18 janvier 2016

Bezañ vaksinet pe chom hep bezañ vaksinet?

D'ar Meurzh 12 a viz Genver he deus embannet Marisol Touraine – Ministrez ar Yec'hed – divizoù evit ma vo maget fiziañs er vaksinoù adarre. Evit poent e ranker ober tri anezho: difteriezh, poliomielit, tetanoz. Skrivet eo el lezenn: n'hall ket ar vugale bezañ skoliataet hep bezañ bet vaksinet ouzh an tri c'hleñved–se. Gant Kuzul–Meur ar Yec'hed Foran ez eus bet kinniget o aliañ, ha neket o rediañ. Setu pal ar c'hendiviz a vo roet lañs dezhañ en nevezamzer gant ar vinistrez: ober ur choaz etre ar redi hag ar c'huzul. A bep seurt tud a gemero perzh ennañ: skiantourien, mezeien, kevredigezhioù, aozadurioù, hag an dud ivez, dre ar genrouedad.

Abaoe dekvedoù ez eus c'hoarvezet aferioù e–leizh: ar gwad kontammet, an hepatit B, an hormonoù kreskiñ, ar grip A, ar Mediator... Kement–se en deus lakaet ar C'hallaoued da gaout douetañs ha disfiziañs ouzh ar vaksinoù. Warlene e vije bet lakaet ar vrec'h gant 46% hepken eus ar re en arvar rak ar grip. Tud zo o deus nac'het vaksinañ o c'hrouadur memes, abalamour d'ar produioù enno (aluminiom, merkur...) ha d'an efedoù war hir dermen. Arguzet o deus ar re–se dirak al lez–varn o tamall d'ar Stad emellout eus yec'hed an dud: dezho e tlefe bezañ hiniennel un dibab ar seurt. Da ziwall zo, koulskoude, hervez mezeien zo: abalamour d'an diouer a vaksinadurioù e vefe aet ar ruzell war wel en–dro e Europa.



GERIAOUEG
AN HEPATIT = AN AVUFO
HINIENNEL (individuel, privé)
KENDIVIZ, AR C'H (la concertation)
KENROUEDAD*, AR G = INTERNET
AR MERKUR = AR BEVARGANT
MEZEIEN, AR V = AR VEDISINED
AR RUZELL* (la rougeole)
TAMALL DA (accuser, blâmer)

11 janvier 2016

Obama: ya, gallet 'neus?

Gwiraourez ha kelennerez eo Anne Deysine diouzh he micher. Arbennik eo war ar Stadoù–Unanet, war ar politikerezh hag ar gwir eno dreist–holl. Amañ–dindan emañ he respontoù diwar–benn respedoù Barack Obama, dilennet 8 vloaz zo dija.


ARTE: Abaoe seizh vloaz emañ Obama e penn ar StadoùUnanet. Eus petra e talc'hor soñj etouez ?
ANNE DEYSINE: Pa oa bet dilennet da brezidant ne veze ket gwerzhet an tiez ken. Tud dilabour eleizh a oa, muioc'h–mui bep sizhun... Darbet eo bet d'ar bankoù tarzhañ, ha d'ar greanterezh kirritan mont da get. Da gentañ en deus saveteet ar vro diouzh an enkadenn. 900.000 labour zo bet krouet, aet eo koll ar stad war zigresk. Hervezon eo pozitivelkenañ bilañs ekonomikel Obama. Koulskoude n'eus nemet 40% eus an Amerikaned a zo laouen gant ar pezh graet gantañ. Votet eo bet an Obamacare, al lezenn ekeñver ar yec'hed hag ar gwarez sokial, daoust m'eo bet luzietkenañ an afer. Adrugarez dezhi ez eus kretaet 18 milion a Amerikaned en ur ober daou vloaz.

ARTE: Hag ar politikerezh diavaez?
ANNE DEYSINE: Sinet eo an emglev gant Iran, distennet an traoù gant Kuba, daoust da rebechoù ar republikaned. Aet eo kuit an arme amerikan diouzh Irak hag Afghanistan, evel ma oa bet prometet e 2008. Aet eo ar c'haozeadennoù warraok war an TAFTA, an emglev treuzatlantel. Obama a blijfe dezhañ e savfe adu ar C'hongres gant an emglevse, evit ma vefe aesoc'h ar c'haozeadennoù gant lod broioù e Azia, ha stourm ouzh levezon Sina. N'en deus ket gallet, avat, lakaat al lezenn diwarbenn an enbroañ da dalvezout. Ar republikaned zo savet aenep.

ARTE: E 2008 e oa promesaoù ha spioù. Ha dalc'het en deus Obama d'e c'her?
ANNE DEYSINE: N'en deus ket, eveljust. Abalamour d'ar C'hongres da gentañ. Dav eo gouzout n'eo ket hollc'halloudus ar prezidant er Stadoù-Unanet egiz e BroC'hall. N'hall ket mont warraok hep mouezh ar C'hongres. Hennezh a dal ouzh Obama, dre m'emañ ar muianiver eno gant ar republikaned. N'hall ket ar prezidant ober kalz tra, azivout an armoù, da skouer. Se zo kaoz en deus lavaret n'eus ket pell e tlefe ar bobl amerikan «ober eneplobbying» evit bezañ pouezhapouez gant ar C'hongres. Ur gwir c'halloud zo gant ar justis ivez er StadoùUnanet. Abenn ar fin eo diaes ober ur bilañs.

