8 février 2016

Tresadennoù (3)






© diwar dresadennoù gant MAN, embannet er Midi Libre, miz Genver 2016.

Tresadennoù (2)





© diwar dresadennoù gant MAN, embannet er Midi Libre, miz Genver 2016.

Tresadennoù (1)





© diwar dresadennoù gant MAN, embannet er Midi Libre, miz Genver 2016.

18 janvier 2016

Bezañ vaksinet pe chom hep bezañ vaksinet?

D'ar Meurzh 12 a viz Genver he deus embannet Marisol Touraine – Ministrez ar Yec'hed – divizoù evit ma vo maget fiziañs er vaksinoù adarre. Evit poent e ranker ober tri anezho: difteriezh, poliomielit, tetanoz. Skrivet eo el lezenn: n'hall ket ar vugale bezañ skoliataet hep bezañ bet vaksinet ouzh an tri c'hleñved–se. Gant Kuzul–Meur ar Yec'hed Foran ez eus bet kinniget o aliañ, ha neket o rediañ. Setu pal ar c'hendiviz a vo roet lañs dezhañ en nevezamzer gant ar vinistrez: ober ur choaz etre ar redi hag ar c'huzul. A bep seurt tud a gemero perzh ennañ: skiantourien, mezeien, kevredigezhioù, aozadurioù, hag an dud ivez, dre ar genrouedad.

Abaoe dekvedoù ez eus c'hoarvezet aferioù e–leizh: ar gwad kontammet, an hepatit B, an hormonoù kreskiñ, ar grip A, ar Mediator... Kement–se en deus lakaet ar C'hallaoued da gaout douetañs ha disfiziañs ouzh ar vaksinoù. Warlene e vije bet lakaet ar vrec'h gant 46% hepken eus ar re en arvar rak ar grip. Tud zo o deus nac'het vaksinañ o c'hrouadur memes, abalamour d'ar produioù enno (aluminiom, merkur...) ha d'an efedoù war hir dermen. Arguzet o deus ar re–se dirak al lez–varn o tamall d'ar Stad emellout eus yec'hed an dud: dezho e tlefe bezañ hiniennel un dibab ar seurt. Da ziwall zo, koulskoude, hervez mezeien zo: abalamour d'an diouer a vaksinadurioù e vefe aet ar ruzell war wel en–dro e Europa.



GERIAOUEG
AN HEPATIT = AN AVUFO
HINIENNEL (individuel, privé)
KENDIVIZ, AR C'H— (la concertation)
KENROUEDAD*, AR G— = INTERNET
AR MERKUR = AR BEVARGANT
MEZEIEN, AR V— = AR VEDISINED
AR RUZELL* (la rougeole)
TAMALL DA (accuser, blâmer)

11 janvier 2016

Obama: ya, gallet 'neus?

Gwiraourez ha kelennerez eo Anne Deysine diouzh he micher. Arbennik eo war ar Stadoù–Unanet, war ar politikerezh hag ar gwir eno dreist–holl. Amañ–dindan emañ he respontoù diwar–benn respedoù Barack Obama, dilennet 8 vloaz zo dija.


ARTE: Abaoe seizh vloaz emañ Obama e penn ar Stadoù–Unanet. Eus petra e talc'hor soñj etouez ?
ANNE DEYSINE: Pa oa bet dilennet da brezidant ne veze ket gwerzhet an tiez ken. Tud dilabour e–leizh a oa, muioc'h–mui bep sizhun... Darbet eo bet d'ar bankoù tarzhañ, ha d'ar greanterezh kirri–tan mont da get. Da gentañ en deus saveteet ar vro diouzh an enkadenn. 900.000 labour zo bet krouet, aet eo koll ar stad war zigresk. Hervezon eo pozitivel–kenañ bilañs ekonomikel Obama. Koulskoude n'eus nemet 40% eus an Amerikaned a zo laouen gant ar pezh graet gantañ. Votet eo bet an Obamacare, al lezenn e–keñver ar yec'hed hag ar gwarez sokial, daoust m'eo bet luziet–kenañ an afer. A–drugarez dezhi ez eus kretaet 18 milion a Amerikaned en ur ober daou vloaz.

ARTE: Hag ar politikerezh diavaez?
ANNE DEYSINE: Sinet eo an emglev gant Iran, distennet an traoù gant Kuba, daoust da rebechoù ar republikaned. Aet eo kuit an arme amerikan diouzh Irak hag Afghanistan, evel ma oa bet prometet e 2008. Aet eo ar c'haozeadennoù war–raok war an TAFTA, an emglev treuzatlantel. Obama a blijfe dezhañ e savfe a–du ar C'hongres gant an emglev–se, evit ma vefe aesoc'h ar c'haozeadennoù gant lod broioù e Azia, ha stourm ouzh levezon Sina. N'en deus ket gallet, avat, lakaat al lezenn diwar–benn an enbroañ da dalvezout. Ar republikaned zo savet a–enep.

ARTE: E 2008 e oa promesaoù ha spioù. Ha dalc'het en deus Obama d'e c'her?
ANNE DEYSINE: N'en deus ket, evel–just. Abalamour d'ar C'hongres da gentañ. Dav eo gouzout n'eo ket holl–c'halloudus ar prezidant er Stadoù-Unanet e–giz e Bro–C'hall. N'hall ket mont war–raok hep mouezh ar C'hongres. Hennezh a dal ouzh Obama, dre m'emañ ar muianiver eno gant ar republikaned. N'hall ket ar prezidant ober kalz tra, a–zivout an armoù, da skouer. Se zo kaoz en deus lavaret n'eus ket pell e tlefe ar bobl amerikan «ober enep–lobbying» evit bezañ pouez–ha–pouez gant ar C'hongres. Ur gwir c'halloud zo gant ar justis ivez er Stadoù–Unanet. A–benn ar fin eo diaes ober ur bilañs.

ARTE: Petra emañ o vont d'ober a–benn fin e resped?
ANNE DEYSINE: Dav eo mont pelloc'h gant an enbroañ, ar c'hontrol war an armoù, an endro... Er brezegenn dirak ar C'hongres, e miz Genver, en doa meneget meur a dra a–bouez evit dazont Amerika. Reiñ ur chañs da bep hini, reiñ labour da bep hini. Ar surentez sokial hag armerzhel eo kement–se, neuze. Goude–se ar surentez diabarzh, hini ar Stadoù–Unanet, o stourm ouzh ar sponterezh. En diwezh en deus graet anv eus ar bec'h gant ar C'hongres, peogwir eo bet ar brasañ skoilh en deus miret outañ da vezañ oberiantoc'h.

© diwar CAPDEVIOLE Helene, "Obama a un vrai bilan économique positif", Arte, d'an 13 a viz Genver 2016.


GERIAOUEG
ARBENNIK WAR (spécialiste de, expert sur)
A–ZIVOUT = E–KEÑVER
ARMERZHEL = EKONOMIKEL
BEZAÑ DARBET (être presque, sur le point)
DELC'HER D'E C'HER (tenir sa parole)
E–LEIZH = KALZ
AN ENKADENN* (la crise)
AR GREANTEREZH (l'industrie)
AR GWIRAOUR (le juriste)
KOLL, AR C'HOLL (la perte, le déficit)
KRETAAT (assurer)
AL LEVEZON* (l'influence)
LUZIET (compliqué)
AR MUIANIVER (la majorité)
OBERIANT (actif)
AR RESPED (le mandat)