24 novembre 2014

Bec'h d'ar panelloù!

Eric Piolle, aotrou maer Grenoble, zo bet dibabet gantañ skarzhañ ar vruderezh diouzh al lec'hioù foran, evit diorren an takadoù ma c'hallo Yann−C'hrenoblat skritellañ. Prometet e oa bet gantañ e−pad ar c'houlzad diwezhañ.
 

A−benn an nevezamzer e vo tennet panelloù zo. Ar c'huzul−kêr zo bet divizet gantañ chom hep adneveziñ ar gevrat sinet gant JCDecaux, an embregerezh vrudet a rae war−dro ar skritellañ hag an arrebeuri−kêr e ruioù Grenoble. N'eus bet bet embannet galv da ginnig ebet kennebeut. Er mod−se e klasko Grenoble «dieubiñ lec'hioù foran e−lech ma c'hallo ar geodedourien skritellañ». E miz Genver e krogo JCDecaux gant al labour divontañ. 326 panell a yelo diwar−wel dindan tri miz.

War−dro 2.000 metrad−karrez a vo gounezet e−giz−se. Kêr C'hrenoble zo bet raktreset ganti plantañ 50 gwez en o lec'h ha labourat gant ar c'hevredigezhioù evit ma vo aesoc'h dezho brudañ o obererezhioù. «Ar wech kentañ e vo en Europa», eme Eric Piolle, paotr EELV dilennet nevez−zo, «diwar atiz an annezidi». Hervez ur sontadeg e savfe a−du an div drederenn eus Grenobliz.

«Ne vo kollet nemeur a wenneien: d'an 31 a viz Kerzu ez aio ar gevrat da get. Ha forzh penaos e vije aet e goust war vihanaat.» Hervez an aotrou maer yaouank, n'eo ket ur redi gwalc'hañ an embregerezhioù; Grenobliz ne lâr ket. «Abalamour d'an Internet emañ ar skritelloù peget war o zremenvan. Skrammoù a vije bet ret deomp staliañ. Gwelloc'h eo ganeomp sevel ur gêr troet war-du an dazont, ur gêr distanet. Se zo kaoz e vo stag ar skritellañ ouzh ar bed sevenadurel, ouzh hor c'harterioù: ganto e vez buhezet ur gêr geodedel, ur gêr startijenn enni. »


Ma seblant laouen annezidi kêr ez eus bet klevet lod anezho o klemm. «Ha kresket e vo an tailhoù?» a c'houlenn an eil; «hañval ouzh Berlin ar Reter e vo kêr» a lâr egile. Matthieu Chamussy, e penn an tu dehou e kuzul−kêr Grenoble, a gav dezhañ ez eo un «diviz dogmatek, tra ken. Petra zo kaoz ne vo ket graet kement gant ar panelloù stag ouzh an arsavioù−bus?». Jérôme Safar, paotr ar PS, a gav dezhañ e «klask (Eric Piolle) kehentiñ diwar−goust Grenoble ha hec'h annezidi: demagogiezh an hini eo».

© diwar MIMAUT Cécile, Grenoble se détourne de la publicité au profit de "sa vie de quartier",
France Info, d'ar Sul 23 a viz Du 2014.


———— GERIAOUEG ————
DIWAR ATIZ (à l'incitation de)
DISTANET (apaisé)
AR GALV DA GINNIG (l'appel d'offres)
GWALC'HAÑ (contenter)
KEODEDOUR, AR C'HEODEDOUR (le citoyen)

20 octobre 2014

Parkañ.

D'ar Gwener 3 a viz Here ez eus bet kaoz eus parkañ da-geñver kuzul-kêr Naoned. Marteze a-walc'h e savo droug e Yann Vlenier rak daougementet e vo e kreiz-kêr an takadoù ma vez bevennet ar parkañ.



An takad ruz, aotreet ennañ ar parkañ berrbad, a vo degemeret gantañ karterioù Madalen, ChampdeMars ha straed Joffre. Bremañ ez eus 4.285 plas ma c'haller arsaviñ e–pad div eurvezh: adalek miz Mezheven e vo 890 plas ouzhpenn.
An takad melen a vo ledanaet e miz Eost wardu enez Naoned ha ranngêrioù HautsPavés, SantFelis, Malakoff ha SantDonasian. 4.182 plas a vo ouzhpennet ennañ. Ma chomo digoust etre kreisteiz ha div eur, ne vo ket moaien da lezel e oto pelloc'h eget teir eurvezh.

