Eric
Piolle, aotrou maer Grenoble, zo bet dibabet gantañ skarzhañ ar
vruderezh diouzh al lec'hioù foran, evit diorren an takadoù ma
c'hallo Yann−C'hrenoblat skritellañ. Prometet e oa bet gantañ
e−pad ar c'houlzad diwezhañ.
A−benn an nevezamzer e vo tennet panelloù zo. Ar c'huzul−kêr zo bet divizet gantañ chom hep adneveziñ ar gevrat sinet gant JCDecaux, an embregerezh vrudet a rae war−dro ar skritellañ hag an arrebeuri−kêr e ruioù Grenoble. N'eus bet bet embannet galv da ginnig ebet kennebeut. Er mod−se e klasko Grenoble «dieubiñ lec'hioù foran e−lech ma c'hallo ar geodedourien skritellañ». E miz Genver e krogo JCDecaux gant al labour divontañ. 326 panell a yelo diwar−wel dindan tri miz.
War−dro
2.000 metrad−karrez a vo gounezet e−giz−se. Kêr C'hrenoble zo
bet raktreset ganti plantañ 50 gwez en o lec'h ha labourat gant ar
c'hevredigezhioù evit ma vo aesoc'h dezho brudañ o obererezhioù.
«Ar wech kentañ e vo en Europa», eme Eric Piolle, paotr
EELV dilennet nevez−zo, «diwar
atiz an annezidi». Hervez ur sontadeg e savfe a−du
an div drederenn eus Grenobliz.
«Ne
vo kollet nemeur a wenneien: d'an 31 a viz Kerzu ez aio ar gevrat da
get. Ha forzh penaos e vije aet e goust war vihanaat.» Hervez
an aotrou maer yaouank, n'eo ket ur redi gwalc'hañ
an embregerezhioù; Grenobliz ne lâr ket. «Abalamour d'an
Internet emañ ar skritelloù peget war o zremenvan. Skrammoù a vije
bet ret deomp staliañ. Gwelloc'h eo ganeomp sevel ur gêr troet
war-du an dazont, ur gêr distanet.
Se zo kaoz e vo stag ar skritellañ ouzh ar bed sevenadurel, ouzh hor
c'harterioù: ganto e vez buhezet ur gêr geodedel, ur gêr
startijenn enni. »
Ma
seblant laouen annezidi kêr ez eus bet klevet lod anezho o klemm.
«Ha kresket e vo an tailhoù?» a c'houlenn an eil; «hañval
ouzh Berlin ar Reter e vo kêr» a lâr egile. Matthieu Chamussy,
e penn an tu dehou e kuzul−kêr Grenoble, a gav dezhañ ez eo un
«diviz dogmatek, tra ken. Petra zo kaoz ne vo ket graet kement
gant ar panelloù stag ouzh an arsavioù−bus?». Jérôme
Safar, paotr ar PS, a gav dezhañ e «klask (Eric Piolle) kehentiñ
diwar−goust Grenoble ha hec'h annezidi: demagogiezh an hini eo».
©
diwar MIMAUT Cécile, Grenoble se détourne de la publicité au
profit de "sa vie de quartier",
France Info, d'ar Sul 23 a viz Du 2014.
France Info, d'ar Sul 23 a viz Du 2014.
————
GERIAOUEG
————
DIWAR
ATIZ (à
l'incitation de)
DISTANET (apaisé)
AR
GALV DA GINNIG (l'appel
d'offres)
GWALC'HAÑ (contenter)
KEODEDOUR,
AR C'HEODEDOUR (le
citoyen)
Aucun commentaire:
Publier un commentaire