25 juin 2018
Roll ar pennadoù-skrid.
Klikit amañ evit lenn roll an holl bennadoù–skrid dastumet el lec'hienn (+ deiziadoù / danvezioù).
18 juin 2018
Tresadennoù.
Ar pellgomzerioù, Macron, ar vell–droad, ar glifozat, an armoù, ar skolioù...
Setu amañ un dastumadeg tresadennoù a bep seurt, embannet e kazetennoù pe er rouedad en nevezamzer!
Setu amañ un dastumadeg tresadennoù a bep seurt, embannet e kazetennoù pe er rouedad en nevezamzer!
Danvezioù :
Amerika,
Bro-C'hall,
Izrael,
Kevredigezh,
Labour,
Politikerezh,
Skolioù,
Sport,
Tresadennoù,
Turkia
4 juin 2018
Na zilezomp ket ar merc'hed yaouank!
Kunujennet ar merc'hed yaouank er c'hentelioù, touellet dre ar rouedadoù sokial, drouktunet dre ar pellgomzerioù, harellet er privezioù, gourdrouzet er c'hlasoù, argadet er porzhioù... Sebezus eo an aergelc'h el liseoù hag er skolajoù hervez un enklask gant ar gelaouenn l'Express. Ha dibourvez ar plac'hed: alies–mat e chom mut evel ur pesk an dud gour, dreist–holl er skolioù chik a vez gwelloc'h ganto mougañ ar reuz ha diwall o brud. Abalamour da betra chom hep ober?
«Laisse tomber les filles, laisse tomber les filles... Un jour c'est toi qui pleureras». Pemp bloaz ha hanter–kant zo e oa kanet an ton yeye gant France Gall, taolenn zu ur sal glas a–dreñv dezhi. N'haller ket mirout da gavout ur ster all dezhi hiziv, ur ster drol.
Ha dilezet eo bet ar merc'hed yaouank? Er pennad–skrid ganeomp e lenner e vez harellet revel c'hoazh an dimezelled er privezioù, el lise Galieni e Tolosa, daoust d'un dijikod (biskoazh!) bezañ staliet en o mont e–barzh, ha d'ar ger–kuzh bezañ anavezet gant ar plac'hed hepken. Ouzhpenn se e chomont pevar–ha–pevar pe pemp–ha–pemp bepred, kuit da vezañ hegaset gant lakepoded. Int a glask bezañ mestr en ti–skol, asur ma'z int ne vint ket kastizet. Hervez ar c'helenner matematikoù Mathieu Pieron eo «ar merc'hed lakaet en arvar ar c'hentañ seblant eus breskter an ensavadur. En hol lise, evel e re all, e tiskouez he deus daoulinet ar Republik».
Ha dilezet eo bet ar merc'hed yaouank? Akord eo Hajar ha Shanley, skoliataet e lise Camille Pissaro e Pontoise. Aet skuizh ar merc'hed gant ar gourdrouzioù, ar c'hunujennoù, an argadoù fizikel zoken, gwelet pe gouzañvet hogos bemdez ganto digant ar baotred... Klasket o deus emellout o c'hamaladezed. Berzh zo bet graet: 300 lisead ha liseadez zo en em dolpet dirak ar skol, da ziskouez e oant arru skuizh pe gengred. Brud zo bet graet ivez, rak kalzik mediaoù a oa deuet ivez. Bremañ e karfe an div blac'h bezañ klevet gant ar re goshañ.
Ha dilezet eo bet ar merc'hed yaouank? Tri bloaz zo, en ur skolaj chik e Paris, e oa bet kastizet pemp paotr – ha skarzhet daou anezho zoken – evit bezañ touchet meur a wech kamaladezed dezho eus ar 6vet klas, dindan levezon an X trash gwelet ganto er rouedad. «Ar baotred a sell ouzh borno (sic) e–pad an ehanoù» a lavaras ur plac'hig d'he zud, da gelaouiñ anezho. E 2016 e oa bet perzh 9.600 minor e aferioù gwallañ ha harellañ revel (+7% e–skoaz 2014).
