2 octobre 2017

Unan, daou, tri ... jeu pa gari!

E Paris e vo aozet ar C'hoarioù Olimpek 2024. D'ar Merc'her 13 a viz Gwengolo e oa bet dibabet kêrbenn BroC'hall gant ar Poellgor Olimpek Etrebroadel, goude ma oa bet divizet gant Los Angeles gortoz pevar bloaz evit o degemer. Laouenbras e tlefe ar C'hallaoued bezañ. Eus al lid–digeriñ d'ar lid–klozañ e vo Paris kreizig–kreiz ar bed, rak an darvoud sportel brasañ an hini eo ar C'hoarioù Olimpek. Un arouez a beoc'h hag a levenez int ivez, bodet ganto miliadoù a sportourien, sachet ganto milionoù ag arvesterien, dedennet ganto miliardoù a sellerien. Koulskoude e seblant lod Gallaoued bezañ diseblant, drouklaouen zoken, outo. Petra zo kaoz?

Ar priz, aze emañ an dalc'h. Gouez da Andrew Zimbalist, kelenner war an armerzh, e koustfe ar C'hoarioù 10 miliard a euroioù da nebeutañ. Met re Baris a gousto 6,2 miliard hervez ar strollad aozañ. Hag isprizet eo ar sammadse gantañ? Moarvat, rak bewech e vez dispignet muioc'h avras eget ar pezh a oa raktreset: 14 miliard elec'h 6 e Londrez, 50 miliard elec'h 12 e Sotchi... ''Mallozh ar maout'' a vefe kaoz. Bep pevar bloaz e vez dispignet muioc'h–mui gant an ostizien, evit klask aozañ ar c'hoarioù bravañ bet aozet a–viskoazh. Treuzfurmet ger–stur De Coubertin ganto: niverusoc'h an atletourien, brasoc'h ar savadurioù, meurdezusoc'h al lidoù... Pep tra a rank bezañ gwelloc'h eget ar gwechoù diwezhañ. E–mod–se ez a ar c'houst war gresk a c'hoarioù da c'hoarioù.

Ha tremen e–biou d'an tech fall–se a ouezo ar C'hallaoued ober? An darn vrasañ (70%) eus ar savadurioù zo anezho dija, met mont war geraat a c'hallfe ar C'hoarioù memes tra. Rak al labourioù: dale a vez peurliesañ, o lieskementiñ koust ar chanterioù. Rak ar surentez: e Kampionad Europa ar vell–droad 2016 he doa koustet an hanter muioc'h eget ar pezh a oa bet jedet, war–lerc'h ar gwalldaolioù. Rak ar c'hevratoù publik–prevez ivez. An hanter eus budjed Paris 2024 a vo diazezet war gevratoù ar seurt, evit sevel ar frammoù a–is. Pa ne vo ket frouezhus a–walc'h ar savadurioù nevez–se e vo ret d'ar Stad paeañ, kredapl. E–giz–se e oa bet paeet ganti 110 milion a euroioù da strollad merañ Stad Frañs en ur ober pemzek vloaz, goude Kib ar Bed 1998.

Lod efedoù eus ar C'hoarioù 2024 zo gouezet dija: a–drugarez dezho e vefe rastellet 10,7 miliard a euroioù gant Paris. 250.000 labour padus a vefe krouet. E–leizh a douristed a vefe degemeret, a c'hallo an ostalerioù hag an tavarnioù ober o mad anezho. Diaesoc'h, avat, eo gouzout efedoù an div sizhunvezh war hir dermen: frouezhus pe koustus? E Gres e oa bet buanaet an enkadenn abalamour d'ar vro da vezañ aozet ar C'H.O. e Atena e 2004. Gant Jacques Rogge, prezidant kozh ar Poellgor Olimpek Etrebroadel, e oa bet anzavet zoken: «abalamour da priz ar C'hoarioù eo bet kresket dle diavaez ar vro, etre 2 ha 3%». Goude bezañ aozet ar C'hoarioù Goañv e rankas kêr C'hrenoble delc'her taosoù lec'hel uhel–uhel e–pad 24 bloaz evit peurbaeañ anezho. Ha memes tra a c'hoarvezo gant Paris 2024? Gant enebourien daonet ar C'hoarioù e vez lavaret eo diboell degemer ar c'hevezadegoù ker–ruz–se pa rank ar Stad ober kof moan. Gwelloc'h e vije bet mont diwar ar renk, evel Boston, Roma, Hambourg ha Budapest.

''An arc'hant zo berr o lost'' emezo ivez. Gwelloc'h e vefe d'ar stad paeañ ospitalioù, skolioù, programmoù imbourc'hiñ... e–lec'h «savadurioù sportel na vint ket talvoudus d'ar braz eus an dud». Alies–mat e vez koustus kempenn anezho, ha re vras e vezont evit un implij boas. E Atena, e Rio hag e Sotchi eo didud ar stadoù dija, dirapar an azezennoù, digempenn al leurennoù... Dre chañs e seblant Paris 2024 bezañ ragevezhiek. Ne vo savet nemet ur greizenn poulloù–neuial hag ur sal nevez, e–kichen Bercy, a–benn 2024. Al linennoù treuzdougen a oa anv anezho e raktresoù Paris Veur c'hoazh. Ar gêr olimpek, 3.500 lojeiz enni, a yelo da garter annez. Peadra da cheñch penn d'ar vazh e Seine–Saint–Denis, evel e reter Londrez, adaozet ha nevezet da–geñver C'H.O. 2012?


Ma vez gounezet muioc'h a vedalennoù gant an ostizien e vefe dister a–walc'h an efedoù war ar gevredigezh. E Breizh–Veur e oa kresket an niver a dud oc'h ober sport ur wech ar sizhun: 700.000 sportour ouzhpenn e 2012, bloavezh ar C'hoarioù eno. Pevar bloaz war–lerc'h, avat, e oa «dipitus» an traoù hervez ministr kozh ar sportoù. Nebeutoc'h a dud a rae sport e 2016 eget e 2012, dre ma ne oa ket harpet ken ar sportoù gant ur gwir bolitikerezh.


 —— GERIAOUEG ——
AN ANNEZ (la résidence)
AN AROUEZ* (le symbole)
AN ARVESTER (le spectateur)
AN ARMERZH = AN EKONOMIEZH*
DIRAPAR (délabré)
AN ENKADENN* (la crise)
AR FRAMM AIS (l'infrastructure)
AR GERSTUR (la devise)
GOUEZ DA = HERVEZ
HARPAÑ (soutenir)
IMBOURC'HIÑ (rechercher [scientifique])
ISPRIZAÑ (sous-estimer)
JEDIÑ (calculer)
KEVEZADEG*, AR G (la compétition)
OBER KOF MOAN (se serrer la ceinture)
LIESKEMENTIÑ (multiplier)
MERAÑ (gérer)
MEURDEZUS (majestueux)
AN OSTIZ (l'hôte)
AR POELLGOR (le comité)
RAGEVEZHIEK (prévoyant)
AN TAOS (la taxe)

Aucun commentaire:

Publier un commentaire