26 septembre 2016

Petra 'po?

Al legumaj n'eus ket blaz al legumaj warno ken. Araok pell ne vo ket awalc'h a gig evit an holl. Rouez e teu ar pesked da vezañ er morioù. Klañv e vezer abalamour d'ar pezh debret ganeomp zoken. Ahervez e vo retgroñs cheñch hon doareoù debriñ en dazont. Met petra emaomp o vont da zebriñ?


FARDET E VO BOUED GANT MEKANIKOÙ 3D
Diouer a amzer, diouer a youl... Nebeutoc'hnebeutañ e vez fardet boued er gêr. Brasañ mignon an dud didalvez eo ar skinfornioù en deiz a hiziv. Kevezerezh a vo koulskoude en bloavezhioù a zeu, gant ar mekanikoù 3D. N'eo ket tommañ pe diskornañ a c'hallint ober; keginañ ne lavaran ket. Kerkent hag enaouet an ardivink e krogo e vrec'h da fardañ ur meuz. «Kementse n'eo ket skiantfaltazi. An teknologiezhse zo anezhi dija» eme Freddy Thiburce, rener ar Greizenn Geginerezh Avremañ e Roazhon. Gant un embregerezh katalanat ez eus gwerzhet mekanikoù barrek da aozañ boued diwar danvezioù simpl: sukrerezhioù, gwastili, toazennoù, pizzaoù... «En dazont e vo muioc'h a danvezioù er mekanikoù. Peadra da fardañ diwar eleizh a sekredoù kegin enrollet pe bellgarget».

AMPREVANED 'PO?
Skrilhedkranked–radenkilheien–raden... Pell zo e reer anv eus an amprevaned: sañset int bezañ bouedmarmouz an dazont. Un drederenn eus an dud a zebr amprevaned, e Azia hag e Kreiz–Amerika dreist–holl. Metdister eo ar marc'had–se e Europa. Eno e vez heuget kalz tud gant al loened bihan–se, daoust dezho bezañ temzet, da skouer gant kumin pe sezam. Koulskoude e c'hallfent bezañ debret muioc'h–mui. Hervez Aozadur ar Broadoù Unanet evit ar Magañ hag al Labour–douar e c'hallfent mirout ouzh an naon d'ober e reuz. E–lec'h ar c'hig e c'hallfent bezañ debret: an amprevaned ivez zo e–leizh a brotein enno. Ouzhpenn se eo skañvoc'h efedoù ar produiñ (12 gwech nebeutoc'h a vouedbevezet e–keñver ar c'hig).

'PO KET SUKR?
Imbourc'her er CNRS eo Gilles Fumey, ha dezhañ ez aio kuit ar sukr diouzh taol: «par e vo ar brezel ouzh ar sukr d'an hini zo bet ouzh ar butun». Estreget ar stevia a c'hallo e erlec'hiañ. E koadoù trovanel Afrika ar C'hornôg, pergen e Ghana, e vez gounezet frouezh a–vent gant ar c'herez: ar mirakulin. «Irin ar burzhudoù» a vez graet anezho. Adrugarez dezho ne vez ket klevet ar blaz trenk ken gant an empenn: sukret e seblant ur sitroñsenn bezañ evel un aval–orañjez. Padus eo an efedoù, e–tro un eurvezh. Abalamour da lobby ar sukr hag ar c'hwekauzennoù eo berzet e Europa c'hoazh, met er Stadoù–Unanet eo bet meneget evit stourm ouzh an teuc'hder, o reiñ saour d'ar boued digalori.