Ha dilezet eo bet ar merc'hed yaouank? Amañ–ahont ez eus diorroet un islamouriezh yaouank–flamm a garfe rediañ he reolioù e lod porzhioù–skol. En ul levr gant Bernard Ravet, bet e penn ur skolaj e ranngêrioù norzh Massilia, eo skrivet n'azez ket ar baotred e–kichen ar plac'hed ken. Lod plac'hed a chom hep mont d'ar c'hentelioù sport. «Ouzhpenn se e kav d'ar baotred–se eo normal bezañ perzh e desevel o ''c'hoarezed'', dimeziñ d'ur plac'h yaouank glan... hep asantiñ ober memes aberzh».
Rak ar grennarded sellout abretoc'h–abretañ ouzh ar porno, rak an harellañ er rouedadoù sokial, rak paotred vihan pe menivigoded hag a glask abafiñ... Liesseurt eo an abegoù, unan o disoc'hoù. Re a verc'hed a vez gwallgaset bemdez e Bro–C'hall, e 2018, el liseoù, er skolajoù, er skolioù–kentañ, er skolioù–mamm zoken. Peadra zo da gaout nec'hamant goude bezañ lennet an testenioù dastumet e metoù a bep seurt gant hor c'hazetennerez. Piv a ra forzh, d'ur mare ma tro–distro #metoo war ar poellgomzerioù? Aet eo an emgann veur diwar hor soñj, hini ar rummad dazont a zo o kreskiñ hiziv. Ledanoc'h eo tachenn an emgann–se eget hini ar wregelouriezh. Ar gwashañ a c'hoarvezo ma lezomp ul lodenn eus hor yaouankiz disleberiñ un dra diazez d'hor c'hevredigezh – ar c'hevatalderetre paotred ha merc'hed. Anavezet eo an ton ganeomp. Laisse tomber les filles... Un jour c'est toi qui pleureras.
©
ROSENCHER Anne, «Violences sexistes, n'abandonnons pas les filles»,
l'Express, d'ar 6 a viz Mae 2018.
—— GERIAOUEG ——
ABAFIÑ (intimider)
AN ABERZH (le sacrifice)ARGADIÑ (agresser)
DESEVEL (éduquer)
DIBOURVEZ (démuni)
DISLEBERIÑ (dénaturer, avilir)
DROUKTUNAÑ (faire du chantage)
EMELLOUT (se mêler)
EN ARVAR (en danger)
AN ENSAVADUR (l'institution)
AR GER–KUZH (le mot de passe)
GLAN (pur, chaste)
GOURDROUZ (menacer)
GWREGELOURIEZH*, AR WREGELOURIEZH (le féminisme)
HARELLAÑ (harceler)
KENGRED (solidaire)
KEVATALDER = INGALDED*
AL LEVEZON* (l'influence)MENI (mini)
AR METOÙ (le milieu, l'environnement)
MOUGAÑ (étouffer)
REVEL (sexuel)
SEBEZUS (stupéfiant)
TOUELLAÑ = TROMPLAÑ
14 mai 2018
Stéphane Gatignon, bet maer kêr Sevran: "ar Stad n'he deus tamm youl ebet da lakaat ar ghetto da darzhañ".
Maer kêr Sevran, er biz da Baris, eo bet Stéphane Gatignon e–pad 17 vloaz. E dibenn miz Meurzh en doa divizet reiñ e zilez, riñset, skuizh–divi gant e garg. En un atersadenn gant ar gelaouenn Society en deus displeget ar rag hag ar perag eus an disparti etre eñ hag ar politikerezh: ar bec'h da gas an traoù war–raok e banlevioù an 9–3, ar skoilhoù niverus plantet gant ar Stad, an diouer a arc'hant, e zoareoù brudañ ha kabaliñ... Evel kustum eo distagellet mat teod an aotrou maer bet.
• Abaoe bloavezhioù e vez lâret ganeoc'h: «emañ ma c'hêr o vont da darzhañ». A–benn ar fin oc'h–c'hwi an hini o tarzhañ, peogwir ho peus roet ho tilez...
• Abaoe bloavezhioù e vez lâret ganeoc'h: «emañ ma c'hêr o vont da darzhañ». A–benn ar fin oc'h–c'hwi an hini o tarzhañ, peogwir ho peus roet ho tilez...
S.
