9 avril 2018

Mae 68 e Breizh.

Istorour eo Christian Bougeard diouzh e vicher. Nevez zo eo bet skrivet Les années 68 en Bretagne gantañ, embannet gant ar Presses Universitaires de Rennes. Asambles gantañ he deus lakaet ar gelaouenn Bretons ar gaoz war darvoudoù skoet ar rannvro ganto hanterkant vloaz zo.
Gant KDSK eo bet pedet Christian Bougeard da Vro–Naoned: d'an 29 a viz Mae, da 8e diouzh an abardaez, e vo kaset ur brezegenn gantañ e ti YezhoùhaSevenadur.

Estreget er C'harter Latin hag e Paris e oa c'hoarvezet traoù e miz Mae 68...
Er vro abezh e oa degouezhet traoù dageñver darvoudoù miz Mae 68, er c'hêrioù bihan zoken. Dishañval eo Breizh un tamm bennak: kreñvmat al luskad eno. Roudoù anezhañ a c'haller kavout kentoc'h, ha pelloc'h en deus padet ivez.

Penaos e oa Breizh e fin ar bloavezhioù 60?
E fin ar Pevare Republik e oa ar Frañs o vont warraok, gant un armerzh war ziorren, hini an «Tregont Lorc'hus». Bez' e oa an traoù o cheñch e Breizh ivez. Met ar Vretoned a gave dezho ne oa ket diorroet o rannvro evel ma tleje bezañ. Se zo kaoz e oa oberiant ar CELIB, e veze nec'het ar studierien abalamour dezho da rankout labourat emaez o rannvro...
Un dra bouezus all: nec'h a oa, abalamour d'ar cheñchamantoù bras ha fonnus a oa c'hoarvezet, el labourdouar dreistholl. Nec'het ar gouerien rak o dazont, rak ar marc'had boutin... Hag int da vanifestiñ, adalek deroù ar bloavezhioù 1960. Eus an tu all e oa kouerien yaouank hag a gave dezho ne cheñche ket buan awalc'h an traoù. Adu gant modernaat ar rannvro e oa ar rese. Dezho ne oa ket oberiant awalc'h ar Stad: dav dezhi ober buanoc'h.
Dishañval e oa Breizh, ya, peogwir e tarzhe buan an traoù eno, ha peogwir e oa manifestadegoù bras, evel re brezel an artichaod, e BroLeon. Gant seziz isprefeti Montroulez e oa krog an traoù, e 1961. Un arouez n'oa ken koulskoude. Met alies e veze taer respont ar Stad: ne gomprene ket pezh a c'hoarveze, ha ne felle ket dezhi, e mod ebet, plediñ gant goulennoù dibar ar Vretoned.
War an dro, hag aze emañ an digenveizad, eo harpet avras ar jeneral de Gaulle, Pompidou ha Giscard gant Breizh. Adu gant an tuioù dehou ha kreiz e chom Breizh ahed ar marese.

Skrivet eo ganeoc'h e oa labouradeg SudAvitation, e Kêrvegon, ar c'hentañ hini dalc'het e miz Mae 1968. E Breizh e krogas an traoù, neuze!
GwirBater. Dre zegouezh, marteze. Dalc'het SudAviation d'ar 14 a viz Mae. Antronoz an devezh harzlabour hollek, aenep d'ar bec'h war studierien ar C'harter Latin e Paris. Deroù an harzlabour hollek brasañ e istor BroC'hall an hini e oa.

Goude bezañ lennet ho levr eur souezhet ne vije ket bet muioc'h a dud varv. N'eus bet hini ebet e Breizh. En Naoned, pa oa bet taget ar prefeti gant ar studierien, en doa goulennet ar prefed aotre da dennañ. Nac'het outañ...
Kreñvkenañ e oa bet al luskad e Breizh; hogen sioul hogos e pep lec'h, nemet en Naoned. Dibar eo an Naoned e Breizh. Kann a oa bet e fin meur a vanifestadeg. E miz C'hwevrer 1968 e oa krog an traoù, pa oa bet dalc'het ar rektordi gant studierien. Re daer e oa bet ar prefed: bazhataet ar studierien, harzet o fennoù... Trenket ar soubenn emodse, hag aet an traoù war daeraat. D'an 13 a viz Mae, da skouer, e oa barrikadennoù diouzh noz, kann gant ar polis, ha tud gloazet eleizh.

