26 mars 2018

Didrouz ha dilabous.

Div studiadenn graet war hir dermen zo bet embannet o disoc'hoù er sizhunmañ. An eil gant Mirdi Broadel an Istor Naturel, graet e BroC'hall abezh; eben gant ar CNRS, graet e DeuxSèvres. Hañval an disoc'hoù anezho: digresket avras an niver a laboused war ar maez, abaoe pemzek vloaz, un drederenn anezho peurliesañ. Er metoù gounezet dreistholl e vefe kriz an traoù. Modoù labour–douar stankoc'h–stankañ a vefe kaoz. Pennadkaoz gant Grégoire Loïs, bezrener Viginature.

«Ya, gwir eo, gallout a rafe bezañ. Setu pezh diskouezet gant hor studioù. C'hoarvezet e oa dija gant lod gouennoù chom hep gouzañv ha bevañ gant Mabden. Gallet hor boa degas endro lod anezho. Hiziv eo dishañvalmat an traoù avat. Buanabominapl ez a an niver a laboused war zigresk er metoù gounezet. An holl ouennoù laboused gwitibunan zo digresket o foblañs er c'hompezennoù, en ur ober 23 bloaz: un drederenn eus an alc'hwedered, hogos an holl glujiri... Laboused ordin ivez zo gouzañvet an traoù ganto: pintiged, mouilc'hi, dubeed... Ne vo ket cheñchet hor buhez deompni hep al laboused; hogen ur seblant fall an hini eo: n'haller ket bevañ war ar maez, rak lazhet eo hon endro ganeomp.»

«Buan en deus cheñchet al labourdouar e BroC'hall, ha lod gouennoù n'int ket bet evit en em gustum ouzh an doareoù nevez. Brasoc'hbrasañ ar parkeier, stankoc'hstankañ ar produioù chimik... Aet eo an niver a laboused war zigresk daheul hini al laboused hag ar plantoù warvord ar parkeier hag ar gwenodennoù. Al laboused ivez a ra diouer dezho tachennoù goudor, tachennoù stank ar boued warno.»

«Efedoù o deus al louzeieramprevaned a ra ar gouerien ganto. Lazhet an amprevaned ganto, raloc'hralañ ar gwenan war ar maez... Sellit ouzh gwerenndal ho karrtan: aes eo gwelout ez eus nebeutoc'h a amprevaned hiziv eget ugent vloaz zo. Ar c'hwileddu, da skouer, c'hwiled ordin, zo digresket o foblañs a 85%. E Alamagn eo hañval an traoù: 75% a amprevanednij, hervez ur studi skolveuriek.
Al laboused a vev diwar c'hreun zo debret amprevaned ganto zoken, d'ar mare kentañ, goude aet emaez ar vi. Ezhomm protein o deus ar poñsined, e penn kentañ o buhez, hag aze emañ an dalc'h en dazont. Hep ar bouedse e vo bihanoc'hbihanañ an niver a laboused.»

«Memes tra zo degouezhet gant gouennoù zo er c'hêrioù, evel ar filipiged. N'eo ket gouzañvet feurioù uhel ar CO2 en aer gant laboused all. War an dro eo bet merzet ganeomp n'ae ket ar gouennoù laboused war zigresk er metoù hanternaturel, er c'hoadoù da skouer. Abaoe 1989 ez eus efedoù fall war an endro abalamour d'an doareoù labourat stank, abaoe ma n'eo ket rediet gant ar PAC ken labourat war gozhennoù, abaoe m'eo kresket priz ar gwinizh, abaoe ma vez dreisttemzet gant nitratoù evit dreistproteinañ ar gwinizh, abaoe ma reer gant an neonicotinoides... Ar rese a c'hallfe bezañ bet buanaet an digresk ganto abaoe 2016.»

«Dav kelaouiñ, kizidikaat al laboureriendouar. Ha mont wardu ar gounid ekologel. Ober gant modoù produiñ padus, oc'h ober gant gounezouriezh, neket gant temzoù. Ober ma vo bihanoc'h ar parkeier, ma vo hiroc'h an troioù trevadoù. Gwareziñ ha plantañ tachennoù goudor, evel girzhier ha tachennoù dindan leton, elec'h ma c'hallo bevañ gouennoù, re a bollen en o mesk. E–giz gouelec'hioù eo deuet an takadoù labourdouar hiziv. Lec'h ebet ken evit ar gouennoù. N'hallont ket dreistbevañ ken.»

