Aucun message portant le libellé 44. Afficher tous les messages
Aucun message portant le libellé 44. Afficher tous les messages

19 mars 2018

War ribloù stêr Liger.


Tri c'hilometr: sed hirder ar c'haeoù a–hed al Liger, etre ar Porzh Stêr ha kanol Sant–Felis. An ajañs kêraozañ TER a oa bet goulennet digantañ prederiañ war an adaozañ anezho. Diwar an tamm labour–se ez eus bet bet dibabet un nebeud kinnigoù gant Naoned Meurgêr, evit ma vo darempredet ar ribloù adarre gant ar gerzherien, hag evit ma vo ledanaet plas an natur e kêr.

Hiziv eo kae ar Faoz ul lec'h louet ha stank an otoioù warnañ. Ur mare zo bet e oa bev–birvidik, stank an tremen warnañ, pa oa kalonenn porzh ar gêr vras. A–benn dek vloaz e c'hallfe bezañ ul lec'h pourmen, dindan liorzhoù ha dindan leton. Tostaat ouzh ar stêr a c'hallfe bezañ graet, dre bontonioù. Pavilhonoù war zour pe war zouar a vefe ivez, degemeret darvoudoù sevenadurel enno. Tolpet e vefe ar forzhioù eus tu ar savadurioù, ha strishaet e vefent a–dra–sur.

Etre Gloriette ha kanol Sant–Felis e vefe graet memes tra: diskoilh e vefe an tremen war droad a–hed an dour, gant tachennoù glas ha liorzhoù. Ur wech dilec'hiet ar POS e c'hallfe an hent war ribl bezañ serret, etre pont Haudadine ha hini Audibert. «Mat 'vefe» eme Wilhom Hébert, kêraozour bet o labourat gant an ajañs TER. «Re vras eo plas ar c'hirri hiziv an deiz, dav kempouez an tremen. Dav 'vo ober diouzh ar studioù war ar mont–dont er veurgêr, ha diouzh alioù an annezidi».

Tro–dro da boull Sant–Felis e vo cheñchamantoù ivez. Ul lec'h dibar eo–eñ, gronnet gant ar stad Marcel Saupin, Kêr ar C'hendalc'hioù hag al LU. Niverusoc'h an otoioù eno eget an dud war droad avat. Petra da ober? Un draezhenn a c'hallfe bezañ savet war vord an dour, gwez ha tachennoù dindan leton tro–dro. «N'haller ket neuial er poull abalamour da galite an dour; unan kloz zo ret sevel neuze» eme Wilhom Hebert: ur poull–neuial war neuñv, dindan an amzer. N'eo ket bet kadarnaet gant an ti–kêr evit ar mare. Pezh zo sur: ne vo poull–neuial ebet war stêr Liger, evel ma oa bet meneget da–geñver «an Diviz Bras»: re greñv red ar stêr evit staliañ ur poull–neuial ar seurt enni.

En tu all d'al Liger eo hañval an traoù raktreset. Kaeoù Enez Naoned – Rewiz, Hoche ha Doumergue – zo o paouez bezañ graet labourioù warno. Tud war droad ha dudioù a vo degemeret warno. E penn mervent an enez, kae Wilson, e vo ul liorzh–kêr hag ul lec'h pourmen a–benn 2025. Embregerezhioù ha karrdioù karter Enez–Izel, e Reudied, a vo dav dezho mont kuit, evit ma vo plijusoc'h ar ribloù.

«'Mod–se 'vez graet e kalz kêrioù er c'hornôg» eme Charly, studier en ur skol savouriezh. «Me 'gav din 'vefe mat 'vefe kement a lec'hioù plijus en dazont. Tout an dud 'blij de'o bale war vord an dour, 'gav din» eme Florence, o chom e Enez Naoned. «An traoù 'ya war an tu mat» eme Dieri, o labourat nepell diouzh ar POS. «Da ziwall zo avat. N'eo ket gwir ober ur gêr douristel vrav, dindan an heol bepred, eus Naoned. Pa ra glav, pa vez yen... 'vez nebeud a dud o pourmen. Dav kinnig traoù all».

A–raok adaozañ ribloù ar stêr e vo kemmet plasenn Holland–Vihan. Kerkent hag e 2020 e c'hallfed stagañ ganti. Dindan zouar e c'hallo an otoioù parkañ. N'ouzer ket pet plas en do ar parklec'h, rak diaesterioù zo: dav ober diouzh ar rouedadoù orjal ha tren. War c'horre e vo tud war droad ha war varc'h–houarn dreist–holl. E–kreiz ar blasenn e vo ul lec'h frank, aozet ar marc'had warnañ bep Sadorn vintin. Darvoudoù ha manifestadegoù bras a c'hallfe bezañ war al leurgêr–se. Un drederenn anezhi a vo plantet glavez warni: gwez a bep tu d'ar blasenn, taolioù dindano evit debriñ e ti Mari C'hlazioù. Eus tu ar stêr e vefe leton hag ur c'hal, skalieroù dezhañ evit «diskenn an tostañ posupl ouzh ar stêr». Evel e Lisboa «(m') eo graet brav, ha plijet–bras an dud gantañ», gouez da Wilhom Hebert. Savadurioù nevez a vo ivez: unan e–lec'h skwar Daviais, ostalerioù ennañ, ul leurenn warnañ evit sellout ouzh ar blasenn hag ar stêr pelloc'h. Ouzhpenn se e c'hallfe bezañ kioskoù bihan, enno tiez–kafeta pe diskouezadegoù arzoù. Kreizenn genwerzhel ebet, avat, evel ma oa bet goulennet gant kenwerzhourien kreiz–kêr.