GATIGNON:
Abaoe 17 vloaz on maer. Ar muiañ posupl a glaskan ober. Met aze
'meus ket startijenn ken. Pounner ar bec'h pa reer war–dro
ur gêr 'ma vev 35% eus an dud dindan ar feur
paourentez. Kudennoù lojeiz zo, kudennoù surentez ivez. Dav stourm
atav. Skuizhus eo. Dav chom a–sav
pa grog da vezañ re boanius.
(...)
+ Klikit amañ da lenn ar pennad–skrid en e bezh.
(...)
+ Klikit amañ da lenn ar pennad–skrid en e bezh.
Danvezioù :
Bro-C'hall,
Kêraozañ,
Kevredigezh,
Labour,
Lojañ,
Politikerezh
23 avril 2018
Er startoù-up e vez an diaoul o redek.
Muioc'h–mui
e vez anv eus ar startoù–up,
peurliesañ o lakaat war wel pegen plijus ha dudius e vefe labourat
evito. Bet eo ar gazetennerien Emmanuelle Andreani ha William Thorp o
kas un enklask er bed nevez–se, ha
diskoachet ez eus bet doareoù souezhus ganto. Sed amañ–dindan
ul lodenn eus ar pennad–skrid
ganto.
E Berlin emañ Clément o labourat war un arload sportel. Hennezh a anzav bezañ «lakaet diaes» gant «kement a happiness»: «ur seurt meskaj zo etre al labour, ar c'hehentiñ diabarzh, ar vuhez prevez hag ar vuhez vicherel», emezañ. Abaoe tri bloaz hanter emañ war e vicher, ha plijet eo ganti. Met dezhañ eo ar startoù–up «un tamm e–giz toulloù–bac'h alaouret». Ober a ra meneg eus ur rummad «bugale moumounet», tud yaouank priziet o barregezhioù, ha dedennet holl memes mod gant ar startoù–up: «hañval eo ar c'hinnigoù–labour hiziv, memes tra zo kinniget gant an holl: c'hoarioù video, madigoù, nozvezhioù... Nec'hus eo un tamm». Komz a ra eus un endro «serr warnañ e–unan», e–lec'h ma vez hañval an dud an eil ouzh egile, e–lec'h ma lider deiz–ha–bloaz pep implijad. «Daou zeiz–ha–bloaz 'vez bep sizhun, kartennoù hetoù a ya eus an eil burev d'egile, evit tud damanavezet ganit. Bloaz zo 'oa faziet lod tud war ma anv zoken!». Un endro «Bisounours» e–lec'h m'eo ret dudiañ ha tremen e–biou d'ar goulennoù ha d'an abegadennoù, rak pep tra eno a zle bezañ «dreist». «Em embregerezh kent 'oa emvodoù 'ma tremenemp hon amzer o lardañ hor c'hrampouezhenn deomp–ni. Bep Lun en em gavemp, hag e veze embannet ar c'heleier diwezhañ gant ar renerien. Ha ni da stlakal hon daouarn evel genaoueien. Ur reolenn an hini 'oa. Ret stlakal hon daouarn, ha pa vije fall ar c'heleier. Pa oa aet kuit ar c'hengrouer 'voe lavaret deomp gant ar penn: ''aet eo war–du avañturioù all''. Daoust ma ouiemp 'oant en em zebret!».
E Berlin emañ Clément o labourat war un arload sportel. Hennezh a anzav bezañ «lakaet diaes» gant «kement a happiness»: «ur seurt meskaj zo etre al labour, ar c'hehentiñ diabarzh, ar vuhez prevez hag ar vuhez vicherel», emezañ. Abaoe tri bloaz hanter emañ war e vicher, ha plijet eo ganti. Met dezhañ eo ar startoù–up «un tamm e–giz toulloù–bac'h alaouret». Ober a ra meneg eus ur rummad «bugale moumounet», tud yaouank priziet o barregezhioù, ha dedennet holl memes mod gant ar startoù–up: «hañval eo ar c'hinnigoù–labour hiziv, memes tra zo kinniget gant an holl: c'hoarioù video, madigoù, nozvezhioù... Nec'hus eo un tamm». Komz a ra eus un endro «serr warnañ e–unan», e–lec'h ma vez hañval an dud an eil ouzh egile, e–lec'h ma lider deiz–ha–bloaz pep implijad. «Daou zeiz–ha–bloaz 'vez bep sizhun, kartennoù hetoù a ya eus an eil burev d'egile, evit tud damanavezet ganit. Bloaz zo 'oa faziet lod tud war ma anv zoken!». Un endro «Bisounours» e–lec'h m'eo ret dudiañ ha tremen e–biou d'ar goulennoù ha d'an abegadennoù, rak pep tra eno a zle bezañ «dreist». «Em embregerezh kent 'oa emvodoù 'ma tremenemp hon amzer o lardañ hor c'hrampouezhenn deomp–ni. Bep Lun en em gavemp, hag e veze embannet ar c'heleier diwezhañ gant ar renerien. Ha ni da stlakal hon daouarn evel genaoueien. Ur reolenn an hini 'oa. Ret stlakal hon daouarn, ha pa vije fall ar c'heleier. Pa oa aet kuit ar c'hengrouer 'voe lavaret deomp gant ar penn: ''aet eo war–du avañturioù all''. Daoust ma ouiemp 'oant en em zebret!».
