29 mai 2017

Festoù noz e kreiz-kêr Naoned.

E 1950 e oa bet savet ur c'harrdi e kornôg Enez Naoned, war ribl brec'h ar Vadalen, gant Kambr Kenwerzh an Naoned. Bananez degaset dre vor eus Afrika hag eus an Antilhez veze dilestret kae Wilson gant an dokerien ha dastumet er savadur betoñs–se. Evit ma c'hallfe ar frouezh azviñ aes e oa aerreizhet ar c'harrdi, ha nepell e oa diouzh al lec'hioù ma c'hallent bezañ gwerzhet ha kaset: ar MIN – ar marc'had a laz broadel – hag ar porzhhouarnstadE–kerzh ar bloavezhioù 70 ez eas ar porzh da borzhig, hag embregerezhioù a bep seurt en em stalias tammhatamm e plas ar bananez. Pa voe divizet adaozañ an enez ha kae an Antilhez, er bloavezhioù 2000, e oa bet dilezet ar savadur. Evit cheñch penn d'ar vazh eno e voe digoret tavarnioù ha pretioù, hep kemmañ an ti e mod ebet.
E 2007 e oa: dek vloaz zo dres. Abaoe eo aet ar C'harrdi Bananez da templ nozioù Naoned. Un digarez deomp da reiñ ar gaoz da Naonediz diwarbenn an nozioù e kêrbenn Breizh.



JEANMARIE, penngaser ar raktres: «Da–gentañ–penn e oa Jean Blaise o klask ul lec'h evit aozañ an diskouezadegoù Estuaire, dezhañ ur sal 1.200m² eus un tu hag ur preti eus un tu allPezh am eus–me klasket ober diwar an 8.000m² a oa ur raktres e–giz Barcelona, e–lec'h ma c'hallfed tremen eus an eil tavarn d'eben, brav–eston pa'z a an heol da guzh. Ul lec'h dibar eo ar C'harrdi. Chañs am eus bet, peogwir em eus kavet tud prest da feurmiñ hag a oa entanet–bras. Int o deus kredet er raktres. Koulskoude e oa foll–mik, peogwir e oa ret sachañ tud Naoned betek eno. Ne oa netra eno. Digoret ez eus bet ganeomp tiez–evañ, tiez–debriñ, lec'hioù sevenadurel, un toull–noz... Da–gentañ hor boa c'hoant e vije ul lec'h darempredet e–pad an deiz. A–benn ar fin e vez tremen–distremen pa vez brav an amzer ha diouzh an noz. Brud en deus dre ar vro trodro. Ul lec'h burzhudus eo ar C'harrdi, ur merk a vez gwerzhet a–drugarez dezhañ, ha pa vez ouzhpenn traoù pozitivel o c'hoarvezout. E seurt lec'hioù ez a tud zo re bell ganti. Ni hon eus strolladoù arbennik war ar surentez. Ur pezh mell chanter eo. En ur ober dek vloaz o deus cheñchet an doareoù. Ur gwir gudenn eo ar re yaouank mezv–mik–dall dre lonkañ prim».

LIONEL, blenier taksi: «Da noz ne vez ket ken stank an tremen, siouloc'h e vez. En tu kontrol e vez niverusoc'h avras andisevenderioù. Cheñchet o deus an emzalc'hioù. Abaoe c'hwec'h vloaz e labouran egiz–se, etre 7e noz ha 7e vintin. Ur bern traoù a vez lakaet agostez o labourat epad an noz. N'eo ket aes d'ar vuhez familh. Adreuz e vezer. Diaesoc'hdiaesañ eo ar vicher. Ha pa labouran pemzek eurvezh diouzh renk e vez start gounit ma zamm kreun awechoù. Start eo ar gevezerezh, gant VTC ha taksioù dre guzh. Me a garfe e vefe muioc'h a gontrolloù diouzh an noz».