© diwar bennadoù–skrid embannet gant 20 Minutes:
Les quais de Loire vont être rendus aux piétons
Une plage et une piscine flottante au bassin Saint-Félix?
Voici à quoi devrait ressembler la nouvelle place de la Petite-Hollande.


—— GERIAOUEG ——
ADAOZAÑ (aménager)
DA–GEÑVER (à l'occasion de)
DINDAN AN AMZER (en plein air)
DISKOILH (sans obstacle)
AR FORZH* (la voie routière)
FRANK (vaste, étendu; large)
GOUEZ DA = HERVEZ
GRONNAÑ (entourer, encercler)
KENDALC'H, AR C'HENDALC'H (le congrès)
KÊRAOZAÑ, AR C'HÊRAOZAÑ (l'urbanisme)
ORJAL (du fil en métal, du câble)
POS (PennOspital Skol–veur) = CHU
STAGAÑ GANT = KREGIÑ GANT
AR SAVOURIEZH* (l'architecture)
TOLPAÑ = BODAÑ
WAR C'HORRE (en surface)




Kae ar Faoz


poull Sant-Felis

Plasenn Holland-Vihan

12 juin 2017

Aour an traezh-aour.

E miz Kerzu eo bet sinet ar gevrat: e–pad daouzek vloaz e vo meret traezhenn ar Baol, 5,4km a hirder dezhi, gant Veolia. An ti–kêr ne felle ket dezhañ ober war he zro ken. Adaozañ al lec'hioù mont e–barzh, naetaat an traezh, merañ ar stalioù: re bounner ar bec'h, emezañ. Gant ar Stad eo bet choazet neuze gant piv e vefe meret an holl gefridioù–se. Ne oa aet nemet Veolia war ar renk, un embregerezh brudet betek–en e bed an dour hag al lastez. En emglev savet gant prefeti al Liger–Atlantel ez eus goulennet groñs digant Veolia lakaat al «Lezenn Traezh» da vezañ doujet; a–hend–all ne vo ket digollet den ebet e mod ebet ganti pa c'hoarvezo freuz ha reuz, da–heul ur gorventenn, da skouer, evel e 2014. Petra zo skrivet en tamm testenn–se? Eus un tu n'hall ket bezañ ac'hubet muioc'h eget 20% eus un draezhenn naturel; eus an tu all e rank bezañ posupl montañ–divontañ an holl genwerzhioù staliet warni.

M'eo nec'het–bras ar genwerzhourien n'eo rak al lezenn; rak doareoù Veolia ne lavaran ket. Hag abaoe ma ouzont muioc'h diwar–benn ar feurmoù ez eus aet lod anezho e gouez. En holl e vefe dastumet 400.000€ gant Veolia er bloavezh kentañ, met goude pevar bloaz e kreskfe ar sammad betek 805.000€! «N'hall ket bezañ! Amañ n'emeur ket e Sant–Tropez, memes tra!» eme Herve Meheust. Abaoe 17 vloaz emañ Calmos Cafe war e anv, ha drouk zo ennañ. Er bloaz–mañ en doa kempennet e di–evañ dija, 200.000€ o doa koustet al labourioù dezhañ, met n'eo ket a–walc'h da Veolia. Ar genwerzhourien a vo ret dezho distrujañ ar pezh n'hall ket bezañ divontet. Da lod all ez eus bet goulennet brasaat an ti, adaozañ anezhañ, pe ledanaat al leurenn. Evel–just e vefe trawalc'h da gas ar stal da stalig, hag ar stalig da netra: «ne oar den da belec'h ez eer ganti. Ne fell ket din koll pep tra». Se zo kaoz eo Herve ezel eus An draezhenn, kalon ar Baol, ur gevredigezh bodet ganti marc'hadourien, annezidi ha hañvourien. Ne fell ket dezho ma vo disleberet «bravañ traezhenn Europa» e krabanoù Veolia, ha goulenn a reont ma cheñcho an ti–kêr e vennozh: «n'hall ket dilezel e draezhenn evel ma ra».

Bep bloaz e vefe dispignet 8,5 milion a euroioù war traezh ar Baol. 50 den hepken a labour eno a–hed ar bloaz, met 500 ekao a vez e–pad an hañv.

© diwar Tourisme. La privatisation de la plage de la Baule inquiète, Ouest-France, d'ar 1añ a viz Eost 2016.




