18 décembre 2017

Bugale: da ziwall zo?

Petra zo skrivet en danvez lezenn?
An destenn zo berr anezhi. Adskrivet eo bet gant ur bodad, ha bremañ eo anvet «annez ar vugale ma vez disparti». Er mellad kentañ eo skrivet «emañ chomlec'h ar bugel e ti pep kar; divizet eo an doareoù stankter ha padelezh gant an dud ounan pe gant ar barner». «Ur mod dreistordinal» e teufe da vezañ an diwallerezh gant ur c'har hepken.
N'eus ket rediet doare ober ebet gant al lezenn: en em glevout a c'hall an dud ober (50/50, 70/30...). Gallout a rafe ur bugel chom daou vloavezh e ti e vamm, da skouer, ha tri bloavezh e ti e dad da c'houde.

Pet bugel a vefe tizhet?
380.000 a vugale a vefe gouzañvet ganto disparti o zud bep bloaz, hervez an INSEE. En o zouez emañ an dispartioù diouzh un eured pe ur pacs (170.000 a vugale) hag ar c'houbladoù frank o unaniezh. En em glevout a rafe 80% eus ar c'houbladoù kozhse diwarbenn diwallerezh o bugale.
E 2012, hervez ministrerezh ar justis, ne oa diwallet abepeil nemet 17% eus ar vugale. An darn vuiañ anezho a oa fiziet er mammoù (73%), dek gwech muioc'h evit en tadoù (7%).
Choazet ez eus diwall abepeil kentoc'h gant ar re torret o dimez ganto (30%). Ral eo d'ar c'houbladoù dizimez ober egizse (11%). Ar vugale etre 6 ha 10 vloaz eo ar re tizhet ar muiañ (21%), muioc'h eget ar grennarded (15% etre 15 ha 17 vloaz) hag ar grouadurien (5% dindan daou vloaz).

Peseurt efedoù war ar vugale?
Gant ar mod diwallse e chom kreñv al liammoù etre an tadoù hag ar mammoù. Hervez ur studi gant an INED ne vefe ket gwelet o zadoù ken gant 17,8% eus ar vugale goude un torrdimeziñ. Ma studier pizh ar studise eo brasmat an diforc'h etre ar vugale diwallet gant o mamm kerkent ha dispartiethi (21% dizarempred) hag ar re diwallet abepeil (1% hepken).
Da vredvezeien bugale zo o defe ar vugalese daou gar da ober diouto. Aesoc'h e vefe bezañ emren. Pouezus e vefe d'ar grennarded. «N'eus trubuilh dibar ebet d'ar vugalese, hervez al lennegezh skiantel etrebroadel» eme Serge Hefez er gazetenn Le Monde.
Gant al lec'hienn 20 Minutes, avat, ez eus bet dastumet testenioù bugale glemmus, abalamour dezho «oberdizober o malizennoù bep sizhun»: lod a gav dezho e vez start en em ober outi (deverioù skol, dudioù...) peogwir n'o deus chomlec'h stabil ebet.
Startoc'h e vefe d'ar vugale vihan o dez ezhomm un den hag ul lec'h bevañ stabil. Dre m'eo diaes dezho meizañ an amzer e c'hallfe an diwallerezh abepeil bezañ santet ganto evel un dilez. E 2014 e oa bet goulennet gant psikologourien bugale difenn an diwallerezh abepeil a–raok 6 vloaz, pa ne vije ket adu ar gerent.

Peseurt efedoù war an dud?
Goulenn a ra ar c'hevredigezhioù tadoù, evel SOSPapa, ma vo dalc'het ul liamm padus a garantez ouzh o bugale. Gant al lezenn nevez e vefe perzh an daou gar e deskadurezh o bugel, ha ne vefe ket lezet unan agostez. Ingaloc'h an traoù etre ar baotred hag ar merc'hed, eme an tadoù, rak int a gav dezho e vezont droukziforc'het gant an divizoù justis.
A–du gant ar diwallerezh e vefe 58% eus an tadoù ha 39% eus ar mammoù, emesk ar re dispartiet, hervez ur studi gant ministrerezh ar justis. Koulskoude n'eus nemet ur palevarzh anezho en doa goulennet en ober gant o vugel.
Gant an diwallerezh abepeil o defe an daou gar, unan digenvez dreistholl, muioc'h a amzer da sevel un ti nevez. Aesoc'h e vefe bleuniañ gant o buhez personnel ha micherel.
Eus un tu all, avat, e tle an tad hag ar vamm bezañ o chom tost awalc'h an eil ouzh egile. N'eo ket dister, peogwir e c'hall mirout ouzh an eil pe egile da zilojañ, rak ul labour pe un amourouz nevez.
Ouzhpenn se e tle al lojeiz bezañ bras awalc'h evit degemer bugale. Moarvat eo kaoz e vefe diwallet abepeil aliesoc'h gant familhoù pinvidik evit gant re baour (peder gwech muioc'h hervez sifroù an INSEE).

