30 mai 2016

Diskoulmoù evit distankañ.

E 1994 e voe peurachuet henttro Naoned. Daou vloavezh warnugent o doa padet al labourioù evit terañ an 42 gilometr ha sevel an 23 dor. Araok pell e krogo labourioù evit e neveziñ, hag aesaat an tremen war an dro.




An neb o vleniañ warnañ a oar mat e vez dav kaout pasianted, eus ar c'hreisteiz d'an hanternoz diouzh ar mintin hag eus an norzh d'ar su diouzh an abardaez... En ur ober dek vloaz en deus kresket kalz an tremen (+12% evit ar c'hirri–tan, +10% evit ar c'hirri–samm) … hag ar stankadoù! Lod hentoù a dremen warno muioc'h eget 100.000 karbed bemdez, er c'hornôg hag en hanternoz dreist–holl. Ganto eo aet war vrasaat ar saotradur hag ar gwallzarvoudoù ivez.

Poblañs ar veurgêr a gresko a vloaz da vloaz, a ouzer a–walc'h. Diorren an treuzdougen ne vo ket a–walc'h evit kempouezañ an emdroadur–se. Niverusoc'h–niverusañ e vo ar c'hirri, neuze: +22% war an hent–tro a–benn 2035, hervez studioù zo. Anat eo n'hallo ket lec'hioù zo ''lonkañ'' kement–se a otoioù: ar biz, ar mervent hag ar pontoù.

Intrudu a oa bet kemeret dija: bevenniñ an tizh e lec'hioù zo, ouzhpennañ ur forzh e Chevire. Chanterioù all a grogo dizale. A–hed an hañv e vo kreñvaet pont ar Beaujoire. E miz Gwengolo e vo adaozet dor ar Chapel, evit ma ne vo ket beuzet an hent ken gant stêr Gesvres – dre seizh gwech e oa c'hoarvezet e 2013–2014. En diskaramzer e vo staliet gouleier mont e–barzh e dor Anjev, evel ma oa bet graet kostez Sant–Ervlan ur wech bennak. E dibenn ar bloaz e vo labourioù bras etre dor Orvez ha hini Roazhon. A bep tu e vo ouzhpennet un trede forzh a vez graet «kroazigell» anezhi. A–hervez e vo aesoc'h an tremen ganti. Dor Reudied a ranko bezañ adaozet ivez, a–raok ma vo digoret ar MLB nevez.

Evit mont pelloc'h ganti ez eus bet roet lañs d'un enklask foran gant ar Stad hag ar strollegezhioù lec'hel. Pep hini a c'hall reiñ e soñj diwar–benn «poentoù meur e–keñver an adaozañ» evit an ugent vloaz a zeu. E–touez ar chanterioù all a c'hallfe bezañboulc'het deiz–pe–zeiz emañ dor Gesvres, rak un hent ur forzh hepken zo a bep tu, war–du gourhent Paris pe war–du dor Roazhon. Gallout a rafe Chevire ha Bellevue dont da vezañ pontoù c'hwec'h forzh.

Dilennidi ar rannvro, avat, a gav dezho e vefe efedusoc'h sevel ur pont nevez, etre Naoned ha Sant–Nazer. Hervez Bruno Retailleau e vefe «an doare nemetañ evit ma ne vo ket stanket an hent–tro ken». Evit ar bez–prezidant eo «rekis evit hon diorren ekonomikel hag evit an aerborzh nevez. Deomp–ni eo da brederiañ war hir dermen». N'emañ ket a–du an departamant koulskoude. Dezhañ e vefe «didalvoud»: re uhel ar c'houst, re vihan an tremen. Sevel krenn a ra an ekologourien ivez a–enep ar mennozh, abalamour d'ar paludoù war ribl al Liger bezañ gwarezet.


== GERIAOUEG ==
BEZAÑ ANAT (être évident)
BEVENNIÑ (limiter)
BOULC'HAÑ (entamer)
AR FORZH* (la voie routière)
KEMER INTRUDU (prendre des initiatives)
KARBED, AR C'HARBED (le véhicule)
KRENN (net, complètement)
KROAZIGELL* AR G— (l'entrecroisement)
MLB = MARC'HAD A LAZ BROADEL (MIN)
AN NEB = AN HINI
REKIS (indispensable)
AR STANKADOÙ (les bouchons de circ°)
AR STROLLEGEZH* (la collectivité)
TERAÑ = KOULTRONIÑ (goudronner)
AN TREMEN (le traffic)
WAR AN DRO (par la même occasion)

Aucun commentaire:

Publier un commentaire