—— GERIAOUEG ——
AC'HUBIÑ (occuper)
AR BEC'H (le fardeau)
DIGOLL (dédommager)
DISLEBERIÑ (enlaidir)
AN EKAO (le travailleur saisonnier [Gwenrann])
AN HAÑVOUR (l'estivant)
KEFRIDI, AR C'HEFRIDI (la mission)
KEVRAT*, AR GEVRAT (le contrat)
KORVENTENN*, AR G– (la tempête)
MERAÑ (gérer)
MONT E GOUEZ (devenir fou)

5 mai 2017

Lucien Petit-Breton

D'ar Gwener 5 a viz Mae e oa loc'het 100vet Tro Italia, ur redadeg e–touez ar re vrudetañ hag ar re brizietañ kinniget bep bloaz d'ar gourserien war varc'h–houarn. Diniver eo an troioù–kaer c'hoarvezet war hentoù ar Giro abaoe ma oa bet roet lañs dezhi, e 1908, gant ar Gazzetta dello Sport. Lod mareoù aour zo bet skrivet gant marc'hhouarnerien a Vreizh, met en o zouez n'eus nemet Bernard Hinault a yeas ar maout gantañ, dre deir gwech (1980, 1982, 1985). Diaes–meurbet eta eo en em gavout, ar rochez roz gantañ, e Milano: cheñch–dicheñch an amzer, serzh–kenañ an hentoù er menezioù, bev–birvidik an tifosi... Ouzhpenn se e ranker bezañ trec'h war an Italianed a zo kustum d'en em glevout an eil gant egile diwar–goust ar rederien arall–vro: e 1950 hepken e voent trec'het evit ar wech kentañ! Seul niverusoc'h e veze ar skoilhoù, a–dra–sur, pa gemere perzh Lucien Petit–Breton. Hennezh a voe, koulskoude, ar reder nann–italian kentañ e penn ar renkadur hollek, e 1911, un nebeud devezhioù goude bezañ gounezet un tennad–hent e Torino. Met piv 'ta a oa Lucien Petit–Breton, donezonetañ marc'hhouarner bet ganet e Bro–Naoned a–holl–viskoazh?


Lucien Petit–Breton, Bol d'Or, miz Gwengolo 1912.

27 mars 2017

Keit ha ma vo esperañs.

Al laikelez? Ar burkini? Da Louisa Battoy n'emañ ket an dalc'h aze. Al labour, ar yec'hed hag ar surentez, setu ar pezh a vefe gortozet gant an dud degemeret ganti e burevioù Casse ta routine, ur gevredigezh o liammañ hag o skoazellañ annezidi karterioù norzh an Naoned, pelloc'h–pellañ diouzh ar bolitikerien hag an aozadurioù–Stad.



Dervenn ar Saozon (le Chêne des Anglais), ur c'harter e norzh an Naoned. Savadurioù e–giz ar bloavezhioù 60, tourioù uhel louet, a–liv gant an dristigezh. Louisa, 45 bloaz dezhi, zo e–touez ar mammoù a oa bet lañset ganto, pell zo, ur gevredigezh ranngêr. E 2009 e voe adaozet he mont en–dro. An anv choazet neuze a ziskouez splann o youl da chom hep magañ soñjoù du rak an tonkadur: Casse ta routine.

Emañ Louisa Battoy en he burev, en ur c'hannlec'h kozh. Un ostizez karadek eo. War ar riblenn–straed pe e diabazh an ti e vez komzet, e vez c'hoarzhet... evel war blasenn ur gêr vihan e–lec'h ma anavez an holl dud an eil egile. Ober anv eus an dilennadegoù eno zo evel komz eus ur bed pell–pell avat.
«Dav eo gouzout diouzh ar politikerezh evit votiñ. Amañ e kred lod emañ Chirac war ar renk c'hoazh!» eme un den yaouank. «36 bloaz on, tri bugel am eus. Blenier UBER on, ha n'em eus ket votet gwech ebet» eme ur paotr bras, o sellout dibaouez ouzh e boellgomzer, kuit da c'hwitañ war ur gefridi. «Komzerien toull eo ar bolitikerien. En o bed dezho o–unan e lezomp anezho. A–walc'h hon eus d'ober evit lakaat ar pod da virviñ!». Hag e amezeg, e–tro tregont vloaz, da ouzhpennañ: «Hollande n'en deus graet tra evidomp. Gant unan all e vije bet memes mod... Arc'hant zo evit mont da vrezelekaat da vroioù e–lec'h ma n'omp ket gortozet, hag e–keit–se e chomomp–ni diwelus. Abalamour da betra mont da votiñ, neuze?». Unan all a ya pelloc'h: «ret eo votiñ, sur, n'haller ket ober fae war se. Met heuget e vez an dud, dre forzh votiñ evit danvez dilennidi ha ne reont ket anv eus ar c'harterioù. Ne zegasint tra ebet deomp!»