Peseurt efedoù war an arc'hant?
Warlerc'h un disparti ez afe war vrasaat an dizingalded diwar ar reizh: gant ar maouezed e vefe kollet 19% eus o gounid (muioc'h c'hoazh ma ne labourent ket kentoc'h); gant ar baotred e vefe 2,5% hepken. Rak se o deus embannet kevredigezhioù gwregelour e Le Monde e vefe krisoc'h efedoù an disparti gant an diwallerezh abepeil, ha «paouraet» e vefe ar merc'hed en ounan.
Peurliesañ n'eus ''levearvugale'' ebet pa vezont diwallet abepeil. Rannet eo etre daou ar gounidoù telloù stag ouzh ar vugale, ha pa dremenont muioc'h a amzer e ti an eil. Ar goproù tiegezh a c'hall bezañ rannet etre daou ivez, met ar c'houbladoù bet a c'hall goulenn e vefent roet d'ur c'har hepken.

Penaos plediñ gant an disparti pa vez reuz?
Da eizh kar diwar zek e oa anat dibab annez ar vugale warlerc'h o disparti. Met pa vez reuz etre an tad hag ar vamm ne oa nemet 44% anezho a gave e oa ar gwir gant ar barner. Diwar se e c'hall trenkañ ar soubenn.
Pa vez sach blev etrezo e vez start lakaat an diwallerezh abepeil war sav: dav d'an tad ha d'ar vamm bezañ ingal e darempred an eil gant egile. Ar c'hevredigezhioù gwregelour a lavar e vefe start d'ar maouezed gwallgaset ''dizonañ'' diouzh levezon o gwazed kozh. D'an alvokadez Isabell Steyer e vo diaes d'ar varnerien gouzout araok aotren an diwallerezh abepeil gouzout ha kollet eo an den gant ar feulster pe ar boeson.


—— GERIAOUEG ——
BLEUNIAÑ (épanouir; s'épanouir)
AR BODAD (la commission)
AR BREDVEZEG = AR PSIKOLOGOUR
AN DANVEZ X (le projet de X, le futur X)
DIGENVEZ (isolé)
AN DIWALLEREZH* (la garde)
DIZONAÑ (sevrer, priver)
DROUKZIFORC'HIÑ (discriminer)
FIZIOUT E (confier à)
FRANK (libre)
AR GOPR TIEGEZH (l'allocation familiale)
GWREGELOUR (féministe)
KAR / KERENT (parent/s)
KLEMMUS (plaintif)
KRENNARD, AR C'H (l'adolescent)
KROUADUR, AR C'H (la progéniture; le jeune enfant)
MEIZAÑ (percevoir, comprendre)
AR MELLAD (l'article de loi)
OBER DIOUZH (se référer à)
AR PALEVARZH (le quart)
PIZH (précis)
RAL (rare)
AR REIZH (le genre, le sexe)
AR STANKTER (la fréquence)
TELL*, AN DELL (l'impôt, la taxe)

4 décembre 2017

Arc'hant Airbnb zo berr o lost.

Muioc'hmui a dud, ostiz pe feurmer e vefent, a ra gant Airbnb evit feurmiñ ul lojeiz epad berr amzer. E kêrioù touristel he deus al lec'hienn galiforniat efedoù war marc'had al lojañ. Ti–kêr Paris a garfe talañ outo, ha kaout e lod eus ar banvez war un dro; hogen bec'h en deus abalamour da mont endro luziet ar "ramz" niverel.

«Ni 'garfe e vefe sklaer evel lagad an naer ar feurmiñ ranndiberrbad. Hiziv eo amsklaer an traoù» eme Ian Brossat, dilennad e–karg eus al lojeiz e ti–kêr Paris. «Al liesperc'henned a zo pennabeg hor goulenn: abalamour dezho ez eus lojeiz arrebeuri enno a vez feurmet ahed ar bloaz» d'an douristed hepken. Gant diorren lec'hiennoù evel Airbnb pe Abritel eo diaesoc'h c'hoazh politikerezh al lojañ er c'hêrioù bras. Muioc'h–mui a ranndioù zo miret evit an douristed, pa garfe an tiez–kêr degemer annezidi wirion enno a–hed ar bloaz.
Emañ ti–kêr Paris o klask penn d'an neudenn. Frouezhus–bras eo marc'had ar bod en ur gêr ken touristel ha hi: penaos stourm ouzh al lezenn anezhañ? Ur rann eus an ti–kêr, 30 den enni, a glask diskoachañ al lojeiz e–maez lezenn. E–tro 20.000 a vefe feurmet ganto kambroù ha ranndioù ar seurt e Paris, hervez Ian Brossat, da lavarout eo un drederenn eus ar re kinniget enlinenn. Abaoe miz Here ez eus goulennet digant an ostizien enrollañ, ha kaout un niverenn digant an ti–kêr, evit gallout embann enlinenn ur c'hinnig. Bremañ e karfe an ti–kêr mont pelloc'h ganti, gant sikour ar Stad, ha kastizañ ar floderien – dreist–holl ar re feurmet meur a gambr ganto.

