24 janvier 2017

Ar poellgomzerioù ne gouskont banne e Bro-C'hall.




© diwar un enklask gant DELOITTE, Global Mobile Consumer Survey 2016.


——— GERIAOUEG ———
NA GOUSKET BANNE (ne pas dormir du tout)
AR POELLGOMZER (le smartphone)
PELLGOMZADENN*, AR BELLGOMZADENN (l'appel téléphonique, le coup de fil)
AR ROUEDAD* (le réseau)
AN TREUZDOUGEN (les transports)

23 janvier 2017

Keleier an Naoned.

ADAOZET E VO AR BLASENN FELIX FOURNIER.
Nepell diouzh plasenn ar Rouaned emañ ar blasenn Felix Fournier. Epad eizh miz e vo labourioù adaozañ eno, evit sachañ an dud o pourmen eharz ar benniliz SantNikolaz. Ekreiz al leurgêr e vo lakaet mein aliv gant skalieroù an iliz. Trodro e vo maengreun louetgell, hañval ouzh an hini kempennet plasenn ar Rouaned gantañ. Ouzhpennet e vo bankoù, ur wezenn hag ur bleuñveg, ha peadra da stagañ marc'hoùhouarn ivez. «Ne vo ket aes epad al labourioù, met ur c'heloù mat an hini eo. Ar blasenn zo danvez enni, met defot bezañ adaozet e tremen ar gerzherien ebiou dezhi» eme Jakez Pean a zo ar stal Radigois war e anv.

80 VLOAZ EO MARC'HAD TALENSAC
Ar marc'had dindan doenn nemetañ eo e Naoned. Abaoe miz Genver 1937 ez eus aozet ur marc'had e Talensac, elec'h ma oa al lazhdioù gwechall. Etro 6.000 a dud a ya di da brenañ boued bep sizhun, eus ar Meurzh d'ar Sul. Gouez d'ar varc'hadourien o defe cheñchet boazioù Naonediz. E–pad ar sizhun e vez gwelet tud war o leve dreist–holl. Ar re o labourat a vez gwelloc'h ganto gortoz ar Sadorn hag ar Sul. Ral e vez dezho ober o frenadennoù a–raok o devezhiad labour.

HARZLABOUR ER BN
Emesk koshañ ha brudetañ embregerezhioù ar vro emañ ar BN. E Gwerzhav emañ he labouradeg bremañ, ha 422 den zo o labourat enni. D'ar Yaou 19 o doa goulennet an holl sindikadoù diganto ober harz–labour e–pad un eur. Int a fell dezho gouzout petra emañ an embregerezh turk Yildiz e soñj d'ober gant o uzin. Abaoe mizioù ez eus brudoù o redek, ha meur a wech e oa bet gweladennet Gwispiderezh an Naoned gant danvez prenerien. Nac'h a ra an Durked klask en em zizober diouti; hogen n'eus ket pell e oa bet gwerzhet ganto an uzinoù Delacre, elec'h ma oa produet lod gwispid BN. 20.000 tonennad a wispid a ya e–maez labouradeg Gwerzhav bep bloaz, met an hanter muioc'h a c'hallfe bezañ kenderc'het eno.

DISKARET AR PRIZON KOZH
160 lojeiz, ur parklec'h publik, ur vagouri, takadoù glas, hag ur c'hoariva zoken. Bremañ eo sklaeroc'h an traoù: gouzout a reer dre ar munud petra a vo savet e–lec'h an toull–bac'h kozh, e–kichen Ti Keltiek. Abaoe 2012 eo serr ar prizon–se. Diskaret e vo e holl vogerioù, war–bouez ar porched mont e–barzh ha ti ar gref elec'h ma vo staliet Ar Gomedienn, un adc'hoariva 250 plas ennañ meret gant kompagnunezh ar «Cafe–Théâtre». E lec'h all e vo savet ranndioù, 70m² o ment peurliesañ. An hanter anezho a vo bevennet o feurm, hag un nebeud a vo miret evit tud war o leve. E–kreiz ar savadurioù nevez e vo ul liorzh–kêr digor d'an neb a gar e–pad an deiz. Plantoù ha liorzhoù e–leizh a vo tro–dro, war leurennoù ha toennoù an tiez. Ac'hann da 2020 e tlefe ar chanter bezañ peurachu.



——— GERIAOUEG ———
AC'HANN DA (d'ici à)
AR BLEUÑVEG (le parterre)
DANVEZ X (potentiel X, aspirant X)
DISKAR (abattre, renverser)
EHARZ (au pied de)
GOUEZ DA = HERVEZ
GWERZHAV (Vertou)
AR GWISPID (les biscuits)
KENDERC'HIÑ = PRODUIÑ
AL LAZHDI (l'abattoir)
LOUETGELL (beige)
MAGOURI*, AR VAGOURI (la crèche)
MERAÑ (gérer)
PENNILIZ*, AR BENNILIZ (la basilique)

16 janvier 2017

«Ganin-me prezidant ...»

Abaoe un nebeud mizioù ez eus eus an abadenn skingomz Ganin–me prezidant war gwagennoù France Info. Ar berzhidi pedet gant ar c'hazetenner Olivier de Lagarde n'int ket politikerien. Goulennet eo diganto petra a vije an diviz meur kemeret ganto kerkent ha dilennet da brezidant. A bep seurt traoù zo bet respontet ganto. Amañ–dindan ez eus kinniget deoc'h lod respontoù.