ARTE: Petra emañ o vont d'ober abenn fin e resped?
ANNE DEYSINE: Dav eo mont pelloc'h gant an enbroañ, ar c'hontrol war an armoù, an endro... Er brezegenn dirak ar C'hongres, e miz Genver, en doa meneget meur a dra abouez evit dazont Amerika. Reiñ ur chañs da bep hini, reiñ labour da bep hini. Ar surentez sokial hag armerzhel eo kementse, neuze. Goudese ar surentez diabarzh, hini ar StadoùUnanet, o stourm ouzh ar sponterezh. En diwezh en deus graet anv eus ar bec'h gant ar C'hongres, peogwir eo bet ar brasañ skoilh en deus miret outañ da vezañ oberiantoc'h.

© diwar CAPDEVIOLE Helene, "Obama a un vrai bilan économique positif", Arte, d'an 13 a viz Genver 2016.


GERIAOUEG
ARBENNIK WAR (spécialiste de, expert sur)
A–ZIVOUT = E–KEÑVER
ARMERZHEL = EKONOMIKEL
BEZAÑ DARBET (être presque, sur le point)
DELC'HER D'E C'HER (tenir sa parole)
ELEIZH = KALZ
AN ENKADENN* (la crise)
AR GREANTEREZH (l'industrie)
AR GWIRAOUR (le juriste)
KOLL, AR C'HOLL (la perte, le déficit)
KRETAAT (assurer)
AL LEVEZON(l'influence)
LUZIET (compliqué)
AR MUIANIVER (la majorité)
OBERIANT (actif)
AR RESPED (le mandat)

4 janvier 2016

E Naoned ez eus labour (war ar stern).

Nevez zo ez eus bet embannet studiadennoù o kanañ meuleudi da Naoned. Brud vat he deus kêrbenn Breizh, ha desachet ez eus ganti labourerien koulz hag embregerezhioù. Bep bloaz e vez 8.000 den oc'h ober o annez e kêr hag en trowardroioù. En trede gennad e kavont fred: bed an arc'hant, ar stlenneg, ar velestradurezh... Eus Paris emañ an darn vrasañ anezho o tont, aet skuizh gant o buhez skuizhus pe gant ar feurmoù kerruz. 6.000 embregerezh a vez krouet war dachenn ar veurgêr bep bloaz, hag un nebeud a ra berzh fonnus. Met estreget startoùup zo diazezet e Naoned: embregerezhioù bras evel ar Société Générale hag ar SNCF o deus digoret rannoù dezho e kêr an duged.
Meur a gudenn a vo dav diskoulmañ avat. Penaos ober evit ma vo labour c'hoazh hag adarre? Petra ober evit kinnig servijoù a galite d'ar re gozh a vo niverusoc'h–niverus? Penaos adaozañ kêr evit degemer muioc'h–mui a dud, e–keñver an treuzdougen da skouer? Met ar brasañ skoilh a rankor talañ outañ eo an digevatalder, hep mar ebet.

En un AIF emaint o chom. E Naoned ne reer ket banlevioù anezho, met ranngêrioù poblek: Bellevue, le Clos–Toreau, le Breil... Tost ha pell eus kreiz–kêr emaint war un dro. Eno o dez bec'h an dud, kerkent ha krog ar miz, abalamour d'an dilabour ha d'ar baourentez.
En desped d'ar politikerezhioù lakaet da dalvezout gant an ti–kêr ez a an diforc'hioù war vrasaat. A–dra–sur eo izeloc'h feur an dilabour (8%) e Naoned eget e lec'h all; hogen kuzhet eo an digevatalder gantañ. N'eo ket tizhet an tourioù gant ar birvilh naonedat: e–harz dezho ez a da get. E Malakoff emañ 31% eus an dud o klask labour, ha lod anezho o fritañ laou (52% dindan gwehin ar baourentez, da lavarout eo o vevañ diwar nebeutoc'h eget 828€ ar miz). Gwashoc'h zo: hervez an INSEE e vefe paouroc'h–paour ar beorien abaoe penn kentañ an enkadenn, e 2010. Ar maouezed dreist–holl a vez el lagenn. 25 bloaz zo e laboure stankoc'h merc'hed ar c'harterioù eget re kreiz–kêr. Cheñchet eo penn d'ar vazh (15% a ziforc'h etrezo) abaoe, rak aet eo stal lod micherourien da stalig, hag an darn vrasañ eus ar postoù labour nevez zo tapet gant tud uhel o studioù,sternerien dreist–holl.

© diwar Enquête sur l'attractivité de la métropole nantaise, Ouest-France, d'ar 4 a viz Genver


GERIAOUEG
AIF (ANNEZ IZELFEUR) = HLM
EN DESPED DA = DAOUST DA
AN DIGEVATALDER = AN DISINGALDED*
AN ENKADENN* (la crise)
FRITAÑ LAOU (vivre dans la pauvretéFRIRE DES POUX
AR GWEHIN (le seuil)
KANAÑ MEULEUDI DA (dresser les louanges de)
KAVOUT FRED = KAVOUT LABOUR
BEZAÑ EL LAGENN* (être dans la merde)
PEORIEN, AR BEORIEN (les pauvres)
AR RANN* (le service)
AR RANNGÊR* = AR C'HARTER
AR SKOILH (l'obstacle)
AR STERNER (le cadre [métier])
AR STLENNEG* (l'informatique)
TALAÑ OUZH (affronter, s'opposer à)
AN TREDE GENNAD (le secteur tertiaire)