Siwazh dezhañ! Evit poent e ra ar Stad skouarn vouzar, ha n'eo ket bet embannet c'hoazh an dekred gortozet gant pennoù kêr Baris. «Gorrek ez a ar Stad en–dro, ur mekanik bras mod–kozh an hini eo» eme Vernard Lamon, alvokad arbennik war teknologiezhioù ar c'hehentiñ. «E–keit–se en deus graet Airbnb godell. Met n'eus skoilhebet a virfe ouzh an embregerezhioùse da dreuzkas an titouroù – chomlec'hioù, anvioù, gounidoù – diwar–benn o ostizien. Emañ ar galloud gant ar Stad c'hall».
N'emañ ket al lec'hiennoù giz Airbnb a–du gant paotr e sae zu, o lavarout emañ ar gwir europat ganto. Hervez prezidant Abritel e vefe «nec'het ar berc'henned rak ar reolennoù bet stankoc'h–stankañ abaoe tri bloaz. Mat e vefe d'ar galloudoù pubik kompren ez omp un dro, ha neket ur gourdrouz da vezañ lezennet, peogwir eo pouezus hol lec'hiennoù d'an touristelezh ha d'an armerzh».
 
Evit ar mare eo tamallet d'ar gouarnamantoù chom hep talañ ouzh an embregerezh amerikan. E miz Kerzu 2016 e oa bet votet un enkemmad, kinniget gant ar c'hannad PS Pascal Cherki, evit ma vije ret d'al lec'hiennoù evel Airbnb treuzkas gounidoù ar feurmerien d'ar fisc. Ur wech en em gavet er Gambr e reas kazeg. A–enep e savas ar gouarnamant: hervez Christian Eckert, sekretour stad e–karg eus ar budjed neuze, e oa gwelloc'h chom hep «stardañ diorren un dachenn ekonomikel hag a glemm dija rak al lezennoù a zo krog da sterniañ mat anezhi». Daleet an diarbenn: n'hallfe ket bezañ lakaet war–sav a–raok 2020. Pascal Cherki zo droug ennañ: «n'eo ket ken diaes se koulskoude! Ul labour niverel an hini eo, emañ an holl daveennoù ganto. Urmeziant a vefe a–walc'h evit treuzkas pep tra da Vercy, evel ma ra an implijerien diwarbenn o gopridi». E miz Mae e oa bet cheñchet ar gouarnamant, neket penn d'ar vazh. Daou intrudu zo bet lakaet a–gostez dija: unan evit mirout ouzh ul lojeiz da vezañ feurmet muioc'h eget 120 devezh ar bloaz, egile evit ma vefe paeet tailhoù gant ar re o c'hounit muioc'h eget 3000€ dre ar feurmiñ enlinenn.

N'eo ket an dra nemetañ a zo rebechet ouzh Airbnb. Digwener e oa bet embannet gant Franceinfo ur pennad–skrid diwar–benn doareoù tort Airbnb. E–lec'h resev treuzvankadennoù e c'hall ar re o feurmiñ ul lojeiz enni goulenn bezañ paeet dre gartennoù–bank. N'eo ket stag ar c'hartennoù–se ouzh kont ar feurmerien: ''treuzwelus'' eo an treuzvankadennoù, rak eus Gibraltar eo kredekaet war–eeun ar c'hartennoù–bank Airbnb. N'hall ket ar Stad c'hall gouzout tra eus ar sammadoù resevet gant an ostizien, abalamour da C'hibraltar da vezañ e–maez lezennoù bankel Unaniezh Europa. E–mod–se e sko ar Stad e–biou: n'eus dastumet tailh ebet ganti diwar ar pezh gounezet e BroC'hall gant lod implijerien Airbnb.

