30 octobre 2017
23 octobre 2017
« Mervel zo ret, genel n'eo ket »
Aliesoc'h–aliesañ e vez klevet pe lennet an anvioù PMA ha GPA er mediaoù. Ouzhpenn diskoulmoù mezegel eo deuet an div hentenn–se da vezañ. Ur gudenn eo bremañ, evit ur gevredigezh he deus cheñchet buanoc'h eget he lezennoù. Penaos dirouestlañ an neudenn? Sed aze ar goulenn, a zo bet awenet gantañ ar pennad–stur amañ–dindan, embannet gant Charlie Hebdo.
Ha hoalet e vo stourmerien ar Vanif evit an Holl gant Emmanuel Macron? E vousc'hoarzh 64 dant dezhañ, e asur giz "Yaou", e zoareoù komz disprizus hag amspis a bep eil... N'eo ket sur e vo a–walc'h dezho evit kempouez dismegañs ul lezenn aotreet ganti an HSM (Hiliadur Skoazellet ent–Mezegel). Marlène Schiappa, sekretourez stad e–karg eus an ingalded etre ar maouezed hag ar baotred, he doa kemennet er sizhun dremenet e vo dalc'het d'e c'her gant prezidant ar republik, o seveniñ «ar gouestl–se, graet e–pad ar c'houlzad» gantañ. Evit poent n'halle ober gantañ nemet ar c'houbladoù arallreviat n'hallont ket produiñ. Digoret e vefe d'an holl vaouezed, lesbianezed en o mesk. Peadra da zihuniñ an aerouant roz. Moarvat emañ Santez Ludivine de la Rochère o vodañ he zud, saltetoù ha mokasinoù–o–mez ganto, evit dibunañ er straedoù hag el leurennoù tele, hag int da zifenn ar familh "wir": un tad, ur vamm. Marteze e karfe Macron kemer tro eus an HSM evit plijout aes d'an tu kleiz. Met war an dro e c'hallfe an "tu dehoù gwir", ar sparf dour benniget en un dorn gantañ, ar skourjez e egile, kemer an digarez–se da vont war–wel en–dro.
Ha hoalet e vo stourmerien ar Vanif evit an Holl gant Emmanuel Macron? E vousc'hoarzh 64 dant dezhañ, e asur giz "Yaou", e zoareoù komz disprizus hag amspis a bep eil... N'eo ket sur e vo a–walc'h dezho evit kempouez dismegañs ul lezenn aotreet ganti an HSM (Hiliadur Skoazellet ent–Mezegel). Marlène Schiappa, sekretourez stad e–karg eus an ingalded etre ar maouezed hag ar baotred, he doa kemennet er sizhun dremenet e vo dalc'het d'e c'her gant prezidant ar republik, o seveniñ «ar gouestl–se, graet e–pad ar c'houlzad» gantañ. Evit poent n'halle ober gantañ nemet ar c'houbladoù arallreviat n'hallont ket produiñ. Digoret e vefe d'an holl vaouezed, lesbianezed en o mesk. Peadra da zihuniñ an aerouant roz. Moarvat emañ Santez Ludivine de la Rochère o vodañ he zud, saltetoù ha mokasinoù–o–mez ganto, evit dibunañ er straedoù hag el leurennoù tele, hag int da zifenn ar familh "wir": un tad, ur vamm. Marteze e karfe Macron kemer tro eus an HSM evit plijout aes d'an tu kleiz. Met war an dro e c'hallfe an "tu dehoù gwir", ar sparf dour benniget en un dorn gantañ, ar skourjez e egile, kemer an digarez–se da vont war–wel en–dro.