Ouzhpenn an happiness emañ ar storytelling. Manager eo Paol e Lyon, ha dindan bec'h un difredañ. Un emglev disparti a oa bet kinniget dezhañ gant e rener. «Nac'het ganin. Me 'meus lavaret dezho 'ouien gwir al labour, hag 'oa ret dezho skarzhañ ac'hanon. Respontet eo bet din: ''siwazh, ne vo ket un istor brav da gontañ ma vez graet an traoù e–mod–se''».
Hervez Deirdre McCloskey, kelennerez war an armerzh e skol–veur Illinois e kêr Chicago, «eo mesket an eürusted hag ar blijadur. An implijidi zo fritet dezho naered e–lec'h sili, peogwir e ebatont e kredont ez int eürus. E gwirionez e vezont touellet gant an implijerien: produiñ muioc'h eo ar pal, ha mat pell zo. Me 'oar, da skouer, eo ret din gouzañv ha strivañ en ur labourat. Laouen on ganti koulskoude, ha n'eus ket afer a lipat skornennoù pe c'hoari c'hoarioù video».
Ul levr zo bet skrivet gant Mathilde Ramadier, goude pevar bloavezh e bed ar startoù–up e kêr Verlin: «Donemat er bed nevez: penaos em eus treuzvevet e coolitude ar startoù–up». Da gentañ e oa bet o labourat evel manager. Burzhudus e seblante an traoù bezañ neuze: arrebeuri diouzh ar c'hiz, evajoù bio diouzh an druilh, burevioù o speurennoù gwer... «Buan 'moa kavet hir ma amzer, ha diskanañ 'moa graet. Pell emañ Yann diouzh e gazeg, pa geñverier pezh prometet ha gwirvoud al labour. Bez' 'oa tud dreistdiplomet a dremene o amzer d'ober traoù plaen ha didalvoud, evel adskrivañ testennoù evit bezañ renket mat gant Google». Dezhi eo «digizidikaet» an dud gant ar c'hehentiñ hag e c'heriaoueg, hini an eürusted hag an dudi. Ur seurt «hollveliegezh» a vefe zoken: «pe e vezer eürus asambles ganto, pe e vezer a–enep dezho. Me 'veze gwelet evel ur c'hrozmolerez, abalamour din da chom hep bamañ ouzh an open space hag ar c'hafe digoust». Ral e vefe d'an dud sellout a–bell ouzh an traoù: «n'oamp 'met daou pe dri, dispourbellet o daoulagad, e–pad an emvodoù: den ne grede ober goulennoù diwar–benn ar meiziant diwezhañ omp spiet gantañ».
En ur greizenn startoù–up he deus labouret Sophie e–pad tri miz, e Paris. Ouzh an tal anezhi e oa skrivet «party is a serious matter» («un danvez sirius eo ober fest»). Ur CHO a oa: chief happiness officer, da lavarout eo «penn bras an eürusted», aozet gantañ abadennoù merata, kentelioù kanañ, nozvezhioù riboul... Free–lance e oa Sophie, dindan ar statud emembregerez. «''N'ez peus kevrat ebet, gwir eo, met dudiañ a rez peogwir ez eus ur CHO''. E–giz–se 'vezer lakaet da lonkañ sili». Buan eo bet hegaset gant pouez ar «goulenn groñs bezañ laouen». «Bec'h a oa warnon, amsklaer ma dazont, hep ur gwir statud. Ha pa n'a ket mat an traoù gant unan ne gomzer ket outañ. En ur c'hoarzhin e lavare ma rener din: ''mont 'ra? laouen out? peotramant kae da glask da levenez da lec'h all''».