E kêrioù zo o dez an dud droug ouzh Airbnb. Ur mor a dud a vefe degaset gant al lec'hienn amerikan, o ferzhioù fall ganto. Emodse emañ e Nissa, da skouer. An eil lec'h ma kaver ar muiañ a lojeiz da feurmiñ e BroC'hall eo ar Riviera. Er bloaz tremenet e oa deuet 196.000 a veajourien da Nissa ha 85.000 da Cannes goude bezañ miret o chomadenn e Airbnb. Evel–just eo e–pad an hañv eo e oant an niverusañ. «Spontus 'oa, gant monedoneoù dibaouez» eme Alice. «Peogwir o deus paeet n'o deus ket doujañs: trouz 'vez kaset ganto, o vont hag o tont». Sylvie zo gwelloc'h ganti feurmiñ he ranndi war hir dermen bremañ: «dispennet 'veze ar gwele, ar rideozioù... Ouzhpenn se n'halle ket ar vugale kousket: dont 'ra an hañvourien da c'hoari las. E karterioù zo e vez hegaset an annezidi gant an touristelezh nevez–se. Trouzus e vefe an amezeien verrbad–se, o vont hag o tont, ganto malizennoù war–ruilh. E Barcelona, e Venezia hag e Donostia e oa bet manifestadegoù zoken, gant tud eus ar vro aet skuizh gant beajourien Airbnb. Anat deoc'h, nebeud a genwerzhourien en o zouez: 560 milion a euroioù a vefe dispignet en Alpoù–Mor, da skouer, gant implijerien al lec'hienn amerikan.

Evit poent n'eus ket bet reuz en Naoned. 2.200 lojeiz da feurmiñ a gaver e kêr duged Breizh, ar braz anezho e kreiz–kêr. Abaoe bloaz eo brasaet a–vras ar marc'had: +53%, an eil kresk brasañ e Bro–C'hall goude Bourdel. Met «dister» eo c'hoazh, hervez Fabrice Roussel, bezprezidant ar veurgêr: «n'eo nemet 3% eus ar pezh feurmet, n'haller ket lârout e pouez Airbnb war ar marc'had». E 2018 e vo komzet eus seurt lec'hiennoù memes tra, e–kerzh un emvod, gant an dilennidi. «Dav eo gwareziñ an ostalerioù, ha mirout ouzh ar feurmoù da vont buan war–gresk». Penaos ober? Aze emañ an dalc'h: ne oar ket paotr ar Chapel petra respont. Da gazetennerien Ouest–France ne lavar nemet un dra: mat e vefe diforc'hiñ ar re o feurmiñ o lojeiz ur wech an amzer diouzh ar re o c'hounit o zamm kreun da vat diwar al lec'hienn.



—— GERIAOUEG ——
AMSKLAER (obscur)
AR BANVEZ (le banquet)
BERRBAD (éphémère) → PAD
C'HOARI LAS = RIBOULAT
AN DAVEENN* (la donnée)
AN DIARBENN (la mesure)
DIFORC'HIÑ (différencier)
DISPENNAÑ (défaire; démanteler)
AN ENKEMMAD (l'amendement)
AR FLODER (le fraudeur)
AR GOURDROUZ (la menace)
AN INTRUDU (l'initiative)
KREDEKAAT (créditer)
AL LIESPERC'HENN (le multi-propriétaire)
LUZIET (embrouillé; compliqué)
AR MEZIANT (le logiciel)
OBER GODELL (faire fortune)
OBER KAZEG = OBER TRO WENN
AR PENNABEG (le motif principal)
AR SKOILH (l'obstacle)
STARDAÑ (freiner)
TALAÑ OUZH (affronter, s'opposer à)
TAMALL DA (reprocher à)
TREUZVANKADENN*, AN D (le virement)
TRO*, AN DRO (l'opportunité)

20 novembre 2017

13 novembre 2017

Gant piv e vo kemeret an tu kreñv?

Estreget ar skritur ebarzhiñ zo evit ma vefe kevataloc'h ar yezh c'hallek. Un nebeud hentennoù all zo bet kinniget dija, ouzhpenn ar pikoù lakaet ekreiz ar gerioù. Abalamour da betra, emezit–hu? Evit «bezañ asur ma vo diskouezet par–ouzh–par ar baotred hag ar merc'hed», hervez an ajañskehentiñ Mots Clés.

Chom hep implijout gourzhanvadoù.
Anvioù boutin eo ar gourzhanvadoù, a dalvez da anvioù divoutin. Emañ Homme etouez ar re implijet ar muiañ, da skouer en drolavar droits de l'Homme. Ur mare zo bet e raed dave dezho evit difenn ouzh ar merc'hed votiñ. Gant ar skritur ebarzhiñ e rafed kentoc'h gant anvioùgwan: droits humains a vefe lavaret. E saozneg e reer memes tra: e disklêriadur an ABU e reer anv eus human rights. E Kebek e vez lavaret droits de la personne humaine, pa vez graet droits de l'Homme anezho e BroC'hall. Ar ger gourel a ra ar brezhoneg gantañ n'eo ket ar memes: gwirioù Mabden.

