E 1950 e oa bet savet ur c'harrdi e kornôg Enez Naoned, war ribl brec'h ar Vadalen, gant Kambr Kenwerzh an Naoned. Bananez degaset dre vor eus Afrika hag eus an Antilhez a veze dilestret kae Wilson gant an dokerien ha dastumet er savadur betoñs–se. Evit ma c'hallfe ar frouezh azviñ aes e oa aerreizhet ar c'harrdi, ha nepell e oa diouzh al lec'hioù ma c'hallent bezañ gwerzhet ha kaset: ar MIN – ar marc'had a laz broadel – hag ar porzh–houarn–stad. E–kerzh ar bloavezhioù 70 ez eas ar porzh da borzhig, hag embregerezhioù a bep seurt en em stalias tamm–ha–tamm e plas ar bananez. Pa voe divizet adaozañ an enez ha kae an Antilhez, er bloavezhioù 2000, e oa bet dilezet ar savadur. Evit cheñch penn d'ar vazh eno e voe digoret tavarnioù ha pretioù, hep kemmañ an ti e mod ebet.
E 2007 e oa: dek vloaz zo dres. Abaoe eo aet ar C'harrdi Bananez da templ nozioù Naoned. Un digarez deomp da reiñ ar gaoz da Naonediz diwar–benn an nozioù e kêr–benn Breizh.
E 2007 e oa: dek vloaz zo dres. Abaoe eo aet ar C'harrdi Bananez da templ nozioù Naoned. Un digarez deomp da reiñ ar gaoz da Naonediz diwar–benn an nozioù e kêr–benn Breizh.
JEAN–MARIE, penngaser ar raktres: «Da–gentañ–penn e oa Jean Blaise o klask ul lec'h evit aozañ an diskouezadegoù Estuaire, dezhañ ur sal 1.200m² eus un tu hag ur preti eus un tu all. Pezh am eus–me klasket ober diwar an 8.000m² a oa ur raktres e–giz Barcelona, e–lec'h ma c'hallfed tremen eus an eil tavarn d'eben, brav–eston pa'z a an heol da guzh. Ul lec'h dibar eo ar C'harrdi. Chañs am eus bet, peogwir em eus kavet tud prest da feurmiñ hag a oa entanet–bras. Int o deus kredet er raktres. Koulskoude e oa foll–mik, peogwir e oa ret sachañ tud Naoned betek eno. Ne oa netra eno. Digoret ez eus bet ganeomp tiez–evañ, tiez–debriñ, lec'hioù sevenadurel, un toull–noz... Da–gentañ hor boa c'hoant e vije ul lec'h darempredet e–pad an deiz. A–benn ar fin e vez tremen–distremen pa vez brav an amzer ha diouzh an noz. Brud en deus dre ar vro tro–dro. Ul lec'h burzhudus eo ar C'harrdi, ur merk a vez gwerzhet a–drugarez dezhañ, ha pa vez ouzhpenn traoù pozitivel o c'hoarvezout. E seurt lec'hioù ez a tud zo re bell ganti. Ni hon eus strolladoù arbennik war ar surentez. Ur pezh mell chanter eo. En ur ober dek vloaz o deus cheñchet an doareoù. Ur gwir gudenn eo ar re yaouank mezv–mik–dall dre lonkañ prim».
LIONEL, blenier taksi: «Da noz ne vez ket ken stank an tremen, siouloc'h e vez. En tu kontrol e vez niverusoc'h a–vras andisevenderioù. Cheñchet o deus an emzalc'hioù. Abaoe c'hwec'h vloaz e labouran e–giz–se, etre 7e noz ha 7e vintin. Ur bern traoù a vez lakaet a–gostez o labourat e–pad an noz. N'eo ket aes d'ar vuhez familh. A–dreuz e vezer. Diaesoc'h–diaesañ eo ar vicher. Ha pa labouran pemzek eurvezh diouzh renk e vez start gounit ma zamm kreun a–wechoù. Start eo ar gevezerezh, gant VTC ha taksioù dre guzh. Me a garfe e vefe muioc'h a gontrolloù diouzh an noz».
