An
Itron Vaerez Johanna Rolland he deus skrivet d'ar C'hentañ Ministr
evit dispakañ he soñj diwar–benn
al lojañ. Gwelloc'h eo ganti difenn ur stignad
«giz Naoned» eget bevenniñ ar feurmoù, evel m'eo kinniget
gant al lezenn Duflot.
Gant
ar gouarnamant eo bet divizet lezel pep kêr dibab bevenniñ ar
feurmoù pe ket, e
stern al lezenn
Duflot. Perak ne vefe ket graet kement en Naoned? Sed aze ar goulenn
graet gant François de Rugy, unan eus kannaded al Liger–Atlantel.
Ur sizhunvezh goude eo bet respontet dezhañ gant Johanna Rolland, an
Itron Vaerez. N'eo ket gwall drec'het
gant un diskoulm hag a «c'hall
krouiñ digevatalded
etre kêrioù,
poellekoc'h e vije bet
lakaat ur stern broadel da dalvezout en tiriad
a–bezh».
Met war a lavar an dilennadez e chom al lojañ unan eus oberoù
pennañ an ti–kêr.
Ne
vefe ket tenn an traoù en Naoned, hervez sifroù marc'had al lojeiz
feurmiñ. 10,8€ eo
priz ar metr–karrez,
izeloc'h eta eget e Lille (14€) hag e Lyon (12,8€). An
disoc'hoù
mat–se
n'eus ket anezho «dre
zegouezh» eme ar
Vaerez. Ma'z eo
chomet stabil ar feurmoù en tri bloaz tremen e vefe a–drugarez
d'ar «politikerezh
tisaverezh youlek lakaet er pleustr gant kêr Naoned».
Gant ar raktres annez
lec'hel e vez savet 7.000 lojeiz bep bloaz abaoe 2010, en o zouez
2.000 lojeiz sokial. Nevez zo ez eus bet krouet un arvestva
heuliet aketus gantañ emdroadur prizioù al lojañ prevez.
Ezhommoù
bras zo memes tra, daoust d'an 50.000 a lojeiz kevredigezhel
e tolpad–kêrioù
Naoned: bez' e vefe
17.000 teuliad
engortoz en Naoned ha 30.000 er veurgêr. Hag a–benn
2030 e vefe 100.000 a dud evit mont di d'ober o annez!
Evit
ma chomfe dedennus kêr he deus kaset Johanna Rolland ul lizher d'ar
C'hentañ Ministr, Manuel Valls. Ennañ e ra anv eus ur steuñv
ober evit diwall ouzh
ar prizioù da greskiñ forzh pegement en dazont. Ret e vefe mirout
ur stignad lakaet da dalvezout e 2012, bevennet gantañ kresk ar
feurmoù a–vremañ
diwar ar monc'hwezh.
«Gouzout a ouzomp ez eo
efedus», eme Johanna
Rolland. Goulenn a ra honnezh ez afe an Arvestva da ofisiel, evit
degemer ennañ kevredigezhioù feurmerien hag embann e labour. Kinnig
a ra ivez sevel Ti an annezidi, ul lec'h degemer evit titouriñ Naonediz diwar–benn
al lojeiz.
©
diwar LAURENT Sibylle, Pas d'encadrement des loyers à Nantes,
mais...,
Metronews,
d'an 11 a viz Gwengolo 2014.
————
GERIAOUEG
————
AN
ANNEZ (l'habitat)
AN
ARVESTVA (l'observatoire)
AN
DIGEVATALDER (l'inégalité)
AN DISOC'H (le résultat)
AN DISOC'H (le résultat)
E
STERN (dans
le cadre de)
KEVREDIGEZHEL
= SOKIAL
AR
MONC'HWEZH (l'inflation)
AR
STEUÑV OBER (le
plan d'action)
AR
STIGNAD (le
dispositif)
AN
TEULIAD (le
dossier)
AN
TIRIAD (le
territoire)
TREC'HIÑ
(vaincre; convaincre)
Aucun commentaire:
Publier un commentaire