25 juin 2018

Roll ar pennadoù-skrid.

Klikit amañ evit lenn roll an holl bennadoùskrid dastumet el lec'hienn (+ deiziadoù / danvezioù).

18 juin 2018

Tresadennoù.

Ar pellgomzerioù, Macron, ar velldroad, ar glifozat, an armoù, ar skolioù...
Setu amañ un dastumadeg tresadennoù a bep seurt, embannet e kazetennoù pe er rouedad en nevezamzer!

Klikit da sellout outo:
• Pajenn 1 / trawalc'h gant ar fobal; glav a rafe; kemmesket
• Pajenn 2 / gwirioù ha labour; raktres ha budjed; saverez sokial
• Pajenn 3 / glifozat; tiezdebriñ; pellgomzerioù
• Pajenn 4 / dañjerus eo; istorioù


4 juin 2018

Na zilezomp ket ar merc'hed yaouank!

Kunujennet ar merc'hed yaouank er c'hentelioù, touellet dre ar rouedadoù sokial, drouktunet dre ar pellgomzerioù, harellet er privezioù, gourdrouzet er c'hlasoù, argadet er porzhioù... Sebezus eo an aergelc'h el liseoù hag er skolajoù hervez un enklask gant ar gelaouenn l'Express. Ha dibourvez ar plac'hed: aliesmat e chom mut evel ur pesk an dud gour, dreistholl er skolioù chik a vez gwelloc'h ganto mougañ ar reuz ha diwall o brud. Abalamour da betra chom hep ober?



«Laisse tomber les filles, laisse tomber les filles... Un jour c'est toi qui pleureras». Pemp bloaz ha hanterkant zo e oa kanet an ton yeye gant France Gall, taolenn zu ur sal glas adreñv dezhi. N'haller ket mirout da gavout ur ster all dezhi hiziv, ur ster drol.

Ha dilezet eo bet ar merc'hed yaouank? Er pennadskrid ganeomp e lenner e vez harellet revel c'hoazh an dimezelled er privezioù, el lise Galieni e Tolosa, daoust d'un dijikod (biskoazh!) bezañ staliet en o mont ebarzh, ha d'ar gerkuzh bezañ anavezet gant ar plac'hed hepken. Ouzhpenn se e chomont pevarhapevar pe pemphapemp bepred, kuit da vezañ hegaset gant lakepoded. Int a glask bezañ mestr en tiskol, asur ma'z int ne vint ket kastizet. Hervez ar c'helenner matematikoù Mathieu Pieron eo «ar merc'hed lakaet en arvar ar c'hentañ seblant eus breskter an ensavadur. En hol lise, evel e re all, e tiskouez he deus daoulinet ar Republik».

Ha dilezet eo bet ar merc'hed yaouank? Akord eo Hajar ha Shanley, skoliataet e lise Camille Pissaro e Pontoise. Aet skuizh ar merc'hed gant ar gourdrouzioù, ar c'hunujennoù, an argadoù fizikel zoken, gwelet pe gouzañvet hogos bemdez ganto digant ar baotred... Klasket o deus emellout o c'hamaladezed. Berzh zo bet graet: 300 lisead ha liseadez zo en em dolpet dirak ar skol, da ziskouez e oant arru skuizh pe gengred. Brud zo bet graet ivez, rak kalzik mediaoù a oa deuet ivez. Bremañ e karfe an div blac'h bezañ klevet gant ar re goshañ.

Ha dilezet eo bet ar merc'hed yaouank? Tri bloaz zo, en ur skolaj chik e Paris, e oa bet kastizet pemp paotr – ha skarzhet daou anezho zoken – evit bezañ touchet meur a wech kamaladezed dezho eus ar 6vet klas, dindan levezon an X trash gwelet ganto er rouedad. «Ar baotred a sell ouzh borno (sic) epad an ehanoù» a lavaras ur plac'hig d'he zud, da gelaouiñ anezho. E 2016 e oa bet perzh 9.600 minor e aferioù gwallañ ha harellañ revel (+7% e–skoaz 2014).

Ha dilezet eo bet ar merc'hed yaouank? Amañ–ahont ez eus diorroet un islamouriezh yaouank–flamm a garfe rediañ he reolioù e lod porzhioù–skol. En ul levr gant Bernard Ravet, bet e penn ur skolaj e ranngêrioù norzh Massilia, eo skrivet n'azez ket ar baotred e–kichen ar plac'hed ken. Lod plac'hed a chom hep mont d'ar c'hentelioù sport. «Ouzhpenn se e kav d'ar baotredse eo normal bezañ perzh e desevel o ''c'hoarezed'', dimeziñ d'ur plac'h yaouank glan... hep asantiñ ober memes aberzh».