LEGUMAJ 'PO?
Abaoe pell e vez ar c'hig pe ar pesked ar meuzioù pennañ, hag al legumaj an eilmeuz, tra ken. Ha cheñchet e vo penn d'ar vazh? Hervez Gilles Fumey «ne vo ket ar c'hig kalon ar meuz ken. Liesseurtoc'h e vo ar magañ. Er rummadoù yaouank ez eus muioc'h a dud kontant da chom hep debriñ kig ingal, debrerien glasvez en o zouez». Evit ar mare eo bihan a–walc'h an niver a zebrerien glasvez e Bro–C'hall (3%), e–keñver Breizh–Veur, da skouer.Raksoñjoù o dez an dud: divlaz e vefe ar meuzioù vejetarian, war–bouez hini ''ar re nebeud''. Aze emañ an dalc'h: ret e vo cheñch sell an dud, diskouez dezho n'eo ket ar meuzioù «glas» un diouer, met un doare da adkavout ar saour. Penn–keginerien zo krog d'en ober, evel Joel Robuchon: «keginerezh an dek bloavezh kentañ eo ar glasvez: ne oar ket an dud pegen mat e c'hall bezañ ur pladad piz–rous, kourjetez pe soja!».

LOUZEIER 'PO?
Bec'h d'ar chaous ha d'an amann: fardañ yac'h a ranko ar geginerien ober! War ar marc'had ez eus traoù mat dija evit dijeriñ, evit ar startijenn pe evit an difennoù naturel. Evit o brudañ e reer gant anvioù nevez: louzavoued, supervoued... Muioc'h–mui anezho a gavot er stalennoù. Ur benveg meur e tleo ar geginerezh bezañ evit gwareziñ ar yec'hed. Gwerzhet e vo boued rouez evit ar mare, an darn vrasañ anezho gounezet e Amerika ar Su: plantennoù evel an asperjez–mor (38% a brotein), ed evel ar rika–rika...
Produiñ yac'hoc'h, doujañ an natur: a–du emañ Massimo Bottura gant ar mennozh–se. Emañ l'Osteria Fracescanawar e anv, dilennet da gwellañ preti ar bed. «Lakaat an dud da zebriñ yac'hoc'h eo hon dever. N'eo ket dav produiñ muioc'h. Dav eo produiñ gwelloc'h, paouez da foraniñ ken–ha–ken. Er bed avremañ ez eus 860 milion a dud naonek, 1.4 miliard a dud dreistpouez, ha 33% eus ar boued taolet d'al lastez».

TOMATEZ 'PO ENDRO?
14kg a domatez a vez debret dre zen e BroC'hall bep bloaz. Koulskoude e vefe aet blaz ar frouezhse da get. Piv zo kaoz? Ar greanterezh gounezvouedel, war a lavar Laurent Bergé, an Naonedad e penn AOG tomatez ha konkombrez. «Dibabet ez eus bet lod greun gant an haderien, peogwir e veze goulennet tomatez padus gant an dasparzherezh, rak an treuzdougen. Ar ouenn Daniela, da skouer, a c'hall chom ruz ha tenn he c'hroc'hen epad teir sizhun. Blaz n'he deus ket avat». Penaos reiñ saour d'an tomatez endro? Er StadoùUnanet e klask imbourc'herien zo uhelaat feur ar sukr enno, o kemmañ ar c'henenn SIGLK2. E BroC'hall eo dishañval an hentenn. Krog eo ar broduerien da hadañ gouennoù all: «ne fell ket deomp e vo gounezet ar memes tomatez e pep lec'h er bed». Ret eo d'ar vevezerien doujañ ar c'houlzoùamzer ivez, o prenañ tomatez etre miz Mae ha miz Gwengolo. Ha «kompren eo divlaz an tomatez a c'haller c'hoari tennis ganto: dav eo dibab ar re n'int ket krenn, prenañ ar re dishañval o liv, gounezet gant legumajerien».