Er sizhunmañ ez eus bet rebechet ouzh an ti–kêr klask skarzhañ ar gweturioù diouzh kreiz–kêr ur wech adarre. Gaou, hervez Johann Rolland: «ne fell ket deomp enebiñ ar c'hirritan ouzh an doareoù treuzdougen all; kompezañ an holl anezho ne lâromp ket». Ganti eo meneget an 30.000 annezad arruet nevez zo e meurgêr Naoned, hag an 10.000 karrtan kaset ganto: ret e vefe «reoliañ» an tremen eta. Se zo kaoz e vo strishoc'h ar politikerezh parkañ. Bevennet e vo ar feurbrizioù koulz hag ar padelezhioù. Er modse e vefe «gwellaet ar mont e kêr» hag ar monedone er straedoù.

Eskoaz ar redioù ez eus bet embannet divizoù all evit broudañ Naonediz da vont e kreiz–kêr. «Ni a fell deomp e vefe aesoc'h ar vuhez–bemdez» eme an Itron Vaerez. Diwar atiz ar genwerzhourien e vo rannet dre bevar priz an tuañ en takad ruz etre kreisteiz ha div eur, evit dedennañ tud er stalioù, peurgetket er pretioù. Da gala–Kerzu e vo lañset un tiked TAN krouet a–ratozh evit ar familhoù. 4€ e kousto hennezh, ha gantañ e c'hallo ur strollad seizh den beajiñ. Posupl e vo paeañ dre gartenn–vank pe dre bellgomz gant holl eurdeizieroù an takad ruz. Resisoc'h e vo ar feurbrizioù adalek kala–bloaz. Er parklec'hioù e vo jedet ar priz dre brantadoù dek munut, ha ne vo ket bep hantereurvezh ken.

En holl e vo muioc'h eget 25.000 plas evit lakaat e garr e meurgêr Naoned: 10.500 er straedoù, 6.425 er parklec'hioù, 9000 er parklec'hioùtramgarr a vez graet P+R anezho. Adrugarez dezho e c'hall paotre–wetur mont e kêr hep dispign gwenneg ebet. Abenn 2016 e vint brasaet gant 700 plas nevez.

© diwar LAURENT Sybille, La voiture à Nantes, un vrai luxe?, Metronews, d'an 9 a viz Here 2014.

———— GERIAOUEG ————
ARSAVIÑ (stationner)
AN ATIZ (l'incitation)
BERRBAD (éphémère, de courte durée)
BROUDAÑ (inciter)
E–SKOAZ (à côté de, en comparaison de)
AN EURDEIZIER (l'horodateur)
AR FEURBRIZ (le tarif)
KOMPEZAÑ (concilier)
LEDANAAT (élargir)
MENEGIÑ (mentionner)
PEURGETKET (notamment)
AR PRANTAD (la période)
REOLIAÑ (réguler)
TUAÑ = PARKAÑ

15 septembre 2014

Lojañ e Naoned: ha bevennet e vo ar feurmoù?

An Itron Vaerez Johanna Rolland he deus skrivet d'ar C'hentañ Ministr evit dispakañ he soñj diwarbenn al lojañ. Gwelloc'h eo ganti difenn ur stignad «giz Naoned» eget bevenniñ ar feurmoù, evel m'eo kinniget gant al lezenn Duflot.



Gant ar gouarnamant eo bet divizet lezel pep kêr dibab bevenniñ ar feurmoù pe ket, e stern al lezenn Duflot. Perak ne vefe ket graet kement en Naoned? Sed aze ar goulenn graet gant François de Rugy, unan eus kannaded al LigerAtlantel. Ur sizhunvezh goude eo bet respontet dezhañ gant Johanna Rolland, an Itron Vaerez. N'eo ket gwall drec'het gant un diskoulm hag a «c'hall krouiñ digevatalded etre kêrioù, poellekoc'h e vije bet lakaat ur stern broadel da dalvezout en tiriad abezh». Met war a lavar an dilennadez e chom al lojañ unan eus oberoù pennañ an tikêr.

Ne vefe ket tenn an traoù en Naoned, hervez sifroù marc'had al lojeiz feurmiñ. 10,8€ eo priz ar metrkarrez, izeloc'h eta eget e Lille (14€) hag e Lyon (12,8€). An disoc'hoù matse n'eus ket anezho «dre zegouezh» eme ar Vaerez. Ma'z eo chomet stabil ar feurmoù en tri bloaz tremen e vefe adrugarez d'ar «politikerezh tisaverezh youlek lakaet er pleustr gant kêr Naoned». Gant ar raktres annez lec'hel e vez savet 7.000 lojeiz bep bloaz abaoe 2010, en o zouez 2.000 lojeiz sokial. Nevez zo ez eus bet krouet un arvestva heuliet aketus gantañ emdroadur prizioù al lojañ prevez.