A–dreñv d'he burev bihan emañ Louisa o selaou ar bec'h. «Ma ne voter ket e tremeno ar FN!» emezi e–kreiz ar gaozeadenn. Ha hi da zisplegañ deomp he labour: «hep spi, ne voter ket. Amañ emaon–me evit degas esperañs en–dro». A–dal dezhi ez eus azezet un den yaouank, ganet en ur familh tud ar veaj: n'en deus urzhiataer ebet, ha diwar se chomlec'h niverel ebet. Rekis eo koulskoude evit ma vefe enrollet gant ar velestradurezh ar vikro–embregerezh nevez–savet gantañ. Ha Louisa da ziskoulmañ an afer o krouiñ ur voest posteloù dezhañ, evit ma resevo ar skridoù ret en e boellgomzer.
«An aozadurioù zo azasaet lod eus o folitikerezhioù ouzh ar c'harterioù, ha lod eus o budjed zo postet enno. Met n'eus tamm respont ebet eus an annezidi. Kollet o holl fiziañs ganto» eme Louisa. «Aon o dez da vezañ barnet gant an implijidi, re ar Pol Implij, an ofisoù LBF, ar skoaziadoù tiegezh... E–biou d'an darempredoù e klaskont tremen, met rak se tremenont e–biou d'o gwirioù...». Hervez ATD Quart Mont e vefe arboellet 11 miliard a euroioù gant ar Stad, diwar–goust skorioù tiegezh, lojeiz, emren, pe RSA... ha n'int ket goulennet. Muioc'h a–vras eget ar miliard a euroioù a ya gant ar re o touellañ ar skoaziadoù tiegezh.

Kouskous bras, troioù–bale evit ar familhoù, abadennoù liesseurt... Gant Casse ta routine ez eus aozet ur bern emgavioù evit krouiñ liammoù, etre ar mammoù dreist–holl. «Int eo ar marc'hoù–du, a–drugarez dezho e c'hallomp tizhout ar re yaouank».
Louisa a gred dezhi mont war dachennoù kizidik zoken: skolioù an eil chañs, kaozeal gant ginekologourien, pe c'hoazh emgavioù etre un alvokad ha mammoù. «N'o deus alc'hwez ebet evit kompren pezh a c'hoarvez gant o bugale. Ne intentont na ster na pouez geriaoueg ar polis hag ar justis. Soñjit 'ta pegen skoet e vezont p'en em gav poliserien du–hont, da herzel ur bugel dezho, hep gouzout dare petra a c'hall c'hoarvezout ganto da c'houde».

Nec'het eo Louisa gant re yaouank n'int ket skoliataet ken. «Evito eo re ziwezhat. Ur c'hwitadenn ispriziet zo anezhi. Pa ne weler tamm dazont ebet, ur wech gant e 15 vloaz, n'eus harz ebet ken». Se zo kaoz ez a e darempred gant skolajoù koulz ha gant ajañsoù interim. «Ne c'hwitan war ginnig–labour ebet. Ma c'hall talvezout d'un den yaouank ha ne oar ket ken petra eo an amzer, ar rikted. Ha m'eo dilabour e vreur hag e dad ouzhpenn se...»
Amañ eo serr ti ar re yaouank hag ar sal e–lec'h m'en en gavent diouzh an abardaez. Ral eo ar prantadoù taerder avat. «Emañ ar gaoter o virviñ koulskoude!» a gav da Louisa. En diskaramzer o deus ranket ar bolised dont, goude ma oa bet devet un toullad kirri–tan. «Pa vez polised e–leizh, o filmañ tout an dud, e vez degemeret evel ur rustoni. N'hall bezañ kaozeadenn ebet. Ur fazi eo bezañ lemet ar polis tost d'an dud».
Louisa zo gwelloc'h ganti ober diouzh pep hini, selaou pep hini. «Ar c'hwitadenn gentañ oc'h en em gavout er bed diavaez eo ar staj ret en trede klas. Kalz skolajidi a ra tro wenn».

Simpl eo ar pezh a garfe goulenn digant kentañ prezidant ar Republik: «Labour, yec'hed, surentez, sed ar pezh ret a–raok pep tra. An dud amañ a gav dezho e vez graet goap anezho gant kaozeadennoù diwar-benn al laikelez, dougen ar seizenn pe ar burkini, hag an takadoù glas e–harz ar savadurioù memes. Se n'eo ket o buhez pemdez eo!»

© PITOIS Cyrille, Le quartier de Louisa n'attend plus rien de la politique,
Ouest–France, d'ar Meurzh 14 a viz C'hwevrer 2017.


—— GERIAOUEG ——
AN AOZADUR (l'institution)
ARBOELLAÑ (économiser)
AZASAAT OUZH (adapter à)
E–BIOU DA (à côté de [mouvement])
GOUZOUT DIOUZH (s'y connaître en)
AN HARZ (la limite, la frontière)
HEUGAÑ (dégoûter)
INTENT ≈ KOMPREN
ISPRIZAÑ (sous-estimer)
KARADEK (aimable, affectueux)
KIZIDIK (sensible)
KUIT DA (afin de ne pas)
LEMEL (supprimer)
OBER FAE WAR (mépriser, dédaigner)
AR RANNGÊR = AR C'HARTER
REKIS (indispensable)
AR RIKTED* (la ponctualité)
AR RUSTONI* (la brutalité)
AR SEIZENN* (le foulard)
AR SKOR ≈ AR SKOAZIAD
AN TONKADUR (la fatalité)
TOUELLAÑ = TROMPLAÑ

23 janvier 2017

Keleier an Naoned.

