30 novembre 2015

COP21.

PETRA ZO WAR AR STERN?
Dazont hor planedenn, na mui, na maez. Plijout a rafe d'ar berzhidi sinañ un emglev redioù ennañ evit ma ne c'hallo ket ar wrez kreskiñ betek re (2° d'ar muiañ ekeñver hini ar c'houlz rakgreantel). En tu all d'ar merkse e vo gwashoc'hgwashañ ar reuz, hep mar na marteze, war a lavar ar skiantourien.

PIV EN EM GAVO E PARIS?
Renerien o tont eus 196 broad, en o zouez hini ar StadoùUnanet ha hini Sina, da lavarout eo pennoù an div vro o saotrañ ar muiañ gant aezhennoù efed tigwer. Bez' e vo ivez miliadoù a dileuridi: politikerien, skiantourien, renerien embregerezh, stourmerien ekolo, kazetennerien... En abeg d'ar gwalldaolioù c'hoarvezet div sizhun zo, avat, eo bet nullet an holl abadennoù ofisiel ha berzet ar manifestadegoù, e Paris koulz hag e lec'h all e BroC'hall.

WAR BETRA E VO LAKAET AR GAOZ?
Tro wenn en doa graet emvod Kopenhagen e 2009 abalamour d'an dizemglev a oa etre ar broioù diorroet hag ar re war ziorren. Hini ar bloazmañ a vo e bal kavout un diskoulm evit ma'z aio war zigresk an dilaoskadennoù aezhennoù tigwer, ha lakaat pep bro da embann fraezh ha sklaer penaos en raio abenn 2020. Prometet o deus ar Stadoù-Unanet ha BroSina klask diorren ar greantelezhioù glas, ha pellaat diouzh ar glaou, an eoulmaen hag ar gaz.

PERAK OBER FORZH EUS AR COP 21?
Evit Mabden e vefe skrijus cheñchamant an hin. Gant an ABU eo bet studiet pizh efedoù ar gwallreuzioù naturel c'hoarvezet abaoe 20 vloaz: sec'hor, barradoù–amzer, dourioù–beuz, prantadoù tommder, hag all. Bez' e vije aet 606.000 a dud da Anaon ha gloazet 4.1 million a dud en abeg dezho. Kement–se en dije koustet 300 miliard a dollarioù da nebeutañ.

HAG UN EMGLEV A VO SKOULMET?
Aze emañ an dalc'h: en entremar emeur. Hervez politikerien zo e vefe peadra da vagañ spi memes tra, adrugarez d'ar c'haozeadennoù niverus ha d'al labour boulc'het araok ar COP. Diwar 196 bro ez eus bet 178 evit embann kinnigoù, peurliesañ intrudu emaint e soñj da gemer evit izelaat an ec'hodadoù.



© diwar HJELMGAARD Kim, Paris climate talks: 5 things to know,
USA Today, d'an 30 a viz Du 2015.

———— GERIAOUEG ————
ABU Aozadur ar Broioù Unanet (ONU)
AN AEZHENN* AR GAZ
BERZAÑ DIFENN
BOULC'HAÑ (entamer; entailler)
AN DILAOSKADENN* (l'émission)
AN DILEURIAD (le délégué, le représentant)
EFED TI–GWER (effet de serre)
BEZAÑ EN ENTREMAR (être dans l'incertitude)
GREANTEL (industriel)
AR GWALLREUZ (le désastre)
GWREZ*, AR WREZ (la chaleur; la température)
AN INTRUDU (l'initiative)
NA MUI, NA MAEZ (ni plus ni moins)
SAOTRAÑ (polluer)

Aucun commentaire:

Publier un commentaire