18 janvier 2016

Bezañ vaksinet pe chom hep bezañ vaksinet?

D'ar Meurzh 12 a viz Genver he deus embannet Marisol Touraine – Ministrez ar Yec'hed – divizoù evit ma vo maget fiziañs er vaksinoù adarre. Evit poent e ranker ober tri anezho: difteriezh, poliomielit, tetanoz. Skrivet eo el lezenn: n'hall ket ar vugale bezañ skoliataet hep bezañ bet vaksinet ouzh an tri c'hleñved–se. Gant Kuzul–Meur ar Yec'hed Foran ez eus bet kinniget o aliañ, ha neket o rediañ. Setu pal ar c'hendiviz a vo roet lañs dezhañ en nevezamzer gant ar vinistrez: ober ur choaz etre ar redi hag ar c'huzul. A bep seurt tud a gemero perzh ennañ: skiantourien, mezeien, kevredigezhioù, aozadurioù, hag an dud ivez, dre ar genrouedad.

Abaoe dekvedoù ez eus c'hoarvezet aferioù e–leizh: ar gwad kontammet, an hepatit B, an hormonoù kreskiñ, ar grip A, ar Mediator... Kement–se en deus lakaet ar C'hallaoued da gaout douetañs ha disfiziañs ouzh ar vaksinoù. Warlene e vije bet lakaet ar vrec'h gant 46% hepken eus ar re en arvar rak ar grip. Tud zo o deus nac'het vaksinañ o c'hrouadur memes, abalamour d'ar produioù enno (aluminiom, merkur...) ha d'an efedoù war hir dermen. Arguzet o deus ar re–se dirak al lez–varn o tamall d'ar Stad emellout eus yec'hed an dud: dezho e tlefe bezañ hiniennel un dibab ar seurt. Da ziwall zo, koulskoude, hervez mezeien zo: abalamour d'an diouer a vaksinadurioù e vefe aet ar ruzell war wel en–dro e Europa.



GERIAOUEG
AN HEPATIT = AN AVUFO
HINIENNEL (individuel, privé)
KENDIVIZ, AR C'H (la concertation)
KENROUEDAD*, AR G = INTERNET
AR MERKUR = AR BEVARGANT
MEZEIEN, AR V = AR VEDISINED
AR RUZELL* (la rougeole)
TAMALL DA (accuser, blâmer)

Aucun commentaire:

Publier un commentaire