DOMINIQUE, blenier busoù: «Hogos ma red–micher a–bezh am eus graet da noz, etre 5e d'abardaez hag 1e30 vintin e–pad ar sizhun, hag etre 7e d'abardaez ha 4e vintin d'ar Sadorn. E–keñver ar vuhez sokial e vezer a–dreuz un tamm. Ha cheñchet eo ar vicher a–grenn. Nec'husoc'h eo deuet da dezañ. Peurliesañ e tremen mat an traoù pa c'houlenann digant ar re yaouank chom hep mont e–barzh gant o boeson. Met kunujennet e vezer a–wechoù. Arabat en em santout taget. C'hoarvezet eo ganin dija chom a–sav evit ma vefe sioul a–walc'h, evit ma c'hallfen kas ma bus e surentez. Me eo ar c'habiten war vourzh!»
MAIWENN, mezegez o skoazellañ ar gisti: «Un dra zo pouezus–bras deomp: bihanaat ar riskloù. D'ar Merc'her, d'ar Yaou ha d'ar Gwener e reomp troioù gant ur van diarbenn. Ouzhpenn reiñ dafar e komzomp eus skoazell vezegiezh–sokial asambles ganto. Divroat eo 95% eus labourerezed ar seks war ar straed. An darn vrasañ anezho zo afrikan o orin. Warlene 'oa bet gwelet 338 den ganeomp. Ne dalvez ket e vezont dibaouez er straedoù. Lod a labour krog–diskrog. Skuizhus eo labourat eno. Diaes ha dañjerus eo ivez, rak taer e c'hall pratikoù zo bezañ».
MARION, o stourm evit gwirioù ar merc'hed: «Boufae zo e–touez al lec'hioù e Naoned ma vez hegaset ar muiañ ar maouezed da noz, gant ar C'harrdi Bananez. E 2017 e chom an nozvezhioù bed ar baotred, sklaer eo, ha pa seblant bezañ digredus. Klevet 'meus kunujennoù. Gwelet 'meus paotred o kregiñ e merc'hed dre o brec'h pa dremenent e–biou dezho. Anavezout a ran merc'hed a gas ganto peadra da cheñch dilhad, evit chom hep bezañ trubuilhet o tont en–dro d'ar gêr. Din e vefe dav lakaat paotred an TAN er busoù hag en tramgirri, digeriñ lec'hioù repu ha selaou, da skouer e Kenwerzh. Ha labourat da vat evit deskiñ ar rummadoù nevez».
OLIVIER, o chom e kreiz–kêr: «Eus al Lun d'ar Sul e vez trouz. Ouzh troad ma frenestroù, e–lec'h m'emaon o chom, e vez serret an tiez–evañ etre hanternoz ha 4e vintin. Tenn e vez an traoù gant annezidi zo, abalamour d'ar pezh graet gant lod tud, mezv alies–mat. An trouz, al loustoni... Diskoulmoù zo koulskoude. Dav eo komz ha deskiñ evit lakaat an traoù da vont war–raok».
LAURENT, paotr–ar–c'hempenn e straedoù Naoned: «Evit naetaat kreiz–kêr e vez 14 den o labourat eus ar mintin. Ret eo dezho diverkañ pezh o deus lezet an dud o riboulat war o lerc'h. E–tro 600kg a vez dastumet eno. Al lec'hioù staotañ a ranker naetaat ivez. Birvidikoc'h eo an nozvezhioù bremañ, abaoe m'eo bet adaozet kreiz–kêr. En em ober ouzh an doareoù nevez–se zo bet ret deomp, evit ma vefe prop kêr pa zihun Naonediz».
© diwar
ABED–DESNEL
Loig ha BOCANDÉ Gaël, «Quelle
ville la nuit?»,
e Nantes
Passion,
mae 2017.
—— GERIAOUEG
——
AERREIZHAÑ (climatiser)
ARBENNIK (spécialisé)
AZVIÑ (mûrir)
AN DIARBENN (la prévention)
AN DISEVENDER (le geste d'incivilité)
AN EMZALC'H (le comportement) → DALC'H
HOGOS = KAZI
KROG–DISKROG (par intermittence)
AL LAZ (l'intérêt)
ARBENNIK (spécialisé)
AZVIÑ (mûrir)
AN DIARBENN (la prévention)
AN DISEVENDER (le geste d'incivilité)
AN EMZALC'H (le comportement) → DALC'H
HOGOS = KAZI
KROG–DISKROG (par intermittence)
AL LAZ (l'intérêt)
AR
PENNGASER (le
promoteur)
Aucun commentaire:
Publier un commentaire