N'eo ket dister ar gaoz a vo boulc'het, hep mar na marteze, kerkent ha lakaet an "HSM evit an holl vaouezed" war ar stern. Rak daou efed he defe al lezenn a c'hallfe bezañ votet. An holl verc'hed o do ar memes galloud ober gant an hiliadur ent–mezegel, forzh peseurt dibab buhez zo graet ganto. Drezañ e–unan ez aio an HSM e–maez an dachenn vezegel strizh evit mont war an hini gevredigezhel. Ne vo ket ken un diskoulm mezegañ evit stourm ouzh an difrouezhusted pe an nammoù fiziologel a vir ouzh an den da broduiñ "ent–naturel". Un droed digor d'ur rummad keodediz e teuio da vezañ. Gant un efed a–fed lezenn ha n'hallor ket tremen e–biou dezhañ: digevatal e vo an traoù hervez ar reizh. N'eo ket dister, daoust ma vo tennet gounid anezhañ – ur wech n'eo ket atav – gant ar maouezed.
Ma vez digoret an HSM d'an holl vaouezed e vo achu gant an dizingalded a zo anezhi etre ar re arallreviat hag ar re heñvelreviat. Eus an tu all e vo krouet unan nevez, etre ar c'houbladoù merc'hed hag ar c'houbladoù paotred. N'hall ket bezañ e chomfe ar priedoù gour hep lavarout: ha ni? Ar gwir a vefe ganto, diouzh lavar ar C'huzul Broadel Kuzuliañ a–zivout ar Vuhezegezh. E miz Gouere e oa bet embannet gantañ e tlefe holl ar c'houbladoù maouezed gallout ober gant an ensperiañ artifisiel gant roerien, evit ma vefe «digarezet ar pezh gouzañvet gant lod, abalamour dezho da vezañ difrouezhus rak o durc'hadur personel». O vezañ m'eo ar «gouzañv»–se an abeg pennañ a vo digoret an HSM abalamour dezhañ, e c'haller ober anv anezhañ ivez evit ar c'houbladoù paotred. Rak o durc'hadur personel ivez e c'hoarvez memes tra ganto. Met evit digareziñ ar stad–se eo ret ober gant an DEH an hini. Gant e dropellad kofoù–dozviñ, tadoù ha mammoù–beveziñ ha bugale–produ. An engehentadur n'eo ket un droed, ur perzh bevoniel ne lavaran ket. Gallout a reer divizout ober pe chom hep ober gantañ. Pa n'a ket mat en–dro e c'haller el louzaouiñ pe en digareziñ. Diboell–mik eo, avat, er goulenn evit an holl e anv ar "justis sokial" evel ma klemm Marlène Schiappa. A–hent–all e talvezje ez eus ur "gwir da gaout bugale" – pe ur gwir da broduiñ bugale kentoc'h; e c'haller brudañ bugale evel embregerezhioù, forzh pegen ker e vijent; e vije ar vugale e–giz ur Rolex: an neb n'en deus unan da 40 vloaz zo bet c'hwitet e vuhez gantañ. Daoust hag–eñ ne vefe ket aesoc'h, ha reishoc'h war an dro, d'ur politiker bezañ kalonek oc'h embann n'eo ket bezañ divugel ur c'hleñved grevus?
© diwar BIARD Gérard, «L'ovule en marche», Charlie Hebdo, d'an 20 a viz Gwengolo 2017.
• HSM (Hiliadur Skoazellet ent–Mezegel) / PMA (Procréation Médicalement Assistée)
HSM a vez graet eus un oberatadenn vezegel lakaet ganti ur viell hag ur spergellig da gejañ an eil ouzh egile. Div hentenn zo: produiñ in vitro pe ensperiañ artifisiel. Gallout a reer ober gant an HSM goude un diagnostik mezegel, evit «digareziñ an difrouezhusted pe mirout ouzh ur c'hleñved da vezañ treuzkaset d'ar bugel». E 2010 e oa c'hoarvezet 2,7% eus ar ganedigezhioù da–heul un HSM. Ret eo bezañ ur c'houblad arallreviat, a–oad evit produiñ, ha bevañ asambles abaoe daou vloaz da nebeutañ.
