Ar pellgomzerioù, Macron, ar vell–droad, ar glifozat, an armoù, ar skolioù...
Setu amañ un dastumadeg tresadennoù a bep seurt, embannet e kazetennoù pe er rouedad en nevezamzer!
Aucun message portant le libellé Labour. Afficher tous les messages
Aucun message portant le libellé Labour. Afficher tous les messages
18 juin 2018
Tresadennoù.
Danvezioù :
Amerika,
Bro-C'hall,
Izrael,
Kevredigezh,
Labour,
Politikerezh,
Skolioù,
Sport,
Tresadennoù,
Turkia
14 mai 2018
Stéphane Gatignon, bet maer kêr Sevran: "ar Stad n'he deus tamm youl ebet da lakaat ar ghetto da darzhañ".
Maer kêr Sevran, er biz da Baris, eo bet Stéphane Gatignon e–pad 17 vloaz. E dibenn miz Meurzh en doa divizet reiñ e zilez, riñset, skuizh–divi gant e garg. En un atersadenn gant ar gelaouenn Society en deus displeget ar rag hag ar perag eus an disparti etre eñ hag ar politikerezh: ar bec'h da gas an traoù war–raok e banlevioù an 9–3, ar skoilhoù niverus plantet gant ar Stad, an diouer a arc'hant, e zoareoù brudañ ha kabaliñ... Evel kustum eo distagellet mat teod an aotrou maer bet.
• Abaoe bloavezhioù e vez lâret ganeoc'h: «emañ ma c'hêr o vont da darzhañ». A–benn ar fin oc'h–c'hwi an hini o tarzhañ, peogwir ho peus roet ho tilez...
• Abaoe bloavezhioù e vez lâret ganeoc'h: «emañ ma c'hêr o vont da darzhañ». A–benn ar fin oc'h–c'hwi an hini o tarzhañ, peogwir ho peus roet ho tilez...
S.
GATIGNON:
Abaoe 17 vloaz on maer. Ar muiañ posupl a glaskan ober. Met aze
'meus ket startijenn ken. Pounner ar bec'h pa reer war–dro
ur gêr 'ma vev 35% eus an dud dindan ar feur
paourentez. Kudennoù lojeiz zo, kudennoù surentez ivez. Dav stourm
atav. Skuizhus eo. Dav chom a–sav
pa grog da vezañ re boanius.
(...)
+ Klikit amañ da lenn ar pennad–skrid en e bezh.
(...)
+ Klikit amañ da lenn ar pennad–skrid en e bezh.
Danvezioù :
Bro-C'hall,
Kêraozañ,
Kevredigezh,
Labour,
Lojañ,
Politikerezh
23 avril 2018
Er startoù-up e vez an diaoul o redek.
Muioc'h–mui
e vez anv eus ar startoù–up,
peurliesañ o lakaat war wel pegen plijus ha dudius e vefe labourat
evito. Bet eo ar gazetennerien Emmanuelle Andreani ha William Thorp o
kas un enklask er bed nevez–se, ha
diskoachet ez eus bet doareoù souezhus ganto. Sed amañ–dindan
ul lodenn eus ar pennad–skrid
ganto.
E Berlin emañ Clément o labourat war un arload sportel. Hennezh a anzav bezañ «lakaet diaes» gant «kement a happiness»: «ur seurt meskaj zo etre al labour, ar c'hehentiñ diabarzh, ar vuhez prevez hag ar vuhez vicherel», emezañ. Abaoe tri bloaz hanter emañ war e vicher, ha plijet eo ganti. Met dezhañ eo ar startoù–up «un tamm e–giz toulloù–bac'h alaouret». Ober a ra meneg eus ur rummad «bugale moumounet», tud yaouank priziet o barregezhioù, ha dedennet holl memes mod gant ar startoù–up: «hañval eo ar c'hinnigoù–labour hiziv, memes tra zo kinniget gant an holl: c'hoarioù video, madigoù, nozvezhioù... Nec'hus eo un tamm». Komz a ra eus un endro «serr warnañ e–unan», e–lec'h ma vez hañval an dud an eil ouzh egile, e–lec'h ma lider deiz–ha–bloaz pep implijad. «Daou zeiz–ha–bloaz 'vez bep sizhun, kartennoù hetoù a ya eus an eil burev d'egile, evit tud damanavezet ganit. Bloaz zo 'oa faziet lod tud war ma anv zoken!». Un endro «Bisounours» e–lec'h m'eo ret dudiañ ha tremen e–biou d'ar goulennoù ha d'an abegadennoù, rak pep tra eno a zle bezañ «dreist». «Em embregerezh kent 'oa emvodoù 'ma tremenemp hon amzer o lardañ hor c'hrampouezhenn deomp–ni. Bep Lun en em gavemp, hag e veze embannet ar c'heleier diwezhañ gant ar renerien. Ha ni da stlakal hon daouarn evel genaoueien. Ur reolenn an hini 'oa. Ret stlakal hon daouarn, ha pa vije fall ar c'heleier. Pa oa aet kuit ar c'hengrouer 'voe lavaret deomp gant ar penn: ''aet eo war–du avañturioù all''. Daoust ma ouiemp 'oant en em zebret!».
