21 novembre 2016

40 vloaz eo Tour Breizh.

Goude an Eil brezel bed e voe adsavet rakkêr ar Marchix ha plasenn Breizh. Divizet e voe sevel un tour eno e–kerzh ar bloavezhioù 1960. 80.000 tonennad betoñs a voe ret. D'an 18 a viz Du 1976 e voe peursavet ha digoret Tour Breizh. 40 vloaz war–lerc'h emañ e–mesk savadurioù meur ha lec'hioù arouezus kêr Naoned. Gant ar gazetennerez Julie Urbach ez eus bet dastumet titouroù a bep seurt diwar e benn.



 144m a uhelder eo Tour Breizh. Uheloc'h eo eget tuchenn Breteche zoken, al lec'h naturel uhelañ (116m) e Bro–Naoned, war tachenn parrez Ferreg. Uhelañ savadur Breizh eo an tour, hag ar pevare ti burevioù uhelañ e Bro–C'hall ivez, e–maez Pariz.
 BONUS: Klikit amañ evit gwelout renkadur ar savadurioù uhelañ e BroNaoned !  

Div wech ar bloaz e vez gwalc'het 3000 gwer an tour. Ur miz e pad an abadenn naetaat. Evel–just eo ret d'an daou implijad ar c'hempenn pignat war vourzh ur c'havell. Peurliesañ e kasont o dafar ganto dre leurenn an Neizh.

Dre ziv wech o deus lammet tud diwar an tour. E 2012 e oa bet graet kement se gant ur base–jumper, un harzlammer ma kavit gwell, c'hwec'h miz goude digoradur an Neizh. «P'hor boa furchet er rouedad evit gouzout ha filmet en doa e lamm hon eus kavet ur video all. Ur paotr en doa graet memes tra dija, da vare al labourioù» eme Philippe Gareau, e–karg eus ar surentez abaoe 2006. Kentoc'h e oa en em zistrujet tud zo o lammat, d'ar mare ma ne oa ket gwarezet a–walc'h ar bardelloù.

800 den a vez o labourat dindan an Neizh bemdez. Burevioù a gaver eno dreist–holl: an tailhoù, meurgêr Naoned, ensellerezh al labour... A–rez an douar emañ Kreizenn Kehentiñ ar C'Hornôg. Hervez perc'henned al lec'h e vefe implijet 90% eus ar savadur.

A–us d'an Neizh ez eus kuzhet kalz traoù: eno emañ salioù ar c'haoterioù ha re an aer. A–dreñv ar plakennoù gwenn emañ ar siminalioù. Ouzhpenn se ez eus beoliadoù dour, 90.000 litrad enno, evit stourm ouzh an tanioù–gwall. N'eo ket aes kas labourioù da benn war lein an tour. Pa voe ratreet an aerreizher e 2014 e voe degaset meur a donennad dafar betek enni gant ur viñs–askell.

Eizh pignerez zo en holl en tour. An hanter anezho a ya d'al lodenn grec'h eus an tour hepken, etre an 13vet estaj hag an 32vet hini. Unan a ya war–eeun d'an Neizh, an ostaleri degemeret 300.000 a dud ganti bep bloaz. «A–drugarez dezhi ez eus sachet tud nevez, evel ar familhoù, deuet da brofitañ eus ar gweledva» eme Eric Warin, prezidant an davarn.

Bep bloaz en em gav pomperien e–harz Tour Breizh, da–geñver ar Stair Race Fire Xtrem. 700 pazenn a rank paotred ha merc'hed an tan pignat ar buanañ ar gwellañ. Seul ziaesoc'h eo dezho ma vez o gwiskamant ganto – tokarn, botoù hag all. E miz Mezheven e voe aozet ur redadeg ar seurt digor d'an neb a gar. 3'11'' a voe ret d'ar maout evit pignat gant an diri.

Pa voe digoret an Tour e oa un nebeud stalioù ennañ, daou doull–noz en o zouez. Tri estaj a oa bet miret evit degemer kenwerzhioù. Met displijout a rae an tour da Naonediz a gave dezho e oa–eñ «vil» hag un «arouez rok eus an arc'hant bras». Int a veze gwelloc'h ganto ''krebilhonañ'' e lec'h all, ha ne voe ket darempredet stank ar c'henwerzhioù–se gwech ebet. Ouzhpenn se e oa ker ar feurmoù, ha freuz–stal a reas lod. Neuze e voe staliet melestradurezhioù en o lec'h, kuit d'an tour da vezañ dizarempred.

Un nebeud gwechoù eo bet kinklet an tour. Da zeiz an Telethon e oa bet lakaet war wel un niverenn bellgomz outañ. A–raok un c'hendalc'h diwar–benn an hin e oa bet skrivet we can act now gant stignoù. Memes tra o defe graet paotred 44=BZH gant anv o strollad (s.o. luc'hskeudenn). Nevez zo e voe bannet un arvest video outañ evit reiñ lañs d'an Digital Week. Ur raktres souezhus a oa bet kinniget ivez gant an danvez maerez Laurence Garnier e–pad ar c'houlzad diwezhañ: ouzhpennañ ur gorzenn houarn 50m a uhelder war lein an tour!

