22 janvier 2018

Kalon vat d'ho poued!

Hir eo bet ar stourm, kreñv pouez al lobbyoù. En diwezh eo bet lakaet warsav Nutriscore gant ar Stad c'hall, ur sistem renkadur ofisiel azivout kalite ar boued. Dre al livioù skritellet ouzh ar pakadoù e c'haller gouzout pegen mat eo ar boued. Emodse e vefe aesoc'h da Yann–brener ha da Gatell–prenerez choaz boued yac'h. Siwazh! N'eo ket ret ar skritellañ, abalamour da embregerezhioù bras evel Mars, Nestle pe CocaCola. Ouzhpenn se e klask ar rese ober gant ur benveg all krouet ganto.

Memes tra a oa c'hoarvezet kentoc'h gant ramzed ar butun, pe c'hoazh re an esañs. Ne fell ket dezho e vefe cheñchet ur mont endro hag a reont o mad anezhañ. Efedoù war ar yec'hed en deus hini greanterezhioù ar magañ: re a galorioù, a sukr, a holen hag a zanvezioù druz a gaver er boued a–vremañ. Re zister eo ar c'halite bouedus ivez. Evit plediñ gant an drase ez eus bet kavet ur benveg aes ober gantañ: ur sistem livioù an hini eo, eus al liv gwer d'al liv ruz, skritellet ouzh ar pakadoù evit ma vefe gouezet pegen mat eo ar produioù. Adu gant ar skeulse emañ ar braz eus ar skiantourien.

Kreñv eo an enebiezh avat, pe e vefe ouzh Unaniezh Europa pe ouzh Ministrerezh gall ar Yec'hed. Hervez an AMG Corporate Europe Observatory e vefe bet dispignet e Brussel hogos ur miliard a euroioù gant ar greanterezh gounezvouedel evit mougañ ar raktres, dre lobbyañ. Hag efedus eo bet: divizet he deus Unaniezh Europa nompas mont pelloc'h ganti. E BroC'hall he deus klemmet an ANIA (Kevredigezh Vroadel Greanterezhioù ar Magañ) dreistholl: dezhi e vefe «taolet re ar bec'h» warno gant ar skritelligoù, ha tagañ a rafent glad gall ar c'heginañ zoken! Dav eo gouzout eo ar boued treuzfurmet a vefe peget skritelligoù ruz outañ e gwirionez...

A bep seurt traoù zo c'hoarvezet abaoe. Gant kazetennerien Cash Investigations e oa bet diskouezet penaos e oa bet kinniget gant lod kannaded enkemmadoù hañvalmik ouzh ar re kaset dezho gant an ANIA. Abalamour da ministrerezh al labour–douar eo bet daleet an intrudu. Goulennet en doa ar ministr Stephane ar Foll e vefe amprouet skeulioù all, savet gant ar greanterezhioù o–unan. Abenn ar fin eo aet an tu kreñv gant ministrerezh ar yec'hed, hag he fenn Marisol Touraine, e miz Meurzh 2017, met tri bloavezh a oa bet kollet emodse.

D'an 31 a viz Here e oa bet krouet Nutriscore, ur sistem dibar da VroC'hall. Ofisiel eo, met n'eo ket ret implijout anezhañ. Lod merkoù a ra avat: Auchan, Intermarché, Danone, Fleury Michon... Met kevredigezhioù evel UFC Que Choisir a c'houlenn mont pelloc'h: int a garfe e vefe retgroñs ober gantañ. Rak embregerezhioù zo a glask kas Nutriscore d'ar strad, o reiñ lañs d'ur sistem all ha ne vefe ket ken strizh e varn. Gant Carrefour ez eus bet savet unan, hag un nebeud embregerezhioù liesvroadel zo bet krouet ganto un eil, Nutri Couleurs e anv. En o zouez emañ Coca Cola, Nestle, Mars, PepsiCo pe Unilever.

Elec'h reiñ un notenn e vefe roet pemp, dre rummad: kalorioù, sukr, holen, danvezioù druz, trenkennoù druz peurvec'h. Diaesoc'h e vo da Yannbratik lenn ar skritelligoù eta. Seul ziaesoc'h ma vo kinniget an titouroù dre «damm», neket dre 100g evel ma ra Nutriscore. Amsklaer eo ar sistemse, ha n'eus ket fellet d'an embregerezhioù brasse lavarout pegen uhel e tle ar feurioù bezañ evit tremen eus an eil liv d'egile.

Hervez skiantourien e vefe gwispid Twix, da skouer, ruz o skritellig Nutriscore met orañjez hini Nutri Couleurs. Dezho e vefe douget Nutri Couleurs gant an embregerezhioù liesvroadel fardet ganto ar produioù izeloc'h o c'halite magañ: «100% eus ar produioù gant Mars zo orañjez pe ruz, 86% eus re Vondelez, 55% eus re Nestle, 54% eus re CocaCola, 52% eus re Unilever, ha 46% eus re BepsiCo».


© PETITJEAN Olivier, Sel, sucre, matières grasses: comment les géants de la malbouffe ont entravé un étiquetage utile aux consommateurs,
Basta!, d'an 2 a viz Genver 2018.






—— GERIAOUEG ——
AMPROUIÑ (expérimenter)
AMSKLAER (obscur)
AOZADUR EMAEZ GOUARNAMANT (ONG)
AZIVOUT = EKEÑVER
BARN*, AR VARN (le jugement)
BOUEDUS (nutritionnel)
DRUZ (gras)
AN ENKEMMAD (l'amendement)
AR FEUR (le taux)
GOUNEZVOUEDEL = AGROBOUEDEL
AR GREANTEREZH (l'industrie)
AN INTRUDU (l'initiative)
PLEDIÑ GANT (s'occuper de)
AR PRATIK (le client)
AR RAMZ (le géant)
AR SKEUL* (l'échelle)
TEULER BEC'H (stigmatiser)
TRENKENN*, AN DRENKENN (l'acide)

Aucun commentaire:

Publier un commentaire