21 mars 2016

Traoù nevez er gêr gozh.

Plijout a rafe da di–kêr Naoned adaozañ lec'hioù zo e kreiz–kêr. Kinnigoù kêraozañ zo bet dastumet gant an dilennidi en ursteuñv embannet nevez zo. Diwar an diell–se e vo boulc'het un enklask foran a–benn nebeut.


1 • Ar blasenn Petite–Hollande a vefe adaozet evel ul «leurgêr ardremez ec'hon», digor war–du ar stêr. Douaret e vefe ar parklec'h; dalc'het e vefe ar marc'had avat. E 2018 e vefe roet lañs d'ur genstrivadeg etrebroadel evit en ober, ha kae ar Foz war an dro.

2 • Nepell emañ ar skouar Daviais, e penn Enez Feydeau. Posupl e vefe sevel eno un ti kenwerzhel pe sevenadurel e implij, gant ma vo izel (10m uhelder d'ar muiañ).

3 • A–dal ar blasenn Petite–Hollande emañ ar vediaoueg Jacques Demy. En danvez steuñv kêraozañ eo skrivet e c'hallfe bezañ diazezet ur «savadur 16.500m²» en he lec'h.

4 • Adaozet e vefe plasenn ar C'henwerzh ivez, hag an takadoù en–dro dezhi. Dilec'hiet e vefe lochennoù ar vokedourien.

5 • Kempennet e vefe an arsavioù–treuzdougen e Kenwerzh. Bodet e vefe ar busoù er su hag er reter. E–giz–se e vefe dieubet tachennoù nevez evit an dud war droad. Kaeoù an arsav–tram a vefe kempennet e–giz re ar Boufae, evit ma vefe hañval o neuz ouzh ar blasenn. Er c'hreisteiz e vefe plantet «douvezioù glas».

6 • Tostik–tost ouzh Kenwerzh emañ ar skouar Fleuriot–de–l'Angle, gant e feunteun digempenn. Eno e vefe moaien da sevel stalioù arnevez ha stank. A–dreñv dezho e vefe miret ur blasenn «plus intime» (sic).

7 • War vali Olier Klison, e–kreiz straed Kervegan hag Enez Feydeau, e vefe aotreet ur savadur 8.000m². Bez' e oa unan a–raok bombezadegoù 1943, hervez an ti–kêr.

8 • Adaozet e vefe plasenn an Dugez Anna e–giz un hent–bale. E–mod–se e vefe bravoc'h an takad etre bali Sant–Pêr, ar c'hastell hag al Lec'h Unan. Ouzhpenn da se e vefe prederiet war dazont ar pont LU.

9 • En diell ez eus anv eus trowardroioù an ti–kêr, evit aesaat tremen ar gerzherien ha dedennañ kenwerzhourien. Adalek 2021 e vefe adaozet plasenn an ti–kêr. 80 lojeiz a c'hallfe bezañ savet, gant stalioù a–rez dezho. Dre ma'z aio ar Skol Arzoù–Kaer da Inizi Naoned e vefe kempennet an hini a–vremañ, evit degemer kenwerzhioù ha servijoù enni.

© BRENON Frederic, Nantes: ces changements spectaculaires qui attendent le centre-ville historique,
20Minutes.fr, d'ar 17 a viz Meurzh 2016.


GERIAOUEG
ADAOZAÑ (aménager)
ARDREMEZ (paysager)
ARNEVEZ = MODERN
BOULC'HAÑ = KREGIÑ
AN DANVEZ X (le pré-X, le projet de X)
EC'HON (vaste)
KENSTRIVADEG*, AR G— (le concours)
KÊRAOZAÑ, AR C'H— (l'urbanisme)
KERZHER, AR C'H— = AN DEN WAR DROAD
AN NEUZ* (l'apparence, l'aspect)
STANK (compact)
AR STEUÑV (le plan)
AN TAKAD (la zone)
WAR AN DRO (par la même occasion)

Aucun commentaire:

Publier un commentaire