HAMBURGER 'PO?
Ar meuz muiañ debret e oa an hambergerioù e Bro-C'hall e 2015: 1.19 miliard anezho zo bet gwerzhet (+11%). Dibaouez eo ar c'hresk: dre drizek eo bet lieskementet marc'had ar baratouseg en ur ober trizek vloaz (dre dri evit ar bara pokhapok). «Tamm–ha–tamm eo bet degemeret hag azasaet an hambergurioù ouzh ar boazioù gall. Da gentañ e veze fardet er stalioù fastfood hepken. Arouez ar boued fall e oa neuze, da vare José Bové. Bremañ e kaver burgerioù en holl ostalerioù. Moarvat e vo digoret stalioù adarre, o werzhañ burgerioù a galite» eme Remy Lucas. Kuzulier war ar magañ eo hemañ. Diaes eo dezhañ diouganiñ peseurt meuz a c'hallfe peuriñ e park ar burgerioù, met ar croque–monsieur zo meneget gantañ. Prim e c'hall bezañ debret. Aes e vefe brudañ anezhañ: ur meuz hengounel eo, keginet diwar danvezioù lec'hel, ha «liammet ouzh ar bugaleaj». Gwellaat an doare fardañ a vo ret avat, peogwir e vez «fardet fall hiziv, gant bara fall».

SOYLENT 'PO?
E–lec'h boutailhoù dour e c'haller prenañ boullouigoù, ur c'hroc'hen bezhin endro dezho. En o fezh e c'hallont bezañ lonket. Ha debret e vo e–giz–se en dazont? Er Silicon Valley emañ Rob Rhinehart o klask peuraozañ boued dourennek. Dindan daou vunut e c'haller debriñ e bred o lonkañ ur werennad Soylent. Ret eo meskañ dour gant poultr Soylent, ennañ sodiom, karbohidratoù, protein ha danvezioù ar seurt. Ur banne zo trawalc'h evit gwalc'hañ ezhommoù an den! Ahervez e vefe lonket dija gant embregerien ha tud tik gant ar c'hoarioù video. Hogen n'eo ket bet trec'het an NASA gant ar boutailhoù gwenn–seNoazus e vefe da spered an astraerien bezañ maget dre zourennoù: ur mare sioul ha plijus e tle ar predoù bezañ. Fall e vefe d'o c'horf ivez: evit lañsañ an dijeriñ e ranker chaokat.

© diwar PEDRO Alexandre, Ce que vous mangerez dans 10 ans, Society, miz Gwengolo 2016.


== GERIAOUEG ==
ANVADUR A ORIN GWAREZET (AOP)
AN ARDIVINK = AR MEKANIK
AZASAAT OUZH (adapter à)
BERZAÑ (interdire)
BEVEZIÑ (consommer)
AR C'HWEKAUZENN* (l'édulcorant)
AN DASPARZHEREZH (la distribution)
AN DEBRER GLASVEZ (le végétarien)
DIDALVEZ (feignant)
DIOUGANIÑ (prédire)
DOURENNEK (liquide)
AN EMBREGER (l'entrepreneur)
FORANIÑ (gaspiller)
GENENN*, AR C'HENENN (le gêne)
GOUENN*, AR OUENN (la variété, l'espèce)
GOUNEZVOUEDEL (agroalimentaire)
AR GREANTEREZH = AN INDUSTRIEZH*
AN IMBOURC'HER (le chercheur scientifique)
KILHOG–RADEN, AR C'H (la sauterelle)
KRANKRADEN, AR C'H (le criquet)
KRENN = RONT
LIESKEMENTIÑ (multiplier)
NOAZUS (nuisible)
PIZROUS (des lentilles)
AR RAKSOÑJ (le préjugé)
AR SAOUR (la saveur)
AR SKRILH (le grillon)
TEMZAÑ (épicer, assaisonner)
AN TEUC'HDER (l'obésité)
TROVANEL (tropical)

6 juin 2016

Bugale boomerang.

Ouzhpenn ar re yaouank a zo diaes dezho kuitaat ti o zud ez eus muioc'hmui anezho o tont endro, goude bezañ bet emren epad un nebeud bloavezhioù. Bugale boomerang a vez graet eus ar c'hrouadurioù oc'h ober o distro emodse, abalamour d'an enkadenn ha da red ar vuhez.