Diaes d'ar stourmerien en em glevout, evel e lec'h all: studierien, micherourien, kouerien...
Dagentañ e oa bet dizemglev, pe diouer a anaoudegezh etrezo. Harzlabour an 13, da skouer, a oa bet lañset gant ur sindikad kelennerien, ha chomet diseblant micherourien zo: perak stourm evit studierien, bourc'hizien anezho? Met dre gaozeal e oa tostaet micherourien ha studierien e–kerzh darvoudoù miz Mae. Un dra nevez an hini e oa, gant efedoù war harzoùlabour ar bloavezhioù 1970. Kalz studierien, bet pe avremañ, a gaved er strolladoù skoazell, evel hini ar Joint Français.

Ar skolioùmeur ivez a oa o cheñch, e Brest dreistholl: pobleloc'hpoblelañ orin ar studierien?
Dav tennañ kont eus an drase. Aet an niver a studierien war gresk, gant bugale eus ar renkadoù etre, eus ar renkadoù poblel awechoù. Bugale munut o orin, dezho tud laboureriendouar, artizaned, kenwerzhourien vihan... Hag int d'en em gavout er skolioùmeur. Cheñchet an traoù, neuze.
Ouzhpenn se e oa ur c'hoant mont wardu ar bobl, en em gavout ganti, komz ganti, dindan levezon mennozhioù an tu kleiz pellañ. Dishañval penndabenn e oa ar gwirvoud sokiologel diouzh ar raksoñjoù ekeñver Mae 68: ouzhpenn bourc'hizien Paris a oa war ar barrikadennoù.

En diwezh e chomas ar stur e daouarn ar jeneral de Gaulle. Hag ar bihanniver a oa bet perzh el luskad, emezit–c'hwi...
Ya. Sebezus eo an niver a dud oc'h ober harzlabour, o vanifestiñ... Met buan awalc'h e voe nec'het ar muiañniver didrouz. Anv eus an arvar komunour a voe graet gant ar gouarnamant, daoust d'ar Parti Communiste da vezañ sioul. Hag efedoù a voe en dilennadegoù e 1968. An dud reizh, eus an tu kreiz, a yeas niverus da votiñ da zifenn ar Stad hag ar jeneral de Gaulle.

Anv zo ivez en ho levr ganeoc'h eus an dekvloaziad daheul. Er stourmoù sokial hag ekologel e vefe hêrezh miz Mae 68?
GwirBater. Betek 1975 en doa padet ar Mae breizhat, evit ar pezh a denn eus ar sokial. Luskadoù bras a oa bet. Harzoùlabour tenn, hir, aenep da renerien na felle ket dezho kaozeal. Harzoùlabour dibar ivez, evel hini ar Joint Français a oa broadel e reuz. N'o doa ket goulennoù a zispac'h: kreskiñ o goproù alive gant re uzinoù Paris, hag un trizekvet miziad. Ar rannvro abezh a oa perzh ha kengred gant an harzerienolabour: an dud, ar c'hêrioù, an arzourien... Goulenn kreskiñ ar goproù a veze goulennet dreistholl, e kalz uzinoù bihan. Pergen re gounezvouedel, elec'h ma veze gwallgaset ar vicherourien, maouezed aliesmat.

Penn kentañ ar stourmoù ekologel e oa ivez?
An enkadenn, kresk an dilabour... Diaes bezañ an tu gounid gantañ adalek kreiz ar bloavezhioù 1970. En em zifenn a rae an dud kentoc'h, evit ma ne vije ket serret uzinoù, ma ne vije ket kollet labour. Ul lodenn eus al luskad sokial, hag ar re yaouank, en em daol d'ar stourmoù aenep d'an nukleel, e Pentelloù, en Erdeven, pe e Plougoñ. Efedoù o deus ar gwallreuzioù ekologel, al lanvioù du. Aze emañ Breizh e penn an traoù. Dreistordinal e oa al luskad eno, dreistholl e Plougoñ.