Rak ar grennarded sellout abretoc'habretañ ouzh ar porno, rak an harellañ er rouedadoù sokial, rak paotred vihan pe menivigoded hag a glask abafiñ... Liesseurt eo an abegoù, unan o disoc'hoù. Re a verc'hed a vez gwallgaset bemdez e Bro–C'hall, e 2018, el liseoù, er skolajoù, er skolioù–kentañ, er skolioù–mamm zoken. Peadra zo da gaout nec'hamant goude bezañ lennet an testenioù dastumet e metoù a bep seurt gant hor c'hazetennerez. Piv a ra forzh, d'ur mare ma tro–distro #metoo war ar poellgomzerioù? Aet eo an emgann veur diwar hor soñj, hini ar rummad dazont a zo o kreskiñ hiziv. Ledanoc'h eo tachenn an emgann–se eget hini ar wregelouriezh. Ar gwashañ a c'hoarvezo ma lezomp ul lodenn eus hor yaouankiz disleberiñ un dra diazez d'hor c'hevredigezh – ar c'hevatalderetre paotred ha merc'hed. Anavezet eo an ton ganeomp. Laisse tomber les filles... Un jour c'est toi qui pleureras.

© ROSENCHER Anne, «Violences sexistes, n'abandonnons pas les filles», l'Express, d'ar 6 a viz Mae 2018.



—— GERIAOUEG ——
ABAFIÑ (intimider)
AN ABERZH (le sacrifice)
ARGADIÑ (agresser)
DESEVEL (éduquer)
DIBOURVEZ (démuni)
DISLEBERIÑ (dénaturer, avilir)
DROUKTUNAÑ (faire du chantage)
EMELLOUT (se mêler)
EN ARVAR (en danger)
AN ENSAVADUR (l'institution)
AR GERKUZH (le mot de passe)
GLAN (pur, chaste)
GOURDROUZ (menacer)
GWREGELOURIEZH*, AR WREGELOURIEZH (le féminisme)
HARELLAÑ (harceler)
KENGRED (solidaire)
KEVATALDER = INGALDED*
AL LEVEZON* (l'influence)
MENI (mini)
AR METOÙ (le milieu, l'environnement)
MOUGAÑ (étouffer)
REVEL (sexuel)
SEBEZUS (stupéfiant)
TOUELLAÑ = TROMPLAÑ

14 mai 2018

Stéphane Gatignon, bet maer kêr Sevran: "ar Stad n'he deus tamm youl ebet da lakaat ar ghetto da darzhañ".

Maer kêr Sevran, er biz da Baris, eo bet Stéphane Gatignon epad 17 vloaz. E dibenn miz Meurzh en doa divizet reiñ e zilez, riñset, skuizh–divi gant e garg. En un atersadenn gant ar gelaouenn Society en deus displeget ar rag hag ar perag eus an disparti etre eñ hag ar politikerezh: ar bec'h da gas an traoù warraok e banlevioù an 93, ar skoilhoù niverus plantet gant ar Stad, an diouer a arc'hant, e zoareoù brudañ ha kabaliñ... Evel kustum eo distagellet mat teod an aotrou maer bet.

• Abaoe bloavezhioù e vez lâret ganeoc'h: «emañ ma c'hêr o vont da darzhañ». Abenn ar fin oc'hc'hwi an hini o tarzhañ, peogwir ho peus roet ho tilez...
S. GATIGNON: Abaoe 17 vloaz on maer. Ar muiañ posupl a glaskan ober. Met aze 'meus ket startijenn ken. Pounner ar bec'h pa reer wardro ur gêr 'ma vev 35% eus an dud dindan ar feur paourentez. Kudennoù lojeiz zo, kudennoù surentez ivez. Dav stourm atav. Skuizhus eo. Dav chom a–sav pa grog da vezañ re boanius.

(...)

+ Klikit amañ da lenn ar pennadskrid en e bezh.




23 avril 2018

Er startoù-up e vez an diaoul o redek.