«Didrouz e c'hallfe bezañ ar plaenennoù dindan ed, neuze. Mat eo boueta ar blanedenn, sur, met perak en ober diwar he c'houst? Gwelloc'h ober gant doareoù doujus ouzh ar bevliesseurted, evit talañ ouzh ar gwallreuz ekologelse. Pep boud bev eo ar vevliesseurted, ni en o zouez.»

«Ganeompni e c'hall bezañ cheñchet an traoù. N'eo ket dibosupl talañ ouzh an emdroadur–se. Evit cheñch penn d'ar vazh eo dav labourat diwar an dachenn labour a zo pennkaoz anezhañ: al labourdouar. Kaset ganeomp disoc'hoù hor studioù da ministrererezh an Endro e deroù ar bloaz. Emichañs e vo divizet arbenoù fetis.»

© diwar ZILIANI Virginie, Disparition des oiseaux: "Nos campagnes ne sont pas vivables"L'Obs, d'an 20 a viz Meurzh 2018.




—— GERIAOUEG ——
AN ARBENN (la mesure)
BEVLIESSEURTED* (la biodiversité)
AR C'HWILDU (le carabe)
AR FEUR (le taux)
GARZH* / GIRZHIER (haie/s)
AR GOUDOR (le refuge)
GOUENN (l'espèce; la race)
AR GOUELEC'H = AN DEZERZH
GOUNEZOURIEZH (l'agronomie)
GOUNIT, GOUNEZ- (cultiver; gagner)
AR GWALLREUZ (la catastrophe)
GWERENN*DAL (le pare-brise)
GWITIBUNAN (tous sans exception)
KOUER = LABOURDOUAR
KOZHENN* (la jachère)
KOMPEZENN* = PLAENENN*
AR METOÙ (le milieu)
TEMZAÑ (amender, mettre de l'engrais)
TREIÑ TREVADOÙ (rotation des cultures)

19 mars 2018

War ribloù stêr Liger.


Tri c'hilometr: sed hirder ar c'haeoù ahed al Liger, etre ar Porzh Stêr ha kanol SantFelis. An ajañs kêraozañ TER a oa bet goulennet digantañ prederiañ war an adaozañ anezho. Diwar an tamm labourse ez eus bet bet dibabet un nebeud kinnigoù gant Naoned Meurgêr, evit ma vo darempredet ar ribloù adarre gant ar gerzherien, hag evit ma vo ledanaet plas an natur e kêr.

Hiziv eo kae ar Faoz ul lec'h louet ha stank an otoioù warnañ. Ur mare zo bet e oa bev–birvidik, stank an tremen warnañ, pa oa kalonenn porzh ar gêr vras. Abenn dek vloaz e c'hallfe bezañ ul lec'h pourmen, dindan liorzhoù ha dindan leton. Tostaat ouzh ar stêr a c'hallfe bezañ graet, dre bontonioù. Pavilhonoù war zour pe war zouar a vefe ivez, degemeret darvoudoù sevenadurel enno. Tolpet e vefe ar forzhioù eus tu ar savadurioù, ha strishaet e vefent adrasur.

Etre Gloriette ha kanol SantFelis e vefe graet memes tra: diskoilh e vefe an tremen war droad ahed an dour, gant tachennoù glas ha liorzhoù. Ur wech dilec'hiet ar POS e c'hallfe an hent war ribl bezañ serret, etre pont Haudadine ha hini Audibert. «Mat 'vefe» eme Wilhom Hébert, kêraozour bet o labourat gant an ajañs TER. «Re vras eo plas ar c'hirri hiziv an deiz, dav kempouez an tremen. Dav 'vo ober diouzh ar studioù war ar montdont er veurgêr, ha diouzh alioù an annezidi».

Trodro da boull Sant–Felis e vo cheñchamantoù ivez. Ul lec'h dibar eo–eñ, gronnet gant ar stad Marcel Saupin, Kêr ar C'hendalc'hioù hag al LU. Niverusoc'h an otoioù eno eget an dud war droad avat. Petra da ober? Un draezhenn a c'hallfe bezañ savet war vord an dour, gwez ha tachennoù dindan leton tro–dro. «N'haller ket neuial er poull abalamour da galite an dour; unan kloz zo ret sevel neuze» eme Wilhom Hebert: ur poull–neuial war neuñv, dindan an amzer. N'eo ket bet kadarnaet gant an ti–kêr evit ar mare. Pezh zo sur: ne vo poull–neuial ebet war stêr Liger, evel ma oa bet meneget da–geñver «an Diviz Bras»: re greñv red ar stêr evit staliañ ur poull–neuial ar seurt enni.