Ezhommoù bras zo memes tra, daoust d'an 50.000 a lojeiz kevredigezhel e tolpadkêrioù Naoned: bez' e vefe 17.000 teuliad engortoz en Naoned ha 30.000 er veurgêr. Hag abenn 2030 e vefe 100.000 a dud evit mont di d'ober o annez!

Evit ma chomfe dedennus kêr he deus kaset Johanna Rolland ul lizher d'ar C'hentañ Ministr, Manuel Valls. Ennañ e ra anv eus ur steuñv ober evit diwall ouzh ar prizioù da greskiñ forzh pegement en dazont. Ret e vefe mirout ur stignad lakaet da dalvezout e 2012, bevennet gantañ kresk ar feurmoù avremañ diwar ar monc'hwezh. «Gouzout a ouzomp ez eo efedus», eme Johanna Rolland. Goulenn a ra honnezh ez afe an Arvestva da ofisiel, evit degemer ennañ kevredigezhioù feurmerien hag embann e labour. Kinnig a ra ivez sevel Ti an annezidi, ul lec'h degemer evit titouriñ Naonediz diwarbenn al lojeiz.

© diwar LAURENT Sibylle, Pas d'encadrement des loyers à Nantes, mais...,
Metronews, d'an 11 a viz Gwengolo 2014.

———— GERIAOUEG ————
AN ANNEZ (l'habitat)
AN ARVESTVA (l'observatoire)
AN DIGEVATALDER (l'inégalité)
AN DISOC'H
(le résultat)
E STERN (dans le cadre de)
KEVREDIGEZHEL = SOKIAL
AR MONC'HWEZH (l'inflation)
AR STEUÑV OBER (le plan d'action)
AR STIGNAD (le dispositif)
AN TEULIAD (le dossier)
AN TIRIAD (le territoire)
TREC'HIÑ (vaincre; convaincre)

2 juin 2014

Un devezh hep butun gant sigaretennoù.

Disadorn e oa an devezh bedel hep butun. Anat eo n'emañ ket an holl adu an eil gant egile pa vez anv eus sigaretennoù elektronek: diskoulm afeson aenep ar butun? benvegtrap o vagañ an dalc'h?
 

War gresk ez a an niver a dud o veuliñ perzhioù mat ar sigaretennoù elektronek, ar stiloioù tev analet drezo nikotin dre aezhennoù. Deuet int da vezañ ur gwir skoazell evit an neb e soñj da baouez gant ar butun pe da nebeutaat ar c'hementad bevezet gantañ.

Niverusoc'hniverus eo ivez ar studiadennoù o tiskouez efedusted ar benveg eskoaz an diskoulmoù all, evel ar patchoù. Nevez zo ez eus bet embannet unan gant ar gelaouenn saoz Addiction. Hervezi e vefe kalz aesoc'h da Yann vutuner paouez gant ar butun dre hantererezh ar sigaretennoùE eget diwar e youldezhañ hepken: 60% muioc'h a chañs, eme an enklask.

Koulskoude, ne vir ket ar sigaretennoùse ouzh an adiktadur: aze emañ an dalc'h evit Robert West, skiantour e University College Londrez. «War a hañval ne vefent ket ken dañjerus hag ar sigaretennoù klasel, met ne ouzer ket c'hoazh peger pistrius eo o implijout war hir dermen». Se zo kaoz eo «diguzulietgroñs» ar sigaretennoù elektronek gant Aozadur Bedel ar Yec'hed (ABY), ha plijout a rafe dezhañ memes e vefe kresket an taosoù warno.

Nevez zo eo bet galvet an ABY da vroudañ anezho, neket da stourm outo, gant un hanterkant bennak a vezeien. Dezho e vefe «ur fazi difenn ar bruderezh evit ar sigaretennoùse: seurt benvegoù a c'hallo bezañ talvoudusbras deomp evit rouesaat ar c'hleñvedoù skevent. Etouez neveziñ pouezusañ ar c'hantved afed yec'hed e vint, marteze». Hervez ar bagad medisinedse, an nikotin eo abeg an dalc'h; ar moged, avat, eo hini ar marv. Poent e vefe lakaat war wel ar butun n'eo ket butunet eta, evel ar sigaretennoù elektronek hag ar butunchaok. Perak chom hep brudañ danvezioù, emezo, ha n'eus na koultron nag aezhennoù pistrius enno?