Muioc'hmui e vez anv eus ar startoùup, peurliesañ o lakaat war wel pegen plijus ha dudius e vefe labourat evito. Bet eo ar gazetennerien Emmanuelle Andreani ha William Thorp o kas un enklask er bed nevezse, ha diskoachet ez eus bet doareoù souezhus ganto. Sed amañdindan ul lodenn eus ar pennadskrid ganto. 

E Berlin emañ Clément o labourat war un arload sportel. Hennezh a anzav bezañ «lakaet diaes» gant «kement a happiness»: «ur seurt meskaj zo etre al labour, ar c'hehentiñ diabarzh, ar vuhez prevez hag ar vuhez vicherel», emezañ. Abaoe tri bloaz hanter emañ war e vicher, ha plijet eo ganti. Met dezhañ eo ar startoùup «un tamm egiz toulloùbac'h alaouret». Ober a ra meneg eus ur rummad «bugale moumounet», tud yaouank priziet o barregezhioù, ha dedennet holl memes mod gant ar startoù–up: «hañval eo ar c'hinnigoùlabour hiziv, memes tra zo kinniget gant an holl: c'hoarioù video, madigoù, nozvezhioù... Nec'hus eo un tamm». Komz a ra eus un endro «serr warnañ eunan», elec'h ma vez hañval an dud an eil ouzh egile, elec'h ma lider deizhabloaz pep implijad. «Daou zeizhabloaz 'vez bep sizhun, kartennoù hetoù a ya eus an eil burev d'egile, evit tud damanavezet ganit. Bloaz zo 'oa faziet lod tud war ma anv zoken!». Un endro «Bisounours» elec'h m'eo ret dudiañ ha tremen ebiou d'ar goulennoù ha d'an abegadennoù, rak pep tra eno a zle bezañ «dreist». «Em embregerezh kent 'oa emvodoù 'ma tremenemp hon amzer o lardañ hor c'hrampouezhenn deompni. Bep Lun en em gavemp, hag e veze embannet ar c'heleier diwezhañ gant ar renerien. Ha ni da stlakal hon daouarn evel genaoueien. Ur reolenn an hini 'oa. Ret stlakal hon daouarn, ha pa vije fall ar c'heleier. Pa oa aet kuit ar c'hengrouer 'voe lavaret deomp gant ar penn: ''aet eo wardu avañturioù all''. Daoust ma ouiemp 'oant en em zebret!».

Ouzhpenn an happiness emañ ar storytelling. Manager eo Paol e Lyon, ha dindan bec'h un difredañ. Un emglev disparti a oa bet kinniget dezhañ gant e rener. «Nac'het ganin. Me 'meus lavaret dezho 'ouien gwir al labour, hag 'oa ret dezho skarzhañ ac'hanon. Respontet eo bet din: ''siwazh, ne vo ket un istor brav da gontañ ma vez graet an traoù emodse''».

Hervez Deirdre McCloskey, kelennerez war an armerzh e skolveur Illinois e kêr Chicago, «eo mesket an eürusted hag ar blijadur. An implijidi zo fritet dezho naered elec'h sili, peogwir e ebatont e kredont ez int eürus. E gwirionez e vezont touellet gant an implijerien: produiñ muioc'h eo ar pal, ha mat pell zo. Me 'oar, da skouer, eo ret din gouzañv ha strivañ en ur labourat. Laouen on ganti koulskoude, ha n'eus ket afer a lipat skornennoù pe c'hoari c'hoarioù video».

Ul levr zo bet skrivet gant Mathilde Ramadier, goude pevar bloavezh e bed ar startoùup e kêr Verlin: «Donemat er bed nevez: penaos em eus treuzvevet e coolitude ar startoùup». Da gentañ e oa bet o labourat evel manager. Burzhudus e seblante an traoù bezañ neuze: arrebeuri diouzh ar c'hiz, evajoù bio diouzh an druilh, burevioù o speurennoù gwer... «Buan 'moa kavet hir ma amzer, ha diskanañ 'moa graet. Pell emañ Yann diouzh e gazeg, pa geñverier pezh prometet ha gwirvoud al labour. Bez' 'oa tud dreistdiplomet a dremene o amzer d'ober traoù plaen ha didalvoud, evel adskrivañ testennoù evit bezañ renket mat gant Google». Dezhi eo «digizidikaet» an dud gant ar c'hehentiñ hag e c'heriaoueg, hini an eürusted hag an dudi. Ur seurt «hollveliegezh» a vefe zoken: «pe e vezer eürus asambles ganto, pe e vezer aenep dezho. Me 'veze gwelet evel ur c'hrozmolerez, abalamour din da chom hep bamañ ouzh an open space hag ar c'hafe digoust». Ral e vefe d'an dud sellout abell ouzh an traoù: «n'oamp 'met daou pe dri, dispourbellet o daoulagad, epad an emvodoù: den ne grede ober goulennoù diwarbenn ar meiziant diwezhañ omp spiet gantañ».