DOMINIQUE, blenier busoù: «Hogos ma redmicher abezh am eus graet da noz, etre 5e d'abardaez hag 1e30 vintin epad ar sizhun, hag etre 7e d'abardaez ha 4e vintin d'ar Sadorn. Ekeñver ar vuhez sokial e vezer adreuz un tamm. Ha cheñchet eo ar vicher agrenn. Nec'husoc'h eo deuet da dezañ. Peurliesañ e tremen mat an traoù pa c'houlenann digant ar re yaouank chom hep mont e–barzh gant o boeson. Met kunujennet e vezer awechoù. Arabat en em santout taget. C'hoarvezet eo ganin dija chom a–sav evit ma vefe sioul a–walc'h, evit ma c'hallfen kas ma bus e surentez. Me eo ar c'habiten war vourzh!»
 
MAIWENN, mezegez o skoazellañ ar gisti: «Un dra zo pouezusbras deomp: bihanaat ar riskloù. D'ar Merc'her, d'ar Yaou ha d'ar Gwener e reomp troioù gant ur van diarbenn. Ouzhpenn reiñ dafar e komzomp eus skoazell vezegiezhsokial asambles ganto. Divroat eo 95% eus labourerezed ar seks war ar straed. An darn vrasañ anezho zo afrikan o orin. Warlene 'oa bet gwelet 338 den ganeomp. Ne dalvez ket e vezont dibaouez er straedoù. Lod a labour krogdiskrog. Skuizhus eo labourat eno. Diaes ha dañjerus eo ivez, rak taer e c'hall pratikoù zo bezañ».
 
MARION, o stourm evit gwirioù ar merc'hed: «Boufae zo etouez al lec'hioù e Naoned ma vez hegaset ar muiañ ar maouezed da noz, gant ar C'harrdi Bananez. E 2017 e chom an nozvezhioù bed ar baotred, sklaer eo, ha pa seblant bezañ digredus. Klevet 'meus kunujennoù. Gwelet 'meus paotred o kregiñ e merc'hed dre o brec'h pa dremenent ebiou dezho. Anavezout a ran merc'hed a gas ganto peadra da cheñch dilhad, evit chom hep bezañ trubuilhet o tont endro d'ar gêr. Din e vefe dav lakaat paotred an TAN er busoù hag en tramgirri, digeriñ lec'hioù repu ha selaou, da skouer e Kenwerzh. Ha labourat da vat evit deskiñ ar rummadoù nevez».
 
OLIVIER, o chom e kreizkêr: «Eus al Lun d'ar Sul e vez trouz. Ouzh troad ma frenestroù, elec'h m'emaon o chom, e vez serret an tiezevañ etre hanternoz ha 4e vintin. Tenn e vez an traoù gant annezidi zo, abalamour d'ar pezh graet gant lod tud, mezv aliesmat. An trouz, al loustoni... Diskoulmoù zo koulskoude. Dav eo komz ha deskiñ evit lakaat an traoù da vont warraok».
 
LAURENT, paotrarc'hempenn e straedoù Naoned: «Evit naetaat kreizkêr e vez 14 den o labourat eus ar mintin. Ret eo dezho diverkañ pezh o deus lezet an dud o riboulat war o lerc'h. Etro 600kg a vez dastumet eno. Al lec'hioù staotañ a ranker naetaat ivez. Birvidikoc'h eo an nozvezhioù bremañ, abaoe m'eo bet adaozet kreizkêr. En em ober ouzh an doareoù nevezse zo bet ret deomp, evit ma vefe prop kêr pa zihun Naonediz».

© diwar ABEDDESNEL Loig ha BOCANDÉ Gaël, «Quelle ville la nuit?», e Nantes Passion, mae 2017.

—— GERIAOUEG ——
AERREIZHAÑ (climatiser)
ARBENNIK (spécialisé)
AZVIÑ (mûrir)
AN DIARBENN (la prévention)
AN DISEVENDER (le geste d'incivilité)
AN EMZALC'H (le comportement→ DALC'H
HOGOS = KAZI
KROGDISKROG (par intermittence)
AL LAZ (l'intérêt)
AR PENNGASER (le promoteur)

22 mai 2017

Adaozet Naoned.

 Ur blasenn nevez dirak tigar Naoned.
 