• ADAOZET E VO AR BLASENN FELIX FOURNIER.
Nepell diouzh plasenn ar Rouaned emañ ar blasenn Felix Fournier. E–pad eizh miz e vo labourioù adaozañ eno, evit sachañ an dud o pourmen e–harz ar benniliz Sant–Nikolaz. E–kreiz al leurgêr e vo lakaet mein a–liv gant skalieroù an iliz. Tro–dro e vo maen–greun louet–gell, hañval ouzh an hini kempennet plasenn ar Rouaned gantañ. Ouzhpennet e vo bankoù, ur wezenn hag ur bleuñveg, ha peadra da stagañ marc'hoù–houarn ivez. «Ne vo ket aes e–pad al labourioù, met ur c'heloù mat an hini eo. Ar blasenn zo danvez enni, met defot bezañ adaozet e tremen ar gerzherien e–biou dezhi» eme Jakez Pean a zo ar stal Radigois war e anv.

• 80 VLOAZ EO MARC'HAD TALENSAC
Ar marc'had dindan doenn nemetañ eo e Naoned. Abaoe miz Genver 1937 ez eus aozet ur marc'had e Talensac, e–lec'h ma oa al lazhdioù gwechall. E–tro 6.000 a dud a ya di da brenañ boued bep sizhun, eus ar Meurzh d'ar Sul. Gouez d'ar varc'hadourien o defe cheñchet boazioù Naonediz. E–pad ar sizhun e vez gwelet tud war o leve dreist–holl. Ar re o labourat a vez gwelloc'h ganto gortoz ar Sadorn hag ar Sul. Ral e vez dezho ober o frenadennoù a–raok o devezhiad labour.

• HARZ–LABOUR ER BN
E–mesk koshañ ha brudetañ embregerezhioù ar vro emañ ar BN. E Gwerzhav emañ he labouradeg bremañ, ha 422 den zo o labourat enni. D'ar Yaou 19 o doa goulennet an holl sindikadoù diganto ober harz–labour e–pad un eur. Int a fell dezho gouzout petra emañ an embregerezh turk Yildiz e soñj d'ober gant o uzin. Abaoe mizioù ez eus brudoù o redek, ha meur a wech e oa bet gweladennet Gwispiderezh an Naoned gant danvez prenerien. Nac'h a ra an Durked klask en em zizober diouti; hogen n'eus ket pell e oa bet gwerzhet ganto an uzinoù Delacre, e–lec'h ma oa produet lod gwispid BN. 20.000 tonennad a wispid a ya e–maez labouradeg Gwerzhav bep bloaz, met an hanter muioc'h a c'hallfe bezañ kenderc'het eno.

• DISKARET AR PRIZON KOZH
160 lojeiz, ur parklec'h publik, ur vagouri, takadoù glas, hag ur c'hoariva zoken. Bremañ eo sklaeroc'h an traoù: gouzout a reer dre ar munud petra a vo savet e–lec'h an toull–bac'h kozh, e–kichen Ti Keltiek. Abaoe 2012 eo serr ar prizon–se. Diskaret e vo e holl vogerioù, war–bouez ar porched mont e–barzh ha ti ar gref e–lec'h ma vo staliet Ar Gomedienn, un adc'hoariva 250 plas ennañ meret gant kompagnunezh ar «Cafe–Théâtre». E lec'h all e vo savet ranndioù, 70m² o ment peurliesañ. An hanter anezho a vo bevennet o feurm, hag un nebeud a vo miret evit tud war o leve. E–kreiz ar savadurioù nevez e vo ul liorzh–kêr digor d'an neb a gar e–pad an deiz. Plantoù ha liorzhoù e–leizh a vo tro–dro, war leurennoù ha toennoù an tiez. Ac'hann da 2020 e tlefe ar chanter bezañ peurachu.



——— GERIAOUEG ———
AC'HANN DA (d'ici à)
AR BLEUÑVEG (le parterre)
DANVEZ X (potentiel X, aspirant X)
DISKAR (abattre, renverser)
E–HARZ (au pied de)
GOUEZ DA = HERVEZ
GWERZHAV (Vertou)
AR GWISPID (les biscuits)
KENDERC'HIÑ = PRODUIÑ
AL LAZHDI (l'abattoir)
LOUET–GELL (beige)
MAGOURI*, AR VAGOURI (la crèche)
MERAÑ (gérer)
PENNILIZ*, AR BENNILIZ (la basilique)

12 décembre 2016

Aet ar maout glas gant al Liger-Atlantel.