E Berlin emañ Clément o labourat war un arload sportel. Hennezh a anzav bezañ «lakaet diaes» gant «kement a happiness»: «ur seurt meskaj zo etre al labour, ar c'hehentiñ diabarzh, ar vuhez prevez hag ar vuhez vicherel», emezañ. Abaoe tri bloaz hanter emañ war e vicher, ha plijet eo ganti. Met dezhañ eo ar startoù–up «un tamm e–giz toulloù–bac'h alaouret». Ober a ra meneg eus ur rummad «bugale moumounet», tud yaouank priziet o barregezhioù, ha dedennet holl memes mod gant ar startoù–up: «hañval eo ar c'hinnigoù–labour hiziv, memes tra zo kinniget gant an holl: c'hoarioù video, madigoù, nozvezhioù... Nec'hus eo un tamm». Komz a ra eus un endro «serr warnañ e–unan», e–lec'h ma vez hañval an dud an eil ouzh egile, e–lec'h ma lider deiz–ha–bloaz pep implijad. «Daou zeiz–ha–bloaz 'vez bep sizhun, kartennoù hetoù a ya eus an eil burev d'egile, evit tud damanavezet ganit. Bloaz zo 'oa faziet lod tud war ma anv zoken!». Un endro «Bisounours» e–lec'h m'eo ret dudiañ ha tremen e–biou d'ar goulennoù ha d'an abegadennoù, rak pep tra eno a zle bezañ «dreist». «Em embregerezh kent 'oa emvodoù 'ma tremenemp hon amzer o lardañ hor c'hrampouezhenn deomp–ni. Bep Lun en em gavemp, hag e veze embannet ar c'heleier diwezhañ gant ar renerien. Ha ni da stlakal hon daouarn evel genaoueien. Ur reolenn an hini 'oa. Ret stlakal hon daouarn, ha pa vije fall ar c'heleier. Pa oa aet kuit ar c'hengrouer 'voe lavaret deomp gant ar penn: ''aet eo war–du avañturioù all''. Daoust ma ouiemp 'oant en em zebret!».
Ouzhpenn an happiness emañ ar storytelling. Manager eo Paol e Lyon, ha dindan bec'h un difredañ. Un emglev disparti a oa bet kinniget dezhañ gant e rener. «Nac'het ganin. Me 'meus lavaret dezho 'ouien gwir al labour, hag 'oa ret dezho skarzhañ ac'hanon. Respontet eo bet din: ''siwazh, ne vo ket un istor brav da gontañ ma vez graet an traoù e–mod–se''».
Hervez Deirdre McCloskey, kelennerez war an armerzh e skol–veur Illinois e kêr Chicago, «eo mesket an eürusted hag ar blijadur. An implijidi zo fritet dezho naered e–lec'h sili, peogwir e ebatont e kredont ez int eürus. E gwirionez e vezont touellet gant an implijerien: produiñ muioc'h eo ar pal, ha mat pell zo. Me 'oar, da skouer, eo ret din gouzañv ha strivañ en ur labourat. Laouen on ganti koulskoude, ha n'eus ket afer a lipat skornennoù pe c'hoari c'hoarioù video».