«Ganin–me prezidant e vije anvet ur ministr e–karg eus ar gallegañ» gant Jean–Noël Jeanneney.

«Ganin–me prezidant e vije anvet ur gouarnamant a unaniezh vroadel» gant Luc Ferry.

«Ganin–me prezidantez e vije adlakaet Mab–den e–kreiz ar politikerezh» gant Julia Kristeva.

«Ganin–me prezidant e vije kenlabouret gant ar pep gwellañ eus pep strollad» gant Bertrand Picard.

«Ganin–me prezidantez e vije cheñchet pozioù ar Marseillaise» gant Macha Méril.

«Ganin–me prezidant e vije aesaet monedusted ar yaouankiz» gant Jean Viard.

«Ganin–me prezidant e vije divizet dilojañ diouzh palez an Élysée» gant Georges–Marc Benamou.

«Ganin–me prezidant e vije kinniget dilenn ur c'hard eus ar gannaded d'ar sort, e–touez an dud o deus votet» gant François de Closets.

«Ganin–me prezidant e vije profet pep a levr d'ar re yaouank, peadra d'ober gwelloc'h anaoudegezh gant ar sevenadur gall» gant Jean–Marie Rouart.

«Ganin–me prezidant e vije krouet ur vinistrerezh ar C'helenn evit ar vugale hag ur vinistrerezh an Deskadurezh evit o zud» gant Alexis Gruss.

«Ganin–me prezidantez e vije adlañset ar c'haozeadennoù diwar–benn ar bennaenn diwall» gant Christine Albane.

«Ganin–me prezidant e vije studiet dre ret ar relijionoù er skolioù» gant EricEmmanuel Schmitt.

«Ganin–me prezidantez e vije skarzhet an holl guzulvaoù ministr» gant Catherine Clément.

«Ganin–me prezidant e vije klasket lakaat Mab–den da baouez da freuzañ e blanedenn» gant Hubert Reeves.

«Ganin–me prezidantez e vije ret kemer un asurañs a–enep d'an dalc'h» gant Françoise Forette.

«Ganin–me prezidant e vije broudet ar C'hallaoued da gerzhout un eurvezh bemdez» gant Roger PolDroit.

«Ganin–me prezidant e vije achu gant an arc'hant bras hollc'halloudus» gant Jacques Généreux.

«Ganin–me prezidant e vije paouezet gant taolioù brezel Bro–C'hall» gant Alexandre Romanes.

«Ganin–me prezidantez e vije lakaet war–sav ur gopr evit an holl» gant Cynthia Fleury.

«Ganin–me prezidant e c'hallje an holl debriñ boued a galite» gant Boris Tavernier.

«Ganin–me prezidant e vije degaset startijenn d'an demokratelezh en–dro» gant JeanFrançois Kahn.

«Ganin–me prezidant e vije achu gant ar bec'h melestradurel» gant Guillaume Poitrinal.

«Ganin–me prezidant e krogje bep devezh er skolioù gant un nebeud munutoù en em zastum» gant Christophe André.

«Ganin–me prezidant e vije degemeret ul lenner–hunvreoù en Élysée» gant Tobie Nathan.

«Ganin–me prezidant e vije kendeuzet ministrerezh ar Yec'hed ha hini an Endro» gant Olivier Toma.

«Ganin–me prezidant e vije rediet an embregerezhioù da reiñ 1% eus o gounid da gevredigezhioù a garitez» gant Alexandre Mars.

«Ganin–me prezidant e vije fiziet an deskadurezh stad d'ar strollegezhioù lec'hel» gant Alain Touraine.

«Ganin–me prezidant e vije adaozet an deskerezh hag an deskiñ micherel» gant Thierry Marx.

«Ganin–me prezidant e vije implijet boas un diskoacher gevier» gant Enki Bilal.

«Ganin–me prezidant e vije skoazellet an imbourc'hioù klinikel» gant Gilles Montalescot.

«Ganin–me prezidant ne badje ket ar stad a zifrae pelloc'h eget ur sizhunvezh» gant Carbon de Sèze.

«Ganin–me prezidant ez aje ar skolioù mamm da skolioù al lavar» gant JeanMichel Blanquer.

«Ganin–me prezidant e vije krouet ur rannvro vras a bep tu da harzoù Bro–C'hall ha Bro–Alamagn» gant Joachim Bitterlich.

«Ganin–me prezidant e teuje Bro–C'hall da vezañ ar vro diplometañ hag an hini desketañ er bed» gant Olivier Py.

«Ganin–me prezidant e vije kempouez ar c'hontoù publik» gant JeanMarc Daniel.

«Ganin–me prezidantez e vije oberiet evit degemer ar vugale nammet er skolioù» gant Olivia Cattan.


——— GERIAOUEG ———
AN DALC'H (la dépendance)
AN DESKEREZH (l'apprentissage)
EN EM ZASTUM (méditer)
FREUZAÑ (ravager)
AR GALLEGAÑ (la francophonie)
AN IMBOURC'H (la recherche scientifique)
KENDEUZIÑ (fusionner)
AR MONEDUSTED (la mobilité)
NAMMET (handicapé)
PENNAENN* DIWALL, AR B (le principe de précaution)
AR STAD A ZIFRAE (l'état d'urgence)
AR STROLLEGEZH* (la collectivité)