Paouez gant al lavarioù revelour.
Tammhatamm eo bet skarzhet ar gerioù kozh a denne da gefridioù hengounel er gevredigezh: chef de famille, mademoiselle, nom de jeune fille, bon père de famille... Abaoe 2012 n'eus ket anezho ken en dielloù melestradurel, met klevet e vezont c'hoazh. Ar wregelourien a garfe e vefe paouzet ganto.

Ober gant ar gerioù benel.
An darn vrasañ eus ar gerioù benel zo er geriadurioù dija: auteure, chercheuse, avocate... E 1986 hag e 1998 e oa bet embannet kelc'hlizheroù evit broudañ ar C'hallaoued d'ober gant ar gerioù benel. Abaoe ar Grennamzer ez eus anezho. Betek ar XVIIvet kantved e veze graet ganto zoken. Met neuze e voe brudet reolenn «an tu kreñv», diwargoust ar gerioù benel, gant an Akademiezh C'halleg.

Reolenn an tostañ.
«Le masculin l'emporte sur le féminin»: anavezet mat eo ar reolenn–se gant ar skolidi c'hall. Pa vez lakaet an anv–gwan da glotañ ez a ar benel diwar–wel. Gant reolenn an tostañ e vefe ingaloc'h an traoù. Lakaet e vefe an anv–gwan da glotañ gant an anv tostañ, gourel pe venel e vefe. Neuze e c'hallfe bezañ skrivet femmes et hommes sont vigilants met hommes et femmes sont vigilantes. Abaoe an Henamzer ez eus eus ar reolenn–se. Boas e ra al latin hag ar gregach ganti. Ne ra ket ar galleg ken ganti abaoe an XVIIIvet kantved. Neuze e tlee «ar reizh uhelañ mont an tu kreñv ganti» (sic), evel ma skrivas an Tad Bouhours, yezhadurour anezhañ.

Ober gant ar gourel hag ar benel.
Pa vez lavaret «les lycéens sont en colère» e talvez ez eus droug el liseidi hag el liseadezed. Ar re o stourm evit ar skitur ebarzhiñ a garfe e vefe lakaet warwel an div reizh. Penaos ober? Gallout a rafed diskouez an div, hervez urzh al lizherenneg: elle et lui, tous et toutes, habitantes et habitants. Dre skrid e c'hallfed skrivañ an daou zibenn–ger, gourel ha benel, oc'h ouzhpennañ ur pik etrezo: agriculteur.rice.s, chacun.e...

© BENJAMIN Anna ha TÔN Emilie, Accord de proximité, féminisation des noms... cinq nuances d'écriture inclusive, L'Express, d'an 9 a viz Du 2017.



—— GERIAOUEG ——
AN ANV BOUTIN (le nom commun)
AN ANV DIVOUTIN (le nom propre)
AOZADUR AR BROADOÙ UNANET (ONU)
AR GOURZHANVAD (l'antonomase)
AR GWREGELOUR (le féministe)
KEHENTIÑ (communiquer)
KELC'HLIZHER, AR C'HELC'HLIZHER (la circulaire)
KEVATAL = INGAL
MELESTRADUREL
(administratif)
PAR
OUZHPAR (à égal)
AR REIZH* (le genre)
REVELOUR = SEKSIST
AR YEZHADUROUR = AR GRAMADEGOUR

6 novembre 2017

Bezañ louzaouet, bezañ mezhekaet. (1)

Abaoe ma oa bet embannet e levr les Brutes en blanc gant Martin Winckler, en diskaramzer, e vez kaoz eus taolioù feulster mezegel. Poent e oa?
O kregiñ gant ar vicherse e oan sur e oa sikouret an dud gant ar vedisined. Abaoe em eus degemeret eleizh a destenioù o tiskouez ne veze ket emodse bepred... Ur statud meur o deus ar vedisined. Pouezus eo e c'hallfe ar glañvourien en abegiñ. Pa lavar klañvourezed e vez mat an traoù e fizier enno; abalamour da betra e vefe «mezeg bashing» pa lavaront e vez fall an traoù? Foll e vefe an neb o krediñ eo dizrouk ar stereotipoù d'ar vedisined. En o mesk e kaver kement a bennoù peul uhel ar c'haoc'h en o zoull hag er bobl dre vras.
 