• DEH (Doug Evit an Hentez) / GPA (Gestation Pour Autrui)
Da gentañ eo un hentenn produiñ mezegel, evit ar c'houbladoù arallreviat, pa n'hall ket ar vaouez dougen (mammog ebet / fallstummet). Douget eo ar groueell gant ur vaouez all. Honnezh zo ganet ganti ur babig n'eo ket dezhi ent–genel. Koubladoù heñvelreviat a ra gant an DEH ivez: «Hiliadur Evit an Hentez» a vez graet pa vez ensperiet ur viell d'ar plac'h o tougen. Berzet eo an hentenn–se e Bro–C'hall, met ur c'hantad a goubladoù a yafe d'an estrenvro bep bloaz, d'ober ganti.
—— GERIAOUEG ——
AMSPIS (flou, vague)
ARALLREVIAT (hétérosexuel)
BERZAÑ = DIFENN
BEVONIEL (biologique)
BOULC'HAÑ (entamer)
BUHEZEGEZH*, AR V— (l'éthique)
DIGAREZIÑ (pallier; excuser)
AN DURC'HADUR (l'orientation [fig.])
AN ENGEHENTADUR (la procréation)
ENT–GENEL (génétiquement)
HEÑVELREVIAT (homosexuel)
AN HILIADUR (la fécondation) → HIL (semence)
HOALAÑ (séduire, charmer)
KEODEDAD, AR C'H— (le citoyen)
KEODEDAD, AR C'H— (le citoyen)
KROUEELL*, AR G— (l'embryon)
AR MAMMOG (l'utérus)
AN NAMM (le problème, le handicap)
PRODUIÑ (se reproduire; produire)
AR REIZH (le genre)
PRODUIÑ (se reproduire; produire)
AR REIZH (le genre)
AR SALTET (le serre–tête)
AR SPARF (le goupillon)
AR SPERGELLIG* (le spermatozoïde)
AR VIELL* (l'ovule)
YAOU (Jupiter)
Danvezioù :
Bro-C'hall,
Kevredigezh,
Politikerezh,
Yec'hed
9 octobre 2017
Pegement eo an digoust?
Goude
bezañ aozet kaozeadennoù diwar–benn al Liger e oa bet goulennet
digant annezidi meurgêr Naoned lavarout o soñj diwar–benn ar
cheñchamant doare energiezh. N'eus ket pell e oa bet embannet
disoc'hoù an «Diviz Bras»–se.
E–touez tri–ugent kinnig a–bep
seurt emañ digoust an treuzdougen boutin. Droch e seblante ar
mennozh–se bezañ bloavezhioù zo; hogen n'eo ket ken faltazius
se ken hiziv an deiz.
E
Bro–C'hall eo bet lakaet
ar mennozh–se war sav
e 36 kêr, kêrioù bihan evit ar braz anezho. E Breizh n'eus nemet
div gêr e–lec'h ma c'haller mont gant an treuzdougen boutin evit
mann.
Gwitreg
eo an hini gentañ. Eno e felle d'an ti–kêr cheñch penn d'ar
vazh. Dre ma ne oa ket darempredet stank ar busoù ne oa
arc'hantaouet nemet 15% eus ar servij gant ar gwerzh tikedoù. Efedus
eo bet an digoust: digeriñ linennoù nevez zo bet posupl zoken, rak
muioc'h–mui a dud a ya gant ar bus. Bremañ eo liammet a–hed ar
bloaz kreiz–kêr Gwitreg ouzh 7 parrez tro–war–dro, ha 46
parrez e–pad ar vakañsoù–skol. Hervez an ti–kêr ne vefe ket
bet uhelaet an tailhoù gwech ebet, a–drugarez da kresk ar gwerzh
bilhedoù ha d'ar c'henlabour gant
ar c'humunioù all.
Karaez
eo an eil. «Ur gwir zibab politikel an hini eo» eme an eil
maer e–karg eus an treuzdougen boutin e kêr–benn Kreiz–Breizh.
«Dister 'oa hor rouedad kent.
Dre zek eo bet lieskementet
an niver a veajourien abaoe m'eo digoust».
115.000€ e koust d'ar gumuniezh–kumunioù, met gouez
d'an
dilennad eo «marc'hadmatoc'h
eget a–raok: n'eo ket ret ken moulañ tikedoù, merañ ar rouedad,
paeañ kement a implijidi...».
