28 septembre 2015

Brud fall war ar beloioù.

Er c'hêrioù gall ez eus muioc'h–mui a dud war velo. Alies–mat ne vezont ket gwelet mat gant an implijidi all war an hentoù. Ha meritet eo ar vrud fall–se?
 

Moarvat oc'h bet hegaset ur wech bennak gant emzalc'h marc'hhouarnerien zo. Ingal e vez tamallet dezho chom hep doujañ al lezenn. Evit darn e vefe tud o beloioù «ar re dizoujusañ war an hentoù». Kerzherien memes a embann «o dez aon da dreuziñ an hent, pa vez gwer ar boulomig, rak dic'hortoz eo emzalc'h ar varc'hhouarnerien». Ha cow–boys ar makadam eo deuet da vezañ ar re–se?

N'eus nemeur a studiadennoù evit gouzout hiroc'h diwar–benn an afer. Nac'het eo bet gant prefeti polis Paris respont d'hor goulennoù. Gant an embregerezh kretadur MMA, avat, e oa bet embannet unan en diskaramzer: 88% eus an dud war varc'h–houarn o defe torret lezenn an hentoù c'hoazh.

Anat deoc'h, n'emañ ket a–du paotred ha merc'hed o Bicloo. «Ne dorront ket anezhi aliesoc'h eget ar re all. Koulskoude ez eus kalzik kerzherien oc'h en em santout lakaet en arvar ganto, muioc'h eget gant an otoioù a welont evel un droug ordin» eme Bêr Toulouse, o labourat gant ar gouarnamant evit diorren ar marc'h–houarn. «Seul stankoc'h e vezont war an hentoù, seul niverusoc'h e vez ar rebechoù. Met ur santad n'eo ken. Pa seller a–dost n'eo ket grevus an anadenn», hervez Veronique Michaud, sekretourez veur Kleub ar C'hêrioù Divrodegoù.

Tomaz, ur Parizian kar e varc'h treut, a anzav e wel bemdez «un toullad marc'hhouarnerien oc'h ober sotonioù. Forzh penaos, ar re–se ne reont ket forzh eus ar pezh a c'hoarvez en–dro dezho, war velo pe get». Anzav a ra koulskoude n'en dez ket doujañs ouzh al lezenn bepred: «din eo ur gouleier tri liv kement hag ur stop. Ma'z eo ruz ha ma n'eus den e tremenan goustad, hep diaezañ den ebet».

Dav mont war velo evit kompren pegen torr–penn e c'hall bezañ ar c'hroashentoù a redi chom a–sav hag adloc'hañ dibaouez. «Bep tro e vez kollet startijenn hag amzer. Gounit amzer: en abeg da se em eus dibabet mont war velo, kea?», eme Domaz. «Perak e tlefe ar varc'hhouarnerien bezañ disi? N'eo ket saotrus ar mod treuzdougen–mañ, na c'hortozer ket re diganto» eme Christine Lambert, e anv Dilec'hiañ Aesoc'h war Velo.

An darn vrasañ eus ar siklerien a gav dezho ne glot ket ken kod an hentoù gant buhez an divrodeien a–vremañ. «Ma vefe doujadus kod an hentoù e vefe doujet. Sotoc'h eget ur gouleier n'eus ket. Kalz re zo», a lavar an Itron Lambert. «Ar c'hod n'eo ket ul levr santel a ranker ober dave dezhañ dizehan», eme an Itron Vichaud.

E lod kêrioù ez eus bet degaset kemmoù, evel en Naoned. Eno eo bet azasaet an dilec'hiañ war velo: mont a–c'hin da straedoù untu a c'haller ober, hag ul lezit da dremen zo evito e gouleier zo.

Arabat disoñjal ivez ez eo ar beloioù ur mod diblasañ dañjerus c'hoazh, e–mesk ar marc'hoù–tan, ar c'hirri–tan hag an dud war droad. Pêr Toulouse a soñj dezhañ e tlefed «lakaat ar vugale da bleustriñ war varc'h–houarn er skolioù». Hervez Tomaz e vefe efedusoc'h «rediañ an dud da heuliañ ur stummadur div eurvezh a–raok kregiñ gant hini ar ''madagaskar''».

Pezh zo sur, ouzh ar varrenn pe ouzh ar rod eo gwell chom seder!

© SIMEON Gabriel, Les cyclistes urbains sont-ils des dangers publics?,
Libération, d'ar 24 a viz Gwengolo.

———— GERIAOUEG ————
AN ANADENN* (le phénomène)
DISI (parfait, sans défaut)
DOUJADUS (respectable)
AN EMZALC'H (le comportement) → DALC'H
MONT A–C'HIN DA (aller en contresens de)
OBER DAVE DA (se référer à)

4 mai 2015

Chakod Sant-Nazer.