Ul levr zo bet skrivet gant Mathilde Ramadier, goude pevar bloavezh e bed ar startoù–up e kêr Verlin: «Donemat er bed nevez: penaos em eus treuzvevet e coolitude ar startoù–up». Da gentañ e oa bet o labourat evel manager. Burzhudus e seblante an traoù bezañ neuze: arrebeuri diouzh ar c'hiz, evajoù bio diouzh an druilh, burevioù o speurennoù gwer... «Buan 'moa kavet hir ma amzer, ha diskanañ 'moa graet. Pell emañ Yann diouzh e gazeg, pa geñverier pezh prometet ha gwirvoud al labour. Bez' 'oa tud dreistdiplomet a dremene o amzer d'ober traoù plaen ha didalvoud, evel adskrivañ testennoù evit bezañ renket mat gant Google». Dezhi eo «digizidikaet» an dud gant ar c'hehentiñ hag e c'heriaoueg, hini an eürusted hag an dudi. Ur seurt «hollveliegezh» a vefe zoken: «pe e vezer eürus asambles ganto, pe e vezer a–enep dezho. Me 'veze gwelet evel ur c'hrozmolerez, abalamour din da chom hep bamañ ouzh an open space hag ar c'hafe digoust». Ral e vefe d'an dud sellout a–bell ouzh an traoù: «n'oamp 'met daou pe dri, dispourbellet o daoulagad, e–pad an emvodoù: den ne grede ober goulennoù diwar–benn ar meiziant diwezhañ omp spiet gantañ».
En ur greizenn startoù–up he deus labouret Sophie e–pad tri miz, e Paris. Ouzh an tal anezhi e oa skrivet «party is a serious matter» («un danvez sirius eo ober fest»). Ur CHO a oa: chief happiness officer, da lavarout eo «penn bras an eürusted», aozet gantañ abadennoù merata, kentelioù kanañ, nozvezhioù riboul... Free–lance e oa Sophie, dindan ar statud emembregerez. «''N'ez peus kevrat ebet, gwir eo, met dudiañ a rez peogwir ez eus ur CHO''. E–giz–se 'vezer lakaet da lonkañ sili». Buan eo bet hegaset gant pouez ar «goulenn groñs bezañ laouen». «Bec'h a oa warnon, amsklaer ma dazont, hep ur gwir statud. Ha pa n'a ket mat an traoù gant unan ne gomzer ket outañ. En ur c'hoarzhin e lavare ma rener din: ''mont 'ra? laouen out? peotramant kae da glask da levenez da lec'h all''».
Gant Catherine Testa e oa bet lañset kentañ Klub ar CHO e Bro–C'hall. Ne blij ket dezhi an doare m'o deus troet an traoù abaoe m'eo krog ar startoù–up d'ober gant «pennoù bras an eürusted». «Bed ar startoù–up a zisplij din ken–ha–ken. Ober a reont gant ar sevenadur–se, en diskouez a reont, da gehentiñ: ''sellit pegen kool eo labourat ganeomp! Ur flipper zo''. Un touell eo kement–se. Trouzus–kenañ eo ar flipperioù, ha pa stalier unan en em zic'hraer buan dioutañ». Emañ–hi o labourat gant embregerezhioù krenn pe vras, diwar an «optimizm hag ar feel good». «Dishañval-mik diouzh ar startoù–up. Ouzhpenn prenañ ur Playstation zo graet ganeomp. A–dreuz 'labouromp en embregerezhioù, asambles gant ar re 'ra war–dro an implijidi, gant ar poellgor embregerezh, gant ar sindikadoù. Rak kaer 'peus lakaat dek flipper, ober dek abadenn coaching... ma n'en em glevez ket gant an den a–dal dit e vo brein da zevezhioù».
N'en em gleve ket Mark gant CHO e start–up, ur media enlinenn, «cool ha yaouank» anezhañ. A bep seurt traoù a veze graet gant «penn bras an eürusted»: fardañ lein ha kafe diouzh ar mintin, distaliañ an taolioù da vare kreisteiz, dourañ ar plantoù goude merenn... «Ur mevel 'oa. Skingaset rap gantañ da lakaat an dud da fiñval, hag o komz dibaouez outo. Penaos labourat 'mod–se 'ta? Marteze on mod–kozh, met gwelloc'h 'vije bet ganin traoù ordinoc'h, m'o dije dudiet prim an dud, hep ma vije unan bennak da c'hoari e furlukin. 'Oa ket drouk, yañ. Met torr–penn un tamm memes tra».
©
ANDREANI-FACCHIN Emmanuelle ha THORP William, «Start-up,
ton univers impitoyable», Society,
d'ar 25 a viz Genver 2018.
