4 janvier 2016

E Naoned ez eus labour (war ar stern).

Nevez zo ez eus bet embannet studiadennoù o kanañ meuleudi da Naoned. Brud vat he deus kêrbenn Breizh, ha desachet ez eus ganti labourerien koulz hag embregerezhioù. Bep bloaz e vez 8.000 den oc'h ober o annez e kêr hag en trowardroioù. En trede gennad e kavont fred: bed an arc'hant, ar stlenneg, ar velestradurezh... Eus Paris emañ an darn vrasañ anezho o tont, aet skuizh gant o buhez skuizhus pe gant ar feurmoù kerruz. 6.000 embregerezh a vez krouet war dachenn ar veurgêr bep bloaz, hag un nebeud a ra berzh fonnus. Met estreget startoùup zo diazezet e Naoned: embregerezhioù bras evel ar Société Générale hag ar SNCF o deus digoret rannoù dezho e kêr an duged.
Meur a gudenn a vo dav diskoulmañ avat. Penaos ober evit ma vo labour c'hoazh hag adarre? Petra ober evit kinnig servijoù a galite d'ar re gozh a vo niverusoc'h–niverus? Penaos adaozañ kêr evit degemer muioc'h–mui a dud, e–keñver an treuzdougen da skouer? Met ar brasañ skoilh a rankor talañ outañ eo an digevatalder, hep mar ebet.

En un AIF emaint o chom. E Naoned ne reer ket banlevioù anezho, met ranngêrioù poblek: Bellevue, le Clos–Toreau, le Breil... Tost ha pell eus kreiz–kêr emaint war un dro. Eno o dez bec'h an dud, kerkent ha krog ar miz, abalamour d'an dilabour ha d'ar baourentez.
En desped d'ar politikerezhioù lakaet da dalvezout gant an ti–kêr ez a an diforc'hioù war vrasaat. A–dra–sur eo izeloc'h feur an dilabour (8%) e Naoned eget e lec'h all; hogen kuzhet eo an digevatalder gantañ. N'eo ket tizhet an tourioù gant ar birvilh naonedat: e–harz dezho ez a da get. E Malakoff emañ 31% eus an dud o klask labour, ha lod anezho o fritañ laou (52% dindan gwehin ar baourentez, da lavarout eo o vevañ diwar nebeutoc'h eget 828€ ar miz). Gwashoc'h zo: hervez an INSEE e vefe paouroc'h–paour ar beorien abaoe penn kentañ an enkadenn, e 2010. Ar maouezed dreist–holl a vez el lagenn. 25 bloaz zo e laboure stankoc'h merc'hed ar c'harterioù eget re kreiz–kêr. Cheñchet eo penn d'ar vazh (15% a ziforc'h etrezo) abaoe, rak aet eo stal lod micherourien da stalig, hag an darn vrasañ eus ar postoù labour nevez zo tapet gant tud uhel o studioù,sternerien dreist–holl.

© diwar Enquête sur l'attractivité de la métropole nantaise, Ouest-France, d'ar 4 a viz Genver


GERIAOUEG
AIF (ANNEZ IZELFEUR) = HLM
EN DESPED DA = DAOUST DA
AN DIGEVATALDER = AN DISINGALDED*
AN ENKADENN* (la crise)
FRITAÑ LAOU (vivre dans la pauvretéFRIRE DES POUX
AR GWEHIN (le seuil)
KANAÑ MEULEUDI DA (dresser les louanges de)
KAVOUT FRED = KAVOUT LABOUR
BEZAÑ EL LAGENN* (être dans la merde)
PEORIEN, AR BEORIEN (les pauvres)
AR RANN* (le service)
AR RANNGÊR* = AR C'HARTER
AR SKOILH (l'obstacle)
AR STERNER (le cadre [métier])
AR STLENNEG* (l'informatique)
TALAÑ OUZH (affronter, s'opposer à)
AN TREDE GENNAD (le secteur tertiaire)

Aucun commentaire:

Publier un commentaire