Abaoe pell e oa plaset mat al Liger–Atlantel e loreadeg an ekologiezh, aozet bep bloaz gant ar gelaouenn La Vie. Da–geñver an 10vet hini eo bet priziet Bro–Naoned a–benn ar fin. Un tiriad dibar e lec'hioù naturel eo al Liger–Atlantel. Intrudu a bep seurt a gemer ivez e annezidi evit cheñch an traoù: labour–douar bio, energiezhioù nevez... Gwareziñ an endro a zleer ober eno avat: n'eo ket gwall vat kalite an aer ha hini an dour, hag en entremar emeur c'hoazh gant raktres aerborzh Kernitron–al–Lann...

al Lenn–Veur, er mervent d'an Naoned


«Dispar eo hon takadoù naturel: genoù al Liger, ar Briwer, ar paludoù–holen... Dav eo deomp ober ganto, gant an diorren greantel (Airbus, chanterioù sevel bigi Sant–Nazer) ha gant ul labour–douar a berzh mat» eme Philippe Grosvalet, prezidant kuzul departamant al Liger–Atlantel. «Bep bloaz ez eus sachet 15.000 annezad nevez, gant kalite bevañ hor bro. Kement a dud hag e kêr Sant–Nazer en ur ober pemp bloaz! Ober ganto a zleomp ivez».

Kostez Gwenrann e ouzer mat pegen bresk eo ar paludoù–holen. «E–pad ar bloavezhioù 1960 - 1970 e felle d'ar bolitikerien diskar anezho, ha sevel un hent–tizh pevar forzh o kas eus an Naoned d'ar Groazig» eme Fréderic Verger, paluder er Groazig. Hiziv eo gwarezet ar Vro Wenn, ha diwallet mat an holen a–drugarez d'un anvadur a orin kontrollet. Muioc'h eget 300 paluder a labour diwarnañ, hag an darn vrasañ anezho zo ezel d'ar gevelouri «Silinoù Gwenrann». Dastumet e vez ganto ouzhpenn 15.000 tonenn bep bloaz. «Buhezek eo an takadoù gleb. Se zo kaoz e stourm ar baluderien ouzh Kernitron–al–Lann» emezañ.

Re wir. A–hed hor beaj e voe graet anv eus ar raktres kozh–se, gant hogos holl an dud. Gant ar votadeg aozet en departamant hepken, e dibenn miz Mezheven, e oa bet diskouezet splann e oa rannet an dud etre daou du. Emañ an aotrou Grosvalet a–du gant ar raktres: «ar meurgêrioù rannvroel bras o deus ezhomm eus aerborzhioù modern» emezañ. «Met gwir eo o deus lod enebourien ur c'hoant gwirion da amprouiñ doareoù bevañ all».

Ouzhpenn e ZAD Kernitron ez eus takadoù gleb koulskoude. Gwarezet eo al Lenn–Veur, ul lec'h hep e bar abalamour d'e vevliesseurted. «Al Lenn–Veur eo al lenn naturel vrasañ e kompezennoù Bro–C'hall» eme Olivier Hubert, e penn Ti al Lenn–Veur. «Cheñch–dicheñch eo live an dour amañ, gant pradeier izel, gwez–korz, geoteg war–neuñv. An eil gwarezva laboused eo ivez er Frañs, goude ar Camargue». Dianav a–walc'h eo al Lenn–Veur, daoust dezhi da vezañ tost ouzh an Naoned. E 2015 hepken e voe digoret ar mirdi, en un ti profet d'an departamant e 1980 gant ar fronder Guerlain. Didrouz eo al lec'h, «evel ur mor diabarzh», war–bouez fraoñv ar c'hirri–nij o tibradañ er pellder. Etre meurgêr an Naoned hag al Lenn–Veur emañ aerborzh Kastell–Begon, war dachenn kêr Vegon. Hervez ar studiadennoù ne rafe ket droug an trafik d'al laboused. Gwelloc'h e vefe mirout an aerborzh–se zoken, rak un arvar brasañ a vefe kêraozañ douaroù an aerborzh hag e drowardroioù.

Estreget ar glad naturel en deus lakaet Bro–Naoned da vezañ priziet. Barrek eo an departamant e–keñver ar beveziñ padus. 126 KDLP zo, an hanter anezho e meurgêr an Naoned. Perak e reont berzh? «Din ez eus pemp abeg» eme Patrice Hurel. «Bro–Naoned zo ur veurgêr vras en he c'hreiz. Dalc'het ez eus ul labour–douar bihan ha krenn, dre stourmoù ar Gouerien–Labourerien. Diorroet eo bet ar bio. Klouar eo an hin, peadra da c'hounit legumaj. Ha stank eo rouedad lec'hel ar c'hevredigezhioù». E Trelier, da skouer, ez eus 200 familh o kerc'hat boued digant ar KDLP. Lec'hel ha bio eo kement tra gwerzhet ganti: kebell–touseg, bara, formaj–laezh, kig–oan, ha legumaj evel–just. Hanterour ebet: eeun eo al liamm an etre ar broduerien hag an debrerien. 300.000€ eo sifr hec'h aferioù bloaziek. Un toullad tud a laka da vevañ, en o mesk Claire Le Coq, legumajerez e Enorzh abaoe dek vloaz. «Gant teir KDLP eo gwerzhet ma holl frouezh. E–giz–se e c'hall tri den gounit o zamm kreun».