Ha distro e oa ar mennozhioù breizhat d'an dachenn bolitikel?
Ya, met diwar ziazezoù all. Fallput e oa skeudenn an Emsav warlerc'h ar brezel, abalamour d'e re o doa kenlabouret. Aze e teu da vezañ pozitivel. Ur c'hemm politikel pouezus a oa: gant an tu kleiz hag an tu kleiz pellañ ez a ar stourm breizhat. Mare an FLB e oa ivez. Bez' e oaeñ ivez o cheñch, o vont wardu mennozhioù an tu kleiz pellañ breizhat.
An identelezh vreizhat ivez a zeuas da vezañ pozitivelmat, goude bezañ bet kaset diwar ar speredoù epad ugent vloaz. Goulennoù a veze graet evit ar yezh, evit ma vije kelennet. Diwar se e voe krouet Diwan e 1977. Ur revival zo bet, un adc'hanedigezh sevenadurel: bras pouez ar sonerezh hag ar ganerien, darempredet stank ar festoùnoz anevez...

Un hêrezh da Vae 68 eo?
Din ez eo. Sellit 'ta: kalz studierien ha ne oant ket eus BreizhIzel, e Roazhon da skouer, a reas anaoudegezh gant sevenadur Breizh, gant he dañsoù... Lod zo bet desket ar yezh ganto. Ur darvoud nevezflamm e oa. Diorren ar goulennoù rannvroelour eo an eil, douget gant an tu kleiz pellañ hag ar Parti Socialiste.

Deoc'h e oa achu ar marese e 1981?
Deompni, istorourien, eo ar bloavezhioù 68 ar prantadamzer etre fin brezel Aljeria hag ar cheñchamant tu politikel c'hoarvezet er vro e 1981. Seul wiroc'h eo e Breizh. Beteken e oa gwelet Breizh evel un dachenn e dalc'h an tu dehou. Uheloc'h an disoc'hoù anezhañ e Breizh ekeñver ar geidenn vroadel. Krog penn ar vazh da cheñch d'ar marese, hag e 1981 e oa ar wech kentañ da Vreizh bezañ adu gant an tu kleiz. Tosttost e oa Mitterand d'ar muiañniver (49,2%), hag ar «wagenn roz» a voe kaset d'ar Gambr ganti 19 kannad PS diwar 33. Aze e oa ur cheñchamant da vat, padus e efedoù. Din eo un efed dieeun eus Mae 68: hejet ha modernaet ar gevredigezh gantañ, ha gant stourmoù ar bloavezhioù 1970 war e lerc'h.

© RAYNAUDONKERZERHO Maiwenn, «Christian bougeard:“Mai 68 a été très puissant en Bretagne”», Bretons, miz Genver 2018.




—— GERIAOUEG ——
AN ARMERZH = AN EKONOMIEZH*
AN AROUEZ* (le symbole)
AN ARVAR (le péril, le danger)
BAZHATA (matraquer; frapper à coups de bâton)
DAGEÑVER (à l'occasion de)
AN DIAZEZ (la base)
DIBAR (unique)
DIEEUN (indirect)
AN DIGENVEIZAD (le paradoxe)
AN DIOUER A (le manque de)
ELEIZH = KALZ
EN EM DEULER DA (se consacrer à)
AN ENKADENN* (la crise)
ESTREGET (il n'y a pas que)
EUR (on est)
GLOAZAÑ (blesser)
GOUNEZVOUEDEL (agroalimentaire)
AR GWALLREUZ (la catastrophe)
AR GWIRVOUD (la réalité)
HARPAÑ = SOUTEN
HEJAÑ (secouer)
HOGOS = KAZI
KANN*, AR GANN (la bagarre, la rixe)
KEIDENN*, AR GEIDENN (la moyenne)
KEMM, AR C'HEMM = AR CHEÑCHAMANT
KENGRED GANT (solidaire avec)
KENTOC'H (plus tôt, avant)
KÊRVEGON (Bouguenais) → BEGON
KOUER = PEIZANT
AL LABOURADEG* = AN UZIN*
AL LEVEZON* (l'influence)
AL LUSKAD (le mouvement, la mobilisation)
AN NEC'H (l'inquiétude)
OBERIANT (actif)
PENTELLOÙ (le Pellerin)
PLEDIÑ GANT = OBER WARDRO
POBLEL (populaire)
AR RAKSOÑJ (le préjugé)
REIZH (modéré)
AR RENKAD* (la classe sociale)
SEBEZUS (stupéfiant)
SEUL OC'H (d'autant plus)

Aucun commentaire:

Publier un commentaire