9 novembre 2015

El labour emañ ar yec'hed?

E Izrael egiz e lec'h all ez eus tud kozhNoe start dezho diskregiñ diouzh al labour. Dezho eo abouez ar vuhez oberiant, evel un arouez eus o buhez.


Peder gwech ar sizhun, da greisteiz, ez a Misu Faignbaum d'e breti e Jaffa. 91 vloaz eo met n'eo ket un afer. «Ar gwellañ louzoù eo al labour. Oberataet on bet ur wech: en e blom emañ paotr Misu; ar surjian, avat, zo aet da Anaon abaoe» emezañ en ur vousc'hoarzhin. Abaoe 55 bloaz e ra wardro e ostaleri. Egiz beajiñ en tremened eo mont tre enni. Marellet eo ar mogerioù gant luc'hskeudennoù ha tammoù kazetennoù melenlouet. Dister eo chomet ar prizioù ivez. Ur skritell hepken a ra testeni eus an XXIvet kantved: «hon adkavit e Facebook: Misu, roue ar c'hebaboù». Ouzh ar voger ez eus ur pennadskrid, e anv «na zebrit ket en ul lec'h prop james evit ma chomo yac'h ho kof». Sed pezh dibunet gant Misu pa voe aterset gant ar gazetenn Hadashot e 1984. Aet eo homañ da get e 1993met dibistig eo Misu c'hoazh.

N'eo ket an ostiz ur c'hozhiad hep e bar. E pep kêr e Izrael ez eus annezidi o dije gallet mont war o leve pell zo a gendalc'h da labourat koulskoude. Estreget ar gwenneien a laka anezho da sevel diouzh o gwele bep mintin: c'hoant o deus da abuziñ o amzer ha da gaout un digarez da guitaat o zi.

«Plijout 'ra din, daoust ma n'eo ket gwall frouezhus. Arc'hant 'meus, bennozh Doue, met petra 'hallan ober ganto? C'hoari? Beajiñ? N'eo ket ma doareden» eme Asher Kasher, 80 vloaz. Un uzin beloioù zo war e anv, hag ahed e vuhez en deus kiet eviti. E Izrael e oa al labouradeg kentañ oc'h ober marc'hoù–houarn. «600 marc'hhouarn 'veze produet bep miz ur mare zo bet. 6 'ran bremañ, 'vit ma flijadur dreistholl» eme Asher. Pa oa birvidik an embregerezh e laboure hanterkant den eviti. Pa grogas Asher ganti e 1962 e oa an hini yaouankañ. Gwir eo kementmañ c'hoazh: 88 vloaz eo Haim Moskovsky, an implijad nemetañ. «Bloavezhioù zo 'moa un' all, met da 73 vloaz 'oa arru skuizh ganti», a ouzhpenn ar rener. Pegeit e c'halloeñ labourat c'hoazh? Keit ha ma c'hallo: «'Ran ket bil gant ma yec'hed, 'modall 'n em gavan klañv». Startoc'h ar jeu gant Haim avat. «Labourat 'ro din kontantamant. Hogen diaes eo din kerzhout, dav eo din chom em c'hoazez» emezañ en ur stagañ rodoù.

E TelAviv emañ Ella Lipanovsky o chom. 97 vloaz eo homañ. Ekreiz an XIXvet kantved e oa bet oberiet he mekanik–gwriat Singer. E BroAlamagn e oa aet war ar vicher wrierez, kent ober hec'h annez e Izrael e 1949. Eno e krouas hec'h atalier. Bremañ emañ o labourat war he fouez, o peurlipat ur boned, daoust ma vez diaes dezhi gwechoù zo. «Labourat a rankan. N'a ket mat ma spered ganin ma ne labouran ket. Pa labourer e c'haller disoñjal pep tra, ha poan am bez da zisoñjal». Epad ar brezel e voe lazhet he gwaz, pa oant odaou o stourm gant ar bartizaned.

E Kirya, nepell diouzh TelAviv, ez eus toullet ur riboul evit ar metro. Eno emañ Haim Posner gant e labour e sal ar mekanikoù, oc'h ober wardro ar sistemoù elektronek. Diseblant e chom daoust d'an tommder, daoust dezhañ bezañ 82 vloaz ivez. «Skiantprenañ am eus. Buanoc'h egedon e pign ar yaouankizoù gant an diri adrasur; hogen ur wech e krec'h n'ouzont ket petra ober. Gortoz a reont neuze ma arrufen!». Abaoe m'eo aet war e leve, da 65 bloaz, emañ o labourat evel gourseller dizalc'h. «Chom er gêr? Petra an diaoul 'rafen eno? An neb na labour ket 'ya e vuhez war verraat».

© diwar ADERET Ofer, Des seniors qui ont du mal à décrocher, Courrier International, miz Here 2014.

———— GERIAOUEG ————
ABUZIÑ E AMZER (passer le temps)
ATERSIÑ (interviewer)
DIBISTIG = YAC'H
AN DOAREDEN (le caractère)
AN EMBREGEREZH* (l'entreprise)
ESTREGET (il n'y a pas que)
AR GOURSELLER (le superviseur)
KIAÑ POANIAÑ
E KREC'H (en haut, au sommet)
AL LABOURADEG* = AN UZIN
MARELLAÑ (barioler, bigarrer)
PEURLIPAT (peaufiner)
AR RIBOUL (le tunnel)
AR SISTEM AR REIZHIAD
AR SURJIAN (le chirurgien)
LABOURAT WAR BOUEZ (sans se presser)

Aucun commentaire:

Publier un commentaire