20 mars 2017

Speredegezh artifisiel: daou benn he deus pep bazh.

Petra eo ar speredegezh artifisiel? Meziantoù eo, krouet evit sikour an dud, ober evelto pe vont pelloc'h egeto zoken. Ganto ez eus berniet ur mor a ditouroù - ar big data - hag a c'hallont dielfennañ prim gant ur galloud jediñ bras–divent. Ouzhpenn en em ober ouzh an dud hag ouzh darvoudoù a bep seurt e oar ar meziantoù avremañ deskiñ ounan, diwar o fazioù: skiantprenañ o deus eta.


Abaoe an Henamzer e oa kaoz eus speredegezhioù ar seurt, met abaoe hanterkant vloaz hepken eur krog da labourat warno, diwar ar stlennegezh, ar matematikoù hag an nervskiantoù. Darn imbourc'herien a grede neuze e c'hallje bezañ graet ur mekanik par e speredegezh da hini Mabden en ur ober ur rummad. Gortoz pell, gortoz gwell: nevez zo hepken eo bet ledanaet tachenn ar speredegezh artifisiel, ur wech gwellaet ar mekanikoù hag ar barregezhioù jediñ, hag ur wech dastumet eleizh a ditouroù er rouedad gant embregerezhioù bras, evel Facebook ha Google. Int o deus postet ur bern arc'hant evit lakaat ar skiantoù da vont warraok, o kenlabourat gant startoùup. Egizse e vez kinniget mignoned deoc'h er rouedadoù sokial, e vez kavet an hentad buanañ gant ho poellgomzer... Met estreget en internet e reer ganto c'hoazh: er c'heginoù, er c'hirritan, er bankoù, er greanterezhioù...

Evit poent n'eo ket ar «SA» evit spered Mabden. Ar skiant a ra diouer d'ar mekanikoù: n'int ket evit kompren, n'o deus tamm koustiañs ebet. Pell emeur diouzh al levrioù hag ar filmoù skiantfaltazi, neuze, o tiskouez un «dreistsperedegezh» hollc'halloudus ha nec'hus anezhi: urzhiataerioù o kontrolliñ egorlistri, robotoù o klask lazhañ an dud... Koulskoude e vefe peadra da vagañ nec'hamant hervez lod. Daoust d'ar speredegezh da vezañ pleustrek e c'hallfe kas labourioù zo da get ac'hann d'un toullad bloavezhioù. Seul efedusoc'h ar mekanikoù, seul vihanoc'h marc'had al labour?

D'ar surjian Laurent Alexandre, barrek war an teknologiezhioù nevez, e vo distrujet ur bern labourioù gant ar speredegezh artifisiel, darn uhel o ferzh. Ar radiologourien, da skouer, a c'hallfe bezañ erlec'hiet mekanikoù outo a–benn 2030, abalamour d'ar speredegezh artifisiel da vezañ fiziadusoc'h a–vras egeto. «En dazont e vo dilabour pe skoazellet an holl dud n'hallint ket klokaat ar speredegezh artifisiel. Ne vo ket 99% anezho; 100% ne lâran ket. N'ho po tamm labour ebet ma n'ouzoc'h ket kenlabourat gant ar SA».

Nec'hus–bras eo ar pezh embannet gantañ. Ha difred en em gavor a–raok pell? Meur a studiadenn zo bet graet war an tem–se, ha dishañval–mat eo an disoc'h anezho. Imbourc'herien Oxford, da skouer, o deus diouganet ez afe 47% eus al labourioù amerikan da get, hogos an hanter, abalamour d'an emgefren. E Bro–C'hall, avat, e kav d'ar C'huzul Heñchañ evit al Labour e vo e–tro 10% eus al labourerien a yelo o micher da get. E gwirionez e vefe cheñchet al labour hag ar c'hefridioù kentoc'h, ha krouet labourioù all ivez. «A–viskoazh ez eus bet krouet labour gant an araokadennoù teknologel, gant al lusk niverelaat diwezhañ zoken. Splann en diskouez an holl studiadennoù embannet er bloavezhioù tremenet» eme Marie–Claire Carrière–Gée, prezidantez ar C'huzul.

Diouzh lavar ar C'huzul emañ labourioù zo en arvar memes tra, labourioù dorn dreist–holl: tud ar c'hempenn, legumajerien, micherourien, kefierien, pellwerzherien... Er Stadoù-Unanet ez eus en en gavet dilabour tud a renk etre ivez, en ospitalioù hag er mediaoù. Kement–se a laka lod da lavarout e vefe pozitivel ar cheñchamantoù teknologel, ouzh hor disammañ diouzh kefridioù start. Setu savboent Benoît Hamon, da skouer, danvez prezidant: «Me a garfe dinec'hiñ ar re o lavarout n'haller ket mont a–enep d'ar mekanikoù. Din–me e vefe un dro dreist–dispar da zieubiñ an dud diouzh al labour».


—— GERIAOUEG ——
AC'HANN DA (d'ici à)
BEZAÑ EVIT (être à la hauteur de)

DIELFENNAÑ (analyser)
DIFRED = DILABOUR
DIOUGANIÑ (prédire)
DISAMMAÑ (soulager)
AN EMGEFREN (l'automatisation)
ERLEC'HIAÑ OUZH (remplacer)
FIZIADUS (fiable)
ESTREGET (il n'y a pas que; plus que)
EUR ≈ EMEUR (on est)
HOGOS = KAZIMANT
HOLLC'HALLOUDUS (tout puissant)
AN IMBOURC'HER (le chercheur / scientifique)
JEDIÑ (calculer)
KEFRIDI*, AR GEFRIDI (la tâche; la mission)
KLOKAAT (compléter)
AL LUSK (le mouvement)
AR MEZIANT (le logiciel)
OBER DIOUER DA (manquer)
PAR DA (équivalent à)
AR STLENNEGEZH* (l'informatique)

Aucun commentaire:

Publier un commentaire