——— GERIAOUEG
———
AN
ABEGADENN* (la
critique)
AN
ARLOAD (l'application)
BAMAÑ OUZH
(s'émeveiller devant)
DEDENNET (attiré)
DIFREDAÑ (licencier)
DIGIZIDIKAAT (anesthésier,
insensibiliser)
DIOUZH
AN DRUILH (à
volonté)
EBATAL = DUDIAÑ
AN
EMEMBREGER (l'auto-entrepreneur)
AR
GROZMOLER (le
râleur, le grognon)
AR
GWIRVOUD (la
réalité)
KEHENTIÑ (communiquer)
KENGROUER,
AR C'H— (le
co-fondateur)
KENT (précédent)
KEVRAT*,
AR GEVRAT (le
contrat)
MERATA (masser)
PLAEN (plat;
routinier)
AR
POELLGOR (le
comité)
AR
SPEURENN* (la
cloison)
TOUELLAÑ = TROMPLAÑ
12 juin 2017
Aour an traezh-aour.
E
miz Kerzu eo bet sinet ar gevrat:
e–pad daouzek vloaz e vo meret
traezhenn ar Baol, 5,4km a hirder dezhi, gant Veolia. An ti–kêr
ne felle ket dezhañ ober war he zro ken.
Adaozañ al lec'hioù mont e–barzh, naetaat an traezh, merañ ar
stalioù: re bounner ar bec'h,
emezañ. Gant ar Stad eo bet choazet neuze gant piv e vefe meret an
holl gefridioù–se.
Ne oa aet nemet Veolia war ar renk, un embregerezh brudet betek–en
e bed an dour hag al lastez. En emglev savet gant prefeti al
Liger–Atlantel ez eus goulennet groñs digant Veolia lakaat al
«Lezenn Traezh» da vezañ doujet; a–hend–all ne vo ket digollet
den ebet e mod ebet ganti pa c'hoarvezo freuz ha reuz, da–heul ur gorventenn, da skouer, evel e 2014. Petra zo skrivet en tamm testenn–se? Eus un tu n'hall ket
bezañ ac'hubet muioc'h eget 20% eus un draezhenn naturel; eus an tu all e rank bezañ
posupl montañ–divontañ an holl genwerzhioù staliet warni.
M'eo
nec'het–bras ar genwerzhourien n'eo rak al lezenn; rak doareoù
Veolia ne lavaran ket. Hag abaoe ma ouzont muioc'h diwar–benn ar
feurmoù ez eus aet
lod anezho e
gouez.
En holl e vefe dastumet 400.000€ gant Veolia er bloavezh kentañ,
met goude pevar bloaz e kreskfe ar sammad betek 805.000€! «N'hall
ket bezañ! Amañ n'emeur ket e Sant–Tropez, memes tra!»
eme Herve Meheust. Abaoe 17 vloaz emañ Calmos Cafe war e anv, ha
drouk zo ennañ. Er bloaz–mañ en doa kempennet e di–evañ dija,
200.000€ o doa koustet al labourioù dezhañ, met n'eo ket a–walc'h
da Veolia. Ar genwerzhourien a vo ret dezho distrujañ ar pezh n'hall
ket bezañ divontet. Da lod all ez eus bet goulennet brasaat an ti,
adaozañ anezhañ, pe ledanaat al leurenn. Evel–just e vefe
trawalc'h da gas ar stal da stalig, hag ar stalig da netra: «ne
oar den da belec'h ez eer ganti. Ne fell ket din koll pep tra».
Se zo kaoz eo Herve ezel eus
An draezhenn, kalon ar Baol,
ur gevredigezh bodet ganti marc'hadourien, annezidi ha hañvourien.
Ne fell ket dezho ma
vo disleberet
«bravañ traezhenn Europa»
e krabanoù Veolia, ha goulenn a reont ma cheñcho an ti–kêr e
vennozh: «n'hall ket
dilezel e draezhenn evel ma ra».
Bep
bloaz e vefe dispignet
8,5 milion a euroioù war traezh ar Baol. 50 den hepken a labour eno
a–hed
ar bloaz, met 500 ekao
a vez e–pad
an hañv.
©
diwar Tourisme. La privatisation de la plage de la Baule inquiète,
Ouest-France, d'ar 1añ a viz Eost 2016.
