24 novembre 2014

Bec'h d'ar panelloù!

Eric Piolle, aotrou maer Grenoble, zo bet dibabet gantañ skarzhañ ar vruderezh diouzh al lec'hioù foran, evit diorren an takadoù ma c'hallo Yann−C'hrenoblat skritellañ. Prometet e oa bet gantañ e−pad ar c'houlzad diwezhañ.
 

A−benn an nevezamzer e vo tennet panelloù zo. Ar c'huzul−kêr zo bet divizet gantañ chom hep adneveziñ ar gevrat sinet gant JCDecaux, an embregerezh vrudet a rae war−dro ar skritellañ hag an arrebeuri−kêr e ruioù Grenoble. N'eus bet bet embannet galv da ginnig ebet kennebeut. Er mod−se e klasko Grenoble «dieubiñ lec'hioù foran e−lech ma c'hallo ar geodedourien skritellañ». E miz Genver e krogo JCDecaux gant al labour divontañ. 326 panell a yelo diwar−wel dindan tri miz.

War−dro 2.000 metrad−karrez a vo gounezet e−giz−se. Kêr C'hrenoble zo bet raktreset ganti plantañ 50 gwez en o lec'h ha labourat gant ar c'hevredigezhioù evit ma vo aesoc'h dezho brudañ o obererezhioù. «Ar wech kentañ e vo en Europa», eme Eric Piolle, paotr EELV dilennet nevez−zo, «diwar atiz an annezidi». Hervez ur sontadeg e savfe a−du an div drederenn eus Grenobliz.

«Ne vo kollet nemeur a wenneien: d'an 31 a viz Kerzu ez aio ar gevrat da get. Ha forzh penaos e vije aet e goust war vihanaat.» Hervez an aotrou maer yaouank, n'eo ket ur redi gwalc'hañ an embregerezhioù; Grenobliz ne lâr ket. «Abalamour d'an Internet emañ ar skritelloù peget war o zremenvan. Skrammoù a vije bet ret deomp staliañ. Gwelloc'h eo ganeomp sevel ur gêr troet war-du an dazont, ur gêr distanet. Se zo kaoz e vo stag ar skritellañ ouzh ar bed sevenadurel, ouzh hor c'harterioù: ganto e vez buhezet ur gêr geodedel, ur gêr startijenn enni. »


Ma seblant laouen annezidi kêr ez eus bet klevet lod anezho o klemm. «Ha kresket e vo an tailhoù?» a c'houlenn an eil; «hañval ouzh Berlin ar Reter e vo kêr» a lâr egile. Matthieu Chamussy, e penn an tu dehou e kuzul−kêr Grenoble, a gav dezhañ ez eo un «diviz dogmatek, tra ken. Petra zo kaoz ne vo ket graet kement gant ar panelloù stag ouzh an arsavioù−bus?». Jérôme Safar, paotr ar PS, a gav dezhañ e «klask (Eric Piolle) kehentiñ diwar−goust Grenoble ha hec'h annezidi: demagogiezh an hini eo».

© diwar MIMAUT Cécile, Grenoble se détourne de la publicité au profit de "sa vie de quartier",
France Info, d'ar Sul 23 a viz Du 2014.


———— GERIAOUEG ————
DIWAR ATIZ (à l'incitation de)
DISTANET (apaisé)
AR GALV DA GINNIG (l'appel d'offres)
GWALC'HAÑ (contenter)
KEODEDOUR, AR C'HEODEDOUR (le citoyen)