* (faire fortune)
PERGEN (notamment)
AR REVELEZH* = AR SEKSELEZH*
SKOURJEZAÑ (fouetter)
SKRAPAÑ (dérober; kidnapper)