Abaoe
pell e oa plaset mat al Liger–Atlantel
e loreadeg an ekologiezh,
aozet bep bloaz gant ar gelaouenn La Vie. Da–geñver
an 10vet hini eo bet
priziet Bro–Naoned a–benn
ar fin. Un tiriad dibar e
lec'hioù naturel eo al Liger–Atlantel.
Intrudu
a bep seurt a gemer ivez e annezidi evit cheñch an traoù:
labour–douar bio, energiezhioù nevez... Gwareziñ an endro a zleer
ober eno avat: n'eo ket gwall vat kalite an aer ha hini an dour, hag
en
entremar emeur c'hoazh gant
raktres aerborzh Kernitron–al–Lann...
al Lenn–Veur, er mervent d'an Naoned
«Dispar
eo hon takadoù naturel: genoù al Liger, ar Briwer, ar
paludoù–holen... Dav
eo deomp ober ganto, gant an diorren greantel (Airbus, chanterioù
sevel bigi Sant–Nazer)
ha gant ul labour–douar a
berzh mat» eme Philippe Grosvalet, prezidant kuzul
departamant al Liger–Atlantel. «Bep
bloaz ez eus sachet 15.000 annezad nevez, gant kalite bevañ hor bro.
Kement a dud hag e kêr Sant–Nazer
en ur ober pemp bloaz! Ober ganto a zleomp ivez».
Kostez
Gwenrann e ouzer mat pegen bresk eo ar paludoù–holen.
«E–pad
ar bloavezhioù 1960 - 1970 e felle d'ar bolitikerien diskar anezho,
ha sevel un hent–tizh
pevar forzh
o kas eus an Naoned d'ar Groazig»
eme Fréderic Verger, paluder er Groazig. Hiziv eo gwarezet ar Vro
Wenn, ha diwallet mat an holen a–drugarez
d'un anvadur
a orin kontrollet. Muioc'h eget 300 paluder a labour diwarnañ, hag
an darn vrasañ anezho zo ezel d'ar gevelouri
«Silinoù
Gwenrann». Dastumet e vez ganto ouzhpenn 15.000 tonenn bep bloaz.
«Buhezek eo an takadoù
gleb. Se zo kaoz e stourm ar baluderien ouzh Kernitron–al–Lann»
emezañ.
Re
wir. A–hed hor beaj e voe graet anv
eus ar raktres kozh–se, gant hogos
holl an dud. Gant ar votadeg aozet en departamant hepken, e dibenn miz
Mezheven, e oa bet diskouezet splann e oa rannet an dud etre daou du.
Emañ an aotrou Grosvalet a–du gant
ar raktres: «ar meurgêrioù rannvroel bras o deus ezhomm eus
aerborzhioù modern» emezañ.
«Met gwir eo o deus lod enebourien ur c'hoant gwirion
da amprouiñ
doareoù bevañ all».
Ouzhpenn
e ZAD Kernitron ez eus takadoù gleb koulskoude. Gwarezet eo al Lenn–Veur, ul lec'h hep e bar abalamour d'e vevliesseurted.
«Al Lenn–Veur eo al lenn naturel vrasañ e kompezennoù
Bro–C'hall» eme Olivier Hubert, e penn Ti al Lenn–Veur.
«Cheñch–dicheñch
eo live an dour amañ, gant pradeier
izel, gwez–korz,
geoteg war–neuñv.
An eil gwarezva laboused eo ivez er Frañs, goude ar Camargue».
Dianav a–walc'h eo al Lenn–Veur,
daoust dezhi da vezañ tost ouzh an Naoned. E 2015 hepken e voe digoret
ar mirdi, en un ti profet d'an departamant e 1980 gant ar fronder
Guerlain. Didrouz eo al lec'h, «evel ur mor diabarzh»,
war–bouez fraoñv
ar c'hirri–nij o tibradañ er
pellder. Etre meurgêr an Naoned hag al Lenn–Veur emañ aerborzh
Kastell–Begon, war dachenn kêr Vegon. Hervez ar studiadennoù ne rafe ket droug an trafik d'al
laboused. Gwelloc'h e vefe mirout an aerborzh–se
zoken, rak un arvar brasañ
a vefe kêraozañ douaroù
an aerborzh hag e drowardroioù.
Estreget
ar glad naturel en deus lakaet Bro–Naoned
da vezañ priziet. Barrek eo an departamant e–keñver
ar beveziñ
padus. 126 KDLP
zo, an hanter anezho e meurgêr an Naoned. Perak e reont berzh? «Din
ez eus pemp abeg» eme Patrice
Hurel. «Bro–Naoned zo ur
veurgêr vras en he c'hreiz. Dalc'het ez eus ul labour–douar
bihan ha krenn, dre stourmoù ar Gouerien–Labourerien. Diorroet eo
bet ar bio. Klouar eo an hin, peadra da c'hounit legumaj. Ha stank eo
rouedad lec'hel ar c'hevredigezhioù».