E dibenn 2019 e vo digoret an tigar nevez. Gant an tisavour Rudy Ricioti eo bet ijinet. Etro 2030 e c'hallfed degemer 25 milion a veajourien ennañ. War an dro e vo adaozet trowardroioù tu norzh an ti gant meurgêr Naoned. D'ar 15 a viz Meurzh e oa bet diskouezet ar raktres. Seizh devezharat a vo kempennet egizse, eus Liorzh ar Plantoù betek an arsavtram Dugez Anna. Dirak ar porzhhouarn e vo ul leurgêr ec'hon evit an dud war droad, elec'h ma vo degemeret ar veajourien ivez. «Ur blasenn nevez 'vo e Naoned, ac'hann 'hallor mont gant an drovale a gas eus ar gar d'al Liger» eme Johanna Rolland. Gant an tramgirri e vo treuzet c'hoazh. Tachadoù glasvez a vo ouzhpennet, evit degas da soñj ur produiñ eo brudet BroNaoned gantañ, hini ar bleunioù. Digoret e vo Liorzh ar Plantoù wardu ar blasenn, evit sachañ ar weladennerien betek enni. An alez Charcot a vo difennet ouzh ar c'hirritan tremen warni. Dalc'het e vo ar parklec'h silo avat, hag aotre en do YannVlenier da chom asav prim memes tra. Ur c'hoariva glasvez a vo staliet evit lakaat an Erzh warwel, e penn an tunnel SantFelis. «Aliesmat 'vez mont emaez un tigar ar skeudenn gentañ eus ur gêr» eme ar vaerez Naoned, evit diskouez pegen pouezus eo ar chanterse.



Lec'hioù da cheñch.
 
Adalek miz Mezheven e c'hallo Naonediz kinnig petra ober e pemzek lec'h, tachennoù fraost pe savadurioù publik anezho. Un implij nevez a zleer kavout d'un nebeud madoù eus ar gêr.
Lod savadurioù zo anavezet mat: ar Cocotte en Verre war EnezVersailles; ul lodenn eus Skol an Arzoù Kaer, kostez Decré; ar C'hibellec'h e Baco. Lod all zo nebeut anavezet, da skouer sal gozh ar sinema Breizh ha chapel ar Martray.
Ouzhpenn ar pemp savadurse ez eus tachennoù ha ribloù e pep lec'h e kêr, warbouez an enez: pradeier war vord ar Sevr hag ar Cens, ar Roc'h e ChantenaeIzel...
«Ar geodedourien zo startijenn ha faltazi ganto e Naoned, se zo kaoz 'vo fiziet ar choaz enno» eme Vassen Asseh, ekarg eus ar c'haozeadennoù keodedel. Ur galv zo bet graet gant an tikêr, neuze, evit ma c'hallo an dud emellout eus dazont ar pemzek lec'hse. «Pep tra zo posupl, gant ma vo graet evit mad an holl» eme Asseh: raktresoù arzel, naturel, sokial... Betek miz Gwengolo e c'haller embannn enlinenn e soñj: eñvorennoù, istorioù, petra ober … ha petra nompas ober! Eveljust e c'haller ivez reiñ lañs d'ur raktres, asambles gant annezidi, kevredigezhioù pe strolladoù. D'an 30 a viz Gwengolo e c'hallor bizitañ al lec'hioùse. Dac'houde e vo kaozeadennoù a ranko ar re o kas ar raktresoù doujañ outo: evezhiadennoù an dud a vo skrivet er c'haieroù heñchañ graet gant an tikêr. En nevezamzer 2018 e vo aozet ar votadeg. Pep hini a c'hallo choaz, neuze, pezh a gav ar gwellañ evit e garter. Mizvezhioù pe vloavezhioù e c'hall ar raktresoùse padout. Ar savadurioù n'hallont ket bezañ adaozet avat: ret eo implijout anezho evel m'emaint, arabat touch moger ebet.



—— GERIAOUEG ——
AC'HANN (d'ici)
EC'HON (vaste)
FRAOST (en friche)
AR GLASVEZ (la verdure)
KIBELLEC'H, AR C'HIBELLEC'H (les bains publics)
KEODEDOUR, AR C'HEODEDOUR (le citoyen)
AR MAD (le bien)
AN TISAVOUR (l'architecte)

15 mai 2017

Gwiskañ bonedoù gant ar gwiskamantoù?