Nevez zo en deus embannet an Diazezadur Abbé Pierre ur studi a–zivout an diaesterioù lojañ evit ar re yaouank. Savet eo bet diwar disoc'hoù un enklask gant an INSEE e 2013. En deiz a hiziv e tle 4,5 milion a oadourien yaouank chom da vevañ e ti o zud. Evit skeudenniñ an afer–se o deus graet ar mediaoù anv eus Tanguy, ar film gant Etienne Chatiliez. Ennañ e ra ur c'houblad pinvidik e seizh gwellañ evit kas kuit o mab diouzh o zi. Hennezh, ur studier 28 vloaz, a ra e vad eus an neizhig evit kas da benn un dezenn hag a zo he danvez «diorren an dangorelezh e Bro–Sina».

E 2001 e oa aet ar gomedienn–se er–maez. Hag a–vremañ eo chomet? Tamm–pe–damm. Abalamour d'ar feurmoù bezañ ker–ruz e tle un toullad tud yaouank chom gant o zud: 1,9 milion a studierien hag 1,5 milion a labourerien. Met ouzhpenn se ez awar gresk an niver a dud deuet yaouank o tont en–dro da di Tadig ha Mammig, goude bezañ aet eus ar gêr. Ar re–se n'emaint ket e–touez an Danguyed, met kentoc'h e rummad ar vugale boomerang.

Gant ar sokiologourez kanadat Barbara Ann Mitchell eo bet kavet an dro–lavar–se. Aes eo da gompren: kerkent kimiadet hag aet kuit diouzh ar gêr e ra ar bugel boomerang hanterdro, hag eñ d'en em gavout e ti e dud a–nevez a–raok m'o dije–int gallet laouenaat gant an disparti.

E 2013 e oa 338.000 a dud e Bro–C'hall o doa graet o distro e–giz–se – tud koshoc'h eget 25 bloaz ha n'int ket studierien. Urcome–back falloc'h e vrud eget hini ar Rolling Stones... E 2002 e oant 282.000 er memes stad. En ur ober dek vloaz en deus kresket an niver a vugale boomerang, neuze: +20%. Ur gwir emdroadur, brasaet gant enkadenn al lojeiz, gouzañvet gant oadourien koshoc'h zoken. Hervez an Diazezadur Abbé Pierre e vefe distroet e–tro 479.000 a dud koshoc'h eget 35 bloaz, en abeg d'an torr–dimeziñ, an dilabour pe ar yec'hed.

A–bouez eo diforc'hiñ an emzalc'hioù an eil diouzh egile, avat. Evel brennig ouzh ar roc'h eo stag Tanguy, abalamour d'arbsikologiezh. Ar vugale boomerang, avat, zo rediet da chom gant ar bec'h ekonomikel. Hervez ar bredvezeg Stephane Clerget e vefe aet da ordin: «gwechall e oa dav dimeziñ ha mont kuit evit bezañ sellet evel ur gwaz. Dinatur e oa distreiñ, ha pa vijed bet gwallskoet. Biskoazh c'hoazh n'oa chomet ar baotred ken diwezhat e ti o zud ha hiziv. Pinvidikoc'h ha yac'hoc'h e vez ar re gozh: prantadoù distreiñ a c'hall bezañ.»

Met n'eo ket didrubuilh ur vuhez ar seurt. Tud zo o dez ar santimant eo ken pegus o bugel hag ar sparadra ouzh barv ar c'habiten Hadok, hep gouzout diaesterioù o c'hrouadur. Mezh a vez war ar vugale boomerang o tont en–dro. O klevout gourc'hemennoù evel «dastum da loeroù!» pe c'hoazh «gwalc'h da volenn!» en em santont lakaet da vugale c'hoazh. A–bouez eo en em glevout war reolennoù da zoujañ, evit ma ne vefe ket reuz en ti. Da gentañ komz evit kompren ar rag hag ar perag eus an distro. Da c'houde rannañ sklaer ar c'hefridioù hag an dispignoù, hag embann fraezh ha sklaer pezh asantet ha pezh n'eo ket (pediñ ur muiañ–karet, da skouer). En diwezh e c'hall bezañ frouezhus deiziata an disparti, evit broudañ al labous da nijal kuit en–dro – ur seblant fall eo ma lavar ho pugel e teu en–dro evit skrivañ ur romant par da Aotrou ar Gwalennoù!

