Aucun message portant le libellé Sevenadur. Afficher tous les messages
Aucun message portant le libellé Sevenadur. Afficher tous les messages

13 mars 2017

Sant Valentin, me ho ped.

Goude bezañ studiet ar c'houbladoù dre ar munud en deus divizet ar sokiologour breizhat Jean–Claude Kaufmann labourat war ouel Valentin. Ul levr emañ paotr Lambal o paouez embann diwar–benn istorioù ha doareoù fest an amourouzien. Ur wech ouzhpenn eo interesus ha souezhus e studiadenn.



• Kozh–douar eo gouel Valentin. En ho levr ganeoc'h eo skrivet e vefe o tont eus al Lupercales, gouelioù dibrenn ar Romaned?
JC KAUFMANN: A–benn ar fin eo red an amzer, gant cheñchamantoù e–giz en ur romant polis. Bez' e oa al Lupercales e–mesk gouelioù amourous miz C'hwevrer, d'ar mare ma krog an devezhioù da hiraat; mare ar C'horaiz hag ar yun ivez. Neuze e oa gwasket ar gevredigezh en he fezh gant an Iliz, gant ur vuhegezh a–stroll: difennoù, redioù, e–keñver ar revelezh dreist–holl. Start e veze d'ar re yaouank. Diwar atiz an Iliz eo aet gouel Valentin war wel, evit stourm ouzh c'hoarioù amourous miz C'hwevrer. En diwezh int bet graet en desped dezhi: evit komz anezho e raed anv a Valentin...

• E miz C'hwevrer eo lidet Meurlarjez ivez. En deizioù–se e veze «ar gaoter o virviñ», emezit–c'hwi. Mougañ ar gouel dirollet–se a glaskas an Iliz ober?
JC KAUFMANN: Ya, da Veurlarjez eo cheñchet penn d'ar vazh, pep tra zo eilpennet: ar re baour a vez gwisket evel pinvideien, ar baotred a vez dilhad merc'hed ganto... Ouzhpenn se e oa festoù amourous, evel al Luppercales. E Roma e kantree paotred hanter–noazh er straedoù, o skourjezañ kof ar merc'hed: gouel ar frouezhusted e oa a–benn ar fin. Seurt doareoù ne oa ket ar gristenien evit o gouzañv. Er Vvet kantved e klaskas ar Pab Jelaz Iañ aozañ gouelioù all er memes mare dres, hag ober kontrol dezhi: ar Chandelour, diwar ar ger chandelles, goulaouennoù–koar. Graet kazeg gantañ! Neuze e tivizas krouiñ ur gouel en derc'hent, d'ar 14. Hag en deiz–se e oa aet Valentin da Anaon. E–giz–se en em gavas ar paourkaezh Valentin e–kreiz ar jeu.

• Diouzh ho peus kavet e vije meur a Sant Valentin?
JC KAUFMANN: Ya, eizh da nebeutañ. Unan zo meulet a–enep d'an droug–sant, unan all a–enep da gleñvedoù ar gwini... Met an hini meurañ ne oa ket paeron an amourouzien. Tamm–ha–tamm e voe skrivet ur vojenn diwar e benn. Lizheroù karantez en dije kaset da verc'h e vac'her, da skouer, skrivet war tammoù paper a–stumm gant ur galon.

• Petra a oa gouel an arzhed?
JC KAUFMANN: Er c'hevredigezhioù henañ e oa an arzhed rouaned al loened. Da c'houde e voe al leoned, abalamour dezho da vezañ digustum. Un arouez kreñv e oa an arzhed. Erotek e oa: an dud a grede dezho e c'halle en em barañ gant maouezed zoken, ha difennet e veze ouzh ar merc'hed tostaat ouzh al loened–se. Da zeiz gouel an arzhed e veze paotred kroc'hen–arzh ganto war o chouk, hag e klaskent skrapañ merc'hed o doa kredet pourmen er ruioù en deiz–se. Rust e oa ar gouel da–gentañ–penn, met dre Valentin eo bet cheñchet tamm–ha–tamm.

• Petra a oa ar Valentin?
JC KAUFMANN: Ar galantin a oa da gentañ, un den o hoalañ, o lakaat da c'hoarzhin. Ouzhpenn se eo hardizh ha kalonek ar valentin.