Ur mare a–bouez e istor Bro–Naoned eo dieubidigezh Sant–Nazer. A–hed miz Mae e vo lidet 70vet deiz–ha–bloaz an darvoud–se.
D'an 21 a viz Mezheven 1940 e arruas an Alamanted e kêr S.Nazer. Pemp bloavezh e chomjont eno, ha dindan bec'h e vevas Santnazeriz neuze. E miz Mezheven 1944 e stagas an Nazied war–du S.Nazer, kerkent ha gouezet ez ae an armeoù saoz hag amerikan war–raok. Tro–dro da S.Nazer e voe savet ul linenn difennet start: Chakod Sant–Nazer a voe graet eus an takad difennet ganti. E–pad pemp miz e voe tapet 124.000 a dud ennañ, dindan beli kriz 32.000 soudard alaman, ar re–se o stourm a–enep ar Gevredidi hag ar Rezistañs. Daoust ma oa dieub ar Frañs abaoe an diskaramzer, e rankas Bretoned ar gevred gortoz an nevezamzer da heul. D'an 8 a viz Mae 1945 e voe sinet an harz–tennañ, e Kordevez. Diwar an emglev e rankas an Alamanted en em rentañ adalek an 10. E Bolvronn e c'hoarvezas an daskor ofisiel, d'an 11 a viz Mae. Divac'het e oa annezidi Kalifornia vihan Breizh eta.



———— GERIAOUEG ————
AN DASKOR (la reddition)
DIVAC'HAÑ (soulager)
AR GEVRED (le sud-est)
KEVREDIDI, AR GEVREDIDI (les Alliés)

16 mars 2015

Bevañ asambles, mervel asambles...

Ha dav eo deomp klask mervel asambles, dre ma n'omp ket evit bevañ asambles? N'eus nemeur a zanvezioù ken tabou hag an eutanaziezh, ma digarezit, «fin ar vuhez», evel ma klever abaoe m'eo krog an divizoù diwar he fenn er parlamant.
D'ar Merc'her 11 a viz Meurzh ez eus bet nac'het un enkemmad aotreet gantañ «ur skoazell mezegel evit mervel». Abalamour da betra? Ne vefe ket prest ar C'hallaoued, arabat chalañ anezho.



E–lec'h «skoazell evit vervel» e kav gwelloc'h ar gannaded ober «hezañ don ha dibaouez» eus an afer. Eus petra zo kaoz resis? Gant Alain Claeys, unan eus an danevellerien, e oa bet termenet evel–henn: reiñ d'ar re o vervel «diboan greñv, en ur baouez gant tout al louzaouiñ, en o zouez ar boueta hag an dourennañ artifisiel».
An neb o labourat gant tud toc'hor a oar e vez graet  e–giz–se dija, en ospitalioù, pe er gêr. Dres er memes mod. Evit kas ar glañvourien war o zremenvan d'an Anaon, buan hag aes.
Sed aze pal ar vezeien ha hini ar gerent, daoust ma ne vez ket geriet ganto james. Ne vez ket dibunet ar gerioù–se; lennet e vezont, avat, gant an eil e daoulagad egile. N'ouzer ket hag–eñ eo mat pe ket. N'ouzer ket hag–eñ e vefe gwelloc'h ober gant ar gerioù–se. E–giz–se emañ. En em gompren a reer.

Aotreet e vo an ober–se gant al lezenn. Ganti e vo duet paper. Ur redi eo. Setu ar gerioù dibabet: «hezañ don ha dibaouez». Pegen dishañval eo diouzh ar gwir da vervel? N'eo ket tamm ebet: «ur skoazell da vervel eo an hezañ don», eme Claeys, fraezh ha sklaer. Ur skoazell da vervel an hini eo, daoust m'eo difennet–groñs en embann. Er parlamant da vihanañ. En ur gazetenn e c'hall bezañ embannet kement; hogen ne c'hall ket bezañ er parlamant. Komzoù ar seurt a vez distripet gant Claeys pa respont d'ur c'hazetenner bennak. Met ne gred ket en ober pa respont d'ur c'hannad bennak.
Er memes pennad–skrid e oa souezhet–mik ar gazetennerez gant kement a ardoù. «A–du gant an eutanaziezh emañ 96% eus ar C'hallaoued», emezi. Sell 'ta!
E gwirionez eo bet prenet ar sontadeg–se gant ar Gevredigezh evit kaout ar Gwir da Vervel en un doare Dereat (ADMD, Association pour le droit de mourir dans la dignité). Ar sontadeg n'eo ket sklaer anezhi. N'eus ket anv eus «eutanaziezh» enni. Pezh zo meneget eo «lakaat penn, hep poan, da vuhez an dud tonket da vervel rak ur c'hleñved dic'houzañvus, ma'z eo goulennet ganto». Evit tizhout 96% eo dav sammañ ar re o respont «ya, a–du penn–da–benn» (54%) hag ar re o respont «ya, e degouezhioù zo» (42%). N'eo ket memes savboent, daoust m'eo sklaer a–walc'h an traoù.