—— GERIAOUEG
——
AC'HUBIÑ
(occuper)
AR BEC'H (le fardeau)
AR BEC'H (le fardeau)
DIGOLL
(dédommager)
DISLEBERIÑ
(enlaidir)
AN
EKAO (le travailleur saisonnier [Gwenrann])
AN
HAÑVOUR
(l'estivant)
KEFRIDI,
AR C'HEFRIDI (la mission)
KEVRAT*,
AR GEVRAT (le contrat)
KORVENTENN*,
AR G– (la tempête)
MERAÑ
(gérer)
MONT
E GOUEZ (devenir fou)
27 mars 2017
Keit ha ma vo esperañs.
Al laikelez? Ar burkini? Da Louisa Battoy n'emañ ket an dalc'h aze. Al labour, ar yec'hed hag ar surentez, setu ar pezh a vefe gortozet gant an dud degemeret ganti e burevioù Casse ta routine, ur gevredigezh o liammañ hag o skoazellañ annezidi karterioù norzh an Naoned, pelloc'h–pellañ diouzh ar bolitikerien hag an aozadurioù–Stad.
Dervenn ar Saozon (le Chêne des Anglais), ur c'harter e norzh an Naoned. Savadurioù e–giz ar bloavezhioù 60, tourioù uhel louet, a–liv gant an dristigezh. Louisa, 45 bloaz dezhi, zo e–touez ar mammoù a oa bet lañset ganto, pell zo, ur gevredigezh ranngêr. E 2009 e voe adaozet he mont en–dro. An anv choazet neuze a ziskouez splann o youl da chom hep magañ soñjoù du rak an tonkadur: Casse ta routine.
Dervenn ar Saozon (le Chêne des Anglais), ur c'harter e norzh an Naoned. Savadurioù e–giz ar bloavezhioù 60, tourioù uhel louet, a–liv gant an dristigezh. Louisa, 45 bloaz dezhi, zo e–touez ar mammoù a oa bet lañset ganto, pell zo, ur gevredigezh ranngêr. E 2009 e voe adaozet he mont en–dro. An anv choazet neuze a ziskouez splann o youl da chom hep magañ soñjoù du rak an tonkadur: Casse ta routine.
Emañ Louisa Battoy en he burev, en ur c'hannlec'h kozh. Un ostizez karadek eo. War ar riblenn–straed pe e diabazh an ti e vez komzet, e vez c'hoarzhet... evel war blasenn ur gêr vihan e–lec'h ma anavez an holl dud an eil egile. Ober anv eus an dilennadegoù eno zo evel komz eus ur bed pell–pell avat.
«Dav eo gouzout diouzh ar politikerezh evit votiñ. Amañ e kred lod emañ Chirac war ar renk c'hoazh!» eme un den yaouank. «36 bloaz on, tri bugel am eus. Blenier UBER on, ha n'em eus ket votet gwech ebet» eme ur paotr bras, o sellout dibaouez ouzh e boellgomzer, kuit da c'hwitañ war ur gefridi. «Komzerien toull eo ar bolitikerien. En o bed dezho o–unan e lezomp anezho. A–walc'h hon eus d'ober evit lakaat ar pod da virviñ!». Hag e amezeg, e–tro tregont vloaz, da ouzhpennañ: «Hollande n'en deus graet tra evidomp. Gant unan all e vije bet memes mod... Arc'hant zo evit mont da vrezelekaat da vroioù e–lec'h ma n'omp ket gortozet, hag e–keit–se e chomomp–ni diwelus. Abalamour da betra mont da votiñ, neuze?». Unan all a ya pelloc'h: «ret eo votiñ, sur, n'haller ket ober fae war se. Met heuget e vez an dud, dre forzh votiñ evit danvez dilennidi ha ne reont ket anv eus ar c'harterioù. Ne zegasint tra ebet deomp!»
«Dav eo gouzout diouzh ar politikerezh evit votiñ. Amañ e kred lod emañ Chirac war ar renk c'hoazh!» eme un den yaouank. «36 bloaz on, tri bugel am eus. Blenier UBER on, ha n'em eus ket votet gwech ebet» eme ur paotr bras, o sellout dibaouez ouzh e boellgomzer, kuit da c'hwitañ war ur gefridi. «Komzerien toull eo ar bolitikerien. En o bed dezho o–unan e lezomp anezho. A–walc'h hon eus d'ober evit lakaat ar pod da virviñ!». Hag e amezeg, e–tro tregont vloaz, da ouzhpennañ: «Hollande n'en deus graet tra evidomp. Gant unan all e vije bet memes mod... Arc'hant zo evit mont da vrezelekaat da vroioù e–lec'h ma n'omp ket gortozet, hag e–keit–se e chomomp–ni diwelus. Abalamour da betra mont da votiñ, neuze?». Unan all a ya pelloc'h: «ret eo votiñ, sur, n'haller ket ober fae war se. Met heuget e vez an dud, dre forzh votiñ evit danvez dilennidi ha ne reont ket anv eus ar c'harterioù. Ne zegasint tra ebet deomp!»