© diwar URBACH Julie, Nantes: la tour Bretagne a 40 ans,
10 choses que vous ne saviez (peut-être) pas sur elle, 20minutes, d'ar 17 a viz Du 2016.


——— GERIAOUEG ———
AN AERREIZHER (le climatiseur)
BARDELL*, AR VARDELL (le parapet)
BEOL*, AR VEOL (la cuve)
BIÑS*ASKELL, AR VIÑSASKELL (l'hélicoptère)
EHARZ (au pied de)
EN EM ZISTRUJAÑ (se suicider)
OBER FREUZSTAL (faire faillite)
AN HARZLAMMER (le parachutiste)
KAOTER*, AR GAOTER (la chaudière)
KAVELL, AR C'HAVELL (le berceau; la nacelle)
KENDALC'H, AR C'HENDALC'H (le congrès)
KORZENN*, AR GORZENN (la flèche)
RATREAÑ (réparer)
ROK (rogue, arrogant)
AR STIGN (le store)

14 novembre 2016

Trump, ar c'hastiz.


Triwec'h miz zo e oa krog ar c'houlzad er StadoùUnanet. Achu eo ar c'habaliñ bremañ, goude ar votadegoù dre strollad, daou gendalc'h aozet war an ton bras e stadoù drastet o greanterezhioù, miliadoù a brantadoù bruderezh politikel, miliardoù a zollarioù dispignet, ha dreistholl ur stourm etre daou Amerikan pinvidikmor. E New York emaint odaou o chom, ha kasaet int gant an darn vrasañ eus ar boblañs. En diwezh eo bet dilennet ar republikan da brezidant, daoust dezhañ da vezañ mezhekaet gant ar mediaoù, an dud eus an dibab e Washington ha pennoù «e» strollad zoken. An hini a oa tonket dezhañ koll hervez an holl.

E–pad ar c'houlzad hirhirse o dez pouezet ar brezegennerien alies war daolioù dichek ar prezidant kentañ, e gomzoù gouennelour ha seksist, o vont re bell ganti, o plantañ reuz. War an dro e veze kinniget Hillary Clinton evel an danvez prezidantez naturel, stummet aviskoazh evit mont d'an Ti Gwenn un deiz bennak, a glaskfe cheñch an traoù un tamm bennak. Met n'eo ket aes kaout ar marc'h hag an arc'hant, dinec'hiñ an establishment en ur sachañ ar voterien.

Evit lod e tiskouez splann disoc'hoù an dilennadegoùse ez a ar StadoùUnanet wargil, wardu ar vroadelouriezh, ar «boblelouriezh», ar ouennelouriezh, ar revelouriezh. Disteuler an enbroañ, en em serriñ, diskar an araokadennoù gounezet abaoe hanterkant vloaz: setu ar c'hoantoù a vefe diazezet ar votiñ republikan warno. Hogen araok pep tra eo aet ar maout gant Donald Trump peogwir n'eo ket bet barrek an demokrated e 2016 da virout mouezhioù ar re a oa bet kendrec'het gant Barack Obama e 2008 hag e 2012, e Florida pe e stadoù ar «Rust Belt». Muioc'h a votoù en defe rastellet Trump digant ar re zu hag al latinos eget Mitt Romney, an danvez prezidant republikan kent.

Da gentañpenn eo trec'h Donald Trump koll ar frankizouriezh nevez egiz an «tu kleiz». Clinton a oa ar gannadez anezhi, gant he rogentez sokial ha speredel, o veuliñ an diplomoù hag an arbennigourien, o vezañ douget d'an neveziñ ha da pinvideien ar Silicon Valley. Ur gwall gastiz eo dilennadeg Trump. Ha komprenet e vo ar gentelse e lec'h all?

© Trump, le châtiment, Le Monde Diplomatique, d'an 9 a viz Du 2016.