Gant Catherine Testa e oa bet lañset kentañ Klub ar CHO e Bro–C'hall. Ne blij ket dezhi an doare m'o deus troet an traoù abaoe m'eo krog ar startoù–up d'ober gant «pennoù bras an eürusted». «Bed ar startoù–up a zisplij din ken–ha–ken. Ober a reont gant ar sevenadur–se, en diskouez a reont, da gehentiñ: ''sellit pegen kool eo labourat ganeomp! Ur flipper zo''. Un touell eo kement–se. Trouzus–kenañ eo ar flipperioù, ha pa stalier unan en em zic'hraer buan dioutañ». Emañ–hi o labourat gant embregerezhioù krenn pe vras, diwar an «optimizm hag ar feel good». «Dishañval-mik diouzh ar startoù–up. Ouzhpenn prenañ ur Playstation zo graet ganeomp. A–dreuz 'labouromp en embregerezhioù, asambles gant ar re 'ra war–dro an implijidi, gant ar poellgor embregerezh, gant ar sindikadoù. Rak kaer 'peus lakaat dek flipper, ober dek abadenn coaching... ma n'en em glevez ket gant an den a–dal dit e vo brein da zevezhioù».
N'en em gleve ket Mark gant CHO e start–up, ur media enlinenn, «cool ha yaouank» anezhañ. A bep seurt traoù a veze graet gant «penn bras an eürusted»: fardañ lein ha kafe diouzh ar mintin, distaliañ an taolioù da vare kreisteiz, dourañ ar plantoù goude merenn... «Ur mevel 'oa. Skingaset rap gantañ da lakaat an dud da fiñval, hag o komz dibaouez outo. Penaos labourat 'mod–se 'ta? Marteze on mod–kozh, met gwelloc'h 'vije bet ganin traoù ordinoc'h, m'o dije dudiet prim an dud, hep ma vije unan bennak da c'hoari e furlukin. 'Oa ket drouk, yañ. Met torr–penn un tamm memes tra».
©
ANDREANI-FACCHIN Emmanuelle ha THORP William, «Start-up,
ton univers impitoyable», Society,
d'ar 25 a viz Genver 2018.
——— GERIAOUEG
———
AN
ABEGADENN* (la
critique)
AN
ARLOAD (l'application)
BAMAÑ OUZH
(s'émeveiller devant)
DEDENNET (attiré)
DIFREDAÑ (licencier)
DIGIZIDIKAAT (anesthésier,
insensibiliser)
DIOUZH
AN DRUILH (à
volonté)
EBATAL = DUDIAÑ
AN
EMEMBREGER (l'auto-entrepreneur)
AR
GROZMOLER (le
râleur, le grognon)
AR
GWIRVOUD (la
réalité)
KEHENTIÑ (communiquer)
KENGROUER,
AR C'H— (le
co-fondateur)
KENT (précédent)
KEVRAT*,
AR GEVRAT (le
contrat)
MERATA (masser)
PLAEN (plat;
routinier)
AR
POELLGOR (le
comité)
AR
SPEURENN* (la
cloison)
TOUELLAÑ = TROMPLAÑ
9 avril 2018
Mae 68 e Breizh.
Istorour eo Christian Bougeard diouzh e vicher. Nevez zo eo bet skrivet Les années 68 en Bretagne gantañ, embannet gant ar Presses Universitaires de Rennes. Asambles gantañ he deus lakaet ar gelaouenn Bretons ar gaoz war darvoudoù skoet ar rannvro ganto hanter–kant vloaz zo.
Gant KDSK eo bet pedet Christian Bougeard da Vro–Naoned: d'an 29 a viz Mae, da 8e diouzh an abardaez, e vo kaset ur brezegenn gantañ e ti Yezhoù–ha–Sevenadur.
•
Estreget
er C'harter Latin hag e Paris e oa c'hoarvezet traoù e miz Mae 68...
Er
vro a–bezh e oa degouezhet traoù
da–geñver
darvoudoù miz Mae 68, er c'hêrioù bihan zoken. Dishañval eo
Breizh un tamm bennak: kreñv–mat
al luskad eno. Roudoù
anezhañ a c'haller kavout kentoc'h,
ha pelloc'h en deus padet ivez.
