D'an 18 a viz Here 1882 eo bet ganet Lucien Mazan.
E dad, Clément, a oa horolajer e bourk Plesei, e gwalarn Bro–Naoned. Hennezh a oa dedennet gant ar politikerezh ivez, met kazeg a reas: pa'z eas war ar renk e dilennadegoù kannad e voe korbellet. Abalamour d'ar c'hwitadenn–se e vije savet brud fall war ar stal–horolajerezh dre ar vro, hag e 1882 e tivizas Clément – un den lorc'hus anezhañ – divroañ gant e wreg Désirée da Arc'hantina, ur vro a glaske neuze sachañ artizaned ampart. Ur wech savet o stal e kêr Vuenos Aires e tistroas Désirée da Vreizh da gerc'hat he daou vab, chomet e–keit–se e ti ur c'hoar dezhi. Er mod–se e arruas Lucien gant e vreur henañ Paol e Su–Amerika.
Bol d'Or, miz Gwengolo 1912.
Diaes e oa d'an tiegezh a bemp bugel gounit e damm kreun: se zo kaoz e rankas ar vugale labourat tenn. Lucien a voe kavet fred gantañ er Jockey Club, ur seurt ostaleri bodet enni politikerien ha renerien ar vro. E 1898 e c'hounezas ur marc'h–houarn dre zegouezh, goude bezañ prenet ur bilhed lotiri. Lucien ne ouie dare penaos mont warnañ. Met buan ez eas da sot gant ar velo, c'hoant–bras gantañ da gemer perzh e redadegoù. E dad, avat, ne oa ket troet gant ar sport ha ne blije ket dezhañ tamm ebet gwelout e vab oc'h abuziñ e amzer e redva ranngêr Balermo. Fin evel ul louarn e oa Lucien memes tra. Evit gallout redek disoursi e tibabas ul lesanv dianav d'e dad: Lucien Breton, abalamour ma veze graet El Breton anezhañ gant Arc'hantinaiz zo. Kerkent hag e 1901 ez eas ar maout gantañ da–geñver kampionad Arc'hantina, war roudenn koulz ha war hent. E Buenos Aires ne oa kourser ebet evitañ, re Europa a veze trec'het gantañ zoken bep tro ma arsavent eno.
Breton a oa e soñj da redek e Europa. Evit en ober e arboellas arc'hant, hag e prenas ur bilhed evit mont da Baris e 1902. D'ar c'houlz–se e oa ar redadegoù war roudenn ar re muiañ prizet, en o zouez ar 6–devezh, aozet e kêrioù bras Europa hag ar Stadoù–Unanet. Frouezhus e veze seurt kevezadegoù evit ar sportourien varrekañ, ha Lucien Petit–Breton a oa unan anezho – hiraet e anv gantañ, abalamour d'ur reder all bezañ anvet Breton dija. E doare–redek a blije kalz d'an arvesterien, rak ur reder kalonek ha kran e oa, gwad dindan e ivinoù. Ral a wech e oa an tu gounit gantañ koulskoude: lies–mat e veze prenet an trec'h, ha meur a emglev a voe skoulmet diwar e goust. Aesoc'h e oa dezhañ redek e–unan neuze, da skouer a–enep an eur (pilet rekord an eur gantañ e 1905, o tremen dreist 41 km/eur) pe er Bol d'Or (852 km en ur ober 24 eurvezh).
Aliesoc'h–aliesañ e rede war an hentoù. Redadegoù nevez a oa savet bep bloaz. Berzh bras a reas enno, abalamour dezhañ bezañ gouest da giañ e gorf, da c'houzañv muioc'h eget ar re all, da reiñ bec'h pelloc'h eget ar re all. War a lavare e oa «a–bouez–bras ar penn, kement hag an divhar, evit ober mil e–pad redadegoù hirbad». Mont a reas ar maout gantañ war hentoù Paris – Tours e 1906, Milano – San Remo 1907, Paris – Brussels 1908, Tro Belgia 1908, Tro Katalonia 1909 hag, evel–just, Tro Frañs dre ziv wech.
Brudet dre bevar c'horn ar vro e oa Lucien Petit–Breton a–drugarez da Dro Bro–C'hall. E 1905 e kemeras perzh enni evit ar wech kentañ. Pempvet e oa e Paris, daoust dezhañ bezañ gouzañvet troioù–kamm an Haderien Tachoù. Pevare er bloaz war–lerc'h, ha kentañ e–mesk ar re chomet hep dresañ o belo – un dro–gaer brudet gant Peugeot, lorc'h ennañ o tiskouez pegen solut e oa e venvegoù.
E 1907 ez eas ar maout gantañ: ar wech kentañ e oa d'ur Brezhon bezañ trec'h. Daou dennad–hent a c'hounezas er bloaz–se, unan anezho war redva Longchamp e Naoned, goude 391 km. Petit–Breton hag e geneil achapadeg e oa bet lezet ar re all 50 munut war o lerc'h!