Ar gwallgasse zo anezhañ e gwirionez?
Din eo dizampartiz kentoc'h. Pet fazi am eusme bet graet! Me a gred din eo bet treuzfurmet komzoù Marin Winckler, er rouedadoù sokial awechoù, gant #docbashing. Lakaomp e fazi Winckler: petra zo kaoz e vefe resevet ganin kement a destenioù negativel gant tud o c'houzañv?
 
Petra zo kaoz e rafe medisined zo poan, elec'h louzaouiñ?
Ar medisinerezh n'eo ket ur vicher skiantel, met ur vicher a gehentiñ. Evel e pep darempred e c'hall bezañ dizintent. Lod medisined a glask mougañ o fromoù. Ouzhpenn teknisianed omp. Tud omp ivez, a c'hall bezañ fromet. C'hoarvezet eo ganin, ur wech, huchal war ur glañvourez: ma mamm–gozh a oa o paouez mont da Anaon. Goude merenn em boa pellgomzet dezhi, da gaozeal ganti. Digareziñ n'eo ket en em lakaat izel: aze emañ an dalc'h. Evel er vuhez pemdez eo ar c'hehentiñ a ra diouer, etre ar re o louzaouiñ hag ar re louzaouet. Ne gompren ket ar vedisined e c'hall an dud bezañ skoet gant komzoù dibunet ganto. Betek daouugent den klañv a vez gwelet bemdez. Met ne vez gwelet nemet ur medisin gant ar gouzañver avat. Ha ma tremen fall an traoù e c'hall roudoù chom un toullad bloavezhioù.
 
Ar peadra ivez a ra diouer d'an ospitalioù?
Sur. Soñj am eus eus ur glañvdiourez he doa goulennet diganin peadra da stagañ ar re glañv. Nac'het ganin. Hec'hunan e vez oc'h ober wardro daouugent den. N'eo ket honnezh a zo kaoz, budjed an ospital ne lâran ket. Dav eo selaou ar re o c'houzañv, louzaouer pe louzaouet e vefent.
 
Ur bern mezeien a skriv er rouedadoù sokial: aet bihan o c'halon, skuizh ganti... N'eer ket re bell gant ar mezeg bashing?
Arabat lavarout ez eo gaou pa vezer skoet gant pezh a lavar an dud. Dav eo selaou an dudse, evel e pep stourm ouzh un aotrouniezh. Kontañ a ra an dud klañv warnomp. N'haller ket divizout pe nac'h ar pezh santet ganto. N'a ket mignonezed din da di ar benelour abaoe daou vloaz, abalamour d'ur medisin bezañ graet poan dezho...

Marlène Schiappa zo bet goulennet ur danevell ganti, diwarbenn an taolioù feulster mezegel. Un dra vat eo evit mont warraok?
Ya, me a gav din. Pouezus eo fiziañ an enklaskse e unan dizalc'h, na vo na louzaouer na louzaouet. Evit klevout ar barnioù e vo ret d'ar vedisined diskenn diouzh o c'hlud. Pe bevañ an taolioùse. Ur mignon din, medisin anezhañ, a oa diskuliet ar «mezeg bashing» gantañ. Betek ma voe graet ur golladenn gant e wreg. Hag o medisin da zisplegañ: «un euzhvil 'pije graet». Difronket ma mignon. ''Ne gredas ken ne welas''...
 
Penaos gwellaat an darempredoù klañvourien / mezeien?
Kentelioù sokiologiezh a vefe mat kinnig er skolioùmeur medisinerezh. Evit diframmañ ar c'hlichedoù. Ar braz eus ar vedisined zo tud gwenn anezho, eus ar renkadoù brientek. Kalz anezho n'ouzont dare petra a c'hall bezañ bevañ diwar ur GIEK... Ret e vefe deskiñ dezho kehentiñ ivez. E Danmark e vez kentelioù empatiezh d'ar vugale adalek 6 vloaz: perak ne vefe ket?
 
En ho plog hag e Twitter e klaskit divroc'hañ ar re louzaouet hag ar re o louzaouiñ. Abalamour da betra?
Degemeret e vez ganin kement a danevelloù pozitivel hag a re negativel. Met vad a ra lenn istorioù war an tu mat. Me a gred e c'hall an optimizm bezañ efedus... Diskouezet e vez egizse e c'haller louzaouiñ mat, daoust d'ar vicher da vezañ startstart. Awechoù e vez dibunet ganeomp diagnostikoù n'hallont ket bezañ klevet... Emichañs e c'hallo ar vedisined yaouank, an danvez medisined... deskiñ diwar an istorioùse, o tiskouez dezho doareoù kehentiñ afeson.

