22 mai 2017

Adaozet Naoned.

• Ur blasenn nevez dirak ti–gar Naoned.
 
E dibenn 2019 e vo digoret an ti–gar nevez. Gant an tisavour Rudy Ricioti eo bet ijinet. E–tro 2030 e c'hallfed degemer 25 milion a veajourien ennañ. War an dro e vo adaozet trowardroioù tu norzh an ti gant meurgêr Naoned. D'ar 15 a viz Meurzh e oa bet diskouezet ar raktres. Seizh devezh–arat a vo kempennet e–giz–se, eus Liorzh ar Plantoù betek an arsav–tram Dugez Anna. Dirak ar porzh–houarn e vo ul leurgêr ec'hon evit an dud war droad, e–lec'h ma vo degemeret ar veajourien ivez. «Ur blasenn nevez 'vo e Naoned, ac'hann 'hallor mont gant an dro–vale a gas eus ar gar d'al Liger» eme Johanna Rolland. Gant an tramgirri e vo treuzet c'hoazh. Tachadoù glasvez a vo ouzhpennet, evit degas da soñj ur produiñ eo brudet Bro–Naoned gantañ, hini ar bleunioù. Digoret e vo Liorzh ar Plantoù war–du ar blasenn, evit sachañ ar weladennerien betek enni. An alez Charcot a vo difennet ouzh ar c'hirri–tan tremen warni. Dalc'het e vo ar parklec'h silo avat, hag aotre en do Yann–Vlenier da chom a–sav prim memes tra. Ur c'hoariva glasvez a vo staliet evit lakaat an Erzh war–wel, e penn an tunnel Sant–Felis. «Alies–mat 'vez mont e–maez un ti–gar ar skeudenn gentañ eus ur gêr» eme ar vaerez Naoned, evit diskouez pegen pouezus eo ar chanter–se.



• Lec'hioù da cheñch.
 
Adalek miz Mezheven e c'hallo Naonediz kinnig petra ober e pemzek lec'h, tachennoù fraost pe savadurioù publik anezho. Un implij nevez a zleer kavout d'un nebeud madoù eus ar gêr.
Lod savadurioù zo anavezet mat: ar Cocotte en Verre war Enez–Versailles; ul lodenn eus Skol an Arzoù Kaer, kostez Decré; ar C'hibellec'h e Baco. Lod all zo nebeut anavezet, da skouer sal gozh ar sinema Breizh ha chapel ar Martray.
Ouzhpenn ar pemp savadur–se ez eus tachennoù ha ribloù e pep lec'h e kêr, war–bouez an enez: pradeier war vord ar Sevr hag ar Cens, ar Roc'h e Chantenae–Izel...
«Ar geodedourien zo startijenn ha faltazi ganto e Naoned, se zo kaoz 'vo fiziet ar choaz enno» eme Vassen Asseh, e–karg eus ar c'haozeadennoù keodedel. Ur galv zo bet graet gant an ti–kêr, neuze, evit ma c'hallo an dud emellout eus dazont ar pemzek lec'h–se. «Pep tra zo posupl, gant ma vo graet evit mad an holl» eme Asseh: raktresoù arzel, naturel, sokial... Betek miz Gwengolo e c'haller embannn enlinenn e soñj: eñvorennoù, istorioù, petra ober … ha petra nompas ober! Evel–just e c'haller ivez reiñ lañs d'ur raktres, asambles gant annezidi, kevredigezhioù pe strolladoù. D'an 30 a viz Gwengolo e c'hallor bizitañ al lec'hioù–se. Da–c'houde e vo kaozeadennoù a ranko ar re o kas ar raktresoù doujañ outo: evezhiadennoù an dud a vo skrivet er c'haieroù heñchañ graet gant an ti–kêr. En nevezamzer 2018 e vo aozet ar votadeg. Pep hini a c'hallo choaz, neuze, pezh a gav ar gwellañ evit e garter. Mizvezhioù pe vloavezhioù e c'hall ar raktresoù–se padout. Ar savadurioù n'hallont ket bezañ adaozet avat: ret eo implijout anezho evel m'emaint, arabat touch moger ebet.



—— GERIAOUEG ——
AC'HANN (d'ici)
EC'HON (vaste)
FRAOST (en friche)
AR GLASVEZ (la verdure)
KIBELLEC'H, AR C'HIBELLEC'H (les bains publics)
KEODEDOUR, AR C'HEODEDOUR (le citoyen)
AR MAD (le bien)
AN TISAVOUR (l'architecte)

Aucun commentaire:

Publier un commentaire