16 septembre 2013

Ha dañjerus eo al linenn-houarn Naoned / Saint-Gilles?

Frailhet e vefe kazi 80 sklisenn – ar plakennoù-houarn o stagañ roudennoù an hent-houarn an eil ouzh eben – a-hed al linenn-houarn Naoned / Saint-Gilles-Croix-de-Vie. Kaset ez eus bet ul lizher da ministr an treuzdougen gant ar CFDT. Diskuliañ a ra ar sindikad stad an tremen o lakaat en arvar an trenioù koulz hag ar veajourien.




Nec'het eo ar CFDT
Bemdez e tremen ur pemzek tren bennak dre an hent-houarn-se, un tennad tri-ugent kilometr bennak anezhañ. Aliesoc'h-aliesañ e c'hoarvez kudennoù danvezel ganti; dre chañs n'eus bet gwallzarvoud ebet evit poent. Trawalc'h eo memes tra evit ma huchfe ar sindikad. Hervez Christian Guilloteau, eilsekretour CFDT paotred-an-tren, «galvet eo bet ar renerezh ganeomp c'hoazh, evit teuler sklêrijenn war an niverus a sklisennoù o terriñ bep sizhun pe dost. Erlec'hiet e vezont, met gant an alies ma c'hoarvez e kouezh bec'h warnomp.». D'an 9 a viz Gwengolo en doa gallet ar sindikad en em gavout gant renerezh danadeiladoù SNCF, e Pariz. «Lavaret eo bet deomp e vefe krog ur c'hevarouezerezh evit lakaat war wel pelec'h ha penaos kas labourioù.»

Talfaset al labour?
Koulskoude, sklaer evel lagad an naer eo an diagnostik, ha ret-groñs eo kemer diarbennoù fonnus: «kozh-Noe eo al linenn, uzet betek an neudenn e-keñver an tremen», eme Christian Guilloteau. Ha ma n'eo ket anavezet gantañ c'hoazh an diarbennoù a vo kinniget, krediñ a ra dezhañ «e vo izelaet an tizh, eus 90km/eur da 60km/eur war an tennad Santez-Pezhenn / Sant-Jil. Ur bloaz zo e oa bet graet etre Santez-Pezhenn ha Pornizh, evit ma vije gwarantet ar surentez.»
Forzh penaos, «talfasadur a vez graet, diwar skañv, ha n'eo ket trawalc'h, anat. Aze emañ an dalc'h: un nebeud bloavezhioù zo ez eus bet dibabet gant ar SNCF lakaat ar pouez war al linennoù TTB, diwar goust al linennoù bihanoc'h.»

Ur steuñv nevesadur e 2014
Diouzh e du e tegas ar SNCF da soñj ez eus bet kemmet 4500 treuzell abaoe miz Genver 2013 ha adc'hraet eo bet an tennad etre Naoned ha Santez-Pezhenn e 2009. Ha dreist-holl, «ur gourc'hemenn groñs» eo ar surentez. «Gwir eo, Naoned / Sant-Jil zo ul linenn skuizh anezhi. Bep miz e kaser strolladoù evit prizañ an tennadoù breskañ hag o c'hempenn a reer pa vez ret» eme Zavier Rhoné, rener rannvroel RFF. «Gwelloc'h e vefe deomp chom hep anavezout seurt darvoudoù», a anzav-eñ. «Met al labourioù berr-dermen a vez graet da c'hortoz ur bras a steuñv nevesadur, Steuñv arc'hantaouiñ ha nevesadur ar rouedad». Hennezh a vo paeet gant ar rannvro, ar c'huzul-meur ha RFF. N'eo ket klok ar yalc'had c'hoazh (war-dro 109 milion a euroioù). Diouzh reizh e krogo al labourioù e miz Gwengolo 2014.

Ar surentez, ur redi
Hag en arvar emeur e tegouezhfe ur gwallzarvoud houarn, evel hini Bretigny, daou viz zo, pa oa aet seizh beajour da Anaon? Eno e oa bet dastumet 40 direizhder goude ar gwallzarvoud. «N'omp ket diemskiant tamm ebet. N'eo lakaet ar surentez en arvar gwezh ebet» eme Zavier Rhoné. A-du e sav Christian Guilloteau gantañ: «dishañval-krenn eo stad an traoù diouzh hini Bretigny. Etre Naoned ha Sant-Jil emañ kalz tostoc'h ar sklisennoù an eil ouzh eben. N'eo ket ur pezh afer ma frailh unan anezho; hogen n'eo ket reizh kennebeut.» Goulenn a ra ar sindikad e vefe fiziet muioc'h a arc'hant ha kaset muioc'h a dud war an dachenn.

© diwar Près de 80 anomalies sur les rails de la ligne Nantes-Saint-Gilles,
LAURENT Sybille, Metronews, d'an 11 a viz Gwengolo 2013.

GERIAOUEG
ARC'HANTAOUIÑ (investir)
AN DANADEILAD (l'infrastructure)
DANVEZEL (matériel)
AN DIARBENN (l'initiative)
DIEMSKIANT (inconscient)
AN DIREIZHDER (l'anomalie)
DISKULIAÑ (dénoncer)
ERLEC'HIAÑ (remplacer)
FRAILHAÑ (fissurer)
KEAVAROUEZEREZH, AR C'HEVAROUEZEREZH (l'expertise)
KEMMAÑ = CHEÑCH
KLOK (complet)
REIZH (normal)
AR ROUDENN* (le rail)
AR SKLISENN* (l'éclisse)
AR STEUÑV (le plan)
AN TALFADASUR (le rafistolage)
AN TENNAD (le tronçon)
TTB = TREN TIZH BUAN (TGV)
TREUZELL*, AN DREUZELL (la traverse)
AR YALC'HAD (le financement)