Seul
vrasoc'h ar c'hêrioù, seul uheloc'h ''koust an digoust''. Se zo
kaoz n'eus kredet meurgêr vras ebet en ober evit poent. Aubagne ha
Niort eo ar re vrasañ, an eil abaoe miz Gwengolo. 14 milion a
euroioù a gousto dezhi. Paeet e vo gant an implijerien
dreist–holl: uhelaet eo bet feur
an taos treuzdougen.
An
darn vrasañ eus ar c'hêrioù a vez gwelloc'h ganto ober a–hent–all,
kavout un doare etre, da skouer o kinnig prizioù bihan d'ar
rummad–mañ–rummad. E Baiona e c'haller tapout ar bus evit netra
etre kreiz–kêr hag ar parklec'hioù tro–dro hepken. Paeañ zo
ret, avat, evit mont gant al linennoù intra–muros. E Breizh
emañ kêr Lannuon etre daou soñj, met ma vez digoust an treuzdougen
boutin eno e vo serret linennoù zo: pep bazh he deus daou benn, evel
ma lavarer.
Kazetennerien
an Télégramme zo aet e darempred gant tud dilennet er
c'hêrioù bras a Vreizh, evit gouzout ha prest e oa ar bolitikerien
eno da lakaat an treuzdougen boutin digoust war ar stern. E Brest e
karfed gouzout pelec'h an diaoul e vefe kavet an digoll
eus ar gwerzh tikedoù, 12 milion a euroioù dastumet bep bloaz. «Ha
goude, an tikedoù c'hoariva 'vo evit mann?» eme un dilennad er
veurgêr. «'Vije ket reizh
'vije paeet gant Brestiz ur servij 'hallje an holl tennañ
splet anezhañ, ha pa ne vijent ket o chom war dachenn
ar veurgêr». E Roazhon e vez klevet arguzennoù all: disteraet
e vije kalite ar servij, kresket e vije an tailhoù... En Naoned e oa
difennet an digoust e 2008 gant Benoît Blineau, aet war ar renk evit
an dilennadegoù kêr, evit ar strollad MoDem. Dezhañ e oa un diviz
«ekologel ha ekonomikel». Evit enebiñ outañ e c'houlennas
Sophie Jozan, plac'h an UMP, ma vije gwelloc'h marc'had an tikedoù.
Da Jean–Marc Ayrault ne oa «ket sirius», peogwir e vije
«peurleun an
treuzdougen en Naoned» e–giz–se. Bloaz zo e oa roet lañs
d'ur sinadeg gant Yves Ardil, ezel d'ar France Insoumise. Gant
5.400 den hepken e oa bet sinet enlinenn.
An
arc'hantaouiñ, aze emañ an dalc'h e gwirionez. En Naoned eo bet
jedet priz ar cheñchamant
bras–se: 58 milion a euroioù (52 milion ma vez lamet
rann ar c'hontrolliñ). A–dra–sur e vefe lieskementet an niver a
veajourien (hervez studiadennoù zo e c'hallfe bezañ teir gwech muioc'h). Ne vefe tiked ebet ken, met ret e vefe azasaat al
linennoù ouzh emdroadur an
trafik memes tra: kementad, stankter... Pezh a vefe ker–ruz hervez Johanna Rolland: «an digoust n'eus
ket anezhañ. Gant unan bennak eo paeet tu pe du,
bepred. Ha petra eo ar gwellañ:
paeañ ar servij dre an tailhoù, evel truajad,
pe pa vez prenet un tiked?». E teuliad an Diviz
Bras eo skrivet e vefe «arc'hantaouet gant an tailhoù
lec'hel: drezo en defe aotre pep hini da vont gant an holl zoareoù
treuzdougen boutin er veurgêr». Tud all a c'houlenn ma vo
ret paeañ evit mont e–barzh kêr gant e garr–tan, ma vo
postet muioc'h a arc'hant evit an treuzdougen boutin, ma vo keroc'h
parkañ... Met kresket e vo priz an tuañ
dija (35€ an dell–gastiz
e–lec'h 17€ e kreiz–kêr), pa vo fiziet
penn–da–benn an atebegezh–se
er c'hêrioù gant ar Stad.