A–dreñv
d'he burev bihan emañ Louisa o selaou ar bec'h. «Ma ne voter ket
e tremeno ar FN!» emezi e–kreiz
ar gaozeadenn. Ha hi da zisplegañ deomp he labour: «hep spi, ne
voter ket. Amañ emaon–me
evit degas esperañs en–dro».
A–dal dezhi ez eus azezet un den
yaouank, ganet en ur familh tud ar veaj: n'en deus urzhiataer ebet,
ha diwar se chomlec'h niverel ebet. Rekis
eo koulskoude evit ma vefe enrollet gant ar velestradurezh ar
vikro–embregerezh nevez–savet
gantañ. Ha Louisa da ziskoulmañ an afer o krouiñ ur voest posteloù
dezhañ, evit ma resevo ar skridoù ret en e boellgomzer.
«An aozadurioù zo azasaet lod eus o folitikerezhioù ouzh ar c'harterioù, ha lod eus o budjed zo postet enno. Met n'eus tamm respont ebet eus an annezidi. Kollet o holl fiziañs ganto» eme Louisa. «Aon o dez da vezañ barnet gant an implijidi, re ar Pol Implij, an ofisoù LBF, ar skoaziadoù tiegezh... E–biou d'an darempredoù e klaskont tremen, met rak se tremenont e–biou d'o gwirioù...». Hervez ATD Quart Mont e vefe arboellet 11 miliard a euroioù gant ar Stad, diwar–goust skorioù tiegezh, lojeiz, emren, pe RSA... ha n'int ket goulennet. Muioc'h a–vras eget ar miliard a euroioù a ya gant ar re o touellañ ar skoaziadoù tiegezh.
Kouskous
bras, troioù–bale evit ar
familhoù, abadennoù liesseurt... Gant Casse ta routine ez
eus aozet ur bern emgavioù evit krouiñ liammoù, etre ar mammoù
dreist–holl. «Int eo ar
marc'hoù–du,
a–drugarez dezho e
c'hallomp tizhout ar re yaouank».
Louisa
a gred dezhi mont war dachennoù kizidik zoken: skolioù an eil chañs, kaozeal gant ginekologourien, pe c'hoazh
emgavioù etre un alvokad ha mammoù. «N'o deus alc'hwez ebet
evit kompren pezh a c'hoarvez gant o bugale. Ne intentont
na ster na pouez geriaoueg ar polis hag ar justis. Soñjit 'ta pegen
skoet e vezont p'en em gav poliserien du–hont,
da herzel ur bugel dezho, hep gouzout dare petra a c'hall
c'hoarvezout ganto da c'houde».
Nec'het eo Louisa gant re yaouank n'int ket skoliataet ken. «Evito eo re ziwezhat. Ur c'hwitadenn ispriziet zo anezhi. Pa ne weler tamm dazont ebet, ur wech gant e 15 vloaz, n'eus harz ebet ken». Se zo kaoz ez a e darempred gant skolajoù koulz ha gant ajañsoù interim. «Ne c'hwitan war ginnig–labour ebet. Ma c'hall talvezout d'un den yaouank ha ne oar ket ken petra eo an amzer, ar rikted. Ha m'eo dilabour e vreur hag e dad ouzhpenn se...»
Amañ
eo serr ti ar re yaouank hag ar sal e–lec'h
m'en en gavent diouzh an abardaez. Ral eo ar prantadoù
taerder avat. «Emañ ar gaoter o virviñ koulskoude!» a gav
da Louisa. En diskaramzer o deus ranket ar bolised dont, goude ma oa
bet devet un toullad kirri–tan. «Pa
vez polised e–leizh,
o filmañ tout an dud, e vez degemeret evel ur rustoni.
N'hall bezañ kaozeadenn ebet. Ur fazi eo bezañ lemet
ar polis tost d'an dud».