Memes tra eo gant al labour–douar bio. E Bourc'hnevez–Raez, nepell diouzh ar mor ha Geunioù Breizh, o deus Guylain ha Stéphanie ur menaj war o anv. 34.000 litrad laezh bio zo gorroet bep bloaz digant o saout. Gwerzhet eo an hanter: «450€ ar mil litrad, neket 300€ evel al laezh ordin». Treuzfurmet ar peurrest ganto: «1220€ ar mil litrad e vez gwerzhet, peogwir e tegasomp talvoudegezh ouzhpenn». An darn vrasañ zo gwerzhet dre hantererezh div KDLP hag ur stal Biocoop. Da Stéphanie «n'eo ket ar bio ur marc'had dister; labour–douar an dazont ne lâran ket». Lorc'h zo er gouerez o lavarout eo al Liger–Atlantel «ar c'hentañ departamant e Bro–C'hall e–keñver al laezh bio, hag an trede evit an tachennoù labour–douar aet da vio».

Efedus eo labour an departamant e–keñver an energiezhioù nevezadus ivez. Er–maez da Sant–Nazer e vo lakaet 80 rod–avel ac'hann da 2018. Nepell diouzh ar Groazig e vo staliet unan savet gant Skol Greiz an Naoned: un rod–avel war–neuñv. 15.000 a diegezhioù a c'hallfe bezañ pourvezet ganti. «N'eus ket da dermal evit paouez gant an energiezhioù nukleel ha fosil» eme rener ar skol–se. «Chañs hon eus da arnodiñ seurt traoù en hor bro, rak efedoù a vo war al labour».

A–wechoù e sav bec'h rak an teknologiezhioù nevez–se. E Severeg, avat, eo en em gavet lod annezidi e penn kentañ ar bloavezhioù 2000 evit sevel ur «park rodoù–avel keodedel». 11 milion a euroioù a oa ret dastum. Emvodoù o deus dalc'het evit dedennañ tud all, ha 500 o deus postet arc'hant. Gant an departamant ivez eo bet skoazellet ar raktres. D'ar 7 a viz Mae 2016 e krogas ar peder rod da broduiñ tredan. 3.000 tiegezh zo pourvezet ganto. Abalamour da betra o doa boulc'het Alan, Klaoda ha Lionel an afer–se? «'Blam da Blogo. E penn kentañ ar bloavezhioù 1980 e oamp bet hon–tri o vanifestiñ eno».

© diwar NOUAILLAS Olivier, La Loire–Atlantique, une nature engagée, La Vie, d'an 3 a viz Du 2016.


GERIAOUEG
A BERZH MAT = A GALITE
AMPROUIÑ (éprouver)
AN ANVADUR (l'appellation)
ARNODIÑ (expérimenter, tester)
AN ARVAR (le danger)
BEVEZIÑ (consommer)
BEVLIESSEURTED*, AR V— (la biodiversité)
ER–MAEZ DA (au large de)
BEZAÑ EN ENTREMAR (dans l'incertitude)
AR FORZH (la voie)
AR FRAOÑV (le bourdonnement)
AR FRONDER (le parfumeur)
GORREIÑ, GORRO— (traire)
GWIRION (authentique, véritable)
AN HANTEROUR (l'intermédiaire)
HOGOS = KAZI
AN INTRUDU (l'initiative)
KDLP, KEVREDIGEZH EVIT DELC'HER UL LABOUR–DOUAR GANT PEIZANTED (AMAP)
KEODEDEL (citoyen)
KÊRAOZAÑ (urbaniser)
KEVELOURI*, AR GEVELOURI (la coopérative)
KOMPEZENN*, AR G— (la plaine)
AL LOREADEG (le palmarès)
AR MENAJ = AN TI–FEURM
NEVEZADUS (renouvelable)AR SILIN* (la saline)
TERMAL = BEZAÑ ETRE DAOU
AN TIRIAD (le territoire)
WAR–NEUÑV (flottant)

21 novembre 2016

40 vloaz eo Tour Breizh.

Goude an Eil brezel bed e voe adsavet rakkêr ar Marchix ha plasenn Breizh. Divizet e voe sevel un tour eno e–kerzh ar bloavezhioù 1960. 80.000 tonennad betoñs a voe ret. D'an 18 a viz Du 1976 e voe peursavet ha digoret Tour Breizh. 40 vloaz war–lerc'h emañ e–mesk savadurioù meur ha lec'hioù arouezus kêr Naoned. Gant ar gazetennerez Julie Urbach ez eus bet dastumet titouroù a bep seurt diwar e benn.



• 144m a uhelder eo Tour Breizh. Uheloc'h eo eget tuchenn Breteche zoken, al lec'h naturel uhelañ (116m) e Bro–Naoned, war tachenn parrez Ferreg. Uhelañ savadur Breizh eo an tour, hag ar pevare ti burevioù uhelañ e Bro–C'hall ivez, e–maez Pariz.
• BONUS: Klikit amañ evit gwelout renkadur ar savadurioù uhelañ e Bro–Naoned !  