• Hag er Grennamzer?
JC KAUFMANN: Ouzhpenn ar festoù amourous diwar ar maez ha diwar ar bobl a oa. Karantez seven (amour courtois) an hini a oa ivez d'ar c'houlz–se, ur garantez c'hlan: kousket e gwele ar plac'h hep touchañ anezhi e mod ebet, da skouer. Ar garantez seven a oa o tont eus lezioù an aotrouien, pergen eus gevred Bro–C'hall. Eno e ranke an den mougañ e c'hoantegezh. Ur garantez skrijus e oa ivez, ur garantez dic'hallus. Ne oa ket anv a Valentin avat. Gant Othon de Grandson e voe kanet gouel Valentin da–gentañ, er XIVvet kantved, o c'houlenn ali ha sikour digant ar sant en e varzhonegoù trist. Pouezus–bras eo an dra–se, rak lennet e voe gant barzhed saoz a reas memes tra en o bro en un doare skañv. Int eo a reas berzh–bras. Embannet e veze levrioù da zeskiñ skrivañ lizheroù karantez da–geñver gouel Valentin, gant un embannadur dre vicher zoken! Ha diwezhatoc'h e krogas an dud da skrivañ kartennoù–post.

• Er XVIIvet kantved e enebas Sant Frañsez a Sal ouzh ar gouel?
JC KAUFMANN: Ya, klask a reas brudañ douster ha santimantoù an darempredoù etre priedoù. Bez' e oa lotirioù amourous d'ar c'houlz–se. Koubladoù a veze tennet d'ar sort, pe choazet gant re yaouank all. Hervez al lec'h hag ar mare e c'halle bezañ roet ur bouch, pe muioc'h... Ur vezh ruz e oa d'an Iliz, ha d'ar familhoù a felle dezho choaz pried o c'hrouadur. Sant Frañsez a bigne en e gador–brezeg evit sarmoniñ a–enep da ouel Valentin. 

• Hag ar gouel a–vremañ? Eus ar Stadoù–Unanet e vefe deuet?
JC KAUFMANN: Ya, er bloavezhioù 1840, diwar ur gartenn–bost o tont eus Bro–Saoz. Eno e oa diouer a festoù ar seurt. Neuze e veze lidet traoù hep tamm santimant ebet, pa veze digoret ul linenn–houarn nevez, da skouer. Se zo kaoz e reas berzh–bras ar gouel diouzhtu, ur voem! Atizet e voe gant ar c'henwerzh: tiez–embann, tiez–paper... En em c'houlenn a raent penaos diorren ar gouel hag ar business war an dro: perak ne vefe ket kaset ur gartenn d'o skolaerien gant ar vugale, da skouer? Rak se eo dishañval–mik ar gouel e Afrika, etre al lodenn c'hallek o lidañ ar garantez etre priedoù hepken, hag al lodenn saoznek o kas kartennoù–post da vignoned tost ivez.
E Bro–C'hall e voe adlañset gant ar soudarded amerikan goude ar brezel. Un doare da verc'heta ar Gallezed, anat deoc'h: «petra? n'anavezit ket gouel ar garantez? biskoazh!». Evel e Amerika e klaskas lod kenwerzhourien c'hall – bokedourien, ostalerioù – ober godell diwar ar gouel, en aner. Kontrollet strizh e veze ar yaouankizoù d'ar mare–se. Berzh a reas gouel Valentin pa voe tizhet ar c'houbladoù, e fin ar bloavezhioù 1950 ha penn kentañ ar bloavezhioù 1960. Dezho e oa un doare da ziskouez ar romantelezh a ra diouer dezho e–pad ar bloaz. Da baotred zo e oa ur seurt rattrapage bihan ivez... Met o vukañ ouzh ar c'houbladoù eo bet droukziforc'het an dud dizimez: raser les murs a reont da zeiz gouel Valentin. Met cheñchet en deus ar gouel a–hed ar wech dija, piv 'oar penaos e troio an traoù?

• Rebechoù e–leizh a vez graet ouzh gouel Valentin e Bro–C'hall...
JC KAUFMANN: A–dra–sur e c'hall bezañ rebechet doareoù zo eus gouel Valentin. Ar pezh a glever ar muiañ eo: «ur gouel kenwerzhel an hini eo», «ganin–me n'eo ket lidet ar garantez dre urzh», «droch eo ar gouel–se». Met pa'z eer pelloc'h ganti e weler ne vez ket lidet ar garantez a–hed ar bloaz gant ar re a lavar en ober, paotred d'al liesañ. Daoust da se e kendalc'h gouel Valentin da vont war ziorren er bed a–bezh, peogwir o dez an dud c'hoant–bras da ezteuler o santimantoù, er broioù ma n'eur ket libr d'e lidañ dreist–holl.