© diwar GABRIEL Oihana, Violences médicales: «Il faut écouter la souffrance, qu’elle vienne des soignés ou des soignants», 20 Minutes, d'ar 25 a viz Eost 2017.




—— GERIAOUEG ——
ABEGIÑ (mettre en cause)
AN AOTROUNIEZH* (l'autorité)
AR BENELOUR (le gynécologue)
BEZAÑ SKOET (être frappé, choqué)
BRIENTEK (privilégié)
AN DANEVELL* (le rapport; le récit)
DIFRONKAÑ (sanglotter)
DIVROC'HAÑ = DIFACHAÑ
AN DIZAMPARTIZ* (la maladresse)
AN DIZINTENT (l'incompréhension)
DIZROUK (inoffensif)
AR FEULSTER (la violence)
AR FROM (l'émotion)
GOPR IZEK ETREMICHEREL KRESK (SMIC)
AR GOUZAÑVER AR C'HLAÑVOUR
AR GWALLGAS (la maltraitance)
KEHENTIÑ (communiquer)
KLUD, AR C'HLUD (le perchoir)
KOLLADENN*, UR G (une fausse couche)
MOUGAÑ (étouffer)
OBER DIOUER = MANKOUT
AR PEADRA (les moyens)
AR RENKAD* (la classe sociale; la rangée)
TESTENI*, AN DESTENI (le témoignage)

30 octobre 2017

23 octobre 2017

« Mervel zo ret, genel n'eo ket »

Aliesoc'haliesañ e vez klevet pe lennet an anvioù PMA ha GPA er mediaoù. Ouzhpenn diskoulmoù mezegel eo deuet an div hentennse da vezañ. Ur gudenn eo bremañ, evit ur gevredigezh he deus cheñchet buanoc'h eget he lezennoù. Penaos dirouestlañ an neudenn? Sed aze ar goulenn, a zo bet awenet gantañ ar pennadstur amañdindan, embannet gant Charlie Hebdo.

Ha hoalet e vo stourmerien ar Vanif evit an Holl gant Emmanuel Macron? E vousc'hoarzh 64 dant dezhañ, e asur giz "Yaou", e zoareoù komz disprizus hag amspis a bep eil... N'eo ket sur e vo awalc'h dezho evit kempouez dismegañs ul lezenn aotreet ganti an HSM (Hiliadur Skoazellet entMezegel). Marlène Schiappa, sekretourez stad ekarg eus an ingalded etre ar maouezed hag ar baotred, he doa kemennet er sizhun dremenet e vo dalc'het d'e c'her gant prezidant ar republik, o seveniñ «ar gouestlse, graet epad ar c'houlzad» gantañ. Evit poent n'halle ober gantañ nemet ar c'houbladoù arallreviat n'hallont ket produiñ. Digoret e vefe d'an holl vaouezed, lesbianezed en o mesk. Peadra da zihuniñ an aerouant roz. Moarvat emañ Santez Ludivine de la Rochère o vodañ he zud, saltetoù ha mokasinoùomez ganto, evit dibunañ er straedoù hag el leurennoù tele, hag int da zifenn ar familh "wir": un tad, ur vamm. Marteze e karfe Macron kemer tro eus an HSM evit plijout aes d'an tu kleiz. Met war an dro e c'hallfe an "tu dehoù gwir", ar sparf dour benniget en un dorn gantañ, ar skourjez e egile, kemer an digarezse da vont warwel endro.

N'eo ket dister ar gaoz a vo boulc'het, hep mar na marteze, kerkent ha lakaet an "HSM evit an holl vaouezed" war ar stern. Rak daou efed he defe al lezenn a c'hallfe bezañ votet. An holl verc'hed o do ar memes galloud ober gant an hiliadur entmezegel, forzh peseurt dibab buhez zo graet ganto. Drezañ e–unan ez aio an HSM emaez an dachenn vezegel strizh evit mont war an hini gevredigezhel. Ne vo ket ken un diskoulm mezegañ evit stourm ouzh an difrouezhusted pe an nammoù fiziologel a vir ouzh an den da broduiñ "entnaturel". Un droed digor d'ur rummad keodediz e teuio da vezañ. Gant un efed afed lezenn ha n'hallor ket tremen ebiou dezhañ: digevatal e vo an traoù hervez ar reizh. N'eo ket dister, daoust ma vo tennet gounid anezhañ – ur wech n'eo ket atav – gant ar maouezed.