Evit
ar mare emañ pell Yann diouzh e gazeg digoust. Hervez Presse Ocean
ne vefe ket meurgêr an Naoned e soñj da lakaat an digoust war sav;
lakaat prizioù an tikedoù hag ar c'houmanantoù war zigresk ne
lavaran ket.
©
atersadennoù gant CABANAS Éric,
«Bus et trams: la gratuité en
question», Presse Océan, d'ar Gwener 22 a viz
Gwengolo 2017
ha gant TANCA Louis, «Transports en commun: la
gratuité paye-t-elle?», le Télégramme, d'ar 6 a viz Here
2017.
Ha
ma vefe goulennet ouzh Naonediz...
• Emile:
«Diskoulmoù zo ouzhpenn ar c'hirri–tan, evel ar
marc'hoù–houarn ordin pe dredan, a c'haller mont
ganto en tram. Saotrus 'vez ar c'hirri, ha dañjerus ouzhpenn se,
evit an dud war droad ha war velo.»
• Eliza:
«Un araokadenn eo ar cheñchamant doare energiezh. Ma vefe
digoust an treuzdougen boutin 'vefe dreist, sur. Met ret eo
prederiañ, evit ma vo arc'hantaouet hep lakaat bec'h war an
annezidi. Me 'vefe prest da skodenniñ
diwar ma gounidoù.»
• Padrig:
«Ur mennozh mat eo an digoust, met gant piv 'vo paeet? Mont 'ra
mat en–dro e Strasbourg, ur gêr droadeien
anezhi. Ar c'harrbedoù
kas hepken 'zlefe kaout droed da vont e kreiz–kêr.
Dav diskoulmañ neudenn an annezidi avat, ha digeriñ parklec'hioù
digoust tro–dro d'ar gêr.»
• Tieri:
«Ur vezh 'vefe! Ar re a c'houlenn beajiñ evit mann 'vo klevet o
c'hrozmolat
peogwir 'vo kresket an tailhoù! Mat eo din paeañ evit an dud
nammet, ar re
gozh... met e mod ebet evit ar re divhar dezho: int a c'hall paeañ.
Ker eo an tiked? Paeet eo an hanter gant ar veurgêr dija. E
Amsterdam eo 2,90€ an tiked!»
• Gérard:
«E Tolosa 'oa digoust din, peogwir emaon war ma leve. Bremañ
emaon o chom en Naoned, hag e rankan paeañ ar priz leun. N'eo ket
bet kresket ma leve abaoe pemp bloaz. Gant ma gwetur ez an, neuze,
e–mod–se 'koust nebeutoc'h din»
• Cyril:
«Ma vije digoust 'vije falloc'h–fallañ
kalite ar rouedad. Ouzhpenn 'vije kresket an tailhoù. Taolioù
disevended
'vije, keroc'h 'vije ar c'hempenn. Diaesoc'h 'vije neveziñ ha
diorren ar servij. Gwelloc'h 'vefe liammañ ar parrezioù tro–dro,
da skouer Santez–Lusenn
ouzh Sant–Sebastian,
hep ma vefe ret ehanañ e kreiz–kêr».
—— GERIAOUEG
——
AN
ATEBEGEZH* (la responsabilité)
AN
DIGOLL (la compensation)
AN
DISEVENDED (l'incivilité)
DISTERAAT (déprécier)
DISTERAAT (déprécier)
AN
EMDROADUR (l'évolution)
FALTAZIUS
(fantaisiste)
AR
FEUR (le taux)
GOUEZ
DA = HERVEZ
GROZMOLAT
(grogner)
GWITREG
(Vitré)
AN
IMPLIJER (l'employeur)
JEDIÑ
(calculer)
KARRBED,
AR C'HARRBED (le véhicule)
KENT
(auparavant)
LAKAAT
WAR SAV (mettre en place)
LEMEL,
LAM- (enlever, supprimer)
LIESKEMENTIÑ
(multiplier)
NAMMET
(handicapé) = AMPECHET
PEURLEUN
(saturé)
REIZH
(juste; normal)
SKODENNIÑ
(cotiser)
AR
STANKTER (la fréquence)
TELL*–GASTIZ,
AN D— (l'amende, le
PV)
TENNAÑ
SPLET EUS (tirer profit de)
AN
TROADEG (le piéton)
TU
PE DU (d'une manière ou d'une autre)
AN
TRUAJAD (le contribuable)
TUAÑ
= PARKAÑ
Danvezioù :
Kêraozañ,
Kevredigezh,
Naoned,
Politikerezh,
Treuzdougen
2 octobre 2017
Unan, daou, tri ... jeu pa gari!
