20 octobre 2014

Parkañ.

D'ar Gwener 3 a viz Here ez eus bet kaoz eus parkañ da-geñver kuzul-kêr Naoned. Marteze a-walc'h e savo droug e Yann Vlenier rak daougementet e vo e kreiz-kêr an takadoù ma vez bevennet ar parkañ.



An takad ruz, aotreet ennañ ar parkañ berrbad, a vo degemeret gantañ karterioù Madalen, ChampdeMars ha straed Joffre. Bremañ ez eus 4.285 plas ma c'haller arsaviñ e–pad div eurvezh: adalek miz Mezheven e vo 890 plas ouzhpenn.
An takad melen a vo ledanaet e miz Eost wardu enez Naoned ha ranngêrioù HautsPavés, SantFelis, Malakoff ha SantDonasian. 4.182 plas a vo ouzhpennet ennañ. Ma chomo digoust etre kreisteiz ha div eur, ne vo ket moaien da lezel e oto pelloc'h eget teir eurvezh.

Er sizhunmañ ez eus bet rebechet ouzh an ti–kêr klask skarzhañ ar gweturioù diouzh kreiz–kêr ur wech adarre. Gaou, hervez Johann Rolland: «ne fell ket deomp enebiñ ar c'hirritan ouzh an doareoù treuzdougen all; kompezañ an holl anezho ne lâromp ket». Ganti eo meneget an 30.000 annezad arruet nevez zo e meurgêr Naoned, hag an 10.000 karrtan kaset ganto: ret e vefe «reoliañ» an tremen eta. Se zo kaoz e vo strishoc'h ar politikerezh parkañ. Bevennet e vo ar feurbrizioù koulz hag ar padelezhioù. Er modse e vefe «gwellaet ar mont e kêr» hag ar monedone er straedoù.

Eskoaz ar redioù ez eus bet embannet divizoù all evit broudañ Naonediz da vont e kreiz–kêr. «Ni a fell deomp e vefe aesoc'h ar vuhez–bemdez» eme an Itron Vaerez. Diwar atiz ar genwerzhourien e vo rannet dre bevar priz an tuañ en takad ruz etre kreisteiz ha div eur, evit dedennañ tud er stalioù, peurgetket er pretioù. Da gala–Kerzu e vo lañset un tiked TAN krouet a–ratozh evit ar familhoù. 4€ e kousto hennezh, ha gantañ e c'hallo ur strollad seizh den beajiñ. Posupl e vo paeañ dre gartenn–vank pe dre bellgomz gant holl eurdeizieroù an takad ruz. Resisoc'h e vo ar feurbrizioù adalek kala–bloaz. Er parklec'hioù e vo jedet ar priz dre brantadoù dek munut, ha ne vo ket bep hantereurvezh ken.

En holl e vo muioc'h eget 25.000 plas evit lakaat e garr e meurgêr Naoned: 10.500 er straedoù, 6.425 er parklec'hioù, 9000 er parklec'hioùtramgarr a vez graet P+R anezho. Adrugarez dezho e c'hall paotre–wetur mont e kêr hep dispign gwenneg ebet. Abenn 2016 e vint brasaet gant 700 plas nevez.

© diwar LAURENT Sybille, La voiture à Nantes, un vrai luxe?, Metronews, d'an 9 a viz Here 2014.

———— GERIAOUEG ————
ARSAVIÑ (stationner)
AN ATIZ (l'incitation)
BERRBAD (éphémère, de courte durée)
BROUDAÑ (inciter)
E–SKOAZ (à côté de, en comparaison de)
AN EURDEIZIER (l'horodateur)
AR FEURBRIZ (le tarif)
KOMPEZAÑ (concilier)
LEDANAAT (élargir)
MENEGIÑ (mentionner)
PEURGETKET (notamment)
AR PRANTAD (la période)
REOLIAÑ (réguler)
TUAÑ = PARKAÑ