Abalamour da betra goulenn digant ar skolidi c'hall lakaat ur gwiskamant anevez? Eus an eil strollad politikel d'egile e cheñch an arguzennoù: stourm ouzh emzalc'hioù zo, degas un hengoun endro, liammañ startoc'h ouzh e skol, koachañ an disingalded, lezel ar merkoù emaez ar skolioù... Liesseurt eo an doareoù ober kinniget gant an eil pe egile: ur gwiskamant dre skol pe ar memes hini er vro abezh? ul liv, ur pezh dilhad pe ur gwiskamant? Evit tud all, avat, ne dalvezfe ket ar boan lakaat ar gaoz war ar mennozhse: didalvoud e vefe, re zister e efedoù e–keñver an disingalded. Ha gwisket eo bonedoù gant difennerien ar gwiskamantoùskol?


Skrivet e oa e programm François Fillon, e rann an deskadurezh, «evit adlakaat warwel ster ar strivoù hag an doujañs ouzh ar veli». Er skolioù hag er skolajoù e vefe degaset «ur gwiskamant dibar da bep skol». «Ne vefe ket ur gwiskamant en e bezh dre ret», eme Annie Genevard, kannadez LR ekarg eus an deskadurezh evit an danvezprezidant. «Ne vefe ket ur saro ordin ivez. Bez' e c'hall bezañ ur pezh dilhad, evel un teeshirt, pe ur sweatshirt ur c'habuch outañ». Distro ar gwiskamantoù, neuze, met gwiskamantoù cool anezho.

E 2003 e oa bet graet anv eus an diarbennse gant an tu dehou dija. Xavier Darcos, ministr an Deskadurezh Skol, a reas dave dezhañ e–kerzh ar c'haozeadennoù diwar–benn ar merkoù relijiel er skolioù. E–giz–se eo deuet en–dro ar gwiskamantoù er jeu, liv ar patriotism warno: un doare da stourm ouzh ar «gumunielezhouriezh» eo, d'an tu dehou. E miz Genver 2015 e voe kinniget un danvez–lezenn gant kannaded, Eric Ciotti ha Nicolas Dupont–Aignan en o zouez, o dije karet lakaat ar gwiskamantoù da vezañ ret er skolioù. Hervez an destenn e vefe «aet skolioù Jules Ferry da skolioù an diforc'hioù hag an disentiñ, a–wechoù re nac'h talvoudoù hor Republik». Da–heul gwalldaolioù Charlie Hebdo ha Hyper Casher o doa c'hoant stagañ gant emzalc'hioù darn skolidi. An islam a vefe kaoz da–gentañ, war a lavar ar senadour Jacques Grosperrin war ar gazetenn la Croix: «e–mod–se e c'hallfed stourm ouzh an dilhad azeuliñ. Krennardezed zo a vez saeoù hir–mat ganto, abayaoù o anv, evit abostoliñ».

Plijet eo ar c'hannad Bernard Debré gant ar gwiskamantoù abalamour d'ar «romant broadel»: hervezañ e vefe un doare da gendelc'her gantañ. Koulskoude ne vefe ket bet anezhañ da vat. Da Christian Chevalier, sekretour–meur ar sindikad SE–UNSA, eo «ur seurt mojenn: n'eus bet na gwiskamantoù nag unvanded morse». A zo gwir: saroioù ordin, na oant ket ret, a veze gwisket evit «gwareziñ an dilhad ouzh ar tachoù liv, d'ur mare ma oa ker ar gwiad» eme an istorour Claude Lelièvre. Dezhañ e vijent aet diwar–wel abalamour d'ar stiloioù Bic, en em gavet en troñsennoù adalek 1965, ha neket abalamour da viz Mae 1968.