• Penaos
e oa Breizh e fin ar bloavezhioù 60?
E
fin ar Pevare Republik e oa ar Frañs o vont war–raok,
gant un armerzh war ziorren,
hini an «Tregont Lorc'hus». Bez' e oa an traoù o cheñch e Breizh
ivez. Met ar Vretoned a gave dezho ne oa ket diorroet o rannvro evel
ma tleje bezañ. Se zo kaoz e oa oberiant
ar CELIB, e veze nec'het ar studierien –
abalamour dezho da rankout labourat e–maez
o rannvro...
Un
dra bouezus all: nec'h a oa,
abalamour d'ar cheñchamantoù bras ha fonnus a oa c'hoarvezet, el
labour–douar dreist–holl.
Nec'het ar gouerien rak o
dazont, rak ar marc'had boutin... Hag int da vanifestiñ, adalek
deroù ar bloavezhioù 1960. Eus an tu all e oa kouerien yaouank hag
a gave dezho ne cheñche ket buan a–walc'h
an traoù. A–du gant modernaat ar
rannvro e oa ar re–se. Dezho ne oa
ket oberiant a–walc'h ar Stad: dav
dezhi ober buanoc'h.
Dishañval
e oa Breizh, ya, peogwir e tarzhe buan an traoù eno, ha peogwir e oa
manifestadegoù bras, evel re brezel an artichaod, e Bro–Leon.
Gant seziz isprefeti Montroulez e oa krog an traoù, e 1961. Un
arouez n'oa ken koulskoude.
Met alies e veze taer respont ar Stad: ne gomprene ket pezh a
c'hoarveze, ha ne felle ket dezhi, e mod ebet, plediñ
gant goulennoù dibar
ar Vretoned.
War
an dro, hag aze emañ an digenveizad,
eo harpet a–vras
ar jeneral de Gaulle, Pompidou ha Giscard gant Breizh. A–du
gant an tuioù dehou ha kreiz e chom Breizh a–hed
ar mare–se.
• Skrivet
eo ganeoc'h e oa labouradeg
Sud–Avitation, e Kêrvegon,
ar c'hentañ hini dalc'het e miz Mae 1968. E Breizh e krogas an
traoù, neuze!
Gwir–Bater.
Dre zegouezh, marteze. Dalc'het Sud–Aviation
d'ar 14 a viz Mae. Antronoz an devezh harz–labour
hollek, a–enep d'ar bec'h war
studierien ar C'harter Latin e Paris. Deroù an harz–labour
hollek brasañ e istor Bro–C'hall
an hini e oa.
• Goude
bezañ lennet ho levr eur
souezhet ne vije ket bet muioc'h a dud varv. N'eus bet hini ebet e
Breizh. En Naoned, pa oa bet taget ar prefeti gant ar studierien, en
doa goulennet ar prefed aotre da dennañ. Nac'het outañ...
Kreñv–kenañ
e oa bet al luskad e Breizh; hogen sioul hogos
e pep lec'h, nemet en Naoned. Dibar eo an Naoned e Breizh. Kann
a oa bet e fin meur a vanifestadeg. E miz C'hwevrer 1968 e oa krog an
traoù, pa oa bet dalc'het ar rektordi gant studierien. Re daer e oa
bet ar prefed: bazhataet ar
studierien, harzet o fennoù... Trenket ar soubenn e–mod–se,
hag aet an traoù war daeraat. D'an 13 a viz Mae, da skouer, e oa
barrikadennoù diouzh noz, kann gant ar polis, ha tud gloazet
e–leizh.
• Diaes
d'ar stourmerien en em glevout, evel e lec'h all: studierien,
micherourien, kouerien...
Da–gentañ
e oa bet dizemglev, pe diouer a
anaoudegezh etrezo. Harz–labour an
13, da skouer, a oa bet lañset gant ur sindikad kelennerien, ha
chomet diseblant micherourien zo: perak stourm evit studierien,
bourc'hizien anezho? Met dre gaozeal e oa tostaet micherourien ha
studierien e–kerzh darvoudoù miz
Mae. Un dra nevez an hini e oa, gant efedoù war harzoù–labour
ar bloavezhioù 1970. Kalz studierien, bet pe a–vremañ,
a gaved er strolladoù skoazell, evel hini ar Joint Français.