E
Paris e vo aozet ar C'hoarioù Olimpek 2024. D'ar Merc'her 13 a viz
Gwengolo e oa bet dibabet kêr–benn
Bro–C'hall gant ar Poellgor
Olimpek Etrebroadel, goude ma oa bet divizet gant Los Angeles gortoz
pevar bloaz evit o degemer. Laouen–bras
e tlefe ar C'hallaoued bezañ. Eus al lid–digeriñ
d'ar lid–klozañ e vo Paris kreizig–kreiz ar bed, rak an darvoud
sportel brasañ an hini eo ar C'hoarioù Olimpek. Un arouez
a beoc'h hag a levenez int ivez, bodet ganto miliadoù a sportourien,
sachet ganto milionoù ag arvesterien,
dedennet ganto miliardoù a sellerien. Koulskoude e seblant lod
Gallaoued bezañ diseblant, drouklaouen zoken, outo. Petra zo kaoz?
Ar
priz, aze emañ an dalc'h. Gouez da
Andrew Zimbalist, kelenner war an armerzh,
e koustfe ar C'hoarioù 10 miliard a euroioù da nebeutañ. Met re
Baris a gousto 6,2 miliard hervez ar strollad aozañ. Hag isprizet
eo ar sammad–se
gantañ? Moarvat, rak bewech e vez dispignet muioc'h a–vras
eget ar pezh a oa raktreset: 14 miliard e–lec'h
6 e Londrez, 50 miliard e–lec'h 12
e Sotchi... ''Mallozh ar maout'' a vefe kaoz. Bep pevar bloaz e vez
dispignet muioc'h–mui gant an ostizien,
evit klask aozañ ar c'hoarioù bravañ bet aozet a–viskoazh.
Treuzfurmet ger–stur
De Coubertin ganto: niverusoc'h an atletourien, brasoc'h ar
savadurioù, meurdezusoc'h
al lidoù... Pep tra a rank bezañ gwelloc'h eget ar gwechoù
diwezhañ. E–mod–se ez a ar c'houst war gresk a c'hoarioù da
c'hoarioù.
Ha
tremen e–biou d'an tech fall–se a ouezo ar C'hallaoued ober? An
darn vrasañ (70%) eus ar savadurioù zo anezho dija, met mont war
geraat a c'hallfe ar C'hoarioù memes tra.
Rak al labourioù: dale a vez peurliesañ, o lieskementiñ
koust ar chanterioù. Rak
ar surentez: e Kampionad Europa ar vell–droad 2016 he doa koustet
an hanter muioc'h eget ar pezh a oa bet jedet,
war–lerc'h ar gwalldaolioù. Rak ar c'hevratoù publik–prevez
ivez. An hanter eus budjed Paris 2024 a vo diazezet war gevratoù ar
seurt, evit sevel ar frammoù
a–is. Pa ne vo ket
frouezhus a–walc'h ar savadurioù nevez–se e vo ret d'ar Stad
paeañ, kredapl. E–giz–se e oa bet paeet ganti 110 milion a
euroioù da
strollad merañ
Stad Frañs en ur ober pemzek
vloaz, goude Kib ar Bed 1998.
Lod
efedoù eus ar C'hoarioù 2024 zo gouezet dija: a–drugarez dezho e
vefe rastellet 10,7 miliard a euroioù gant Paris. 250.000 labour
padus a vefe krouet. E–leizh a douristed a vefe degemeret, a
c'hallo an ostalerioù hag an tavarnioù ober o mad anezho.