Da ziwall zo, rak ur bugel boomerang a c'hall mont da Danguy ma'z eo laouen evel an heol e ti e dud. Pe gwashoc'h: mont da Hikikomori, evel ar Japaniz yaouank en em serr en o c'hambr evel en ur c'hreñvlec'h. Se zo kaoz e c'hall bezañ efedus deviñ ur meuz pe un t–shirt ur wech an amzer...

© diwar SANTOLARIA Nicolas, Ne confondez pas les Tanguy & les Boomerang Kids,
Slate.fr, d'an 10 a viz Kerzu 2015.

== GERIAOUEG ==
AZIVOUT = DIWARBENN
AR BREDVEZEG (le psychiatre)
BROUDAÑ DA (inciter à)
AN DANGORELEZH* (la subjectivité)
AN DIAZEZADUR (la fondation)
DIFORC'HIÑ DIOUZH (différencier de)
EMREN (autonome)
AN EMZALC'H (le comportement)
EN UR OBER (en [durée])
FRAEZH (distinctement, clairement)
HA PA (quand bien même)
KEFRIDI*, AR GEFRIDI (la tâche; la mission)
KIMIADAÑ DIOUZH (faire ses adieux à)
AR MEUZ (le plat cuisiné)
AN OADOUR = AN DEN DEUET (l'adulte)
PAR DA (équivalent à)
AR PRANTAD (la période; le moment)
PSIKOLOGIEZH*= BREDONIEZH*

30 mai 2016

Diskoulmoù evit distankañ.

E 1994 e voe peurachuet henttro Naoned. Daou vloavezh warnugent o doa padet al labourioù evit terañ an 42 gilometr ha sevel an 23 dor. Araok pell e krogo labourioù evit e neveziñ, hag aesaat an tremen war an dro.




An neb o vleniañ warnañ a oar mat e vez dav kaout pasianted, eus ar c'hreisteiz d'an hanternoz diouzh ar mintin hag eus an norzh d'ar su diouzh an abardaez... En ur ober dek vloaz en deus kresket kalz an tremen (+12% evit ar c'hirri–tan, +10% evit ar c'hirri–samm) … hag ar stankadoù! Lod hentoù a dremen warno muioc'h eget 100.000 karbed bemdez, er c'hornôg hag en hanternoz dreist–holl. Ganto eo aet war vrasaat ar saotradur hag ar gwallzarvoudoù ivez.

Poblañs ar veurgêr a gresko a vloaz da vloaz, a ouzer a–walc'h. Diorren an treuzdougen ne vo ket a–walc'h evit kempouezañ an emdroadur–se. Niverusoc'h–niverusañ e vo ar c'hirri, neuze: +22% war an hent–tro a–benn 2035, hervez studioù zo. Anat eo n'hallo ket lec'hioù zo ''lonkañ'' kement–se a otoioù: ar biz, ar mervent hag ar pontoù.

Intrudu a oa bet kemeret dija: bevenniñ an tizh e lec'hioù zo, ouzhpennañ ur forzh e Chevire. Chanterioù all a grogo dizale. A–hed an hañv e vo kreñvaet pont ar Beaujoire. E miz Gwengolo e vo adaozet dor ar Chapel, evit ma ne vo ket beuzet an hent ken gant stêr Gesvres – dre seizh gwech e oa c'hoarvezet e 2013–2014. En diskaramzer e vo staliet gouleier mont e–barzh e dor Anjev, evel ma oa bet graet kostez Sant–Ervlan ur wech bennak. E dibenn ar bloaz e vo labourioù bras etre dor Orvez ha hini Roazhon. A bep tu e vo ouzhpennet un trede forzh a vez graet «kroazigell» anezhi. A–hervez e vo aesoc'h an tremen ganti. Dor Reudied a ranko bezañ adaozet ivez, a–raok ma vo digoret ar MLB nevez.

