D'ar
Gwener 3 a viz Here ez eus bet kaoz eus parkañ da-geñver kuzul-kêr
Naoned. Marteze a-walc'h e savo droug e Yann Vlenier rak daougementet
e vo e kreiz-kêr an takadoù ma vez bevennet ar parkañ.
An takad ruz, aotreet ennañ ar parkañ berrbad, a vo degemeret gantañ karterioù Madalen, Champ–de–Mars ha straed Joffre. Bremañ ez eus 4.285 plas ma c'haller arsaviñ e–pad
div eurvezh: adalek miz Mezheven e vo 890 plas ouzhpenn.
An takad melen a vo ledanaet e miz Eost war–du enez Naoned ha ranngêrioù Hauts–Pavés, Sant–Felis, Malakoff ha Sant–Donasian. 4.182 plas a vo ouzhpennet ennañ. Ma chomo digoust etre kreisteiz ha div eur, ne vo ket moaien da lezel e oto pelloc'h eget teir eurvezh.
Er
sizhun–mañ
ez eus bet rebechet ouzh an ti–kêr klask skarzhañ ar gweturioù
diouzh kreiz–kêr ur wech adarre. Gaou, hervez Johann Rolland: «ne
fell ket deomp enebiñ ar c'hirri–tan
ouzh an doareoù treuzdougen all; kompezañ an
holl anezho ne lâromp ket». Ganti
eo meneget an
30.000 annezad arruet nevez zo e meurgêr Naoned, hag an 10.000
karr–tan
kaset ganto: ret e vefe «reoliañ»
an tremen eta. Se
zo kaoz e vo strishoc'h ar politikerezh parkañ. Bevennet e vo
ar feurbrizioù koulz
hag ar padelezhioù. Er mod–se
e vefe «gwellaet
ar mont e kêr» hag
ar monedone er straedoù.
E–skoaz ar
redioù ez eus bet embannet divizoù all evit broudañ Naonediz
da vont e kreiz–kêr. «Ni
a fell deomp e vefe aesoc'h ar vuhez–bemdez»
eme an Itron Vaerez. Diwar atiz ar
genwerzhourien e vo rannet dre bevar priz an tuañ en
takad ruz etre kreisteiz ha div eur, evit dedennañ tud
er stalioù, peurgetket er
pretioù. Da gala–Kerzu e vo lañset un tiked TAN krouet
a–ratozh evit ar familhoù. 4€ e kousto hennezh, ha gantañ e
c'hallo ur strollad seizh den beajiñ. Posupl e vo paeañ dre
gartenn–vank pe dre bellgomz gant holl eurdeizieroù an
takad ruz. Resisoc'h e vo ar feurbrizioù adalek kala–bloaz. Er
parklec'hioù e vo jedet ar priz dre brantadoù dek munut,
ha ne vo ket bep hantereurvezh ken.
En holl e vo muioc'h eget 25.000 plas evit lakaat e garr e meurgêr Naoned: 10.500 er straedoù, 6.425 er parklec'hioù, 9000 er parklec'hioù–tramgarr a vez graet P+R anezho. A–drugarez dezho e c'hall paotr–e–wetur mont e kêr hep dispign gwenneg ebet. A–benn 2016 e vint brasaet gant 700 plas nevez.
© diwar LAURENT Sybille, La voiture à Nantes, un vrai luxe?, Metronews, d'an 9 a viz Here 2014.
———— GERIAOUEG ————
ARSAVIÑ (stationner)
AN
ATIZ (l'incitation)
BERRBAD (éphémère,
de courte durée)
BROUDAÑ (inciter)
E–SKOAZ (à
côté de, en comparaison de)
AN
EURDEIZIER (l'horodateur)
AR
FEURBRIZ (le tarif)
KOMPEZAÑ (concilier)
LEDANAAT (élargir)
MENEGIÑ (mentionner)
PEURGETKET (notamment)
AR
PRANTAD (la période)
REOLIAÑ (réguler)
TUAÑ = PARKAÑ
Aucun commentaire:
Publier un commentaire