En ur greizenn startoùup he deus labouret Sophie epad tri miz, e Paris. Ouzh an tal anezhi e oa skrivet «party is a serious matter» («un danvez sirius eo ober fest»). Ur CHO a oa: chief happiness officer, da lavarout eo «penn bras an eürusted», aozet gantañ abadennoù merata, kentelioù kanañ, nozvezhioù riboul... Freelance e oa Sophie, dindan ar statud emembregerez. «''N'ez peus kevrat ebet, gwir eo, met dudiañ a rez peogwir ez eus ur CHO''. E–giz–se 'vezer lakaet da lonkañ sili». Buan eo bet hegaset gant pouez ar «goulenn groñs bezañ laouen». «Bec'h a oa warnon, amsklaer ma dazont, hep ur gwir statud. Ha pa n'a ket mat an traoù gant unan ne gomzer ket outañ. En ur c'hoarzhin e lavare ma rener din: ''mont 'ra? laouen out? peotramant kae da glask da levenez da lec'h all''».

Gant Catherine Testa e oa bet lañset kentañ Klub ar CHO e BroC'hall. Ne blij ket dezhi an doare m'o deus troet an traoù abaoe m'eo krog ar startoùup d'ober gant «pennoù bras an eürusted». «Bed ar startoùup a zisplij din kenhaken. Ober a reont gant ar sevenadurse, en diskouez a reont, da gehentiñ: ''sellit pegen kool eo labourat ganeomp! Ur flipper zo''. Un touell eo kementse. Trouzuskenañ eo ar flipperioù, ha pa stalier unan en em zic'hraer buan dioutañ». Emañhi o labourat gant embregerezhioù krenn pe vras, diwar an «optimizm hag ar feel good». «Dishañval-mik diouzh ar startoùup. Ouzhpenn prenañ ur Playstation zo graet ganeomp. Adreuz 'labouromp en embregerezhioù, asambles gant ar re 'ra war–dro an implijidi, gant ar poellgor embregerezh, gant ar sindikadoù. Rak kaer 'peus lakaat dek flipper, ober dek abadenn coaching... ma n'en em glevez ket gant an den adal dit e vo brein da zevezhioù».

N'en em gleve ket Mark gant CHO e startup, ur media enlinenn, «cool ha yaouank» anezhañ. A bep seurt traoù a veze graet gant «penn bras an eürusted»: fardañ lein ha kafe diouzh ar mintin, distaliañ an taolioù da vare kreisteiz, dourañ ar plantoù goude merenn... «Ur mevel 'oa. Skingaset rap gantañ da lakaat an dud da fiñval, hag o komz dibaouez outo. Penaos labourat 'modse 'ta? Marteze on modkozh, met gwelloc'h 'vije bet ganin traoù ordinoc'h, m'o dije dudiet prim an dud, hep ma vije unan bennak da c'hoari e furlukin. 'Oa ket drouk, yañ. Met torrpenn un tamm memes tra».

© ANDREANI-FACCHIN Emmanuelle ha THORP William, «Start-up, ton univers impitoyable», Society, d'ar 25 a viz Genver 2018.







——— GERIAOUEG ———

AN ABEGADENN* (la critique)
AN ARLOAD (l'application)
BAMAÑ OUZH (s'émeveiller devant)
DEDENNET (attiré)
DIFREDAÑ (licencier)
DIGIZIDIKAAT (anesthésier, insensibiliser)
DIOUZH AN DRUILH (à volonté)
EBATAL DUDIAÑ
AN EMEMBREGER (l'auto-entrepreneur)
AR GROZMOLER (le râleur, le grognon)
AR GWIRVOUD (la réalité)
KEHENTIÑ (communiquer)
KENGROUER, AR C'H— (le co-fondateur)
KENT (précédent)
KEVRAT*, AR GEVRAT (le contrat)
MERATA (masser)
PLAEN (plat; routinier)
AR POELLGOR (le comité)
AR SPEURENN* (la cloison)
TOUELLAÑ TROMPLAÑ