Evit mont pelloc'h ganti ez eus bet roet lañs d'un enklask foran gant ar Stad hag ar strollegezhioù lec'hel. Pep hini a c'hall reiñ e soñj diwar–benn «poentoù meur e–keñver an adaozañ» evit an ugent vloaz a zeu. E–touez ar chanterioù all a c'hallfe bezañboulc'het deiz–pe–zeiz emañ dor Gesvres, rak un hent ur forzh hepken zo a bep tu, war–du gourhent Paris pe war–du dor Roazhon. Gallout a rafe Chevire ha Bellevue dont da vezañ pontoù c'hwec'h forzh.

Dilennidi ar rannvro, avat, a gav dezho e vefe efedusoc'h sevel ur pont nevez, etre Naoned ha Sant–Nazer. Hervez Bruno Retailleau e vefe «an doare nemetañ evit ma ne vo ket stanket an hent–tro ken». Evit ar bez–prezidant eo «rekis evit hon diorren ekonomikel hag evit an aerborzh nevez. Deomp–ni eo da brederiañ war hir dermen». N'emañ ket a–du an departamant koulskoude. Dezhañ e vefe «didalvoud»: re uhel ar c'houst, re vihan an tremen. Sevel krenn a ra an ekologourien ivez a–enep ar mennozh, abalamour d'ar paludoù war ribl al Liger bezañ gwarezet.


== GERIAOUEG ==
BEZAÑ ANAT (être évident)
BEVENNIÑ (limiter)
BOULC'HAÑ (entamer)
AR FORZH* (la voie routière)
KEMER INTRUDU (prendre des initiatives)
KARBED, AR C'HARBED (le véhicule)
KRENN (net, complètement)
KROAZIGELL* AR G— (l'entrecroisement)
MLB = MARC'HAD A LAZ BROADEL (MIN)
AN NEB = AN HINI
REKIS (indispensable)
AR STANKADOÙ (les bouchons de circ°)
AR STROLLEGEZH* (la collectivité)
TERAÑ = KOULTRONIÑ (goudronner)
AN TREMEN (le traffic)
WAR AN DRO (par la même occasion)

9 mai 2016

God save the queen.

90 vloaz eo Elesbed II. Homañ eo ar rouanez he deus bevet ha renet ar pellañ e Breizh-Veur. Dindan he beli he deus anavezet he bro e-leizh a gemmoù, rak kentañ ren ar mare post-modern eo he hini. P'o deze bec'h he sujidi d'en em gustum ouzh ar cheñchamantoù-se e vezent dinec'het gant arouez ar Rouanez. Hervez David Cameron eo bet-hi evel «ur roc'h evit ar vro, ar Commonwealth, hag ar bed meur a wech».


Evit poent e veze graet ''mare Elesbed'' eus ren Elesbed Iañ, etre 1558 ha 1603. «Fiziañs, astenn ha beli eo gerioù-stur mare Elesbed I», eme Chris Rojek, kelenner sokiologiezh e Skol-Veur City. «Er c'hontrol da hini Elesbed II a stager outañ an diskar, an douetañs hag al lodennañ. N'eo ket Bro-Saoz ur Stad vras er bed ken. Plijout a rafe dezhi goût pehini eo he dazont e Europa, petra eo hec'h identelezh. N'eo ket ur c'houlz lorc'hus, pell alese».

Da vare Elesbed II eo «distroet an impalaeriezh d'ar gêr», hervez Florence Sutcliffe-Braithwaite, kelennerez istor e Skol-veur College Londrez. Pa'z eas da rouanez e oa krog an emdroadur-se, abalamour d'an Eil Brezel Bed. Divi e oa Europa da c'houde an emgannoù, ha war vreskaat ez ae he beli war ar bed. Evel hini impalaeriezh Breizh-Veur: e 1947 e voe digabestr India, e 1948 e voe dilezet Palestina. En ur ober pemzek vloaz e koll an impalaeriezh-se hogos he holl drevadennoù.