Abalamour da betra eo ken evezhiek ar bolitikerien? Aes eo gouzout. E penn kentañ miz Meurzh e oa bet embannet un destenn e pajenn gentañ le Monde. Honnezh a oa bet sinet gant pemp dileuriad e anv an darn vrasañ eus ar relijionoù kredet enno e Bro–C'hall. An titl anezhi: «ret eo diwall an difenn da lazhañ».

A–dra–sur emañ ar muiañ–niver gant an dud hep kredenn, en deiz–a–hiziv, e Bro–C'hall. Met bez' ez eus eus an aozadurioù–se. Dav eo damantiñ dezho. Hag en abeg da se lezenniñ diwar hanterc'her. Ha mat eo pe ket? Feiz! Gant ma c'haller, tamm–ha–tamm, mervel asambles...

© diwar SCHNEIDERMANN Daniel, Ne dites pas euthanasie..., Arrêt sur images, d'an 12 a viz Meurzh 2015.

———— GERIAOUEG ————
AN ARDOÙ (les manières, les artifices)
DAMANTIÑ DA (ménager)
AN DANEVELLER (le rapporteur; le narrateur)
AN DILEURIAD (le représentant) → LEUR
DRES (précisément)
AN ENKEMMAD (l'amendement) → KEMMADUR
EVEZHIEK (prudent; attentif)
GERIAÑ (exprimer) → GERIADUR
AN HEZAÑ (la sédation)
TERMENIÑ (définir)
TOC'HOR (agonisant)
TONKAÑ (destiner)

26 janvier 2015

Gwazi bourounet, gwazi boureviet?

Gant ar produer avu druz–mañ e veze pourchaset lipousañ taolioù Bro–C'hall. Klemm a oa bet lakaet outañ gant L214, ur gevredigezh o tifenn al loened, en abeg da «taolioù kriz» ha «gwallgaserezh» a–enep al loened. Un «devenadenn rag–eeun» eo, da lârout eo n'eus bet kaset enklask ebet gant ar boliserien: ar varnerien a vo dav dezho ober o soñj diwar an dielloù roet dezho gant an daou du.

E miz Du 2013 e oa bet embannet enlinenn ur video gant L214. Enni e veze gwelet gwazi bourounet e tiez–feurm renet gant Ernest Soulard. Lod anezho a seblante bezañ bac'het e kaouedoù lous–brein, hep gallout fiñval ezel. E Poatev–Uhel, e parrez L'Oie, eo diazezet Ernest Soulard, un embregerezh 300 implijiad ha 80 desaver dezhi. Abalamour d'an afer–se ez eus savet gwall vrud diwar he c'houst. Kollet he deus pratikoù zo, en o zouez Joël Robuchon, ar penn–keginer mil–anavezet.

Diriaou e oa krog ar prosez e lez–varn Sables–d'Olonne. Displeget eo bet gant ar gevredigezh L214 e oa bet fiziet enni ur film troet dre guzh er salioù–bourouniñ. Hervezi eo «gwirion» ar video, hep mar na marteze. Gwelet ez eus logoioù Soulard ouzh dorioù ar savadur ha war dilhad ar vicherourien. Graet eo bet ar video gant un implijiad aotreet da vont tre e seurt salioù. Klemm zo bet savet peogwir e vefe «poent–bras lakaat ar gaoz war ar mod da zesevel gwazi, dreist–holl pezh bevet gant al loened–se 'blam d'ar bourouniñ».

Alvokad ar produer, avat, en deus diskuliet an doare ma oa bet savet ar video, gant talennoù ledan ha tost. «Un touell frammet mat eo, tra ken. N'eus ket an disterañ moaien da brouiñ eo bet filmet ar skeudennoù a–dost e ti Soulard» emezañ. «Eno eo graet pep tra e stern al lezenn, dreist–kontrollet e vez pep tra. Er–maez e vez an houidi 90% eus o amzer.»

Gant an embregerezh Ernest Soulard ez eus bet lakaet klemm ivez, goude ma oa bet skingaset ar video, en abeg da «forzhidigezh en ti». Renet ez eus un enklask er Roche–sur–Yon ivez, evit «gwastadurioù youlek». Lod izili eus L214 a vefe bet toullet mogerioù zo ganto, evit ma vefe aesoc'h dezho filmañ.

© diwar LAURENT Sybille, Un producteur de foie gras jugé pour "actes de cruauté" sur ses oies,
Metronews, d'an 22 a viz Genver 2015.