Al laikelezh, an hengoun... Ouzhpenn ar savboentoù politikel zo: efedoù pozitivel o defe ar gwiskamantoù. «Un arouez eus an emezelañ d'ur skol e vefe ar pezh dilhad–se, rak diaezez ar gumuniezh deskiñ eo ar skol, evel m'eo ar familh diazez ar gevredigezh» eme Annie Genevard. Tud zo a soñj dezho e vefe liammetoc'h ar vugale an eil ouzh egile dre o gwiskamant, hag ouzh o skol war an dro. Lorc'h a vefe enno o wiskañ dilhad gwriet ardamez o skol warno. «Ne gav ket deomp e vo diskoulmet pezh adreuz er skolioù e–mod–se, met interesus e c'hall bezañ en em santout stag outi, evit diskouez emeur en ul lec'h dibar» eme Jean–Rémi Girard, bez–prezidant Sindikad Broadel al Liseoù hag ar Skolajoù. «Un arouez e vefe. N'eus ket ezhomm eus ur gwiskamant a–bezh, ul liv hepken a c'hallfe bezañ».

Evit lod e vefe an dilhadskol peadra da unvaniñ. Evit lod all, avat, e vefe ur c'hrenn da frankiz pep hini. Hag int da lavarout eo stummet ar gerioù gallek «uniformisation» hag «uniforme» diwar ar memes gwrizienn. «Ne vez ket ur seblant mat pa grog ur Stad da rediañ war ar c'horfoù. Pouezus eo gallout choaz, evit personelezh an den. N'eus ket a zibarder gant ar gwiskamantoù» eme Christian Chevalier. «Ul lec'h hep e bar, diwallet, eo ar skolioù c'hoazh. Ar bed zo liesseurt anezhañ ouzhpenn se». Petra a zle ar skolioù bezañ, sed kalonenn ar c'haozeadennoù: bezañ ur santual pe bezañ digor war ar bed? 

Er strolladoù all ez eus nebeutoc'h a bolitikourien a–du gant ar gwiskamantoù, met ar re–se a vez arguzet ganto o c'houlenn diverkañ an diforc'hioù sokial. «Evit ar vugale eo ar skolioù al lec'h pennañ ma rankont talañ ouzh an direizhder sokial» eme Jean–Pierre Chevènement. A–du emañ ar senadourez PS Samia Ghali: «memes tra gant an holl, hag ouzhpenn se ez eo bravoc'h». François Bayrou a oa savet a–enep «pouez ar merkoù er skolioù». Evit ar FN e lavar Alain Avello e c'hallfe gwiskamantoù hañval «stourm ouzh an disingaldedoù sokial o orin, a zo merket gant an dilhad». Ganto e vefe disteroc'h an droukziforc'hiñ, neuze? «Evel–just ne vo ket diskoilhet an disingaldedoù er skolioù e–giz–se» eme Michel Richard, sekretour Sindikad Koskor ar Renerezh. «Met gallout a ra mirout da blantañ kevezerezh etre ar skolidi».

Ne gred ket da Jean–Rémi Girard e vo trawalc'h evit bihanaat an digevatalderioù: «forzh penaos e vint gwelus, e mod–pe–vod. Gant an dafar skol, ar pellgomzerioù...». Hervez Christian Chevalier e vefe ''livet'' ar c'hudennoù: «ar grennarded a fell dezho bezañ dishañval an eil re diouzh ar re all. Chupennoù Chanel ha chupennoù Tati a vefe? A–benn ar fin eo un touell. Kuzhet e vefe an disingaldedoù, tra ken. Ha skoet e vefe e–biou d'ar goulenn pennañ: pe sistem kevatalek ha justoc'h a zle bezañ lakaet war–sav ganeomp?».

Diskouez da wiskamant din, me 'lâro dit eus pelec'h emaout o tont: hervez lod e vefe krouet un urzhaz nevez diwar–goust an hini kozh, o lakaat kemm etre ar skolioù, ar skolajoù, ar ranngêrioù... A–hend–all e c'hallfe ar Stad rediañ ar memes gwiskamantoù eus an eil penn eus ar vro d'egile. Met piv a baeo? Ar strollegezhioù lec'hel, evel ma kinnig Alain Avello? Aze emañ an dalc'h. «Ne vefe ket dister ar c'houst, gant ur gwiskamant evit an hañv hag unan evit ar goañv. Met produiñ e Bro–C'hall a c'hallor» eme Michel Richard.

