15 septembre 2014

Lojañ e Naoned: ha bevennet e vo ar feurmoù?

An Itron Vaerez Johanna Rolland he deus skrivet d'ar C'hentañ Ministr evit dispakañ he soñj diwar–benn al lojañ. Gwelloc'h eo ganti difenn ur stignad «giz Naoned» eget bevenniñ ar feurmoù, evel m'eo kinniget gant al lezenn Duflot.



Gant ar gouarnamant eo bet divizet lezel pep kêr dibab bevenniñ ar feurmoù pe ket, e stern al lezenn Duflot. Perak ne vefe ket graet kement en Naoned? Sed aze ar goulenn graet gant François de Rugy, unan eus kannaded al Liger–Atlantel. Ur sizhunvezh goude eo bet respontet dezhañ gant Johanna Rolland, an Itron Vaerez. N'eo ket gwall drec'het gant un diskoulm hag a «c'hall krouiñ digevatalded etre kêrioù, poellekoc'h e vije bet lakaat ur stern broadel da dalvezout en tiriad a–bezh». Met war a lavar an dilennadez e chom al lojañ unan eus oberoù pennañ an ti–kêr.

Ne vefe ket tenn an traoù en Naoned, hervez sifroù marc'had al lojeiz feurmiñ. 10,8€ eo priz ar metr–karrez, izeloc'h eta eget e Lille (14€) hag e Lyon (12,8€). An disoc'hoù mat–se n'eus ket anezho «dre zegouezh» eme ar Vaerez. Ma'z eo chomet stabil ar feurmoù en tri bloaz tremen e vefe a–drugarez d'ar «politikerezh tisaverezh youlek lakaet er pleustr gant kêr Naoned». Gant ar raktres annez lec'hel e vez savet 7.000 lojeiz bep bloaz abaoe 2010, en o zouez 2.000 lojeiz sokial. Nevez zo ez eus bet krouet un arvestva heuliet aketus gantañ emdroadur prizioù al lojañ prevez.

Ezhommoù bras zo memes tra, daoust d'an 50.000 a lojeiz kevredigezhel e tolpad–kêrioù Naoned: bez' e vefe 17.000 teuliad engortoz en Naoned ha 30.000 er veurgêr. Hag a–benn 2030 e vefe 100.000 a dud evit mont di d'ober o annez!

Evit ma chomfe dedennus kêr he deus kaset Johanna Rolland ul lizher d'ar C'hentañ Ministr, Manuel Valls. Ennañ e ra anv eus ur steuñv ober evit diwall ouzh ar prizioù da greskiñ forzh pegement en dazont. Ret e vefe mirout ur stignad lakaet da dalvezout e 2012, bevennet gantañ kresk ar feurmoù a–vremañ diwar ar monc'hwezh. «Gouzout a ouzomp ez eo efedus», eme Johanna Rolland. Goulenn a ra honnezh ez afe an Arvestva da ofisiel, evit degemer ennañ kevredigezhioù feurmerien hag embann e labour. Kinnig a ra ivez sevel Ti an annezidi, ul lec'h degemer evit titouriñ Naonediz diwar–benn al lojeiz.

© diwar LAURENT Sibylle, Pas d'encadrement des loyers à Nantes, mais...,
Metronews, d'an 11 a viz Gwengolo 2014.

———— GERIAOUEG ————
AN ANNEZ (l'habitat)
AN ARVESTVA (l'observatoire)
AN DIGEVATALDER (l'inégalité)
AN DISOC'H
(le résultat)
E STERN (dans le cadre de)
KEVREDIGEZHEL = SOKIAL
AR MONC'HWEZH (l'inflation)
AR STEUÑV OBER (le plan d'action)
AR STIGNAD (le dispositif)
AN TEULIAD (le dossier)
AN TIRIAD (le territoire)
TREC'HIÑ (vaincre; convaincre)