E Trelier, da skouer, ez eus 200 familh o kerc'hat boued digant ar
KDLP. Lec'hel ha bio eo kement tra gwerzhet ganti: kebell–touseg,
bara, formaj–laezh, kig–oan, ha legumaj evel–just. Hanterour
ebet: eeun eo al liamm an etre ar broduerien hag an debrerien. 300.000€ eo sifr hec'h aferioù bloaziek. Un toullad tud a laka da
vevañ, en o mesk Claire Le Coq, legumajerez e Enorzh abaoe dek
vloaz. «Gant teir KDLP eo
gwerzhet ma holl frouezh. E–giz–se e c'hall tri den gounit o zamm
kreun».
Memes
tra eo gant al labour–douar bio. E Bourc'hnevez–Raez, nepell
diouzh ar mor ha Geunioù Breizh, o deus Guylain ha Stéphanie ur
menaj
war o anv. 34.000 litrad laezh bio zo gorroet
bep bloaz digant o saout. Gwerzhet eo an hanter: «450€
ar mil litrad, neket 300€ evel al laezh ordin».
Treuzfurmet ar peurrest ganto: «1220€
ar mil litrad e vez gwerzhet, peogwir e tegasomp talvoudegezh
ouzhpenn». An darn vrasañ zo
gwerzhet dre hantererezh div KDLP hag ur stal Biocoop. Da Stéphanie
«n'eo ket ar bio ur marc'had
dister; labour–douar an dazont ne lâran ket».
Lorc'h zo er gouerez o lavarout eo al Liger–Atlantel «ar
c'hentañ departamant e Bro–C'hall e–keñver al laezh bio, hag an
trede evit an tachennoù labour–douar aet da vio».
Efedus
eo labour an departamant e–keñver an energiezhioù nevezadus
ivez. Er–maez
da Sant–Nazer e vo lakaet 80 rod–avel ac'hann da 2018. Nepell
diouzh ar Groazig e vo staliet unan savet gant Skol Greiz an Naoned:
un rod–avel war–neuñv.
15.000 a diegezhioù a
c'hallfe bezañ pourvezet ganti. «N'eus
ket da dermal
evit paouez gant an energiezhioù nukleel ha fosil»
eme rener ar skol–se. «Chañs
hon eus da arnodiñ
seurt traoù en hor bro, rak efedoù a vo war al labour».
A–wechoù
e sav bec'h rak an teknologiezhioù nevez–se. E Severeg, avat, eo
en em gavet lod annezidi e penn kentañ ar bloavezhioù 2000 evit
sevel ur «park rodoù–avel
keodedel».
11 milion a euroioù a oa ret dastum. Emvodoù o deus dalc'het evit
dedennañ tud all, ha 500 o deus postet arc'hant. Gant an departamant
ivez eo bet skoazellet ar raktres. D'ar 7 a viz Mae 2016 e krogas ar
peder rod da broduiñ tredan. 3.000 tiegezh zo pourvezet ganto.
Abalamour da betra o doa boulc'het Alan, Klaoda ha Lionel an afer–se?
«'Blam da Blogo. E penn kentañ
ar bloavezhioù 1980 e oamp bet hon–tri o vanifestiñ eno».
© diwar NOUAILLAS Olivier, La
Loire–Atlantique,
une nature engagée, La Vie, d'an
3 a viz Du 2016.
GERIAOUEG
A
BERZH MAT = A GALITE
AMPROUIÑ
(éprouver)
AN
ANVADUR (l'appellation)
ARNODIÑ
(expérimenter, tester)
AN
ARVAR (le
danger)
BEVEZIÑ
(consommer)
BEVLIESSEURTED*,
AR V— (la
biodiversité)
ER–MAEZ
DA (au large de)
BEZAÑ
EN ENTREMAR (dans
l'incertitude)
AR
FORZH (la
voie)
AR
FRAOÑV (le
bourdonnement)
AR
FRONDER (le
parfumeur)
GORREIÑ,
GORRO— (traire)
GWIRION
(authentique, véritable)
AN
HANTEROUR (l'intermédiaire)
HOGOS
= KAZI
AN
INTRUDU (l'initiative)
KDLP,
KEVREDIGEZH EVIT
DELC'HER UL
LABOUR–DOUAR
GANT PEIZANTED (AMAP)
KEODEDEL
(citoyen)
KÊRAOZAÑ
(urbaniser)
KEVELOURI*,
AR GEVELOURI (la
coopérative)
KOMPEZENN*,
AR G—
(la plaine)
AL
LOREADEG (le
palmarès)
AR
MENAJ = AN TI–FEURM
NEVEZADUS (renouvelable)AR
SILIN* (la
saline)
TERMAL
= BEZAÑ ETRE DAOU
AN TIRIAD (le territoire)
AN TIRIAD (le territoire)
WAR–NEUÑV
(flottant)
Aucun commentaire:
Publier un commentaire