——— GERIAOUEG ———
EUS AN DIBAB (de l'élite)
DICHEK (provocant)
DISTEULER, DISTAOL (rejeter)
DRASTAÑ (ravager)
AR FRANKIZOURIEZH* (le libéralisme)
KABALIÑ, AR C'H = KOULZAD, AR C'H
KANNAD, AR C'HANNAD (le représentant)
KASAAT (haïr)
KENDALC'H, AR C'HENDALC'H (le congrès)
MEZHEKAAT (honnir)
NEVEZIÑ (innover)
POBLELOURIEZH*, AR B (le populisme)
AR REVELOURIEZH* (le sexisme)
AR ROGENTEZ* (la morgue)

7 novembre 2016

"Enno 'kousk meur a Vreizhad taer"

D'ar Sul 23 a viz Here e oa bet un dennadeg e Malakoff, ur ranngêr e reter Naoned. Un ugent tenn bennak e oa bet laosket diouzh an abardaez, daheul un emgann etre bandennadoù war blasenn Rosa Parks. Tri den gloazet zo bet kaset d'an ospital, daou anezho abalamour d'an tennoù. Ur wech adarre ez eus savet brud fall diwar–goust ar c'harter. Emaez anezhañ ez eus kinniget diskoulmoù kreñv: videoevezhiañ zo goulennet gant an tu enep, armañ ar bolised gant ar sindikadoù. Gant an annezidi eo tamallet ar gêraozañ (ne vefe ket aozet mat ar blasenn) hag ar bolitikerien abalamour d'o gouzañvusted ekeñver an dilabour, an taerder hag an traffikoù. Sed testeni ur c'henwerzour a Valakoff, embannet e Ouest-France.

Plasenn Rosa Parks, elec'h m'eo degouezhet an dennadeg.

«N'eo ket diordin an tennoù: tenn e vez an traoù e ranngêr Malakoff bepred, luziet an aergelc'h. Bevañ a reer o klask bezañ distoket diouzh an darvoudoù par ma c'hallomp.

Gwelloc'h e vefe keizañ brud ar c'harter. Me a gar tud Malakoff. Tud dispar zo, tud gwall blijus. Abaoe 35 bloaz emaon o labourat amañ, n'eus ket aet kuit implijiad din ebet. Dav eo keñverelaat, liammañ an darvoudoù–se ouzh ar bed a zo en–dro dezho. Nebeud a dud zo liammet ouzh ar prantadoù taer–se.

Er memes lechioù e c'hoarvezont bepred. Abalamour da betra n'haller ket herzel outo en un takad ken bihan? Sed pezh on souezhet gantañ. Abaoe daou vloaz e vez e plasenn Rosa Parks, e straed Bro–Saoz hag e straed Iwerzhon atav. Abalamour d'un traffik bras.

Sellit ouzh plasenn Rosa Parks. N'eo ket degemerus. Re frank, re noazh, re vaenel, gant peulioù e pep lec'h. An dud ne chomont ket asav eno. Tremen a reont nemetken. Ar blasenn n'eo da zen ebet. Ha pa vez egizse, pa chom diberc'henn ul lec'h, e vez tapet krog ennañ gant ar bandennadoù. Pa glasker diskoulmoù e reer anv eus kastizañ hag evezhiañ. Met adaozañ an takad a c'hallfe bezañ graet ivez. Labour an tikêr eo .

Aviskoazh ez eus bet kann e Malakoff. Tregont vloaz zo en em ganned o tornata an eil egile. Da c'houde e oa o vazhata an eil egile gant bizhier baseball. Bremañ eo o tennañ an eil war egile, gant armoù. Met ar gevredigezh zo kaoz ivez, aesoc'h eo kaout armoù hiziv. Memes tra hag araok eo, dañjerusoc'h eo avat.

Poanius eo din gwelout ar re yaouankse. N'o dez ket doujañs an eil ouzh egile. N'o dez ket doujañs outo zoken. Ne soñjont ket en dud a zo anezho. Dav e vefe lakaat anezho da brederiañ war se. Emaint en ur gevredigezh a garter, un ezel dezhi int: he doujañ a rankont.

Diwallit da varnañ diwar c'horre. Hor bugale deompni eo ar re yaouank taer o emzalc'h. Perzhiek int er gevredigezh, asambles ganeomp. Luzietoc'h eo o buhez eget pezh a c'haller soñjal: nebeutoc'h a chañs, muioc'h a demptadur ouzh o sachañ wardu ar felliezh.

N'eo ket bugale kollet ez int. Ret eo o skoazellañ, o doujañ. Dishañval eo o doareoù diouzh hor re: taeroc'h int. Ha ni hon eus ur giriegezh e kement se.»

© diwar MOREAU Isabelle «Avant on se battait à coups de poing»,
Ouest-France, d'ar 25 a viz Here 2016.



——— GERIAOUEG ———
AN ARLOAD (l'application)
BEZAÑ DISTOKET DIOUZH (prendre du recul)
DORNATA (frapper à coups de poing)
AR FELLIEZH (la délinquance)
FRANK (vaste)
GOUZAÑVUSTED*, AR C'H (la passivité)
HERZEL OUZH, HARZ- (empêcher)
KEIZAÑ (nuancer)
KEÑVERELAAT (relativiser)
LUZIET (compliqué)
MAENEL (minéral)
OUZH O SACHAÑ = O SACHAÑ ANEZHO
PAR MA (tant que)
AN TAERDER (la violence)
AN TU ENEP (l'opposition politique)
AR VIDEOEVEZHIAÑ (la vidéosurveillance)