Etre daou e chom ar c'hevredigezhioù aenep ar butun e BroC'hall. «Arabat mont re bell gant ar sigaretennoù elektronek», eme Youenn Bur, prezidant an Emglev aenep ar butun. «Anat, n'int ket ken dañjerus hag ar re glasel, met emichañs ne vo ket lakaet ar yaouankizoù e dalc'h an nikotin ganto». Gwir eo e vez rebechet alies ouzh ar sigaretennoùse bezañ ur benveg diouzh ar c'hiz atizet ar re yaouank gantañ da gregiñ gant ar butun.

© diwar La journée sans tabac sous le signe de la cigarette électronique, AFP, d'an 29/05/2014.

———— GERIAOUEG ————
ANAT (évident)
ATIZAÑ ≈ BROUDAÑ
AN DALC'H (la dépendance)
KEMENTAD, AR C'HEMENTAD (la quantité)
MEULIÑ (louer, célébrer)
PISTRIUS (toxique)
ROUESAAT (raréfier)
AN TAOS (la taxe)

27 janvier 2014

Hollande e Turkia.

Ur veaj daou devezhpad e Turkia emañ François Hollande o vont d'ober. Etouez an temoù a vo anv anezho emañ an emezellañ ouzh Unaniezh Europa. Abaoe 1999 emañ Turkia war ar renk; hogen evit poent n'eus bet skoulmet emglev ebet  peurgetket abalamour da Giprenez. Gant padelezh ar c'hendivizoù ez eus deuet kerse en Durked, ur boblañs yaouank anezhi 29 bloaz eo ar c'heitad oad eno.


En deiz a hiziv ne vefe nemet an hanter eus an Durked adu evit emezellañ ouzh an UE. N'eus nemet 22% anezho o telc'her spi, o krediñ eo gallus ar mont ebarzh; bez' e oa 78% eus ar boblañs dek vloaz zo. «Ni a gav deomp omp gwelet evel tud a renk izel gant Europiz. Evel ma vijemp tud fall pe alouberien dre natur, abalamour deomp bevañ ermaez eus an harzoù» eme Vurat, ur mezeg yaouank eus Istanbul. «Da skouer, Europiz a gred start dezho emaomp o vont da zivroañ duhont, ha pa ne fell ket deomp mont kuit ac'hann. Amañ eo gwelloc'hgwell stad an armerzh abaoe dek vloaz.»
Eus tu Europa, kreñv eo an enebiezh e broioù zo evel BroAlamagn ha BroC'hall. Hervez ur sontadeg embannet gant an IFOP, 17% eus ar Frañsizien hepken a vefe adu evit degemer Turkia en UE. E 2003 e oa 46% anezho. D'al liesañ e vez nac'het an emezellañ o tegas arguzennoù a bep seurt: an diforc'hioù sevenadurel koulz ha relijiel, an aon rak an enbroañ hag an diaesterioù ekonomikel.

Oc'h embann fraezh ha sklaer e oa aenep mont tre Turkia en Europa en doa sachet Nicolas Sarkozy bec'h warnañ e Turkia: «din–me e tle Turkia hag Unaniezh Europa kaout darempredoù ar strishañ ar gwellañ, hep tizhout ar mont ebarzh. E gwirionez, ne vefe spletus na d'an eil na d'eben», a lavaras hennezh e 2011. Epad e resped e voe yensklas an darempredoù etre an div vro. Abaoe m'emañ François Hollande e penn ar vro e esper an Durked e c'hallo an traoù gwellaat.
Ekerzh e veaj e vo ret da François Hollande reiñ lañs endro d'an darempredoù gant BroC'hall hag Europa. War a lavar hennezh e vo kendalc'het gant ar c'hevraouiñ met «ne zeuio ket Turkia e–barzh Unaniezh Europa e–kerzh ar pempbloaziad–mañ».
An armerzh a zo da vezañ lakaet war ar stern ivez: etre 2009 ha 2012, dindan beli Sarkozy eta, eo aet war vihanaat tamm an embregerezhioù gall e Turkia (eus 6% da 3%).

© Hollande en Turquie : le délicat dossier de l'adhésion à l'Union européenne,
le Parisien.fr, d'ar 26 a viz Genver 2014.


GERIAOUEG
AC'HANN (d'ici, depuis ici)
AN ALOUBER (l'envahisseur)
EMEZELLAÑ OUZH (adhérer à)
FRAEZH HA SKLAER (très clairement)
HA PA (même si)
AN HARZOÙ (les frontières)
KERSE (de la frustration)
KEVRAOUIÑ (négocier)
KIPRENEZ (Chypre)
PEURGETKET (notamment)
AR RESPED (le mandat)
SPLETUS FROUEZHUS