© diwar an abadenn la Danse des Valentins, la Danse des Mots, RFI, d'ar 14 a viz C'hwevrer 2017.


—— GERIAOUEG ——
EN ANER (en vain, pour rien)
AN AOTROUIEN (les seigneurs)
AN ATIZ (l'incitation)
AR BAC'HER (le geôlier) → TOULL–BAC'H
AR BOUCH = AR POK
BUHEGEZH*, AR VUHEGEZH (les mœurs)
BUKAÑ OUZH (viser, cibler)
AR C'HOANTEGEZH* (l'envie, le désir)
AN DERC'HENT (la veille)
DIBRENN (licencieux, sans retenue) → PRENNAÑ
AN DIOUER A (le manque de)
DRES (exactement, précisément)
AN DROUG–SANT (l'épilepsie)
DROUKZIFORC'HIÑ (discriminer)
EN EM BARAÑ (s'accoupler) → PAR
EUR (on est)
HOALAÑ (charmer)
KANTREN, KANTRE- (errer)
KORAIZ, AR C'HORAIZ (le Carême)
AL LEZ* (la cour)
MEULIÑ (louer)
OBER GODELL* (faire fortune)
PERGEN (notamment)
AR REVELEZH* = AR SEKSELEZH*
SKOURJEZAÑ (fouetter)
SKRAPAÑ (dérober; kidnapper)

4 avril 2016

Bed ar sevenadur e Naoned a garfe gouzout.

Abaoe daou vloaz eo Johanna Rolland maerez Naoned. Penaos emañ kont gant ar sevenadur eno bremañ? Izili ar bed sevenadurel e kêr Duged Breizh a garfe gouzout war be du ez a an ti–kêr.



Kalz a c'houlennoù zo daou vloaz goude dilennadeg Johanna Rolland hag he skipailh. Emañ ar rouedad sevenadurel en gortoz. «E–kreiz strategiezh Jean-Marc Ayrault 'oa ar sevenadur. An niverel an hini eo bremañ» eme un den e–karg eus darvoudoù sevenadurel.

Meur a zarvoud erruet n'eus ket pell zo kaoz. Lamet e oa bet ar skoaziad digant Eurofonik (70 000€). Ret eo bet d'ar gouel ober un ehan e 2015, evit gallout dont en–dro en ur mod disheñvel, hep implijout Kreizenn ar C'hendalc'hioù. Ouzhpenn–se eo aet kuit Blandine Chavanne, penn mirdi da–zont an arzoù, e miz Gwengolo 2015. «Fall 'oa an traoù gant ar renerezh sevenadurel. Reiñ urzhioù a rae kentoc'h eget klask ur gwir emziviz» eme unan bennak. N'eo ket ur c'heloù mat evit unan eus raktresoù meur ar respet. Nevez zo ez eus bet divizet paouez gant ar skoaziad (3000€) da ouel Celtomania. Rener ar c'hoariva skolveuriek zo aet kuit ivez abaoe bloaz. Un arc'hwil zo bet savet evit dibab chom emren pe tostaat ouzh al Lec'h Unan. Hep respont e chomo ar studiadenn–mañ betek kentañ dilennadegoù prezidant ar Skol–Veur. Memestra gant un deznaou diwar–benn an dañsoù e Naoned.

Goulennoù all zo ivez: piv a yelo war–lerc'h Jean–Paul Davois e penn an opera? piv a reno ar Veaj da Naoned war–lerc'h Jean Blaise? «N'ouzer ket pegoulz ez int kuit. A–bouez eo soñjal e se. An dud a gav dezho n'eus linenn–stur ebet. Petra eo raktres sevenadurel an ti–kêr?».

Bez' eus rebechoù all ouzh Johanna Rolland hag he skipailh. «Ne vezont ket gwelet ken alies hag an dilennidi gozh. N'int ket ken sot se gant ar bed sevenadurel.» Hervez tud e vefe «teknokratel–kenañ» renerezh ar sevenadur, «strizh a–walc'h» zoken. Afer Blandine Chavanne he deus lezet roudoù war he lerc'h. Peseurt dazont evit ar sevenadur e Naoned goude Jean–Marc Ayrault ha Jean Blaise?

