Abaoe
un nebeud mizioù ez eus eus an abadenn skingomz Ganin–me
prezidant
war gwagennoù France Info. Ar berzhidi pedet gant ar c'hazetenner
Olivier de Lagarde n'int ket politikerien. Goulennet eo diganto petra
a vije an diviz meur kemeret ganto kerkent ha dilennet da brezidant.
A bep seurt traoù zo bet respontet ganto. Amañ–dindan ez eus
kinniget deoc'h lod respontoù.
«Ganin–me
prezidant e vije anvet ur gouarnamant a unaniezh vroadel»
gant Luc Ferry.
«Ganin–me
prezidantez e vije adlakaet Mab–den e–kreiz ar politikerezh»
gant Julia Kristeva.
«Ganin–me
prezidant e vije kenlabouret gant ar pep gwellañ eus pep strollad»
gant Bertrand Picard.
«Ganin–me
prezidantez e vije cheñchet pozioù ar Marseillaise»
gant Macha Méril.
«Ganin–me
prezidant e vije aesaet monedusted
ar yaouankiz» gant Jean Viard.
«Ganin–me
prezidant e vije divizet dilojañ diouzh palez an Élysée»
gant Georges–Marc Benamou.
«Ganin–me
prezidant e vije kinniget dilenn ur c'hard eus ar gannaded d'ar sort,
e–touez an dud o deus votet»
gant François de Closets.
«Ganin–me
prezidant e vije profet pep a levr d'ar re yaouank, peadra d'ober
gwelloc'h anaoudegezh gant ar sevenadur gall»
gant Jean–Marie Rouart.
«Ganin–me
prezidant e vije krouet ur vinistrerezh ar C'helenn evit ar vugale
hag ur vinistrerezh an Deskadurezh evit o zud»
gant Alexis Gruss.
«Ganin–me
prezidantez e vije adlañset ar c'haozeadennoù diwar–benn ar
bennaenn
diwall»
gant Christine Albane.
«Ganin–me
prezidant e vije studiet dre ret ar relijionoù er skolioù»
gant Eric–Emmanuel
Schmitt.
«Ganin–me
prezidantez e vije skarzhet an holl guzulvaoù ministr»
gant Catherine Clément.
«Ganin–me
prezidant e vije klasket lakaat Mab–den da baouez da freuzañ
e blanedenn» gant Hubert Reeves.
«Ganin–me
prezidantez e vije ret kemer un asurañs a–enep d'an dalc'h»
gant Françoise Forette.
«Ganin–me
prezidant e vije broudet ar C'hallaoued da gerzhout un eurvezh
bemdez» gant Roger Pol–Droit.
«Ganin–me
prezidant e vije achu gant an arc'hant bras hollc'halloudus»
gant Jacques Généreux.
«Ganin–me
prezidant e vije paouezet gant taolioù brezel Bro–C'hall»
gant Alexandre Romanes.
«Ganin–me
prezidantez e vije lakaet war–sav ur gopr evit an holl»
gant Cynthia Fleury.
«Ganin–me
prezidant e c'hallje an holl debriñ boued a galite»
gant Boris Tavernier.
«Ganin–me
prezidant e vije degaset startijenn d'an demokratelezh en–dro»
gant Jean–François
Kahn.
«Ganin–me
prezidant e vije achu gant ar bec'h melestradurel»
gant Guillaume Poitrinal.
«Ganin–me
prezidant e krogje bep devezh er skolioù gant un nebeud munutoù en
em zastum» gant
Christophe André.
«Ganin–me
prezidant e vije degemeret ul lenner–hunvreoù en Élysée»
gant Tobie Nathan.
«Ganin–me
prezidant e vije kendeuzet
ministrerezh ar Yec'hed ha hini an Endro»
gant Olivier Toma.
«Ganin–me
prezidant e vije rediet an embregerezhioù da reiñ 1% eus o gounid
da gevredigezhioù a garitez»
gant Alexandre Mars.
«Ganin–me
prezidant e vije fiziet an deskadurezh stad d'ar strollegezhioù
lec'hel» gant Alain Touraine.
«Ganin–me
prezidant e vije adaozet an deskerezh
hag an deskiñ micherel» gant
Thierry Marx.
«Ganin–me
prezidant e vije implijet boas un diskoacher gevier»
gant Enki Bilal.
«Ganin–me
prezidant e vije skoazellet an imbourc'hioù
klinikel» gant Gilles
Montalescot.
«Ganin–me
prezidant ne badje ket ar stad
a zifrae pelloc'h eget
ur sizhunvezh» gant Carbon de
Sèze.
«Ganin–me
prezidant ez aje ar skolioù mamm da skolioù al lavar»
gant Jean–Michel
Blanquer.
«Ganin–me
prezidant e vije krouet ur rannvro vras a bep tu da harzoù
Bro–C'hall ha Bro–Alamagn»
gant Joachim Bitterlich.
«Ganin–me
prezidant e teuje Bro–C'hall da vezañ ar vro diplometañ hag an
hini desketañ er bed»
gant Olivier Py.
«Ganin–me
prezidant e vije kempouez ar c'hontoù publik»
gant Jean–Marc
Daniel.
«Ganin–me
prezidantez e vije oberiet evit degemer ar vugale nammet
er skolioù»
gant Olivia Cattan.
———
GERIAOUEG
———
AN
DALC'H (la
dépendance)
AN
DESKEREZH (l'apprentissage)
EN
EM ZASTUM (méditer)
FREUZAÑ
(ravager)
AR
GALLEGAÑ (la
francophonie)
AN
IMBOURC'H (la
recherche scientifique)
KENDEUZIÑ
(fusionner)
AR
MONEDUSTED (la
mobilité)
NAMMET
(handicapé)
PENNAENN*
DIWALL, AR B—
(le principe de
précaution)
AR
STAD A ZIFRAE (l'état
d'urgence)
AR
STROLLEGEZH* (la
collectivité)
Aucun commentaire:
Publier un commentaire