Louisa
zo gwelloc'h ganti ober diouzh pep hini, selaou pep hini. «Ar
c'hwitadenn gentañ oc'h en em gavout er bed diavaez eo ar staj ret
en trede klas. Kalz skolajidi a ra tro wenn».
Simpl
eo ar pezh a garfe goulenn digant kentañ prezidant ar Republik:
«Labour, yec'hed, surentez, sed ar pezh ret a–raok pep tra.
An dud amañ a gav dezho e vez graet goap anezho gant kaozeadennoù
diwar-benn al laikelez, dougen ar seizenn
pe ar burkini, hag an takadoù glas e–harz
ar savadurioù memes. Se n'eo ket o buhez pemdez eo!»
©
PITOIS Cyrille, Le quartier de Louisa n'attend plus rien de la
politique,
Ouest–France,
d'ar Meurzh 14 a viz C'hwevrer 2017.
—— GERIAOUEG
——
AN AOZADUR (l'institution)
ARBOELLAÑ (économiser)
ARBOELLAÑ (économiser)
AZASAAT
OUZH (adapter à)
E–BIOU
DA (à côté de
[mouvement])
GOUZOUT
DIOUZH (s'y
connaître en)
AN
HARZ (la
limite, la frontière)
HEUGAÑ
(dégoûter)
INTENT
≈
KOMPREN
ISPRIZAÑ
(sous-estimer)
KARADEK (aimable, affectueux)
KARADEK (aimable, affectueux)
KIZIDIK
(sensible)
KUIT
DA (afin
de ne pas)
LEMEL
(supprimer)
OBER
FAE WAR (mépriser,
dédaigner)
AR
RANNGÊR = AR
C'HARTER
REKIS
(indispensable)
AR RIKTED* (la ponctualité)
AR RUSTONI* (la brutalité)
AR RIKTED* (la ponctualité)
AR RUSTONI* (la brutalité)
AR
SEIZENN* (le
foulard)
AR
SKOR ≈
AR SKOAZIAD
AN
TONKADUR (la
fatalité)
TOUELLAÑ
= TROMPLAÑ
Danvezioù :
44,
Bro-C'hall,
Kevredigezh,
Labour,
Naoned,
Politikerezh
20 mars 2017
Speredegezh artifisiel: daou benn he deus pep bazh.
Petra
eo ar speredegezh artifisiel? Meziantoù
eo, krouet evit sikour an dud, ober evelto pe vont pelloc'h egeto
zoken. Ganto ez eus berniet ur mor a ditouroù -
ar big
data -
hag a c'hallont dielfennañ
prim gant ur galloud jediñ
bras–divent. Ouzhpenn en em ober ouzh an dud hag ouzh
darvoudoù a bep seurt e oar ar meziantoù a–vremañ deskiñ
o–unan,
diwar o fazioù: skiant–prenañ
o deus eta.
Abaoe
an Henamzer e oa kaoz eus speredegezhioù ar seurt, met abaoe
hanter–kant
vloaz hepken eur krog
da labourat warno, diwar ar stlennegezh,
ar matematikoù hag an nervskiantoù. Darn imbourc'herien a grede
neuze e c'hallje bezañ graet ur mekanik par
e speredegezh da hini Mab–den
en ur ober ur rummad. Gortoz
pell, gortoz gwell:
nevez zo hepken eo bet ledanaet tachenn ar speredegezh artifisiel, ur wech
gwellaet ar mekanikoù hag ar barregezhioù jediñ, hag ur wech dastumet e–leizh a ditouroù er rouedad gant embregerezhioù bras, evel Facebook ha Google. Int o deus postet ur bern arc'hant evit lakaat ar skiantoù da vont war–raok, o kenlabourat gant startoù–up. E–giz–se
e vez kinniget mignoned deoc'h er rouedadoù sokial, e vez kavet an
hentad buanañ gant ho poellgomzer... Met estreget
en internet e reer ganto c'hoazh: er c'heginoù, er c'hirri–tan,
er bankoù, er greanterezhioù...
Evit
poent n'eo
ket ar «SA» evit
spered Mab–den.
Ar skiant a ra
diouer d'ar
mekanikoù: n'int ket evit kompren, n'o deus tamm koustiañs ebet.