© diwar Presse–Océan, d'ar Merc'her 30 a viz Meurzh 2016.

GERIAOUEG
AN ARC'HWIL (l'audit)
AN DEZNAOU (le diagnostic)
AN EMZIVIZ (le dialogue)
KENDALC'H, AR C'H— (le congrès)
LEMEL, LAM- (supprimer)
AL LINENN*–STUR (le cap, la ligne directrice)
AR RENEREZH (la direction)
AR RESPET (le mandat)
AR ROUEDAD (le réseau)
AR SKOAZIAD ARC'HANT (la subvention)

5 janvier 2015

Aet Chancel d'an Anaon, aet ar sevenadur da get?

Dimeurzh e oa bet douaret Jacques Chancel. D'an 23 a viz Kerzu e oa aet hennezh d'an Anaon, d'an oad a 86 vloaz. Brudet–mat e oa paotr e vlev gwenn abalamour d'an abadennoù bet kaset gantañ er skingomz hag er skinwel, en o zouez le Grand Échiquier. Peadra da lakaat ar gaoz war plas ar sevenadur en tele a–vremañ. En deiz all e oa bet dispaket o soñj gant pevar c'hazetenner: sed amañ–dindan o savboent.
 

• «Ar skinwel a–vremañ n'eo ket ar memes ha hini gwechall. Dishañval eo an traoù, met abadennoù a–feson zo c'hoazh. Eus ar c'hentañ eo al labour kaset da benn gant Arte, o tiskouez e c'haller bezañ interesus en ur ober anv eus sevenadur. Ul labour par da hini Chancel a vez graet ganti, a gav din, ha gant ar chadenn barlamantel ivez. Pezh a vank eo abadennoù digustum, dibar, o vodañ tud a bep seurt war o leurenn, met dreist–holl o tolpañ an holl sellerien a–dal o skramm. Pelec'h emañ an dalc'h en deiz a hiziv? Nebeud a abadennoù sevenadurel a vez produet gant TF1, ha diwezhat–mezh e vezont skingaset ganti. Re wir, n'eo ket kefridi ar chadenn; hogen asantet e oa bet ganti ober strivoù pa oa bet roet lañs dezhi gant Bouygues.»

• «Ur vezh eo skingas an abadenn e–koun Jacques Chancel e–kreiz an noz, ha neket diouzh an abardaez. Ne zlefe ket ar servij publik en em lakaat dindan gwask, dindan beli an aodimat. Abalamour da betra e klask–eñ desachañ kement a arvesterien hag ar chadennoù prevez? N'eo ket sañset ober ar memes labour hag int tamm ebet. Diskouez hentoù nevez a rank ar chadennoù publik, kavout doareoù all da labourat war o micher. Me a soñj din ez eus re anezho: gwelloc'h e vefe mirout nebeutoc'h a chadennoù, met gant muioc'h a beadra, dezho da ginnig abadennoù dedennusoc'h.»

• «Penaos sevel abadennoù kulturel eus an dibab hag a blijo d'an holl? Diaesat kudenn da ziskoulmañ! Cheñchet eo an tele a–grenn, gant ar replay. Muioc'h–mui a chadennoù a vez. Ar c'heleier memes zo nebeud a dud o sellout outo. Forzh penaos, diaes eo keñveriañ ar mareoù an eil ouzh egile. Techet eo an dud da vagañ droug–hirnezh, ha bepred e vo tud o randoniñ: ''gwelloc'h–gozh 'oa gwelloc'h''. Kozh kaozioù, me 'lâr deoc'h: gwechall diouzh gwechall, hiziv diouzh hiziv!»

• «Kalz muioc'h a sotonioù a vez gwelet bremañ eget da vare Chancel, gwir–Bater eo kement. Met muioc'h a abadennoù mat–kenañ a vez ivez. Din e ra ar chadennoù foran abadennoù a–live gant o c'harg. Pezh a ra diouer ez eo un abadenn veur, e–giz re Pivot ha Bernard Rapp.»


———— GERIAOUEG ————
A–GRENN = PENN–DA–BENN
EUS AN DIBAB (de premier choix)
AN DIOUER (le manque)
AN DROUG–HIRNEZH (la nostalgie)
E–KOUN (à la mémoire de)
KEFRIDI*, AR GEFRIDI (la tâche, la mission)
AR PEADRA (les moyens)
RANDONIÑ (radoter)
TOLPAÑ = BODAÑ