Da c'houde e vefe kudenoù pleustrek da ziskoulmañ. «Hag ar vugale a nac'ho o gwiskañ?» eme Christian Chevalier. «Petra ober ganto? N'afent ket d'ar skol? Reuz a vefe e–pad sizhunvezhioù ha sizhunvezhioù». Hag eñ d'ober anv eus Robert Menard e kêr Veziers: «hennezh a felle dezhañ ober saroioù eno, chomet int war e glud».

© diwar BELAICH Charlotte, Uniforme à l'école: l'éternel retour, Libération, d'an 18 a viz Meurzh 2017.



—— GERIAOUEG ——
ABOSTOLIÑ (faire du prosélytisme)
AN ARDAMEZ (l'armoirie)
AZEULIÑ (adorer [culte])
BELI*, AR VELI (l'autorité)
AN DIARBENN (la mesure)
AN DIAZEZ (la fondation, la base)
AN DIBARDER (la singularité)
AN DIFORC'H (la différence)
AN DIGEVATALDER = AN DISINGALDED*
AN DIREIZHDER (l'injustice)
DISKOILHAÑ DISKOULMAÑ
DROUKZIFORC'HIÑ (discriminer)
AN EMEZELAÑ (l'adhésion, l'appartenance)
AN EMZALC'H (le comportement)
AR GWIAD (le tissu, le textile)
GWISKAÑ BONEDOÙ (mentir, raconter des sornettes)
GWRIAT (coudre)
GWRIZIENN*, AR WRIZIENN (la racine)
KALONENN*, AR GALONENN (le centre)
KANNAD, AR C'HANNAD (le député)
KEVATALEK (égalitaire)
KEVEZEREZH*, AR G (la concurrence)
KOACHAÑ = KUZHAT
KOSKOR, AR C'HOSKOR (le personnel)
KRENN, AR C'HRENN (la coupe)
KUMUNIELEZHOURIEZH*, AR G (le communautarisme)
OBER DAVE DA = OBER ANV EUS
AR SARO (la blouse)
AR STROLLEGEZH* (la collectivité)
AN TALVOUD (la valeur)
AN TOUELL (l'illusion; le leurre)
AN UNVANDED* (l'uniformité)
AN URZHAZ (la hiérarchie)

5 mai 2017

Lucien Petit-Breton

D'ar Gwener 5 a viz Mae e oa loc'het 100vet Tro Italia, ur redadeg etouez ar re vrudetañ hag ar re brizietañ kinniget bep bloaz d'ar gourserien war varc'hhouarn. Diniver eo an troioùkaer c'hoarvezet war hentoù ar Giro abaoe ma oa bet roet lañs dezhi, e 1908, gant ar Gazzetta dello Sport. Lod mareoù aour zo bet skrivet gant marc'hhouarnerien a Vreizh, met en o zouez n'eus nemet Bernard Hinault a yeas ar maout gantañ, dre deir gwech (1980, 1982, 1985). Diaesmeurbet eta eo en em gavout, ar rochez roz gantañ, e Milano: cheñchdicheñch an amzer, serzhkenañ an hentoù er menezioù, bevbirvidik an tifosi... Ouzhpenn se e ranker bezañ trec'h war an Italianed a zo kustum d'en em glevout an eil gant egile diwargoust ar rederien arallvro: e 1950 hepken e voent trec'het evit ar wech kentañ! Seul niverusoc'h e veze ar skoilhoù, adrasur, pa gemere perzh Lucien PetitBreton. Hennezh a voe, koulskoude, ar reder nannitalian kentañ e penn ar renkadur hollek, e 1911, un nebeud devezhioù goude bezañ gounezet un tennadhent e Torino. Met piv 'ta a oa Lucien PetitBreton, donezonetañ marc'hhouarner bet ganet e BroNaoned ahollviskoazh?


Lucien PetitBreton, Bol d'Or, miz Gwengolo 1912.