6 juin 2016

Bugale boomerang.

Ouzhpenn ar re yaouank a zo diaes dezho kuitaat ti o zud ez eus muioc'hmui anezho o tont endro, goude bezañ bet emren epad un nebeud bloavezhioù. Bugale boomerang a vez graet eus ar c'hrouadurioù oc'h ober o distro emodse, abalamour d'an enkadenn ha da red ar vuhez.


Nevez zo en deus embannet an Diazezadur Abbé Pierre ur studi a–zivout an diaesterioù lojañ evit ar re yaouank. Savet eo bet diwar disoc'hoù un enklask gant an INSEE e 2013. En deiz a hiziv e tle 4,5 milion a oadourien yaouank chom da vevañ e ti o zud. Evit skeudenniñ an afer–se o deus graet ar mediaoù anv eus Tanguy, ar film gant Etienne Chatiliez. Ennañ e ra ur c'houblad pinvidik e seizh gwellañ evit kas kuit o mab diouzh o zi. Hennezh, ur studier 28 vloaz, a ra e vad eus an neizhig evit kas da benn un dezenn hag a zo he danvez «diorren an dangorelezh e Bro–Sina».

E 2001 e oa aet ar gomedienn–se er–maez. Hag a–vremañ eo chomet? Tamm–pe–damm. Abalamour d'ar feurmoù bezañ ker–ruz e tle un toullad tud yaouank chom gant o zud: 1,9 milion a studierien hag 1,5 milion a labourerien. Met ouzhpenn se ez awar gresk an niver a dud deuet yaouank o tont en–dro da di Tadig ha Mammig, goude bezañ aet eus ar gêr. Ar re–se n'emaint ket e–touez an Danguyed, met kentoc'h e rummad ar vugale boomerang.

Gant ar sokiologourez kanadat Barbara Ann Mitchell eo bet kavet an dro–lavar–se. Aes eo da gompren: kerkent kimiadet hag aet kuit diouzh ar gêr e ra ar bugel boomerang hanterdro, hag eñ d'en em gavout e ti e dud a–nevez a–raok m'o dije–int gallet laouenaat gant an disparti.

E 2013 e oa 338.000 a dud e Bro–C'hall o doa graet o distro e–giz–se – tud koshoc'h eget 25 bloaz ha n'int ket studierien. Urcome–back falloc'h e vrud eget hini ar Rolling Stones... E 2002 e oant 282.000 er memes stad. En ur ober dek vloaz en deus kresket an niver a vugale boomerang, neuze: +20%. Ur gwir emdroadur, brasaet gant enkadenn al lojeiz, gouzañvet gant oadourien koshoc'h zoken. Hervez an Diazezadur Abbé Pierre e vefe distroet e–tro 479.000 a dud koshoc'h eget 35 bloaz, en abeg d'an torr–dimeziñ, an dilabour pe ar yec'hed.

A–bouez eo diforc'hiñ an emzalc'hioù an eil diouzh egile, avat. Evel brennig ouzh ar roc'h eo stag Tanguy, abalamour d'arbsikologiezh. Ar vugale boomerang, avat, zo rediet da chom gant ar bec'h ekonomikel. Hervez ar bredvezeg Stephane Clerget e vefe aet da ordin: «gwechall e oa dav dimeziñ ha mont kuit evit bezañ sellet evel ur gwaz. Dinatur e oa distreiñ, ha pa vijed bet gwallskoet. Biskoazh c'hoazh n'oa chomet ar baotred ken diwezhat e ti o zud ha hiziv. Pinvidikoc'h ha yac'hoc'h e vez ar re gozh: prantadoù distreiñ a c'hall bezañ.»

Met n'eo ket didrubuilh ur vuhez ar seurt. Tud zo o dez ar santimant eo ken pegus o bugel hag ar sparadra ouzh barv ar c'habiten Hadok, hep gouzout diaesterioù o c'hrouadur. Mezh a vez war ar vugale boomerang o tont en–dro. O klevout gourc'hemennoù evel «dastum da loeroù!» pe c'hoazh «gwalc'h da volenn!» en em santont lakaet da vugale c'hoazh. A–bouez eo en em glevout war reolennoù da zoujañ, evit ma ne vefe ket reuz en ti. Da gentañ komz evit kompren ar rag hag ar perag eus an distro. Da c'houde rannañ sklaer ar c'hefridioù hag an dispignoù, hag embann fraezh ha sklaer pezh asantet ha pezh n'eo ket (pediñ ur muiañ–karet, da skouer). En diwezh e c'hall bezañ frouezhus deiziata an disparti, evit broudañ al labous da nijal kuit en–dro – ur seblant fall eo ma lavar ho pugel e teu en–dro evit skrivañ ur romant par da Aotrou ar Gwalennoù!

Da ziwall zo, rak ur bugel boomerang a c'hall mont da Danguy ma'z eo laouen evel an heol e ti e dud. Pe gwashoc'h: mont da Hikikomori, evel ar Japaniz yaouank en em serr en o c'hambr evel en ur c'hreñvlec'h. Se zo kaoz e c'hall bezañ efedus deviñ ur meuz pe un t–shirt ur wech an amzer...

© diwar SANTOLARIA Nicolas, Ne confondez pas les Tanguy & les Boomerang Kids,
Slate.fr, d'an 10 a viz Kerzu 2015.

== GERIAOUEG ==
AZIVOUT = DIWARBENN
AR BREDVEZEG (le psychiatre)
BROUDAÑ DA (inciter à)
AN DANGORELEZH* (la subjectivité)
AN DIAZEZADUR (la fondation)
DIFORC'HIÑ DIOUZH (différencier de)
EMREN (autonome)
AN EMZALC'H (le comportement)
EN UR OBER (en [durée])
FRAEZH (distinctement, clairement)
HA PA (quand bien même)
KEFRIDI*, AR GEFRIDI (la tâche; la mission)
KIMIADAÑ DIOUZH (faire ses adieux à)
AR MEUZ (le plat cuisiné)
AN OADOUR = AN DEN DEUET (l'adulte)
PAR DA (équivalent à)
AR PRANTAD (la période; le moment)
PSIKOLOGIEZH*= BREDONIEZH*