Daoust da se e chome kreñv levezon sevenadurel ar vro. «Er bloavezhioù 1960 e talveze sevenadur Breizh-Veur kement ha sevenadur ar bed», hervez Chris Rojek. «Faltaziusañ koulz hon istor 'oa, gant ar Rolling Stones, ar Beatles, al livour David Hockney... Ar braz anezho 'oa bugale ar stad-warediat. Er bloavezhioù 1980 'oa bet diskaret ar stad-se, tamm-ha-tamm, gant ar virourez Margaret Thatcher. Buanoc'h-buanañ eo aet an diskar. Hiziv n'eus ket ken a dud veur, n'eus ket ken a harozed, a c'haller magañ lorc'h a-drugarez dezho. Ouzhpenn se ez eus daou ved distag-krenn bremañ: Londrez, ar gêr-benn, hag ar rest eus ar vro. Stankoc'h eo Londrez e-keñver ar sevenadur, galloudusoc'h, liesseurtoc'h» eme Chris Rojek.

Gant Elesbed II eo bet heuliet a-dost an emdroadur sokial ha sevenadurel. «Evit sellout ouzh he lid kurunenniñ ez eus bet prenet skinwelerioù gant milionoù a diegezhioù» eme Florence Sutcliffe-Braithwaite. «Deroù ar beveziñ a-vern eo, gant ar sinema, ar c'hirri-tan, ar c'hannerezed...».

En ur ober 60 vloaz ez eus bet cheñchamantoù bras, evel an dilabour o kreskiñ. Goulennoù o dez tud Breizh-Veur e-keñver ar bed, en o c'heñver ivez. «Da get ez a mojennoù al leton glas ha kempenn, an tasoù te ouzh taol gant gwispid, an tavarnioù lec'hioù-emgav... Met daoust hag-eñ 'oa bet anezho e-maez ar romantoù?» a c'houlenn Chris Rojek. «Diwar se eo bet ganet ar vojenn vrasañ: ar ''breizhveuradelezh'', ur gevredigezh gwenn ha kristen anezhi. Disoñjet o deus an dud e oa Bro-Saoz ur c'hroashent e-lec'h m'eo en em gavet Saozon, Angled, Normaned, Azianed, Yuzevien... a-viskoazh».


12 ● Anavezet he deus Elesbed II 12 Ministr Kentañ e Breizh-Veur.

21 ● D'an 21 a viz Ebrel 1926 eo bet ganet.

26 ● 26 vloaz e oa Elesbed pa'z eas da rouanez.

42 ● 42 wech he deus graet tro ar bed abaoe m'eo rouanez, da lavarout eo 1,66 milion a gilometroù.

64 ● Abaoe 64 bloaz eo rouanez. Araoki e oa ar rouanez Viktoria he doa renet ar pellañ, e-pad 63 bloaz.

69 ● Abaoe 69 bloaz eo dimezet gant Filip. 94 vloaz eo hemañ. Bez' o deus 4 bugel, 8 bugel-bihan ha 5 gourvugel.

129 ● Gweladennet ez eus bet 129 bro ganti.

25.000 ● Evit gouel he deiz-ha-bloaz e oa bet lakaet 25.000 bilhed e gwerzh. Peurwerzhet int bet dindan teir eurvezh.

175.000 ● Kefridi ar rouanez eo: kas pellskridoù d'ar re o lidañ o 100vet deiz-ha-bloaz. 175.000 pellskrid ar seurt he deus kaset Elesbed abaoe 1952.


–– GERIAOUEG ––
AN ASTENN (l'expansion)
AN DISKAR (le déclin)
DIVI ≈ SKUIZH
AR BEVEZIÑ (la consommation)
HOGOS = KAZI
KEMM, AR C'HEMM = AR CHEÑCHAMANT
AL LETON (le gazon, la pelouse)
AL LODENNAÑ (la division)
AR MIROUR (le conservateur)
AR PELLSKRID (le télégramme)
PEURWERZHAÑ (écouler)
AR STAD*–WAREDIAT (l'État–providence)
AR SUJED (le sujet)
TREVADENN*, AN D─ (la colonie)

18 avril 2016

Aerborzhioù.


© diwar ''Y a-t-il trop d'aéroports en France?'', Paris Match, d'an 11 a viz Meurzh 2016.