En tu all d'al Liger eo hañval an traoù raktreset. Kaeoù Enez Naoned – Rewiz, Hoche ha Doumergue – zo o paouez bezañ graet labourioù warno. Tud war droad ha dudioù a vo degemeret warno. E penn mervent an enez, kae Wilson, e vo ul liorzhkêr hag ul lec'h pourmen abenn 2025. Embregerezhioù ha karrdioù karter EnezIzel, e Reudied, a vo dav dezho mont kuit, evit ma vo plijusoc'h ar ribloù.

«'Modse 'vez graet e kalz kêrioù er c'hornôg» eme Charly, studier en ur skol savouriezh. «Me 'gav din 'vefe mat 'vefe kement a lec'hioù plijus en dazont. Tout an dud 'blij de'o bale war vord an dour, 'gav din» eme Florence, o chom e Enez Naoned. «An traoù 'ya war an tu mat» eme Dieri, o labourat nepell diouzh ar POS. «Da ziwall zo avat. N'eo ket gwir ober ur gêr douristel vrav, dindan an heol bepred, eus Naoned. Pa ra glav, pa vez yen... 'vez nebeud a dud o pourmen. Dav kinnig traoù all».

A–raok adaozañ ribloù ar stêr e vo kemmet plasenn Holland–Vihan. Kerkent hag e 2020 e c'hallfed stagañ ganti. Dindan zouar e c'hallo an otoioù parkañ. N'ouzer ket pet plas en do ar parklec'h, rak diaesterioù zo: dav ober diouzh ar rouedadoù orjal ha tren. War c'horre e vo tud war droad ha war varc'h–houarn dreist–holl. E–kreiz ar blasenn e vo ul lec'h frank, aozet ar marc'had warnañ bep Sadorn vintin. Darvoudoù ha manifestadegoù bras a c'hallfe bezañ war al leurgêr–se. Un drederenn anezhi a vo plantet glavez warni: gwez a bep tu d'ar blasenn, taolioù dindano evit debriñ e ti Mari C'hlazioù. Eus tu ar stêr e vefe leton hag ur c'hal, skalieroù dezhañ evit «diskenn an tostañ posupl ouzh ar stêr». Evel e Lisboa «(m') eo graet brav, ha plijet–bras an dud gantañ», gouez da Wilhom Hebert. Savadurioù nevez a vo ivez: unan e–lec'h skwar Daviais, ostalerioù ennañ, ul leurenn warnañ evit sellout ouzh ar blasenn hag ar stêr pelloc'h. Ouzhpenn se e c'hallfe bezañ kioskoù bihan, enno tiez–kafeta pe diskouezadegoù arzoù. Kreizenn genwerzhel ebet, avat, evel ma oa bet goulennet gant kenwerzhourien kreiz–kêr.

© diwar bennadoùskrid embannet gant 20 Minutes:
Les quais de Loire vont être rendus aux piétons
Une plage et une piscine flottante au bassin Saint-Félix?
Voici à quoi devrait ressembler la nouvelle place de la Petite-Hollande.


—— GERIAOUEG ——
ADAOZAÑ (aménager)
DA–GEÑVER (à l'occasion de)
DINDAN AN AMZER (en plein air)
DISKOILH (sans obstacle)
AR FORZH* (la voie routière)
FRANK (vaste, étendu; large)
GOUEZ DA = HERVEZ
GRONNAÑ (entourer, encercler)
KENDALC'H, AR C'HENDALC'H (le congrès)
KÊRAOZAÑ, AR C'HÊRAOZAÑ (l'urbanisme)
ORJAL (du fil en métal, du câble)
POS (PennOspital Skol–veur) = CHU
STAGAÑ GANT = KREGIÑ GANT
AR SAVOURIEZH* (l'architecture)
TOLPAÑ = BODAÑ
WAR C'HORRE (en surface)




Kae ar Faoz


poull Sant-Felis

Plasenn Holland-Vihan

12 mars 2018

Ar vachelouriezh, war hentoù nevez.

Aozadur nevez ar vachelouriezh a oa kinniget gant JeanMichel Blanquer, ministr an Deskadurezh, d'ar Merc'her 14 a viz C'hwevrer. Petra nevez ganti? Peder arnodenn bennañ, unan veur dre gomz, notennoù ahed ar bloaz, hag achu gant an hentoù avremañ. Adalek 2021 e vo lakaet war sav da vat, gant ar re o studiañ en trede klas er bloazmañ eta.

