D'ar Gwener 5 a viz Mae e oa loc'het 100vet Tro Italia, ur redadeg e–touez ar re vrudetañ hag ar re brizietañ kinniget bep bloaz d'ar gourserien war varc'h–houarn. Diniver eo an troioù–kaer c'hoarvezet war hentoù ar Giro abaoe ma oa bet roet lañs dezhi, e 1908, gant ar Gazzetta dello Sport. Lod mareoù aour zo bet skrivet gant marc'hhouarnerien a Vreizh, met en o zouez n'eus nemet Bernard Hinault a yeas ar maout gantañ, dre deir gwech (1980, 1982, 1985). Diaes–meurbet eta eo en em gavout, ar rochez roz gantañ, e Milano: cheñch–dicheñch an amzer, serzh–kenañ an hentoù er menezioù, bev–birvidik an tifosi... Ouzhpenn se e ranker bezañ trec'h war an Italianed a zo kustum d'en em glevout an eil gant egile diwar–goust ar rederien arall–vro: e 1950 hepken e voent trec'het evit ar wech kentañ! Seul niverusoc'h e veze ar skoilhoù, a–dra–sur, pa gemere perzh Lucien Petit–Breton. Hennezh a voe, koulskoude, ar reder nann–italian kentañ e penn ar renkadur hollek, e 1911, un nebeud devezhioù goude bezañ gounezet un tennad–hent e Torino. Met piv 'ta a oa Lucien Petit–Breton, donezonetañ marc'hhouarner bet ganet e Bro–Naoned a–holl–viskoazh?
Aucun commentaire:
Publier un commentaire