• Div wech ar bloaz e vez gwalc'het 3000 gwer an tour. Ur miz e pad an abadenn naetaat. Evel–just eo ret d'an daou implijad ar c'hempenn pignat war vourzh ur c'havell. Peurliesañ e kasont o dafar ganto dre leurenn an Neizh.

• Dre ziv wech o deus lammet tud diwar an tour. E 2012 e oa bet graet kement se gant ur base–jumper, un harzlammer ma kavit gwell, c'hwec'h miz goude digoradur an Neizh. «P'hor boa furchet er rouedad evit gouzout ha filmet en doa e lamm hon eus kavet ur video all. Ur paotr en doa graet memes tra dija, da vare al labourioù» eme Philippe Gareau, e–karg eus ar surentez abaoe 2006. Kentoc'h e oa en em zistrujet tud zo o lammat, d'ar mare ma ne oa ket gwarezet a–walc'h ar bardelloù.

• 800 den a vez o labourat dindan an Neizh bemdez. Burevioù a gaver eno dreist–holl: an tailhoù, meurgêr Naoned, ensellerezh al labour... A–rez an douar emañ Kreizenn Kehentiñ ar C'Hornôg. Hervez perc'henned al lec'h e vefe implijet 90% eus ar savadur.

• A–us d'an Neizh ez eus kuzhet kalz traoù: eno emañ salioù ar c'haoterioù ha re an aer. A–dreñv ar plakennoù gwenn emañ ar siminalioù. Ouzhpenn se ez eus beoliadoù dour, 90.000 litrad enno, evit stourm ouzh an tanioù–gwall. N'eo ket aes kas labourioù da benn war lein an tour. Pa voe ratreet an aerreizher e 2014 e voe degaset meur a donennad dafar betek enni gant ur viñs–askell.

• Eizh pignerez zo en holl en tour. An hanter anezho a ya d'al lodenn grec'h eus an tour hepken, etre an 13vet estaj hag an 32vet hini. Unan a ya war–eeun d'an Neizh, an ostaleri degemeret 300.000 a dud ganti bep bloaz. «A–drugarez dezhi ez eus sachet tud nevez, evel ar familhoù, deuet da brofitañ eus ar gweledva» eme Eric Warin, prezidant an davarn.

• Bep bloaz en em gav pomperien e–harz Tour Breizh, da–geñver ar Stair Race Fire Xtrem. 700 pazenn a rank paotred ha merc'hed an tan pignat ar buanañ ar gwellañ. Seul ziaesoc'h eo dezho ma vez o gwiskamant ganto – tokarn, botoù hag all. E miz Mezheven e voe aozet ur redadeg ar seurt digor d'an neb a gar. 3'11'' a voe ret d'ar maout evit pignat gant an diri.

• Pa voe digoret an Tour e oa un nebeud stalioù ennañ, daou doull–noz en o zouez. Tri estaj a oa bet miret evit degemer kenwerzhioù. Met displijout a rae an tour da Naonediz a gave dezho e oa–eñ «vil» hag un «arouez rok eus an arc'hant bras». Int a veze gwelloc'h ganto ''krebilhonañ'' e lec'h all, ha ne voe ket darempredet stank ar c'henwerzhioù–se gwech ebet. Ouzhpenn se e oa ker ar feurmoù, ha freuz–stal a reas lod. Neuze e voe staliet melestradurezhioù en o lec'h, kuit d'an tour da vezañ dizarempred.

• Un nebeud gwechoù eo bet kinklet an tour. Da zeiz an Telethon e oa bet lakaet war wel un niverenn bellgomz outañ. A–raok un c'hendalc'h diwar–benn an hin e oa bet skrivet we can act now gant stignoù. Memes tra o defe graet paotred 44=BZH gant anv o strollad (s.o. luc'hskeudenn). Nevez zo e voe bannet un arvest video outañ evit reiñ lañs d'an Digital Week. Ur raktres souezhus a oa bet kinniget ivez gant an danvez maerez Laurence Garnier e–pad ar c'houlzad diwezhañ: ouzhpennañ ur gorzenn houarn 50m a uhelder war lein an tour!

© diwar URBACH Julie, Nantes: la tour Bretagne a 40 ans,
10 choses que vous ne saviez (peut-être) pas sur elle, 20minutes, d'ar 17 a viz Du 2016.


——— GERIAOUEG ———
AN AERREIZHER (le climatiseur)
BARDELL*, AR VARDELL (le parapet)
BEOL*, AR VEOL (la cuve)
BIÑS*–ASKELL, AR VIÑS–ASKELL (l'hélicoptère)
E–HARZ (au pied de)
EN EM ZISTRUJAÑ (se suicider)
OBER FREUZ–STAL (faire faillite)
AN HARZLAMMER (le parachutiste)
KAOTER*, AR GAOTER (la chaudière)
KAVELL, AR C'HAVELL (le berceau; la nacelle)
KENDALC'H, AR C'HENDALC'H (le congrès)
KORZENN*, AR GORZENN (la flèche)
RATREAÑ (réparer)
ROK (rogue, arrogant)
AR STIGN (le store)