Diaesoc'h, avat, eo gouzout efedoù an div sizhunvezh war hir dermen:
frouezhus pe koustus? E Gres e
oa bet buanaet an enkadenn
abalamour d'ar vro da vezañ aozet ar C'H.O. e Atena e 2004. Gant
Jacques Rogge, prezidant kozh ar Poellgor Olimpek Etrebroadel, e oa
bet anzavet zoken: «abalamour
da priz ar C'hoarioù eo bet kresket dle diavaez ar vro, etre 2 ha
3%».
Goude bezañ aozet ar C'hoarioù Goañv e rankas kêr C'hrenoble
delc'her taosoù
lec'hel uhel–uhel e–pad 24 bloaz evit peurbaeañ anezho. Ha memes
tra a c'hoarvezo gant Paris 2024? Gant enebourien daonet ar C'hoarioù
e vez lavaret eo diboell degemer ar c'hevezadegoù
ker–ruz–se pa rank ar Stad ober kof
moan.
Gwelloc'h e vije bet mont diwar ar renk, evel Boston, Roma, Hambourg
ha Budapest.
''An
arc'hant zo berr o lost'' emezo ivez. Gwelloc'h e vefe d'ar
stad paeañ ospitalioù, skolioù, programmoù imbourc'hiñ...
e–lec'h «savadurioù sportel na
vint ket talvoudus d'ar braz eus an dud».
Alies–mat e vez koustus kempenn anezho, ha re vras e vezont evit un
implij boas. E Atena, e Rio hag e Sotchi eo didud ar stadoù dija,
dirapar
an azezennoù, digempenn al leurennoù... Dre chañs e seblant Paris
2024 bezañ ragevezhiek.
Ne
vo savet nemet ur greizenn poulloù–neuial hag ur sal nevez,
e–kichen Bercy, a–benn 2024. Al linennoù treuzdougen a oa anv
anezho e raktresoù Paris Veur c'hoazh. Ar gêr olimpek, 3.500 lojeiz
enni, a yelo da garter annez.
Peadra da cheñch penn d'ar vazh e Seine–Saint–Denis, evel e
reter Londrez, adaozet ha nevezet da–geñver C'H.O. 2012?
Ma
vez gounezet muioc'h a vedalennoù gant an ostizien e vefe dister
a–walc'h an efedoù war ar gevredigezh. E Breizh–Veur e oa
kresket an niver a dud oc'h ober sport ur wech ar sizhun: 700.000
sportour ouzhpenn e 2012, bloavezh ar C'hoarioù eno. Pevar bloaz
war–lerc'h, avat, e oa «dipitus»
an traoù hervez ministr kozh ar sportoù. Nebeutoc'h a dud a rae
sport e 2016 eget e 2012, dre ma ne oa ket harpet
ken ar sportoù gant ur gwir bolitikerezh.
—— GERIAOUEG
——
AN
ANNEZ
(la résidence)
AN
AROUEZ*
(le symbole)
AN
ARVESTER
(le spectateur)
AN
ARMERZH = AN EKONOMIEZH*
DIRAPAR
(délabré)
AN ENKADENN* (la crise)
AR FRAMM A–IS (l'infrastructure)
AR FRAMM A–IS (l'infrastructure)
AR
GER–STUR (la
devise)
GOUEZ
DA = HERVEZ
HARPAÑ
(soutenir)
IMBOURC'HIÑ
(rechercher [scientifique])
ISPRIZAÑ
(sous-estimer)
JEDIÑ
(calculer)
KEVEZADEG*,
AR G— (la
compétition)
OBER
KOF MOAN (se serrer la ceinture)
LIESKEMENTIÑ
(multiplier)
MERAÑ
(gérer)
MEURDEZUS
(majestueux)
AN
OSTIZ (l'hôte)
AR
POELLGOR (le comité)
RAGEVEZHIEK
(prévoyant)
AN
TAOS (la taxe)
S'abonner à :
Messages (Atom)