E 1908 e teuas da vezañ ar c'hourser kentañ o c'hounit Tro Frañs div wech diouzh renk. Pemp tennad a yeas gantañ, evel e Naoned, e–lec'h ma tizhas e–unan–penn ar pal gant 12 munut lañs. En deiz–se en doa lusket un argadenn o tont tre e Bro–Naoned, kostez Sant–Filberzh. War a skriv ar gazetennerien e voe «douget ar Breizhad gant ur mor a dud dirollet, ken ma chomas e dikedenn–renkadur war e lerc'h». D'an daoulamm ruz e oa aet war hentoù Bro–C'hall: 28,7 km/eur, ur c'heitad gwellaet e 1931 hepken!
E 1909 e euredas Marie–Madeleine Macheteau e Gwaled, e gwiniegi Naoned. Evit en ober e rankas paouez gant ar redadegoù, goulennet–groñs ma oa gant e dad–kaer! Dibab a reas ober e annez e Perigueux ha digeriñ ur stal marc'hoù–houarn eno. E–pad Tro Bro–C'hall 1909 e skrivas pennadoù er gazetenn La Vie au Grand Air hag ul levr da–c'houde.

E 1910 e krogas en–dro gant ar redadegoù. Evel–just e kemeras lod e Tro Frañs, ar redadeg mil–anavezet. Met dilezel a rankas ober bep bloaz, gwallblanedenn gantañ, evel e 1913 pa dapas ul lamm e derc'hent an degouezh, daoust dezhañ kevezañ evit an trec'h. Kement–all a c'hoarvezas war hentoù Tro Italia, e 1910 ha 1911, ha pa voe ar reder nann–italian kentañ e penn ar redadeg.
Paris, degouezh Tro Frañs, 9 a viz Eost 1908.
E Naoned e c'hounezas Lucien Petit–Breton div wech da–geñver Tro Frañs. D'ar c'houlz–se e arrue ar redadeg e stad Longchamp, 8000 plas dezhañ, savet e 1897. Hennezh a yeas da get e–pad ar brezel 14, rak lojet e veze sourdarded amerikan warnañ. Gant Velo Sport an Naoned e voe savet unan nevez goude ar brezel, gant ur roudenn douar ha traezh 500m. D'an 10 a viz Eost 1924 e voe digoret gant ar maer Paul Bellamy, ha redva Petit–Breton a voe graet anezhañ. Ur savadur–koun zo bet savet eno gant Kevre Arc'hantina ar Marc'h–houarn. Betek 1968 e tegouezhe rederien Tro Frañs warnañ.
—— GERIAOUEG ——
ABUZIÑ E AMZER (passer le temps, se distraire)
ARBOELLAÑ (économiser)
ARSAV (s'arrêter)
BEZAÑ EVIT (être à la hauteur de, rivaliser avec)
DRESAÑ (réparer)
GWAD DINDAN E IVINOÙ (nerveux; n'ayant pas froid aux yeux)
GWALLBLANEDENN*, AR WALLBLANEDENN (la malchance)

KAVOUT FRED = KAVOUT LABOUR
KEITAD, AR C'HEITAD (la moyenne)
KENEIL, AR C'HENEIL = AR C'HAMALAD
KEVEZADEG*, AR GEVEZADEG (la compétition)
KEVEZAÑ (concourir)
KEVRE, AR C'HEVRE (la fédération)
KIAÑ = POANIAÑ
LUSKAÑ UN ARGADENN* (passer à l'offensive)
OBER E ANNEZ (élire domicile)
OBER KAZEG (faire chou blanc) = OBER TRO WENN
PILAT (battre; "exploser")
AR REDVA (le vélodrome; le champ de courses)
KEITAD, AR C'HEITAD (la moyenne)
KENEIL, AR C'HENEIL = AR C'HAMALAD
KEVEZADEG*, AR GEVEZADEG (la compétition)
KEVEZAÑ (concourir)
KEVRE, AR C'HEVRE (la fédération)
KIAÑ = POANIAÑ
BEZAÑ KORBELLET (être recalé)
KRAN (chic, d'alleure élégante)LUSKAÑ UN ARGADENN* (passer à l'offensive)
OBER E ANNEZ (élire domicile)
OBER KAZEG (faire chou blanc) = OBER TRO WENN
PILAT (battre; "exploser")
AR REDVA (le vélodrome; le champ de courses)
AR ROUDENN* (la piste)
AN TENNAD–HENT (l'étape)
AN TENNAD–HENT (l'étape)
Aucun commentaire:
Publier un commentaire