P'en em gavo ar re-se en termen klas ne vo ket ken eus an hentoù L (lennegezh), ES (ekonomiezh ha sokial) ha S (skiantel). En o lec'h e vo un «diazez sevenadurel boutin» ha danvezioù da arbennikaat warno: tri er c'hentañ klas (teir gwech peder eurvezh), daou en termen klas (div wech c'hwec'h eurvezh).
Unnek danvez a vo choazet an arbennikaat en o mesk: ekologiezh, gounezoniezh ha tiriadoù; matematikoù; fizik ha kimiezh; niverel ha skiantoù ar stlenneg; skiantoù ha buhez an Douar; istor ha douaroniezh; geopolitikerezh ha skiantoù politikel; skiantoù ekonomikel ha sokial; skiantoù an ijinouriezh; skiantoù an den, lennegezh ha prederouriezh; yezhoù ha lennegezh estren; arzoù. Cheñch dibab a c'hallo bezañ graet etre ar c'hentañ hag an termen, goude bezañ komzet gant e gelennerien.

En diazez boutin e vo div yezh vev. Posupl e vo ouzhpennañ dibaboù, unan er c'hentañ klas, daou en termen klas, teir eurvezh bep sizhun. Etouez an danvezioù kinniget: latin; gregach; sport; un trede yezh vev; gwir ha dalc'hioù meur ar bed avremañ; matematikoù arbennik; matematikoù astenn. An tri dibab diwezhañ a vo kinniget d'an dermenidi hepken.

Ouzhpenn se e vo labouret un eurvezh hanter ar sizhun war an hentañ, evit ma ouezo pep hini petra ober goude ar vachelouriezh.

War beder arnodenn dre skrid e vo diazezet ar «bac». Ar galleg er c'hentañ klas, gant ul lodenn dre gomz. An daou zanvez eo arbennikaet al lisead warno en termen klas. Goude vakañsoù an nevezamzer e vint amprouet odiv. Ar brederouriezh e fin miz Mezheven. Un arnodenn veur dre gomz a vo ivez, 20' dezhi, war ur raktres boulc'het er c'hentañ klas, stag ouzh un danvez pennañ bet choazet neuze. Hañval e vo an «arnodenn raktresañ» hag an hini avremañ evit ar re tremenet ganto ar vachelouriezh teknologel.

60% eus ar vachelouriezh a vo notennet diwar an arnodennoùse: peder dre skrid, unan dre gomz. Ar rest (40%) a vo jedet diwar an notennoù tapet ahed ar bloaz, evit «talvoudekaat al labour kaset gant al liseidi e kentañ hag e termen». Sammet e vo notennoù ar rakarnodennoù (30%) ha re ar c'haier notennoù abaoe daou vloaz (10%). Dianav e vo ar follennoù da zeiz ar rakarnodennoù, ha gant kelennerien all e vint reizhet.

Memes mod e vo ar vachelouriezh ahentall, gant un eil tro ha menegoù. Ret tizhout 10 a geidenn da dapout an arnodenn: notenn rekis ebet. Cheñchamant ebet evit ar vachelouriezh teknologel kennebeut.

Marteze awalc'h e vo kemmet anv an termen klas. «N'eo ket ur c'hlas termen, met ul lañs wardu an deskadurezh uhel» eme ar ministr. Gwelloc'h gantañ «klas e barr an oad, evel e Italia pe e Belgia».

N'eo ket achu al labour gant JeanMichel Blanquer avat, rak kalz traoù zo bet lakaet war ar stern gantañ c'hoazh: eilañ klasoù CP / CE1 e tiriadoù zo; lakaat da lenn avouezh uhel a-nevez; ober gant ar rimadelloù, ar soniñ hag ar c'hanañ er skolioù kentañ; adaozañ ar mont ebarzh er skolioù meur hag an deskardiñ; cheñch doare kelenn ar matematikoù; ober ma vo arabat ar pellgomzerioù er skolioù...


——— GERIAOUEG ———
ARBENIKAAT (spécialiser)
AN ASTENN (le complément)
E BARR AN OAD (la maturité)
AN DALC'H (l'enjeu; le problème)
AN DESKARDIÑ (l'apprentissage)
AN DIBAB (l'option)
GOUNEZONIEZH*, AR C'HOUNEZONIEZH (l'agronomie)
KEIDENN*, AR GEIDENN (la moyenne)
AR MENEG (la mention)
AR RAKARNODENN* (le partiel [examen])
AR STLENNEG (l'informatique)
TALVOUDEKAAT (valoriser)