• Ar
skolioù–meur ivez a oa o cheñch,
e Brest dreist–holl:
pobleloc'h–poblelañ
orin ar studierien?
Dav
tennañ kont eus an dra–se. Aet an
niver a studierien war gresk, gant bugale eus ar renkadoù
etre, eus ar renkadoù poblel a–wechoù.
Bugale munut o orin, dezho tud labourerien–douar,
artizaned, kenwerzhourien vihan... Hag int d'en em gavout er
skolioù–meur. Cheñchet an traoù,
neuze.
Ouzhpenn
se e oa ur c'hoant mont war–du ar
bobl, en em gavout ganti, komz ganti, dindan levezon
mennozhioù an tu kleiz pellañ. Dishañval penn–da–benn
e oa ar gwirvoud sokiologel
diouzh ar raksoñjoù
e–keñver
Mae 68: ouzhpenn bourc'hizien Paris a oa war ar barrikadennoù.
• En
diwezh e chomas ar stur e daouarn ar jeneral de Gaulle. Hag ar
bihanniver a oa bet perzh el luskad, emezit–c'hwi...
Ya.
Sebezus eo an niver a dud
oc'h ober harz–labour, o
vanifestiñ... Met buan a–walc'h e
voe nec'het ar muiañ–niver
didrouz. Anv eus an arvar
komunour a voe graet gant ar gouarnamant, daoust d'ar Parti
Communiste da vezañ sioul. Hag efedoù a voe en dilennadegoù e
1968. An dud reizh, eus an
tu kreiz, a yeas niverus da votiñ da zifenn ar Stad hag ar jeneral
de Gaulle.
• Anv
zo ivez en ho levr ganeoc'h eus an dekvloaziad da–heul.
Er stourmoù sokial hag ekologel e vefe hêrezh miz Mae 68?
Gwir–Bater.
Betek 1975 en doa padet ar Mae breizhat, evit ar pezh a denn eus ar
sokial. Luskadoù bras a oa bet. Harzoù–labour
tenn, hir, a–enep da renerien na
felle ket dezho kaozeal. Harzoù–labour
dibar ivez, evel hini ar Joint Français a oa broadel e reuz.
N'o doa ket goulennoù a zispac'h: kreskiñ o goproù a–live
gant re uzinoù Paris, hag un trizekvet miziad. Ar rannvro a–bezh
a oa perzh ha kengred gant
an harzerien–o–labour:
an dud, ar c'hêrioù, an arzourien... Goulenn kreskiñ ar goproù a
veze goulennet dreist–holl, e kalz
uzinoù bihan. Pergen re
gounezvouedel,
e–lec'h
ma veze gwallgaset ar vicherourien, maouezed alies–mat.
• Penn
kentañ ar stourmoù ekologel e oa ivez?
An
enkadenn, kresk an
dilabour... Diaes bezañ an tu gounid gantañ adalek kreiz ar
bloavezhioù 1970. En em zifenn a rae an dud kentoc'h, evit ma ne
vije ket serret uzinoù, ma ne vije ket kollet labour. Ul lodenn eus
al luskad sokial, hag ar re yaouank, en
em daol d'ar stourmoù a–enep
d'an nukleel, e Pentelloù,
en Erdeven, pe e Plougoñ. Efedoù o deus ar gwallreuzioù
ekologel, al lanvioù du. Aze emañ Breizh e penn an traoù.
Dreistordinal e oa al luskad eno, dreist–holl
e Plougoñ.
• Ha
distro e oa ar mennozhioù breizhat d'an dachenn bolitikel?
Ya,
met diwar ziazezoù all.
Fall–put e oa skeudenn an Emsav
war–lerc'h ar brezel, abalamour d'e
re o doa kenlabouret. Aze e teu da vezañ pozitivel. Ur c'hemm
politikel pouezus a oa: gant an tu kleiz hag an tu kleiz pellañ ez a
ar stourm breizhat. Mare an FLB e oa ivez. Bez' e oa–eñ
ivez o cheñch, o vont war–du
mennozhioù an tu kleiz pellañ breizhat.