Ma vez digoret an HSM d'an holl vaouezed e vo achu gant an dizingalded a zo anezhi etre ar re arallreviat hag ar re heñvelreviat. Eus an tu all e vo krouet unan nevez, etre ar c'houbladoù merc'hed hag ar c'houbladoù paotred. N'hall ket bezañ e chomfe ar priedoù gour hep lavarout: ha ni? Ar gwir a vefe ganto, diouzh lavar ar C'huzul Broadel Kuzuliañ azivout ar Vuhezegezh. E miz Gouere e oa bet embannet gantañ e tlefe holl ar c'houbladoù maouezed gallout ober gant an ensperiañ artifisiel gant roerien, evit ma vefe «digarezet ar pezh gouzañvet gant lod, abalamour dezho da vezañ difrouezhus rak o durc'hadur personel». O vezañ m'eo ar «gouzañv»–se an abeg pennañ a vo digoret an HSM abalamour dezhañ, e c'haller ober anv anezhañ ivez evit ar c'houbladoù paotred. Rak o durc'hadur personel ivez e c'hoarvez memes tra ganto. Met evit digareziñ ar stad–se eo ret ober gant an DEH an hini. Gant e dropellad kofoùdozviñ, tadoù ha mammoùbeveziñ ha bugaleprodu. An engehentadur n'eo ket un droed, ur perzh bevoniel ne lavaran ket. Gallout a reer divizout ober pe chom hep ober gantañ. Pa n'a ket mat endro e c'haller el louzaouiñ pe en digareziñ. Diboellmik eo, avat, er goulenn evit an holl e anv ar "justis sokial" evel ma klemm Marlène Schiappa. Ahentall e talvezje ez eus ur "gwir da gaout bugale"  pe ur gwir da broduiñ bugale kentoc'h; e c'haller brudañ bugale evel embregerezhioù, forzh pegen ker e vijent; e vije ar vugale e–giz ur Rolex: an neb n'en deus unan da 40 vloaz zo bet c'hwitet e vuhez gantañ. Daoust hag–eñ ne vefe ket aesoc'h, ha reishoc'h war an dro, d'ur politiker bezañ kalonek oc'h embann n'eo ket bezañ divugel ur c'hleñved grevus?

© diwar BIARD Gérard, «L'ovule en marche», Charlie Hebdo, d'an 20 a viz Gwengolo 2017.




 HSM (Hiliadur Skoazellet entMezegel) PMA (Procréation Médicalement Assistée)
HSM a vez graet eus un oberatadenn vezegel lakaet ganti ur viell hag ur spergellig da gejañ an eil ouzh egile. Div hentenn zo: produiñ in vitro pe ensperiañ artifisiel. Gallout a reer ober gant an HSM goude un diagnostik mezegel, evit «digareziñ an difrouezhusted pe mirout ouzh ur c'hleñved da vezañ treuzkaset d'ar bugel». E 2010 e oa c'hoarvezet 2,7% eus ar ganedigezhioù daheul un HSM. Ret eo bezañ ur c'houblad arallreviat, aoad evit produiñ, ha bevañ asambles abaoe daou vloaz da nebeutañ.

 DEH (Doug Evit an Hentez) / GPA (Gestation Pour Autrui)
Da gentañ eo un hentenn produiñ mezegel, evit ar c'houbladoù arallreviat, pa n'hall ket ar vaouez dougen (mammog ebet / fallstummet). Douget eo ar groueell gant ur vaouez all. Honnezh zo ganet ganti ur babig n'eo ket dezhi entgenel. Koubladoù heñvelreviat a ra gant an DEH ivez: «Hiliadur Evit an Hentez» a vez graet pa vez ensperiet ur viell d'ar plac'h o tougen. Berzet eo an hentennse e Bro–C'hall, met ur c'hantad a goubladoù a yafe d'an estrenvro bep bloaz, d'ober ganti.


—— GERIAOUEG ——
AMSPIS (flou, vague)
ARALLREVIAT (hétérosexuel)
BERZAÑ = DIFENN
BEVONIEL (biologique)
BOULC'HAÑ (entamer)
BUHEZEGEZH*, AR V (l'éthique)
DIGAREZIÑ (pallier; excuser)
AN DURC'HADUR (l'orientation [fig.])
AN ENGEHENTADUR (la procréation)
ENTGENEL (génétiquement)
HEÑVELREVIAT (homosexuel)
AN HILIADUR (la fécondation) → HIL (semence)
HOALAÑ (séduire, charmer)
KEODEDAD, AR C'H (le citoyen)
KROUEELL*, AR G (l'embryon)
AR MAMMOG (l'utérus)
AN NAMM (le problème, le handicap)
PRODUIÑ (se reproduire; produire)
AR REIZH (le genre)
AR SALTET (le serretête)
AR SPARF (le goupillon)
AR SPERGELLIG* (le spermatozoïde)
AR VIELL* (l'ovule)
YAOU (Jupiter)