19 mars 2018

War ribloù stêr Liger.


Tri c'hilometr: sed hirder ar c'haeoù ahed al Liger, etre ar Porzh Stêr ha kanol SantFelis. An ajañs kêraozañ TER a oa bet goulennet digantañ prederiañ war an adaozañ anezho. Diwar an tamm labourse ez eus bet bet dibabet un nebeud kinnigoù gant Naoned Meurgêr, evit ma vo darempredet ar ribloù adarre gant ar gerzherien, hag evit ma vo ledanaet plas an natur e kêr.

Hiziv eo kae ar Faoz ul lec'h louet ha stank an otoioù warnañ. Ur mare zo bet e oa bev–birvidik, stank an tremen warnañ, pa oa kalonenn porzh ar gêr vras. Abenn dek vloaz e c'hallfe bezañ ul lec'h pourmen, dindan liorzhoù ha dindan leton. Tostaat ouzh ar stêr a c'hallfe bezañ graet, dre bontonioù. Pavilhonoù war zour pe war zouar a vefe ivez, degemeret darvoudoù sevenadurel enno. Tolpet e vefe ar forzhioù eus tu ar savadurioù, ha strishaet e vefent adrasur.

Etre Gloriette ha kanol SantFelis e vefe graet memes tra: diskoilh e vefe an tremen war droad ahed an dour, gant tachennoù glas ha liorzhoù. Ur wech dilec'hiet ar POS e c'hallfe an hent war ribl bezañ serret, etre pont Haudadine ha hini Audibert. «Mat 'vefe» eme Wilhom Hébert, kêraozour bet o labourat gant an ajañs TER. «Re vras eo plas ar c'hirri hiziv an deiz, dav kempouez an tremen. Dav 'vo ober diouzh ar studioù war ar montdont er veurgêr, ha diouzh alioù an annezidi».

Trodro da boull Sant–Felis e vo cheñchamantoù ivez. Ul lec'h dibar eo–eñ, gronnet gant ar stad Marcel Saupin, Kêr ar C'hendalc'hioù hag al LU. Niverusoc'h an otoioù eno eget an dud war droad avat. Petra da ober? Un draezhenn a c'hallfe bezañ savet war vord an dour, gwez ha tachennoù dindan leton tro–dro. «N'haller ket neuial er poull abalamour da galite an dour; unan kloz zo ret sevel neuze» eme Wilhom Hebert: ur poull–neuial war neuñv, dindan an amzer. N'eo ket bet kadarnaet gant an ti–kêr evit ar mare. Pezh zo sur: ne vo poull–neuial ebet war stêr Liger, evel ma oa bet meneget da–geñver «an Diviz Bras»: re greñv red ar stêr evit staliañ ur poull–neuial ar seurt enni.

En tu all d'al Liger eo hañval an traoù raktreset. Kaeoù Enez Naoned – Rewiz, Hoche ha Doumergue – zo o paouez bezañ graet labourioù warno. Tud war droad ha dudioù a vo degemeret warno. E penn mervent an enez, kae Wilson, e vo ul liorzhkêr hag ul lec'h pourmen abenn 2025. Embregerezhioù ha karrdioù karter EnezIzel, e Reudied, a vo dav dezho mont kuit, evit ma vo plijusoc'h ar ribloù.

«'Modse 'vez graet e kalz kêrioù er c'hornôg» eme Charly, studier en ur skol savouriezh. «Me 'gav din 'vefe mat 'vefe kement a lec'hioù plijus en dazont. Tout an dud 'blij de'o bale war vord an dour, 'gav din» eme Florence, o chom e Enez Naoned. «An traoù 'ya war an tu mat» eme Dieri, o labourat nepell diouzh ar POS. «Da ziwall zo avat. N'eo ket gwir ober ur gêr douristel vrav, dindan an heol bepred, eus Naoned. Pa ra glav, pa vez yen... 'vez nebeud a dud o pourmen. Dav kinnig traoù all».

A–raok adaozañ ribloù ar stêr e vo kemmet plasenn Holland–Vihan. Kerkent hag e 2020 e c'hallfed stagañ ganti. Dindan zouar e c'hallo an otoioù parkañ. N'ouzer ket pet plas en do ar parklec'h, rak diaesterioù zo: dav ober diouzh ar rouedadoù orjal ha tren. War c'horre e vo tud war droad ha war varc'h–houarn dreist–holl. E–kreiz ar blasenn e vo ul lec'h frank, aozet ar marc'had warnañ bep Sadorn vintin. Darvoudoù ha manifestadegoù bras a c'hallfe bezañ war al leurgêr–se. Un drederenn anezhi a vo plantet glavez warni: gwez a bep tu d'ar blasenn, taolioù dindano evit debriñ e ti Mari C'hlazioù. Eus tu ar stêr e vefe leton hag ur c'hal, skalieroù dezhañ evit «diskenn an tostañ posupl ouzh ar stêr». Evel e Lisboa «(m') eo graet brav, ha plijet–bras an dud gantañ», gouez da Wilhom Hebert. Savadurioù nevez a vo ivez: unan e–lec'h skwar Daviais, ostalerioù ennañ, ul leurenn warnañ evit sellout ouzh ar blasenn hag ar stêr pelloc'h. Ouzhpenn se e c'hallfe bezañ kioskoù bihan, enno tiez–kafeta pe diskouezadegoù arzoù. Kreizenn genwerzhel ebet, avat, evel ma oa bet goulennet gant kenwerzhourien kreiz–kêr.

© diwar bennadoùskrid embannet gant 20 Minutes:
Les quais de Loire vont être rendus aux piétons
Une plage et une piscine flottante au bassin Saint-Félix?
Voici à quoi devrait ressembler la nouvelle place de la Petite-Hollande.


—— GERIAOUEG ——
ADAOZAÑ (aménager)
DA–GEÑVER (à l'occasion de)
DINDAN AN AMZER (en plein air)
DISKOILH (sans obstacle)
AR FORZH* (la voie routière)
FRANK (vaste, étendu; large)
GOUEZ DA = HERVEZ
GRONNAÑ (entourer, encercler)
KENDALC'H, AR C'HENDALC'H (le congrès)
KÊRAOZAÑ, AR C'HÊRAOZAÑ (l'urbanisme)
ORJAL (du fil en métal, du câble)
POS (PennOspital Skol–veur) = CHU
STAGAÑ GANT = KREGIÑ GANT
AR SAVOURIEZH* (l'architecture)
TOLPAÑ = BODAÑ
WAR C'HORRE (en surface)




Kae ar Faoz


poull Sant-Felis

Plasenn Holland-Vihan

Aucun commentaire:

Publier un commentaire