An
identelezh vreizhat ivez a zeuas da vezañ pozitivel–mat,
goude bezañ bet kaset diwar ar speredoù e–pad
ugent vloaz. Goulennoù a veze graet evit ar yezh, evit ma vije
kelennet. Diwar se e voe krouet Diwan e 1977. Ur revival zo
bet, un adc'hanedigezh sevenadurel: bras pouez ar sonerezh hag ar
ganerien, darempredet stank ar festoù–noz
a–nevez...
• Un
hêrezh da Vae 68 eo?
Din
ez eo. Sellit 'ta: kalz studierien ha ne oant ket eus Breizh–Izel,
e Roazhon da skouer, a reas anaoudegezh gant sevenadur Breizh, gant
he dañsoù... Lod zo bet desket ar yezh ganto. Ur darvoud
nevez–flamm e oa. Diorren ar
goulennoù rannvroelour eo an eil, douget gant an tu kleiz pellañ
hag ar Parti Socialiste.
• Deoc'h
e oa achu ar mare–se e 1981?
Deomp–ni,
istorourien, eo ar bloavezhioù 68 ar prantad–amzer
etre fin brezel Aljeria hag ar cheñchamant tu politikel c'hoarvezet
er vro e 1981. Seul wiroc'h
eo e Breizh. Betek–en e oa gwelet
Breizh evel un dachenn e dalc'h an tu dehou. Uheloc'h an disoc'hoù
anezhañ e Breizh e–keñver ar
geidenn vroadel. Krog penn
ar vazh da cheñch d'ar mare–se,
hag e 1981 e oa ar wech kentañ da Vreizh bezañ a–du
gant an tu kleiz. Tost–tost e oa
Mitterand d'ar muiañ–niver
(49,2%), hag ar «wagenn roz» a voe kaset d'ar Gambr ganti 19 kannad
PS diwar 33. Aze e oa ur cheñchamant da vat, padus e efedoù. Din eo
un efed dieeun eus Mae 68:
hejet ha modernaet ar
gevredigezh gantañ, ha gant stourmoù ar bloavezhioù 1970 war e
lerc'h.
©
RAYNAUDON–KERZERHO Maiwenn,
«Christian bougeard:“Mai 68 a été très puissant en Bretagne”»,
Bretons, miz Genver 2018.
—— GERIAOUEG
——
AN
ARMERZH = AN
EKONOMIEZH*
AN
AROUEZ* (le
symbole)
AN
ARVAR (le
péril, le danger)
BAZHATA
(matraquer; frapper à
coups de bâton)
DA–GEÑVER
(à l'occasion de)
AN
DIAZEZ (la
base)
DIBAR
(unique)
DIEEUN
(indirect)
AN
DIGENVEIZAD (le
paradoxe)
AN
DIOUER A (le
manque de)
E–LEIZH
= KALZ
EN
EM DEULER DA (se
consacrer à)
AN
ENKADENN* (la
crise)
ESTREGET
(il n'y a pas que)
EUR
(on est)
GLOAZAÑ
(blesser)
GOUNEZVOUEDEL
(agroalimentaire)
AR
GWALLREUZ (la
catastrophe)
AR
GWIRVOUD (la
réalité)
HARPAÑ
= SOUTEN
HEJAÑ
(secouer)
HOGOS
= KAZI
KANN*,
AR GANN (la
bagarre, la rixe)
KEIDENN*,
AR GEIDENN (la
moyenne)
KEMM,
AR C'HEMM = AR
CHEÑCHAMANT
KENGRED
GANT (solidaire avec)
KENTOC'H
(plus tôt, avant)
KÊRVEGON
(Bouguenais)
→ BEGON
KOUER
= PEIZANT
AL
LABOURADEG* = AN
UZIN*
AL
LEVEZON* (l'influence)
AL
LUSKAD (le
mouvement, la mobilisation)
AN
NEC'H (l'inquiétude)
OBERIANT
(actif)
PENTELLOÙ
(le Pellerin)
PLEDIÑ
GANT = OBER WAR–DRO
POBLEL
(populaire)
AR
RAKSOÑJ (le
préjugé)
REIZH
(modéré)
AR
RENKAD* (la
classe sociale)
SEBEZUS
(stupéfiant)
SEUL
—OC'H
(d'autant plus)
Danvezioù :
Breizh,
Bro-C'hall,
Istor,
Kevredigezh,
Naoned
S'abonner à :
Messages (Atom)