Pell emeur diouzh al levrioù hag ar filmoù skiant–faltazi,
neuze, o tiskouez un «dreistsperedegezh» hollc'halloudus
ha nec'hus anezhi: urzhiataerioù o kontrolliñ egorlistri, robotoù o klask lazhañ an dud... Koulskoude e vefe peadra da vagañ
nec'hamant hervez lod. Daoust d'ar speredegezh da vezañ pleustrek e
c'hallfe kas labourioù zo da get ac'hann
d'un
toullad bloavezhioù. Seul efedusoc'h ar mekanikoù, seul vihanoc'h
marc'had al labour?
D'ar
surjian Laurent Alexandre, barrek war an teknologiezhioù nevez, e vo
distrujet ur bern labourioù gant ar
speredegezh artifisiel, darn uhel o ferzh. Ar
radiologourien, da skouer, a c'hallfe bezañ erlec'hiet
mekanikoù outo
a–benn 2030, abalamour d'ar speredegezh artifisiel da
vezañ fiziadusoc'h a–vras
egeto. «En dazont e
vo dilabour pe skoazellet an holl dud n'hallint ket klokaat
ar speredegezh artifisiel. Ne vo ket 99% anezho; 100% ne lâran ket.
N'ho po tamm labour ebet ma n'ouzoc'h ket kenlabourat gant ar SA».
Nec'hus–bras
eo ar pezh embannet gantañ. Ha difred en em gavor a–raok pell?
Meur a studiadenn zo bet graet war an tem–se, ha dishañval–mat
eo an disoc'h anezho. Imbourc'herien Oxford,
da skouer, o deus diouganet ez
afe 47% eus al labourioù amerikan da get, hogos an
hanter, abalamour d'an emgefren.
E Bro–C'hall, avat, e kav d'ar C'huzul Heñchañ evit al Labour e
vo e–tro 10% eus al labourerien a yelo o micher da get. E gwirionez
e vefe cheñchet al labour hag ar c'hefridioù kentoc'h,
ha krouet labourioù all ivez. «A–viskoazh
ez eus bet krouet labour gant an araokadennoù teknologel, gant al
lusk
niverelaat diwezhañ zoken. Splann en diskouez an holl studiadennoù
embannet er bloavezhioù tremenet»
eme Marie–Claire Carrière–Gée, prezidantez ar C'huzul.
Diouzh
lavar ar C'huzul emañ labourioù zo en arvar memes tra, labourioù
dorn dreist–holl: tud ar c'hempenn, legumajerien, micherourien,
kefierien, pellwerzherien... Er
Stadoù-Unanet ez eus en en gavet dilabour tud a renk etre ivez, en
ospitalioù hag er mediaoù. Kement–se
a laka lod da lavarout e vefe pozitivel ar cheñchamantoù
teknologel, ouzh hor disammañ diouzh
kefridioù start. Setu savboent Benoît Hamon, da skouer, danvez
prezidant: «Me
a garfe dinec'hiñ ar re o lavarout n'haller ket mont a–enep d'ar
mekanikoù. Din–me e vefe un dro dreist–dispar da zieubiñ an dud
diouzh al labour».
—— GERIAOUEG
——
AC'HANN
DA (d'ici
à)
BEZAÑ EVIT (être à la hauteur de)
DIELFENNAÑ (analyser)
DIFRED = DILABOUR
BEZAÑ EVIT (être à la hauteur de)
DIELFENNAÑ (analyser)
DIFRED = DILABOUR
DIOUGANIÑ
(prédire)
DISAMMAÑ
(soulager)
AN
EMGEFREN (l'automatisation)
ERLEC'HIAÑ
OUZH (remplacer)
FIZIADUS (fiable)
FIZIADUS (fiable)
ESTREGET
(il
n'y a pas que; plus que)
EUR ≈ EMEUR (on est)
HOGOS
= KAZIMANT
HOLLC'HALLOUDUS
(tout puissant)
AN IMBOURC'HER (le chercheur / scientifique)
AN IMBOURC'HER (le chercheur / scientifique)
JEDIÑ
(calculer)
KEFRIDI*, AR GEFRIDI (la tâche; la mission)
KLOKAAT
(compléter)
AL
LUSK (le
mouvement)
AR
MEZIANT (le
logiciel)
OBER
DIOUER DA (manquer)
PAR
DA (équivalent
à)
AR
STLENNEGEZH* (l'informatique)
S'abonner à :
Messages (Atom)



