21 novembre 2016

40 vloaz eo Tour Breizh.

Goude an Eil brezel bed e voe adsavet rakkêr ar Marchix ha plasenn Breizh. Divizet e voe sevel un tour eno e–kerzh ar bloavezhioù 1960. 80.000 tonennad betoñs a voe ret. D'an 18 a viz Du 1976 e voe peursavet ha digoret Tour Breizh. 40 vloaz war–lerc'h emañ e–mesk savadurioù meur ha lec'hioù arouezus kêr Naoned. Gant ar gazetennerez Julie Urbach ez eus bet dastumet titouroù a bep seurt diwar e benn.



 144m a uhelder eo Tour Breizh. Uheloc'h eo eget tuchenn Breteche zoken, al lec'h naturel uhelañ (116m) e Bro–Naoned, war tachenn parrez Ferreg. Uhelañ savadur Breizh eo an tour, hag ar pevare ti burevioù uhelañ e Bro–C'hall ivez, e–maez Pariz.
 BONUS: Klikit amañ evit gwelout renkadur ar savadurioù uhelañ e BroNaoned !  

Div wech ar bloaz e vez gwalc'het 3000 gwer an tour. Ur miz e pad an abadenn naetaat. Evel–just eo ret d'an daou implijad ar c'hempenn pignat war vourzh ur c'havell. Peurliesañ e kasont o dafar ganto dre leurenn an Neizh.

Dre ziv wech o deus lammet tud diwar an tour. E 2012 e oa bet graet kement se gant ur base–jumper, un harzlammer ma kavit gwell, c'hwec'h miz goude digoradur an Neizh. «P'hor boa furchet er rouedad evit gouzout ha filmet en doa e lamm hon eus kavet ur video all. Ur paotr en doa graet memes tra dija, da vare al labourioù» eme Philippe Gareau, e–karg eus ar surentez abaoe 2006. Kentoc'h e oa en em zistrujet tud zo o lammat, d'ar mare ma ne oa ket gwarezet a–walc'h ar bardelloù.

800 den a vez o labourat dindan an Neizh bemdez. Burevioù a gaver eno dreist–holl: an tailhoù, meurgêr Naoned, ensellerezh al labour... A–rez an douar emañ Kreizenn Kehentiñ ar C'Hornôg. Hervez perc'henned al lec'h e vefe implijet 90% eus ar savadur.

A–us d'an Neizh ez eus kuzhet kalz traoù: eno emañ salioù ar c'haoterioù ha re an aer. A–dreñv ar plakennoù gwenn emañ ar siminalioù. Ouzhpenn se ez eus beoliadoù dour, 90.000 litrad enno, evit stourm ouzh an tanioù–gwall. N'eo ket aes kas labourioù da benn war lein an tour. Pa voe ratreet an aerreizher e 2014 e voe degaset meur a donennad dafar betek enni gant ur viñs–askell.

Eizh pignerez zo en holl en tour. An hanter anezho a ya d'al lodenn grec'h eus an tour hepken, etre an 13vet estaj hag an 32vet hini. Unan a ya war–eeun d'an Neizh, an ostaleri degemeret 300.000 a dud ganti bep bloaz. «A–drugarez dezhi ez eus sachet tud nevez, evel ar familhoù, deuet da brofitañ eus ar gweledva» eme Eric Warin, prezidant an davarn.

Bep bloaz en em gav pomperien e–harz Tour Breizh, da–geñver ar Stair Race Fire Xtrem. 700 pazenn a rank paotred ha merc'hed an tan pignat ar buanañ ar gwellañ. Seul ziaesoc'h eo dezho ma vez o gwiskamant ganto – tokarn, botoù hag all. E miz Mezheven e voe aozet ur redadeg ar seurt digor d'an neb a gar. 3'11'' a voe ret d'ar maout evit pignat gant an diri.

Pa voe digoret an Tour e oa un nebeud stalioù ennañ, daou doull–noz en o zouez. Tri estaj a oa bet miret evit degemer kenwerzhioù. Met displijout a rae an tour da Naonediz a gave dezho e oa–eñ «vil» hag un «arouez rok eus an arc'hant bras». Int a veze gwelloc'h ganto ''krebilhonañ'' e lec'h all, ha ne voe ket darempredet stank ar c'henwerzhioù–se gwech ebet. Ouzhpenn se e oa ker ar feurmoù, ha freuz–stal a reas lod. Neuze e voe staliet melestradurezhioù en o lec'h, kuit d'an tour da vezañ dizarempred.

Un nebeud gwechoù eo bet kinklet an tour. Da zeiz an Telethon e oa bet lakaet war wel un niverenn bellgomz outañ. A–raok un c'hendalc'h diwar–benn an hin e oa bet skrivet we can act now gant stignoù. Memes tra o defe graet paotred 44=BZH gant anv o strollad (s.o. luc'hskeudenn). Nevez zo e voe bannet un arvest video outañ evit reiñ lañs d'an Digital Week. Ur raktres souezhus a oa bet kinniget ivez gant an danvez maerez Laurence Garnier e–pad ar c'houlzad diwezhañ: ouzhpennañ ur gorzenn houarn 50m a uhelder war lein an tour!

© diwar URBACH Julie, Nantes: la tour Bretagne a 40 ans,
10 choses que vous ne saviez (peut-être) pas sur elle, 20minutes, d'ar 17 a viz Du 2016.


——— GERIAOUEG ———
AN AERREIZHER (le climatiseur)
BARDELL*, AR VARDELL (le parapet)
BEOL*, AR VEOL (la cuve)
BIÑS*ASKELL, AR VIÑSASKELL (l'hélicoptère)
EHARZ (au pied de)
EN EM ZISTRUJAÑ (se suicider)
OBER FREUZSTAL (faire faillite)
AN HARZLAMMER (le parachutiste)
KAOTER*, AR GAOTER (la chaudière)
KAVELL, AR C'HAVELL (le berceau; la nacelle)
KENDALC'H, AR C'HENDALC'H (le congrès)
KORZENN*, AR GORZENN (la flèche)
RATREAÑ (réparer)
ROK (rogue, arrogant)
AR STIGN (le store)

Aucun commentaire:

Publier un commentaire