→ E miz Here e oa bet kemmet al lezenn da vat: al loened a oa aet da «voudoù buhez enno emskiant», ha ne oa ket «madoù heloc'h» ken. Gant ar gevredigezh 30 milion a vignoned e oa bet roet lañs d'ur sinadeg, savet al lezenn nevez diwarni.

———— GERIAOUEG ————
AVU DRUZ (du foie gras)
AR BOUD (l'être)
BOUROUNIÑ (gaver)
AN DEVENADENN* (la citation [juridique])
DISKULIAÑ (dénoncer)
EMSKIANT (conscient de soi)
AR FORZHIDIGEZH* (la violation d'un lieu)
GWALLGAS (maltraiter)
AR GWASTADUR (la dégradation)
GWIRION (authentique)
MADOÙ HELOC'H (biens meubles)
POURCHAS (fournir)
TALENN*, AN DALENN (le plan [cinéma])
AN TOUELL (le leurre, l'illusion)

5 janvier 2015

Aet Chancel d'an Anaon, aet ar sevenadur da get?

Dimeurzh e oa bet douaret Jacques Chancel. D'an 23 a viz Kerzu e oa aet hennezh d'an Anaon, d'an oad a 86 vloaz. Brudet–mat e oa paotr e vlev gwenn abalamour d'an abadennoù bet kaset gantañ er skingomz hag er skinwel, en o zouez le Grand Échiquier. Peadra da lakaat ar gaoz war plas ar sevenadur en tele a–vremañ. En deiz all e oa bet dispaket o soñj gant pevar c'hazetenner: sed amañ–dindan o savboent.
 

• «Ar skinwel a–vremañ n'eo ket ar memes ha hini gwechall. Dishañval eo an traoù, met abadennoù a–feson zo c'hoazh. Eus ar c'hentañ eo al labour kaset da benn gant Arte, o tiskouez e c'haller bezañ interesus en ur ober anv eus sevenadur. Ul labour par da hini Chancel a vez graet ganti, a gav din, ha gant ar chadenn barlamantel ivez. Pezh a vank eo abadennoù digustum, dibar, o vodañ tud a bep seurt war o leurenn, met dreist–holl o tolpañ an holl sellerien a–dal o skramm. Pelec'h emañ an dalc'h en deiz a hiziv? Nebeud a abadennoù sevenadurel a vez produet gant TF1, ha diwezhat–mezh e vezont skingaset ganti. Re wir, n'eo ket kefridi ar chadenn; hogen asantet e oa bet ganti ober strivoù pa oa bet roet lañs dezhi gant Bouygues.»

• «Ur vezh eo skingas an abadenn e–koun Jacques Chancel e–kreiz an noz, ha neket diouzh an abardaez. Ne zlefe ket ar servij publik en em lakaat dindan gwask, dindan beli an aodimat. Abalamour da betra e klask–eñ desachañ kement a arvesterien hag ar chadennoù prevez? N'eo ket sañset ober ar memes labour hag int tamm ebet. Diskouez hentoù nevez a rank ar chadennoù publik, kavout doareoù all da labourat war o micher. Me a soñj din ez eus re anezho: gwelloc'h e vefe mirout nebeutoc'h a chadennoù, met gant muioc'h a beadra, dezho da ginnig abadennoù dedennusoc'h.»

• «Penaos sevel abadennoù kulturel eus an dibab hag a blijo d'an holl? Diaesat kudenn da ziskoulmañ! Cheñchet eo an tele a–grenn, gant ar replay. Muioc'h–mui a chadennoù a vez. Ar c'heleier memes zo nebeud a dud o sellout outo. Forzh penaos, diaes eo keñveriañ ar mareoù an eil ouzh egile. Techet eo an dud da vagañ droug–hirnezh, ha bepred e vo tud o randoniñ: ''gwelloc'h–gozh 'oa gwelloc'h''. Kozh kaozioù, me 'lâr deoc'h: gwechall diouzh gwechall, hiziv diouzh hiziv!»

• «Kalz muioc'h a sotonioù a vez gwelet bremañ eget da vare Chancel, gwir–Bater eo kement. Met muioc'h a abadennoù mat–kenañ a vez ivez. Din e ra ar chadennoù foran abadennoù a–live gant o c'harg. Pezh a ra diouer ez eo un abadenn veur, e–giz re Pivot ha Bernard Rapp.»


———— GERIAOUEG ————
A–GRENN = PENN–DA–BENN
EUS AN DIBAB (de premier choix)
AN DIOUER (le manque)
AN DROUG–HIRNEZH (la nostalgie)
E–KOUN (à la mémoire de)
KEFRIDI*, AR GEFRIDI (la tâche, la mission)
AR PEADRA (les moyens)
RANDONIÑ (radoter)
TOLPAÑ = BODAÑ